Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə18/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   14   15   16   17   18   19   20   21   ...   27

D'ar Meullidoù-beure
Gant lidkan Zakaria, antonenn :

Er bloaz A

Kement den a selaou ar c’homzoù-mañ a lavaran deoc’h, hag a ra diouto, a vezo heñvel ouzh un den fur en deus diazezet e di war ar roc’h.
Er bloaz B

Respont a reas Jezuz d'ar Farizianed : mestr eo Mab an Den zoken war ar sabad.


Er bloaz CH

Aotrou, n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur gomz hepken, ha pareet e vo va servijer.



250 Sizhun IX en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c’hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...


D'an Eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn

Er bloaz A

Froudoù dour hag avelioù a zo dilammet war di an den fur, ha n'eo ket kouezhet : rak diazezet edo war ar roc’h.
Er bloaz B

Lavarout a reas Jezuz d'an den disec'het e zorn : astenn da zorn. En astenn a reas, ha setu yac'h e zorn en-dro.


Er b1baz CH

Estlammet e voe Jezuz gant komzoù ar c’hantener, hag e lavaras : Lavarout a ran deoc'h, zoken en Israel n'em eus ket kavet ken bras feiz. Pa zistroas ar gannaded d'an ti e kavjont ar mevel yac’h.


EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 29, 1-10; 30, 1. 9-23



Job o klemm war e boan

1 Hag e kendalc'has Job, adkroget gantañ e brezegenn en ur lavarout :

2 Piv a zaskoro din al loariadoù a-wechall,

an deizioù em boa Doue d’am diwall,



3 pa lugerne e c'houlaouenn war va fenn,

4 Evel ma oan e deizioù va dibenn-eost,

e sekredoù Doue, e-kichen va zeltenn,



Eil Deiz-lid 251

5 pa oa c'hoazh an Hollc'halloudeg ganin,

hag en-dro din va re yaouank,



6 pa walc'hen va zreid el laezh,

hag ar roc'h a vere din gwazhioù eoul



7 Mont a raen betek dor kêr,

ha war al leurenn e laken va c'hador :



8 ouzh va gwelout, ar re yaouank a yae da guzh,

hag ar gozhidi a save hag a chome en o sav.



9 Ar briñsed a sac'he en o c'homzoù,

hag an dorn a lakent war o genou.



10 Mouezh ar pennoù bras a dave,

o zeod ouzh o staoñ a bege.



30,1 Ha bremañ e c'hoarzh ganin tud yaouankoc'h egedon,

hag em boa re a zispriz evit o zadoù



d’o lakaat gant chas va deñved.

9 Ha bremañ e reont kanennoù warnon,

hag ez on evito ur vojenn.



10 Heuget ganin, e pellaont diouzhin,

ouzh va fas n’espernont ket o skopoù.



11 Va gwareg en deus distennet, va reuziet en deus,

o c'habestr dirazon a gasont kuit.



12 A-zehou, ur gorad a sav,

va zreid a gasont kuit,

ha fardañ a reont en-dro din o hentoù a walleur .

13 Dispenn a reont va gwenodennoù,

d’am reuz ec'h oberiont :

n’o deus skoazell ebet da gaout.

14 Evel dre un difreuz ledan e teuont,

dindan an atredoù en em ruilhont.



15 Treiñ a ra enep din ar spouronoù,

argaset eo evel an avel va fiziañs,

evel ur goumoulenn eo tremenet va silvidigezh.

16 Ha bremañ, ennon en em skuilh va buhez,

krog eo ennon an deizioù a reuz.



17 E-kerzh an noz, va eskern a douller diwarnon,

va gwazhied ne gouskont ket.



18 Gant kalz a nerzh e tispletaer va dilhad,

dre golier va zoneg em gourizer.



252 Sizhun IX en amzer blaen
19 Ha stlapet on er fank,

ha setu me hañval ouzh ar poultr hag al ludu.



20 Huchal a ran war-zu ennout ha ne respontez ket,

en em zerc'hel a ran (dirazout), ne rez ket a van ouzhin.



21 Deuet out garv em c'heñver,

da-unan gant da zorn em heskinez.



22 Va c'has a rez gant an avel, evel ur marc'heg,

ouzh va zeuziñ gant ar spouron.



23 Ya, gouzout a ran, d’ar marv e rez din distreiñ,

da lec'h-emvod an holl re vev.


PEBEILGANENN Job 30, 17. 19; 7, 16b

P/ E-kerzh an noz, va eskern a douller diwarnon, va gwazhied ne gouskont ket. * Ha stlapet on er fank, ha setu me hañval ouzh ar poultr hag al ludu.

U/ Va espernit, Aotrou, va deizioù ne d-int nemet ur c'hwezhadenn. * Ha stlapet on ...

EIL LENNADENN

Eus Kentelioù sant Doroteus, abad

(Doct.7, De accusatione sui ipsius, 1-2 PG 88,1695-1699)


An abeg eus pep trubuilh : den ebet n’en em damall e-unan
Va breudeur, klaskomp eus a belec'h dreist-holl e c’hoarvez kement-mañ : pa glev unan bennak ur ger displijus bennak ez a alies gant e hent hep an disterañ poan-spered evel pa n'en dije klevet ; troioù all avat, kerkent ha m'en devez klevet, ec'h en em gav strafuilhet ha nec’het. Petra, e gwirionez, a zo kaoz d'an emzalc'hioù disheñvel-se ? Daoust hag un abeg hepken a zo, pe veur a hini ? Me a wel ez eus kalz a abegoù hag a gaozioù, met unan dreist-holl hag a zo pennkaoz d'an holl re all. Evel ma lavar unan bennak : a-wechoù eus ar stad ma vez unan bennak eo e c’hoarvez kement-se.

Rak pa vezer kavet o pediñ pe o prederiañ e c’houzañver aes a-walc'h kunujennoù ur breur bennak hag e chomer difrom.



Eil Deiz-lid 253
A-wezhioù en abeg ma vezer douget betek re war-zu ur breur bennak e c’houzañver an holl draoù eus e berzh gant kalz a basianted, dre garantez. A-wezhioù ivez dre fae, da lavarout eo, p'en devez unan dispriz ha ma ra fae war an hini a fell dezhañ hen trubuilhañ, ne deurvez ket zoken sellout outañ, evel pa vefe ar vilañ eus an holl dud, ne respont ger ebet dezhañ, pe ober a ra meneg gant un den bennak all eus e zismegañsoù hag eus e gunujennoù.

Ac'hano enta, evel m'am eus lavaret, e tegouezh gant unan bennak disprizout, pe chom hep ober van da vezañ trubuilhet pe c’hlac’haret, mar bez lavaret ar seurt traoù-se dezhañ. Trubuilhet ha glac’haret e vezer koulskoude gant komzoù ur breur mar n'en em gaver tamm ebet en ur stad vat, pe dre ma kasaer ar breur-se. Bez' ez eus c’hoazh kalz a abegoù da gement-se, hag a zo diskleriet e meur a stumm. Met ar pennabeg da bep strafuilh, mar bez klasket gant evezh, ez eo hemañ : den ebet n'en em damall e-unan.

Ac’hano e tered pep diaester ha glac’har, ac’hano eo e teu n'hor bez a-wezhioù tamm peoc'h ebet ; hag arabat bezañ souezhet gant kement-se. Rak klevet hon eus gant tud santel n'eus 'nemet an hent-se da dizhout ar peoc’h. Kalz a skouerioù a gement-se hon eus gwelet ; ha ni ivez, lezirek hag o karout hon tamm peoc’h, a esper pe a gred ez eo ac’hanomp-ni ez a an hent eeun, goude ma-z omp dihabask da vat, hep gouzañv morse en em damall hon-unan.

Evel-se emañ kont ganeomp ! Kement vertuz en deus an den, na pa vefent diniver ha divuzul, m'en deus tec’het diwar an hent-se, biken ne gavo an diskuizh, hogen atav e vezo trubuilhet e-unan, pe e roio trubuilh d'ar re all, hag e kollo e-unan e holl boanioù.


PEBEILGANENN 1 Yn 1, 8. 9; Krl 28, 13
P/ Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, en em douellañ a reomp hon-unan. * Mar anzavomp hon pec’hedoù, feal ha reizh eo Doue evit disteurel dimp hon pec’hedoù.

U/ An hini a guzh e walloberoù ne raio ket berzh. * Mar anzavomp ...



254 Sizhun IX en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c’hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...


TREDE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 31, 1-8. 13-23. 35-37



Reizhded kozh Job

Lavarout a reas Job :1 « Un emglev am boa divizet gant va daoulagad, ha petore van a raen ouzh ur werc'hez ?

2 Petra eo al lod (a ro) Doue eus krec'h,

an hêrezh (a gas) an Hollc'halloudeg eus an nec'h ?



3 Daoust ha n’eo ket ar reuz evit an torfedour,

an droukverzh evit an droug-oberour ?



4 Daoust ha ne wel ket va hentoù,

ha va holl gammedoù ne niver ket ?



5 Daoust ha kerzhet em eus gant ar gaou,

hag hastet en deus war-zu an direizhded va zroad ?



6 Ra bouezo ac'hanon war ur valañs just,

hag e ouezo Doue va onestiz !



7 Mar o deus dianket va c'hammedoù diouzh an hent,

mar he deus war-lerc'h va daoulagad kerzhet va c'halon

ha ma-z eus ouzh va dorn peget ur c'housi,

8 (ar pezh) am eus hadet, ra zebro unan all,

ha va diskennidi da vezo diwriziennet !



13 Mar em eus disprizet gwir va servijer

pe va matezh,

pa oant o vreutaat ganin,

14 petra ober

pa savo Doue ?

pa ray enklask, petra a respontin ?

Trede Deiz-lid 255
15 An Hini en deus va graet er c'hof

en deus e c'hraet ivez,

hor c'hrouet en deus en ur mammog peurheñvel.

16 Ha nac'het em eus o c'hoant d’ar beorien,

ha daoulagad an intañvez lezet da langisañ ?



17 Ha debret em eus va zamm bara va-unan,

hep ma tebrfe an emzivad dioutañ ?



18 Adal va yaouankiz em eus e savet evel un tad,

adalek kof va mamm, renet anezhi.



19 Pa welen ur paour

hep dilhad,

hep pallenn, un ezhommeg,

20 ha n’o deus ket va benniget o lounezhi,

ha n’en deus ket gant kreoñ va oaned en em dommet ?



21 Mar em eus savet war un emzivad va dorn,

dre ma welen ouzh an Nor ur skoazell evidon,



22 ra yelo va skoaz diwar va choug d’an traoñ,

ha va brec'h

diouzh va ilin da vezo diframmet !

23 Rak spouron eo evidon bezañ gwasket gant Doue,

ha gouzañv kement-se ne c'hellan ket.



35 Piv a roio din unan d’am selaou ?

Setu va sinadur : d’an Hollc'halloudeg da respont din !

Ar paper skrivet gant an hini a vreuta ganin,

36 war va skoaz en dougfen,

skoulmet evel un tulban ganin.



37 Niver va c'hammedoù a gontfen dezhañ,

evel ur priñs e tostafen outañ ».


PEBEILGANENN Job 31, 3; Krl 15, 3; Job 31, 4

P/ Daoust ha n’eo ket ar reuz evit an torfedour, an droukverzh evit an droug-oberour ? * E pep lec'h emañ daoulagad an Aotrou, o teurel pled ouzh ar re fall hag ar re vat.

U/ Daoust ha ne wel ket va hentoù, ha va holl gammedoù ne niver ket? * E pep ...
256 Sizhun IX en amzer blaen
EIL LENNADENN

Eus Kentelioù sant Doroteus, abad

(Doct.13, De accusatione sui ipsius, 2-3; PG 88,1699)

Peoc’h faos an ene

An neb en em damall e-unan, n'eus forzh peseurt diaezamant, koll, dizenor, dismegañs pe n'eus forzh pe trubuilh all a c’hellfe degouezhout gantañ, hennezh a zegemer pep tra a galon laouen, a soñj bezañ an hini dellezekañ ouzh an holl zismegañsoù, ha ne c’hell e stumm ebet bezañ strafuilhet. Petra peoc’husoc’h eget an den-se a c’hellfed da gaout ? Met unan bennak marteze a enebo ouzhin : "Met lakomp e vefen glac’haret gant va breur, ha ma ne gavfen ket, goude klask, em befe roet digarez ebet dezhañ da gement-se, perak e plegfen d'en em damall va-unan ?"

A dra sur, an neb a sell ervat gant evezh outañ e-unan, gant doujañs Doue, n'en em gavo morse direbech a-grenn, hag e welo en devez dre ober, pe dre gomz, pe dre e stumm, roet un digarez bennak da gement-se. Met ma kav ez eo direbech neuze, an holl draoù-se, a dra sur, en un degouezh bennak all, en deus bet poaniet ar breur-se, en dra-se pe en un dra bennak all ; pe marteze en deus diaezet ur breur all. Setu perak e tle reiñ digoll evit kement-se, pe evit ar pec’hedoù niverus graet gantañ a-hend-all.

Setu unan all oc’h en em c’houlenn perak en em damallfe e-unan; hag eñ er peoc’h ha didrouz, sed ur breur o tegouezhout, hag oc'h ober an heg outañ gant ur ger bennak displijus pe zismegañsus, ha pa ne c’hell ket hen gouzañv e soñj gantañ ez eo gant gwir abeg e teu da gounnariñ ha da en em sevel ; rak, emezañ, ma ne vije ket kouezhet egile warnañ, ha mar n'en dije ket komzet ha degaset trubuilh, biken n'en dije pec’het ? Kement-se avat a zo fentus ha harpet war rezon vat ebet. Rak n'eo ket abalamour m'en devoa egile lavaret ur ger bennak e oa lakaet da fuloriñ ; er c’hontrol, diskouezet en deus peseurt si a oa en e greiz e-unan ; ha ma karfe e rafe pinijenn. Hemañ a zo deuet da vezañ heñvel ouzh ur wastell gwinizh pur ha lugernus, ha pa vez torret e vez dizoloet ar c’hailhar a zo enni.

Evel-se enta an hini a zo o vevañ er peoc’h ha sioul, evel ma soñj gantañ, en deus en e greiz un tech fall na wel ket. En em gaout a ra ur breur hag a sko gantañ ur ger bennak, ha kerkent e

Pevare Deiz-lid 257
vez dislonket al lin brein, hag ar fank a oa kuzhet en e greiz. Setu perak, ma fell dezhañ e vefe diskouezet trugarez outañ e-unan, e tle ober pinijenn, en em c’hlanaat, poaniañ da vont war wellaat, ha neuze e welo e oa dleet dezhañ kentoc’h lavarout trugarez d'e vreur eget kanañ pouilh dezhañ d'e dro, p'eo bet rentet dezhañ ur servij ken bras. Goude-se ne vo ket glac’haret-bras gant amprouadurioù, met seul vui ma-z aio war wellaat, skañvoc’h a se e santo anezho. Rak seul vui ma-z a an ene war-raok, kreñvoc’h a se e teu da vezañ ha barrekoc’h a se da c’houzañv kement tra garv en em gav gantañ.
PEBEILGANENN Job 9, 2. 14; 15, 15

P/ E gwirionez ec'h ouzon ez eo evel-se : petore gwir en deus an den e-keñver Doue? * Seul-vui n’eo ket me a responto dezhañ, a zibabo komzoù a-enep dezhañ.

U/ En e sent zoken ne fizi ket (Doue), an neñvoù n’int ket glan ouzh e zaoulagad. * Seul vui ...
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c'hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...


PEVARE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 32, 1-6. 33, 1-22



Elihou o komz diwar-benn kevrin Doue

32,1 Hag e paouezas an tri den-mañ da respont da Job, dre ma oa reizh ouzh o daoulagad. 2 Met entanañ a reas kounnar Elihou, mab Barac'hel, eus Bouz, eus tiegezh Ram, enep Job. Entanañ a reas e gounnar, dre m’en em reishae e-unan e-lec'h Doue. 3 Enep e dri c'heneil ec'h entanas ivez e gounnar: pa ne gavent respont

258 Sizhun IX en amzer blaen
ebet evit kondaoniñ Job. 4 Elihou en devoa gortozet Job keit ha ma komzent, dre ma oant koshoc'h egetañ en oad. 5 Pa welas Elihou ne oa respont ebet e genou an tri den, ec'h entanas e gounnar.6 Hag e respontas Elihou, mab Barac'hel eus Bouz, en ur lavarout :

«Yaouank on en oad,

ha c'hwi a zo kozhidi,

setu perak e oan abaf hag em boa aon

da ziskouez va gouiziegezh deoc'h.

33,1 Marse 'ta, Job, e selaoui va c'homzoù,

ouzh va holl lavarioù ro skouarn.



2 Neuze 'ta e tigoran va genou,

hag e komz va zeod em staoñ.



3 Gwirionez va c'halon a lavaran,

(traoù) skiantek va muzelloù, sklaer, a zistagan.



4 Spered Doue eo en deus va graet,

c'hwezh an Hollc'halloudeg eo a ro buhez din.



5 Mar gellez, respont din,

en em renk dirazon, en em zalc'h (prest).



6 Me a zo eveldout, evit Doue,

gant pri ez on bet mezet, me ivez.



7 N’on ket ur spontailh d’ober aon dit,

ha va dorn warnout ne bouezo ket.



8 Met lavaret ec'h eus ouzh va divskouarn,

da vouezh, da gomzoù am eus klevet :



9 « Glan on, dibec'hed,

dinamm on, n’em eus ket a vankoù.



10 Met digarezioù enep din en deus kavet (Doue),

soñjal a ra dezhañ ez on un enebour evitañ ;



11 laket en deus en hualoù va zreid,

spiañ a ra va holl hentoù ».



12 Aze n’out ket reizh,

a respontan dit,

rak brasoc'h eo Doue eget an den.

13 Perak e vreutaez gantañ,

peogwir da hini ebet eus da gomzoù ne responto ?



14 Ur wech e komz Doue,

ha div, met ne vez ket graet a van.



Pevare Deiz-lid 259
15 Dre huñvre, dre weledigezh-noz,

pa gouezh ur c'housk war an dud,



16 neuze e tizolo skouarn an dud,

e-kerzh ur voredenn war ar gwele,

hag e ro kentelioù siellet dezho,

17 evit distreiñ an den diouzh e oberoù,

ha ma vezo ourgouilh an den kuzhet dioutañ,



18 evit diwall e ene diouzh ar bez,

e vuhez, diouzh taolioù ar goaf.



19 Kastizet e vezer ivez dre ar boan war ur gwele,

pa vez an tabut en eskern dalc'hmat.



20 Heugiñ a ra ar vuhez ouzh ar boued,

hag an ene da zebriñ n’en devez ket c'hoant.



21 Dizeriañ a ra ar c'hig, ha distresañ,

treut-eskern, n’emañ ket da sellout !



22 Tostaat a ra ouzh ar bez an ene,

buhez an den, ouzh hini an Anaon.


PEBEILGANENN Rom 11, 33-34

P/ 0! donder dreist-muzul pinvidigezh, furnez ha gouiziegezh Doue ! * Pegen digomprenus eo e zivizoù, pegen diveizus e hentoù !

U/ Piv en deus anavezet biskoazh soñjoù Doue ? Piv a zo bet biskoazh e guzulier ? * Pegen ...
EIL LENNADENN

Eus levr Kentelioù Buhezegezh sant Gregor Meur, pab, war Job, (Lib.2323-24; PL 76,265-266)



Ar gwir genteliañ a dec’h diouzh ar fouge

Klev, Job, va c'homzoù, ha selaou ouzh va holl lavaroù. Ar pezh dioutañ e-unan hag a zo gant kentelioù an dud lorc'hus eo ne ouzont ket displegañ gant izelegezh ar pezh a gelennont, ha ne c’hellont ket servijañ en ur stumm reizh an traoù reizh a anavezont. En o c’homzoù ec’h en em zispak kement-mañ : pa vezont o kelenn, e kav dezho emaint en o c’hoazez war gern ur menez, hag ar re a gelennont a welont pell izeloc’h egeto, evel

260 Sizhun IX en amzer blaen
en traoñ ; ha ma teurvezont a-boan komz outo n'eo ket evit o c'huzuliañ, met evit o mestroniañ.

Gant gwir abeg avat en deus an Aotrou lavaret dezho dre ar profed : C’hwi a c’hourc’hemenne dezho gant rustoni ha gant galloud. Gant rustoni enta ha gant galloud e ra o mistri ar re a vez mall warno, n'eo ket difaziañ o sujidi dre boellata war o flaen, met o lakaat da blegañ dre rustoni en ur ober o aotrounez warno.

Er c'hontrol avat, ar gwir gelenner a bella zoken a-ratozh-kaer ar gwalldech-se a fougeerezh, gant seul vui a nerzh ma-z argad taeroc’h a se, gant biroù e gomzoù, mestr bras ar fouge. Diwall a ra da zougen dorn gant e vuhezegezh lorc'hus d'an hini emañ o tagañ, gant komzoù ar Skritur Sakr, e kalonoù e selaouerien.. Rak mamm ha mestrez an holl vertuzioù ez eo an izelegezh. Er c’hontrol, poaniañ a ra, dre gomz ha . dre e stumm-bevañ, da zeskiñ an izelegezh da ziskibled ar wirionez, met muioc’h dre e skouerioù eget dre e gomzoù.

Setu perak e klever Paol, evel p'en dije disoñjet uhelded e garg a abostol, o komz evel-henn ouzh kristenien Tesalonika : En em c’hraet ez omp bugale vihan en ho touez. Setu perak, an Abostol Pêr, goude bezañ lavaret : Bezit prest bepred da rentañ kont da gement hini a c'houlenno, eus an esperañs a zo ennoc’h, a ziskler ouzhpenn, evit pezh a sell skiant ar c’helenn, eo dav mirout ar stumm mat d'ober al labour-se : Grit an dra-se, emezañ, gant douster ha doujañs, en ur gaout koustiañs vat.

Ar pezh a lavar sant Paol d'e ziskibl: Kemenn an traoù-se, ha kelenn gant pep beli, a zo ur meneg, n'eo ket eus mestroni ar galloud, met eus beli, ar stumm-bevañ. Gant beli e gwirionez eo e kelenner, pa reer da gentañ a-raok komz. Rak dilamet e vez ar fiziañs er gelennadurezh pa vez ar goustiañs o luziañ an teod. N'eo ket uhelded e gomzoù eo a ro beli d'ur c’helenner, met ar fiziañs a vez ennañ en abeg d'e oberoù mat. Setu perak ez eo skrivet kement-mañ diwar-benn an Aotrou : Bez' e veze o kelenn evel unan o kaout beli, ha n'eo ket evel ar Skribed hag ar Farizianed. En ur stumm dibar ha gant nerzh, Jezuz hepken eo a lavaras, gant e veli, komzoù mat, dre na reas droug ebet diwar sempladurezh. Dre ar galloud a oa gantañ evel Doue eo en doa ar pezh a servijas deomp dre an natur-den dinamm bet kemeret gantan.

Pempvet Deiz-lid 261
PEBEILGANENN 1 Pèr 5, 5b; Mzh 11, 29b

P/ C’hwi holl, en em wiskit a izelegezh an eil e-keñver egile, * Rak Doue a stourm ouzh ar re lorc'hus, met ar re izel a galon e ro dezho e c’hras.

U/ Deskit diganin ez on dous hag izelek a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc'h eneoù * Rak Doue ...
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c'hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...


PEMPVET DEIZ-LID

Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   14   15   16   17   18   19   20   21   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə