Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə1/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
  1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27

1

2

3



LIDEREZH AN EURIOU

4

C Copyright 201? Paul Calvez ha Ti-embann?

ISBN

5

E U R L I D D O U E E L



SAVET HERVEZ DEVED AN EIL HOLLESKEBBOD SAKR

ER VATIKAN



GOUREMBANNET DRE AOTROUNIEZH PAOL VI PAB

LIDEREZH AN EURIOU

HERVEZ AN DOARE-LIDAÑ ROMAN

EIL EMBANNADUR SKOUER


III
AMZER BLAEN

SIZHUN I - XVII

LAKAET E BREZHONEG

HERVEZ TROIDIGEZHIOU AN AOTROUNEZ BELEION

LOEIZ AR FLOC'H, MARSEL KLERG,

PER AR GALL, JOB LEC'HVIEN,

BET DEZHO AOTREADUR EMBANN DIGANT AOTROU'N ESKOB SANT-BRIEG :
Testamant Nevez Nihil obstat, Gwengamp, J. Peron, person Imprimatur, Sant-Brieg, 2-2-69, H. Gloagen, Vikel-vras.

Salmoù : Imprimatur, Landreger, 26-7-73, J. Peron, Vikel vras

Testamant Kozh : Nihil obstat : Pont-Melvez 19-05-80, J. Peron, person. Imprimatur Sant- Brieg, 26-07-80, Y. Le Breton, Vikel-vras.

Antonennoù, Gwerzadoù, Pedennoù diwar al Leksionaloù : Imprimatur Sant-Brieg 1969, 1970, 1971, H. Gloagen, Vikel-vras.
HA SKRIDAOZET A-DOST

HERVEZ UR SKOUERENN E LATINEG EMBANNET GANT


LIBRERIA EDITRICE VATICANA

MM

6


Deved Kenguzul ar Pab evit ar C'hehelerezh doueel (Decretum Congregationis pro Cultu Divino)

11 a viz Ebrel 1971 ....................... .............................7

Deved Kenguzul ar Pab war ar C’hehelerezh doueel,

7 a viz Ebrel 1985 .......................................................8

Deiziadur Roman hollek ........ ........................................17


Darnlevr al Lidamzervezh ...............................................29

Gouelioù-meur an Aotrou Krist o c'hoarvezout

en amzer blaen ......................................................503

Darn voutin ................................................................ 563

Songanaoueg dre IV sizhunvezhiad dasparzhet ...........587

Klozlid..................................................................1105

Songanadenn klokaat...........................................1123

Darnlevr Gouelioù ar Sent ...........................................1131 Rummeurlidoù arbennik ............................................1393

Eurlid an Anaon .........................................................1653

Stagadenn ...................................................................1687

7

KENGUZUL AR PAB EVIT AR C’HEHELEREZH DOUEEL



(CONGREGATIO PRO CULTU DIVINO)

Prot. N. 100/71


DEVED (Decretum)

Liderezh an Eurioù, ez eo bet akourset hervez un henvoaz da lidañ e-kerzh an devezh, an Iliz a beurseven gourc’hemenn an Aotrou diwar-benn ar bedenn da vezañ morse paouezet ganti, ha war un dro e rent meuleudioù da Zoue an Tad, hag ez erbed evit silvidigezh ar bed.



Rak-se, an Eil Holleskebbod er Vatikan, oc’h ober ar brasañ stad ouzh urzhiadur dazroet an Iliz, hag o c’hoantaat adnevesaat anezhañ, a brederias gant evezh, evit ma vefe graet un adaozadur dereat d’an obererezh-se a bedenn, en doare ma c’hellfe bezañ kaset da benn gwelloc’h ha peurglokoc’h, pe e ve a-berzh ar veleion pe e ve a-berzh izili all an Iliz. (Kv. Kenreizhadur war al Liderezh Santel, Const. De sacra Liturgia, Sacrosanctum Concilium, n. 84).

Bremañ, al labour adaozañ o vezañ kaset da benn hag aprouet gant ar Pab Paol VI dre ar C’henreizhadur abostolek Laudis canticum sinet d’an deiz 1-añ a viz du 1970, ar C’henguzul-mañ evit ar C’hehelerezh doueel en deus graet war-dro al levr da vezañ embannet, skridaozet e Latineg evit lidañ Liderezh an Eurioù hervez an doare-lidañ roman, hag e tiskler ez eo an embannadur-mañ, bremañ diskouezet, an embannadur-skouer nemetañ.
Tra kontrol ebet o tizarbenn.
Eus Burevioù Kenguzul ar Pab evit ar C’hehelerezh doueel, d’an deiz 11 a viz ebrel er bloaz 1971, Deiz-an-Aotrou, Pask ha Dasorc’h an Aotrou.
ARTURUS Kard. TABERA

Prefed


A. BUGNINI Sekretour

8
KENGUZUL AR PAB EVIT AR C’HEHELEREZH DOUEEL

(CONGREGATIO PRO CULTO DIVINO)
Prot. N. 1814/84

DEVED (Decretum)


Liderezh an Eurioù, adaozet diwar deved an Eil Holleskebbod er Vatikan er bloaz 1971, e kement hag ez eo Pedenn an Iliz, e-lec’h ma vez, dre veulganoù, trugarekadennoù hag aspedennoù, santelaet holl red eurioù an devezh koulz hag holl drevelloù an den (Kv. Kenreizhadur hollek (Institutio generalis) Liderezh an Eurioù, nn. 2 hag 11), a c’houlenn ma vezo sanket donoc’h ar pinvidigezhioù speredel a zo goubarzhek dezhañ e-unan, dre veizerezh diabarzh an testennoù, a vez arveret e Pedenn voutin Doare-lidañ Roman dazroet dre voaz.

Evit tizhout aesoc’h ar pal-se, eil embannadur-skouer Liderezh an Eurioù, a zo goude daou-ugent vloaz lakaet e gouloù, a ziskouez, evel perzh arbennik dezhañ, testenn embannadur Levrioù Sakr ar Vulgata Nevez, a zo erlec’hiet bremañ dre ret ouzh testenn ar Vulgata (troidigezh e latin poblek ar 4-re kantved) arveret en a-raok, hervez reolenn Kenreizhadur (Constitutio) Abostolek an Tad Santel ar Pab Yann Baol II Teñzor ar Skriturioù (Scripturarum Thesaurus) d’an deiz 25 a viz ebrel 1979.

Ar pezh avat a zo dioutañ e-unan en embannadur-mañ a zo deskrivet resisoc’h evel-henn amañ da heul.


  • 1) Troidigezh ar Vulgata Nevez a zo degemeret evit lennadennoù biblek Eurlid al lennadenn, hag an Nozveilhioù (vigilia), koulz hag evit lennadennoù berr ar Meullidoù (laudes), ar Pardaezlid (vespera), an Trede, C’hwec’hvet, Navet Eur hag ar C’hlozlid (completorii), ha kenkoulz all evit an holl lidkanoù (canticis) eus an Testamantoù Kozh ha Nevez.

Deved 9
2) Testennoù biblek ‘zo, lakaet er c’hentañ embannadur, hag a vank e troidigezh ar Vulgata Nevez, pe a wisk en hemañ ur ster all, en doare ma c’hwitont dre vihanoc’h azasted war ar pal ez int bet dibabet evitañ, ne vezont ket kavet ken, hag en o lec’h eo testennoù azasoc’h a vez kinniget.

3) Testenn ar Songanoù (Psalmorum), bet adreizhet a-c’houdevezh en embannadur ar Vulgata Nevez, a zo kemeret en embannadur-mañ Liderezh an Eurioù.

4) Pebeilganennoù (Responsoria) Eurlid al lennadenn, eo hervez testenn ar Vulgata Nevez ez int reizhet, nemet e c’hoarvezfe d’un abeg arbennik bennak a skridaozadur, pe a zazroadur, pe a gerzenn sonerezh pe notenn liderezh a virfe ouzh kemm an destenn.

5) An Antonennoù (Antiphonenae) nevez da Lidkan Zakaria Benedictus ha da Lidkan Mari Magnificat a zo lakaet er stumm m’emaint en Aviel Deizioù-an-Aotrou ha gouelioù, e vezont tennet anezho peurliesañ.

6) Skridaozadur ar Meulganoù (Hymnorum) a zo adtaolet kempenn, aketus, rimiet mat.

7) El lennadennoù biblek hiroc’h, er songanoù (Psalmis) ha lidkanoù (canticis) eus an Testamant Kozh koulz hag eus an hini Nevez, pep gwerzad a zo gantañ e niverenn e-giz m’emañ ez-voutin e levrioù ar Bibloù.

8) En embannadur-mañ emañ niverennet songanoù ’zo (Psalmi) gant div niverenn. Da gentañ eo merket an niverenn o deus atav douget en droidigezh c’hresianek, anvet ar Seikont (Septuaginta), e troidigezh kozh ar Vulgata, hag a vez dazroet gant an Tadoù hag al liderezh. An niverenn perzhiek d’an destenn hebraek koulskoude, hag alies arveret en hon amzer en embannadurioù hag en addisplegadurioù, a vez roet da eil etre krommelloù.

9) Er stagadenn e roer testennoù all, anezho bommoù-bennigañ gourlidek, ha greadoù a binijenn tennet eus al Levr-Oferenn Roman.



An evezhiadennoù merket a-us, koulz hag ar c’hemmoù all degaset, hag a zo a nebeut a bouez, o deus da bal pelloc’h harpañ ar c’hwek ha frouezhus heuliad speredel a zegouezh etre

10
Liderezh an Eurioù ha lidadenn Sakramant an Aoter, kenkoulz hag etre ar re-hont hag ar bloavezh liderezhel, “ hag en deus galloud dre nerzh hag efedusted sakramantel perzhiek peogwir ez eo ar C’hrist e-unan, en e visterioù, pe e kounlid (memoria) ar Sent, ha pergen e hini e Vamm, a gendalc’h gant hent e drugarez divent, en doare ma c’hell ar Gristenion feal, n’eo ket hepken eñvoriñ ha pleustriñ misterioù an Dasprenadur, met stekiñ outo dre m’en em genunanont ganto ha dre ma vevont drezo “ (Lidreol an Eskibion, n. 231).



An embannadur all-mañ da Liderezh an Eurioù a zo bet aotreet gant Hon Tad Santel ar Pab Yann Baol II dre e Aotrouniezh Abostolek ; hag ar C’henguzul evit ar C’hehelerezh Doueel hen embann bremañ hag hen diskler embannadur-skouer nemetañ. Dre-se, an embannadur-mañ, skridaozet e latineg, eo, kerkent ha ma vo deuet er-maez, a grogo da vezañ lakaet da dalvezout ; an embannadurioù e yezhoù pep pobl, adkempennet hervez patrom reol an eil embannadurr-skouer-mañ, eo adalek an deiz a vezo termenet gant pep Kenvodad Eskibien.
Tra ebet kontrol o tizarbenn.

Eus burevioù ar C’henguzul evit ar C’hehelerezh Doueel, d’an deiz 7 a viz ebrel 1985, Deiz-an-Aotrou, gouel Pask ha Dasorc’h an Aotrou. Jezuz Krist.


+ AUGUSTINUS MAYER

Arc’heskob tit. Satrianensis

Pro Praefectus
+ VERGILIUS NOE

Arc’heskob. Tit. Voncariensis

a Secretis

11
TAOLENN AN DEIZIOU LIDEREZH


Diouzh ar Reoladoù hollvedel war ar bloavezhiad liderezh

hag eztennet diouzh an Deiziadur, nn. 59-61


Ar brilec’hiadur (praecedentia) etre an Deizioù liderezh, evit pezh a sell al lidadur anezho, a zo kevreizhet diouzh an daolenn-mañ nemeti.
I
1. Tridevezhiad paskel Pasïon ha Dasorc’h an Aotrou Jezuz Krist.
2. Gouelioù Jezuz Ganet (Nativitas), Jezuz Diskouezet (Epiphania), Jezuz Savet d’an Neñv (Ascensio), hag ar Spered Santel o tiskenn d’ar 50-vet Deiz goude ar Pask (Pentecostes).

Deizioù-an-Aotrou (Dominicae) e Lidamzervezh an Donedigezh (Adventus), 40 Devezh ar Rakpask (Quadragesimae), hag ar Pask.

Deiz-lid IV, al Ludu.

Deizioù-lid ar Sizhun santel, adalek an Deiz-lid II betek dibenn an deiz-lid V.

An Deizioù-lid e-barzh eizhvedad ar Pask.
3 Gouelioù-meur an Aotrou, ar Werc’hez glorius Vari hag ar Sent enskrivet en Deiziadur hollek.

Gouel an Anaon.


4. Gouelioù-meur goubarek (propriae), eleze :

a ) Gouel-meur Sant-paeron pennañ al lec’h, ar gêr pe ar vro.

b ) Gouel-meur Dedi ha deiz-ha-bloaz Dedi an iliz c’houbarek (propriae).

ch ) Gouel-meur Enhaoliad (Tituli) un iliz c’houbarek.

d ) Gouel-meur pe an Enhaoliad (Tituli), pe an Diazezer, pe ar Paeron pennañ d’an Urzh pe d’ar Vreuriezh leaned.

12 Taolenn an deizioù-liderezh


II
5. Gouelioù an Aotrou enskrivet en Deiziadur hollek.

6. Deizioù-an-Aotrou e Ldamzervezh an Nedeleg, ha Deizioù-an-Aotrou en Amzer blaen (per annum, war ar bloaz).


7. Gouelioù ar Werc’hez glorius Vari hag ar Sent enskrivet en Deiziadur hollek.
8. Gouelioù goubarek (propria), eleze :

a) Gouel Sant-paeron pennañ an eskobrann (diocesis).

b) Gouel deiz-ha-bloaz Dedi an iliz-kador (cathedralis).

ch) Gouel Sant-paeron pennañ ar rannvro pe rannbarzh ar vroad pe un diriegezh ledanoc’h.


d) Gouel Enhaoliad (tituli), Diazezer, Paeron pennañ un Urzh pe Breuriezh pe rannbarzh leaned, salv ar c’hemennadurioù dindan an n. 4.
e) Gouelioù all goubarek d’un iliz bennak.

f) Gouelioù all enskrivet e Deiziadur un eskobrann, pe c’hoazh un Urzh pe Breuriezh leaned.


9. Deizioù-lid amzer Donedigezh Jezuz, adalek ar 17 betek dibenn ar 24 a viz kerzu.

An Deizioù-lid e-barzh Eizhvedad an Nedeleg.

Deizioù-lid 40 devezh ar Rakpask (Quadragesimae).
III

10. Deizioù-kounlid (memoriae) rediek enskrivet en Deiziadur hollek.


11. Deizioù-kounlid rediek goubarek (propriae), eleze :

a) Kounlid eil Sant-paeron lec’h, eskobrann, rannvro, pe rannbarzh relijiel.

13
b) An Deizioù-kounlid rediek all, enskrivet e Deiziadur un eskobrann bennak, pe c’hoazh un Urzh pe Breuriezh leaned.
12 An Deizioù-kounlid diredi, deskrivet m’emaint en un doare arbennik e Sturgemennadurioù Hollek al Levr Oferenn roman (in Institutionibus generalibus Missalis Romani) pe e Liderezh an Eurioù (Liturgia Horarum), a c’hell koulskoude bezañ graet ivez en deizioù ez eus anv anezho en n. 9.

En hevelep doare, an Deizioù-kounlid rediek, a c’hoarvez dre zegouezh e Deizioù-lid 40 Devezh ar Rakpask, a c’hell bezañ lidet evel Kounlidoù diredi.


13 An Deizioù-lid e Lidamzervezh Donedigezh Jezuz betek dibenn ar 16 a viz kerzu.

An Deizioù-lid en amzer an Nedeleg adalek an deiz 2 a viz genver betek ar Seizhvet-Deiz goude Gouel Jezuz Diskouezet.

An Deizioù-lid e Lidamzervezh ar Pask adalek an Eil Deiz-lid goude eizhvedad ar Pask betek dibenn ar Seizhvet-Deiz (Sabatum) a-raok ar 50vet-deiz goude ar Pask (Pentecostes).

An Deizioù-lid en amzer blaen (per annum, pe war ar bloaz)


A-ZIVOUT KEVEZEREZH ETRE LIDADURIOU ER MEMES DEIZ

Mar c’hoarvez meur a lidadur er memes deiziad, e vez graet Liderezh an hini a zalc’h ul lec’h uheloc’h e Taolenn an Deizioù Liderezh. Koulskoude, ur Gouel-meur na c’hellfe ket bezañ lidet en Deiz liderezh-se dre ma kerz hemañ ar brilec’h warnañ, a vefe treuzdouget d’an deiz nesañ a vefe dieub a-douez an Deizioù liderezh renket dindan an nn. 1-8 e Taolenn ar gevriegezh, salv ar Reoladoù war ar bloavezhiad liderezh a zo divizet en n. 5. An Deizioù liderezh a chomfe ouzhpenn a vez lamet evit ar bloaz-se.

Ouzhpenn-se, mar befe da lidañ er memes deiz Pardaezlid an Eurlid o c’hoarvezout, ha Kentañ Pardaezlid an deiz da heul, e talvez da gentañ Pardaezlid al lidadur a zalc’h ul lec’h uheloc’h e Taolenn an Deizioù Liderezh ; en degouezh avat a gevatalder briegezh, eo Pardaezlid an deiz o c’hoarvezout, ha n’eo ket hini an deiz war-lerc’h.

14
TAOLENN AMZERIAT




Bloaz

an Aotrou



Lizherenn

Deiz-an-Aotrou



Lizher-

-ennoù amdro al

lenn-adennoù


Deiz al Ludu

Deiz ar Pask

Jezuz savet d’an Neñv

1998

1999


2000

2001


d

c

b A



g

C – A

A – B


B – C

C – A


25 c'h

17 c’h


8 meu

28 c’h


12 ebr

4 ebr


23 ebr

15 ebr


24mae

13mae


1mez

24mae



2002

2003


2004

2005


f

e

d c



b

A – B

B – C


C – A

A – B


13 c’h

5 meu


25 c’h

9 c’h


31meu

20 ebr


11 ebr

27meu


9 mae

29mae


20mae

5 mae



2006

2007


2008

2009


A

e

f e



d

B – C

C – A


A – B

B - C


1 meu

21 c’h


6c’h

25 c’h


16 ebr

8 ebr


23meu12 eb

25mae

17mae


1 mae

21mae



2010

2011


2012

2013


c

b

A – g



f

C - A

A - B


B - C

C - A


17c’h9 meu

22 c'h


13 c'h

24 ebr

4 ebr


8 ebr

31meu


13mae

2 mez


17mae

9mae



2014

2015


2016

2017


c

d

c b



A

A - B

B - C


C - A

A - B




5 meu

18 c'h


10 ebr

1 meu




20 ebr

5 ebr


27meu

16 ebr



29ma

14mae


5mae

25mae


2018

2019


2020

2021


g f

e d


c

B - C

C - A


A - B

B - C


14 c'h

6 meu


26 c'h

17 c'h


1 ebr

21 ebr


12 ebr

4 ebr


10mae

30mae


21mae

13mae



2022

b

C - A

2 meu

17 ebr

26mae

15
AR GOUELIOU HELOC’H




50vet deiz

goude


Pask

Sizhunioù an amzer blaen

1-añDeiz-an-Aotrou en amzer e zonedigezh

Kent 40 devezh ar rakpask

Goude Pask

Betek an deiz

sizhun

Adalek an deiz

sizhun

31ma23ma11me3 mez

24c'h

16c’h


7meu

27c'h


7

6

9



8

1mez

24ma


12me

4me


9

8

10



9

29 du

28 du


3 kerzu

2 kerzu



19ma 8 mez

30ma


15ma

12c’h

4meu


24c'h 8 c'hw

5

8

7



5

20ma

9mez


31ma

16ma


7

10

9



7

1 kerzu

30 du


28 du

27 du



4mez

27ma


11ma

31ma


28c’h

20c’h


5c’h

24c’h


8

7

4



7

5mez

28ma


12ma

1mez


9

8

6



9

3 kerzu

2 kerzu


30 du

29 du



23ma

12me


27ma

19ma


16c’h

9meu


21c'h

12c'h


6

9

7



5

24ma

13me


28ma

20ma


8

11

8



7


28 du

27 du


2 kerzu

1 kerzu



8 mez

24ma


15ma

4mez


4meu

17c'h


9c'hw

28c'h


8

6

5



8

9 mez

25ma


16ma

5 mez


10

8

7



9

30 du

29 du


27 du

3 kerzu



20ma

9 mez


31ma

23ma


13c'h

5meu


25c'h

16c'h


6

8

7



6

21ma

10me


1 mez

24ma


7

10

9



8

2 kerzu

1 kerzu


29 du

28 du



5 mez

1 meu

8

6 mez

10

27 du

16 Taolenn an deizioù liderezh

A-ZIVOUT LIZHERENN DEIZ-AN-AOTROU


Da bep hini eus deizioù ar bloaz e vez lakaet unan eus al lizherennoù-mañ : A, b, c, d, e, f, g, a arouez seizh deiz ar sizhun (kv. Deiziadur Roman hollek, 17-28, col. I). Eus al lizherennoù-se, eo anvet lizherenn Deiz-an-Aotrou an hini a ziskouez Deiz-an-Aotrou a-hed ar bloaz.

Da skouer, er bloaz 2002 emañ lakaet lizherenn Deiz-an-Aotrou f (kv. Taolenn amzeriat, 14, col. II); an holl deizioù, a zo diskouezet gant al lizherenn-se, a zo Deizioù-an-Aotrou; 13, 20, 27 a viz genver, h.a.

Er bloazioù bizeost avat eo aroueziet dre ziv lizherenn Deiz-an-Aotrou, an hini gentañ anezho a ziskouez Deizioù-an-Aotrou adalek deroù ar bloaz betek an deiz 24 a viz c’hwevrer, an hini all adalek an deiz 25 betek dibenn ar bloaz: addeiz e vez lavaret eus ar c’hwec’hvet eus kala meurzh, eleze d’an deizioù 24 ha 25 a viz c’hwevrer, hag ez adkemerer al lizherenn f, a servij div wezh evit an deizioù 24 ha 25.

Da skouer : er bloaz 2004, eo div lizherenn Deiz-an-Aotrou a zo merket : d ha c. Al lizherenn d a ziskouez Deizioù-an-Aotrou brtek an deiz 24 a viz c’hwevrer : 3, 10, 17, ... 21 a viz c’hwevrer. Goude-se al lizherenn d a zo kemmet en he diagentadez c , a ziskouez Deizioù-an-Aotrou adalek an deiz 24 : 28 a viz c’hwevrer, 6, 13 a viz meurzh, h.a.


A-ZIVOUT LIZHERENNOU AMDRO DEIZIOU-AN-AOTROU:
E Taolenn amzeriat al lidadurioù heloc’h (kv. Bann III) lizherenn amdroiad al lennadennoù biblek evit Deizioù-an-Aotrou hag ar gouelioù a zo lakaet evit diskouez zoken an antonenn a vez arveret gant lidkan Zakaria “Benedictus” ha likan Mari “Magnificat”.

Al lizherenn gentañ a ra dave d’ar bloaz lik (raknevet), da skouer 2002, bloaz A ; an eil avat d’ar bloaz liderezhel, a grog gant Deiz-an-Aotrou kentañ deiz lidamzervezh donedigezh Jezuz, da skouer 1-añ a viz kerzu 2002, ar bloaz B.

17
DEIZIADUR ROMAN HOLLEK
MIZ GENVER

A Kala. 1 En eizhvedad Ganedigezh Jezuz :

GOUELL-MEUR MARI

MAMM SANTEL DOUE Gouel-meur

b IV 2 Sent Basilios Meur ha Gregorios

Naziañza, esk. ha doct. a’n Iliz Kounlid

c III 3

d Derc’hent 4

e 5-vet deiz 5

f VIII 6 JEZUZ DISKOUEZET Gouel-meur

g VII 7 St Ramon Penyaford, beleg

A VI 8


b V 9

c IV 10


d III 11

e Derc’hent 12

f Kreiz-miz 13 St Hilarius, esk. ha dokt. a’n Iliz

g XIX 14


A XVIII 15

b XVII 16

c XVI1 17 St Anton abad Kounlid

d XV 18


e XIV 19

f XIII 20 St Fabianus, pab ha merzher



St Sebastian, merzher

g XII 21 StezAgnez,gwerc’hezhamerzherez Kounlid

A XI 22 Sant Visant, diagon ha merzher

b X 23


c IX 24 St Frañsez a Sal, esk. ha dokt.a’nIliz Kounlid

d VIII 25 St PAOL ABOSTOL troet d'ar C’HRIST Gouel

cVII 26 Sent Timozeos haTitos, eskob. Kounlid

f VI 27 Stez Angela Merisi, gwerc’hez

g V 28 St Tomaz Akuino, beleg ha doktor

a’n Iliz ..................................................... Kounlid

A IV 29

b III 30

cDerc’hent 31 St Yann Bosko, beleg .................................Kounlid

Deiz-an-Ao goude ar 6 genver :BADEZIANT AN AOTROU Gouel

* Pa n’eo ket spizet derez al lidadur eo Kounlid diredi.

18 Deiziadur Roman hollek


MIZ C’HWEVRER
d Kala 1

e IV 2 JEZUZ KINNIGET EN TEMPL Gouel

f III 3 St Bleaz, esk. ha merzher

St Ansgar, esk.

g Derc’hent 4

A 5vet deiz 5 Stez Agata, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

b VIII 6 St Paol Miki hag e gileed, merzherion Kounlid

c VII 7

d VI 8 St Jerom Emilian



e V 9

f IV 10 Stez Skolastika, gwerc’hez Kounlid

g III 11 Itron Varia Lourda

A Derc’hent 12

b Kreiz miz 13

c XVI 14 Ar sent Kurillos ha Metodios, esk. Kounlid

d XV 15

e XIV 16


f XIII 17 Seizh Diazezer Urzh Servijerion

ar Werc’hez glorius Vari

g XII 18


A XI 19

B X 20


c IX 21 St Pêr Damian, esk. ha dokt. a’n Iliz

d VIII 22 KADOR SANT PER, ABOSTOL Gouel

e VII 23 St Polikarpos, esk. ha merzher Kounlid

f VI 24


g V 25

A IV 26


b III 27

c Derc’hent 28


Deiziadur Roman hollek 19


MIZ MEURZH
d Kala 1

e VI 2


f V 3

g IV 4 St Kazimir Kounlid

A III 5

b Derc’hent 6



c 5vet deiz 7 Ar santezed Perpetua ha Felisite,

merzherezed Kounlid

d VIII 8 Sant Yann Doue, lean

e VII 9 Stez Frañseza Romana, leanez

f VI 10

g V 11


A IV 12

b III 13


c Derc’hent 14

d Kreiz miz 15

e XVII 16

f XVI 17 St Padrig, esk.

g XV 18 St Kurillos Jerusalem, esk. ha dokt. a’n Iliz

A XIV 19 SANT JOZEF,

PRIED AR WERC’HEZ VARI Gouel-meur

b XIII 20

c XII 21

d XI 22


e X 23 St Turibi Mongrovejo, esk.

f IX 24


g VIII 25 EMZENADUR AN AOTROU

KEMENNET DA VARI Gouel-meur

A VII 26

b VI 27


c V 28

d IV 29


e III 30

f Derc’hent 31


20 Deiziadur Roman hollek
MIZ EBREL
g Kala 1

A IV 2 St Frañsez a bPaola, penitiour

b III 3

c Derc’hent 4 St Isidor, esk. ha dokt. a’n Iliz



d 5vet deiz 5 St Visant Ferrer, beleg

e VIII 6


f VII 7 St Yann-Vadezour ar Sal, beleg Kounlid

g VI 8


A V 9

b IV 10


c III 11 St Stanislas, esk. ha merzher Kounlid

d Derc’hent 12

e Kreiz miz 13 St Martin 1-añ, pab ha merzher

f XVIII 14

g XVII 15

A XVI 16


b XV 17

c XIV 18


d XIII 19

e XII 20


f XI 21 St Anselm, esk. ha dokt. a’n Iliz

g X 22


A IX 23 St Jord, merzher

St Adalbert, esk. a merzher

b VIII 24 St Fidel a Singmaringen, beleg ha merzher

c VII 25 SANT MARK, AVIELOUR Gouel

d VI 26


e V 27

f IV 28 St Pêr Chanel, beleg ha merzher



St Louis-Marie Grignion de Montfort, beleg

g III 29 Stez Katell a Sienna, gwerc’h. ha dok. a’n Iliz Kounlid

A Derc’hent 30 St Pius V, pab

Deiziadur Romn hollek 21


MIZ MAE
b Kala 1 Sant Josef micherour

c VI 2 St Atanazios, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

d V 3 AR SENT FILIP HA JAKEZ, EBESTEL Gouel

e IV 4


f III 5

g Derc’hent 6

A 5vet deiz 7

b VIII 8


c VII 9

d VI 10


e V 11

IV 12 Ar sent Nere hag Akile, merzherion

f St Pankras, merzher

g III 13


A Derc’hent 14 SANT MAZHEAZ, ABOSTOL Gouel

b Kreiz miz 15

c XVII 16

d XVI 17


e XV 18 St Yann 1-añ, pab ha merzher

f XIV 19


g XIII 20 St Bernardino Sienna, beleg

A XII 21


b XI 22

c X 23


d IX 24

e CIII 25 St Beda Enorus, beleg ha dokt. a’n Iliz



St Gregor VII, pab

Stez Mari Madalen a Bazzi, gwerc’hez

f VII 26 St Filip Neri, beleg Kounlid

g VI 27 St Aogustin Kêrgent, esk.

A V 28


b IV 29

c III 30


d Derc’hent 31 GWELADENN AR WERC’HEZ VARI Gouel
1-añ Deiz-an-Ao. goude 50-vet deiz ar Pask

AN DREINDED SANTEL-MEURBET Gouel-meur

Deiz-lid V goude An Dreinded santel-meurbet :

KORF HA GWAD SANTEL-MEURBET AR C’HRIST Gouel-meur

22 Deiziadur Roman hollek
MIZ MEZHEVEN
e Kala 1 St Justinus, merzher Kounlid

f IV 2 Sent Markellinus ha Petrus, merzherion

g III 3 St Charlez Lwanga hag e gileed, merzherion Kounlid

A Derc’hent 4

b 5vet deiz 5 St Bonifas, esk. ha merzher Kounlid

c VIII 6 St Norbert, esk.

d VII 7

e VI 8


f V 9 St Efrem, diagon ha dokt. a’n Iliz

g IV 10


A III 11 St Barnabaz, abostol Kounlid

b Derc’hent 12

c Kreiz miz 13 St Anton a Badova, beleg ha dokt.

a’n Iliz Kounlid

d XVIII 14

e XVII 15

f XVI 16

g XV 17


A XIV 18

b XIII 19 St Romuald, abad

c XII 20

d XI 21 St Loeiz Gonzaga, lean Kounlid

e X 22 St Paolinus Nola, esk.

Ar Sent John Fisher, esk. ha Tomaz Morus,

merzherion

f IX 23


g VIII 24 GANEDIGEZH SANT YANN

VADEZOUR Gouel-meur

A VII 25

b VI 26


c V 27 St Kurillos Aleksandria, esk. ha dokt a’n Iliz

d IV 28 St Irenaios, esk ha merzher Kounlid

e III 29 AR SENT PER HA PAOL,

EBESTEL Gouel-meur

f Derc’hent 30 Sent Merzherion gentañ Iliz santel Roma
Deiz-lid VI goude Eil Deiz-an-Ao. goude 50-vet deiz ar Pask :

KALON SAKR-MEURBET JEZUZ Gouel-meur

Ar Seizhvet-Deiz goude 50-vet deiz ar Pask :

Kalon Dinamm ar Werc’hez glorius Vari Kounlid

Deiziadur Roman hollek 23
MIZ GOUHERE
g Kala 1

A VI 2


b V 3 SANT TOMAZ ABOSTOL Gouel

c IV 4 Stez Elizabed Portugal

d III 5 St Anton Mari Zakaria, beleg

e Derc’hent 6 Stez Maria Goretti, gwerc’hez ha merzherez

f 5-vet deiz 7

g VIII 8


A VII 9

b VI 10


c V 11 St Benead, abad Kounlid

d IV 12


e III 13 St Herri

f Derc’hent 14 St Kamilh Lellis, beleg

g Kreiz miz 15 St Bonaventura, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

A XVII 16 Itron Varia Menez Karmez

b XVI 17

c XV 18


d XIV 19

e XIII 20

f XII 21 St Laorañs Brindisi, beleg ha dokt. a’n Iliz

g XI 22 Stez Mari Madalen Kounlid

A X 23 Stez Brijida, leanez

b IX 24


c VIII 25 SANT JAKEZ, ABOSTOL Gouel

d VII 26 St Yoakim ha santez Anna, tad ha mamm

ar Werc’hez Vari Kounlid

e VI 27


f V 28

g IV 29 Stez Marta Kounlid

A III 30 St Pêr Krizologos, esk. ha dokt. a’n Iliz

b Derc’hent 31 St Ignas a Loiola, beleg Kounlid

24 Deiziadur Roman hollek
MIZ EOST
c Kala 1 St Alfoñs Mari Ligori, esk. ha dokt.

a’n Iliz Kounlid

d IV 2 St Euzeb Verkelle, esk.

St Pierre Julien Eymard, beleg

e III 3


f Derc’hent 4 St Yann Vari Vianney, beleg Kounlid

g 5-vet deiz 5 Dedi iliz-veur Santez Mari e Roma

A VIII 6 TREUZNEUZIADUR AN AOTROU KRIST Gouel

b VII 7 St Sikstus II pab, hag e ziagoned merzherion



St Gaetan, beleg

c VI 8 St Dominig, beleg Kounlid

d V 9

e IV 10 ST LAORAÑS, DIAGON HA MERZHER Gouel



f III 11 Stez Klara, gwerc’hez Kounlid

g Derc’hent 12

A Kreiz miz 13 St Pontianus, pab, ha st Hippolitos, beleg

merzherion,

b XIX 14 St Maksimilian Mari Kolbe, beleg,

merzher Kounlid

c XVIII 15 AR WERC’HEZ GLORIUS VARI

SAVET D’AN NEÑV Gouel-meur

d XVII 16 St Stefan Hungaria

e XVI 17

f XV 18


g XIV 19 St Yann Eudes, beleg

A XIII 20 St Bernez, abad ha dokt a’n Iliz Kounlid

b XII 21 St Pius X, pab Kounlid

c XI 22 Ar Werc’hez glorius Vari, Rouanez Kounlid

d X 23 Stez Rozenn a Lima, gwerc’hez

e IX 24 SANT BARTOLOME, ABOSTOL Gouel

f VIII 25 St Loeiz

St Josef Kalasañz, beleg

g VII 26
A VI 27 Stez Monika Kounlid

b V 28 St Aogustin, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

c IV 29 Pasîon sant Yann Vadezour, merzher Kounlid

d III 30

e Derc’hent 31


Deiziadur Roman hollek 25
MIZ GWENGOLO
f Kala 1

g IV 2


A III 3 St Gregor Meur, pab ha dokt. a’n Iliz Kounlid

b Derc’hent

c 5-vet deiz 52

d VIII 6


e VII 7

f VI 8 GANEDIGEZH AR WERC’HEZ VARI Gouel

g V 9

A IV 10


b III 11

c Derc’hent 12

d Kreiz miz 13 St Yann Krizostomos, esk. ha dokt.

a’n Iliz Kounlid

e XVIII 14 EN ENOR D’AR GROAZ SANTEL Gouel

f XVII 15 Itron Varia ar Seizh glac’har Kounlid

g XVI 16 Ar Sent Korneli, pab, ha Kiprian, esk.

merzherion Kounlid

A XV 17 St Roparzh Bellarmino, esk. ha dokt. a’n Iliz

b XIV 18

c XIII 19 St Genver, esk. ha merzher

d XII 20 Ar Sent Andrev Kim Taegon, beleg, ha Paol

Chong Hasang, hag o c’hileed merzherion Kounlid

e XI 21 ST MAZHEV ABOSTOL HAG AVIELOUR Gouel

f X 22

g IX 23


A VIII 24

b VII 25


c VI 26 Ar Sent Kosma ha Damian, merzherion

d V 27 St Visant a Baol, beleg Kounlid

e IV 28 St Wenseslaz, merzher

f III 29 AR SENT MIKAEL, GABRIEL

HA RAFAEL, ARC’HAELED Gouel

g Derc’hent 30 St Jerom, beleg ha dokt. a’n Iliz Kounlid


26 Deiziadur Roman hollek
MIZ HERE
A Kala I Stez Tereza ar Mabig Jezuz, gwerc’hez Kounlid

b VI 2 An Aelez santel diwallerion Kounlid

c V 3

d IV 4 St Frañsez Asizi, diagon Kounlid



e III 5

f Derc’hent 6 St Bruno, beleg

g 5-vet deiz 7 Itron Varia ar Rozera Kounlid

A VIII 8


b VII 9 St Denez, esk. hag e gloer, merzherion

St Yann Leonardi, beleg

c VI 10


d V 11

e IV 12


f III 13

g Derc’hent 14 St Kallist 1-añ, pab ha merzhet

A Kreiz miz 15 Stez Tereza a Jezuz,

gwerc’hez ha dokt. a’n Iliz Kounlid

b XVII 16 Stez Hedwija, leanez

Stez Marc’harid Mari Alakok, gwerc’hez

c XVI 17 St Ignas Antiokeia, esk. ha merzher Kounlid

d XV 18 SANT LUKAZ, AVIELOUR Gouel

e XIV 19 Ar Sent Yann Brebeuf hag Izaag Jogues



beleion, hag o c’hileed, merzherion

f XIII 20 St Paol ar Groaz, beleg

g XII 21

A XI 22


b X 23 St Yann Gapestran, beleg

c IX 24 St Anton Mari Klaret, esk.

d VIII 25

e VII 26

f VI 27

g V 28 AR SENT SIMON HA JUD, EBESTEL Gouel



A IV 29

b III 30


c Derc’hent 31
Deiziadur Roman hollek 27

MIZ DU
d Kala 1 AN HOLL SENT Gouel-meur

e IV 2 GOUEL AN HOLL

FIDELED AET DA ANAON

f III 3 St Marzhin Porres, lean

g Derc’hent 4 St Charlez Borromeo, esk. Kounlid

A 5-vet deiz 5

b VIII 6


c VII 7

d VI 8


e V 9 DEDI PENN-ILIZ AL LATERANO Gouel

f IV 10 St Leon Meur, pab ha dokt. a’n Iliz Kounlid

g III 11 St Marzhin Tours, esk. Kounlid

A Derc’hen 12 St Yozafad, esk. ha merzher Kounlid

b Kreiz miz 13

c XVIII 14

d XVII 15 St Alberzh Meur, esk. ha dokr. a’n Iliz

e XVI 16 Stez Marc’harid a Vro-Skos



Stez Jertruda, gwerc’hez

f XV 17 Stez Elizabed a Hungaria, leanez Kounlid

g XIV 18 Dedi penn-Iliz sant Pêr

ha penn-iliz sant Paol, ebestel

A XIII 19

b XII 20

c XI 21 Ar Werc’hez Vari kinniget en Templ Kounlid

d X 22 Stez Sesilia, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

e IX 23 St Klement 1-añ, pab ha merzher



St Koulm, abad

f VIII 24

g VII 25

A VI 26


b V 27

c IV 28


d III 29

e Derc’hent 30 SANT ANDREV, ABOSTOL Gouel


Diwezhañ Deiz-an-Aotrou en amzer blaen :

HON AOTROU JEZUZ-KRIST, ROUE AN HOLLVED Gouel-meur


28 Deiziadur Roman hollek


MIZ KERZU
f Kala 1

g IV 2


A III 3 St Frañsez Zavier, beleg Kounlid

b Derc’hent 4 St Yann Damask, beleg ha doktor. a’n Iliz

c 5-vet deiz 5

d VIII 6 St Nikolaz, eskob.

e VII 7 St Ambroaz, eskob. ha doktor. a’n Iliz Kounlid

f VI 8 KROUEDIGEZH DINAMM

AR WERC’HEZ VARI Gouel-meur

g V 9


A IV 10

b III 11 St Damazius 1-añ, pab

c Derc4hent 12 Stez Janed Frañseza a Chantal, leanez

d Kreiz miz 13 Stez Lusia, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

e XIX 14 St Yann ar Groaz, beleg ha doktor

a’n Iliz Kounlid

f XVIII 15

g XVII 16

A XVI 17

b XV 18


c XIV 19

d XIII 20

e XII 21 St Pêr Kanisius, beleg ha dokt. a’n Iliz

f XI 22


g X 23 St Yann Keti, beleg

A IX 24


b VIII 25 GANEDIGEZH JEZUZ HON AOTROU Gouel-meur

c VII 26 SANT STEFAN, Kentañ Merzher Gouel

d VI 27 SANT YANN, Abostol hag Avielour Gouel

e V 28 AN DIANTEGED SANTEL, merzherion Gouel

f IV 29

g III 30



A Derc4hent 31 St Silvestr 1-añ, pab
Deiz-an-Aotrou en eizhvedad an Nedeleg, pe, ma vank,

d’an deiz 30 a viz kerzu :

TIEGEZH SANTEL JEZUZ, MARI HA JOZEF Gouel

29


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
  1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə