Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə4/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27

D'ar Meullidoù-beure
Gant lidkan Zakaria, ant

:

Er bloaz A



Hemañ eo an testeni a zisklerias Yann : War va lerc'h e teu un den, a zo tremenet dirazon dre m'edo araozon o vezañ.
Er bloaz B

Dont a reas an diskibled hag e weljont e pelec'h edo Jezuz o chom, ha gantañ e chomjont en deiz-se.


Er bloaz CH

Lavarout a reas mamm Jezuz d'ar vevelien : Petra bennak a lavaro deoc'h, grit. Ha gourc'hemenn a reas Jezuz kargañ ar jarloù a zour, dour hag a voe troet e gwin.


Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c'hwi hag a ren gant furnez traoù an Neñvoù ha traoù an douar, selaouit gant madelezh goulennoù ho Pobl, ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer, Dre hon Aotrou ,,,

64 Sizhun II en amzer blaen
D'an Eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, ant :

:

Er bloaz A



Diskenn a reas ar Spered eus an Neñv evel ur goulm, hag e chomas war Jezuz : Hennezh eo a vadez er Spered Santel.
Er bloaz B

Lavarout a reas Andrev d'e vreur Simon : Kavet hon eus ar Mesiaz. Hag e zegas a reas da Jezuz.


Er bloaz CH

Hennezh a voe penn-kentañ sinoù Jezuz e Kana Galilea, ma tiskouezas e c'hloar, ha ma kredas e ziskib­ien ennañ.

EIL DEIZ-LID

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 4,1-8. 32-40

Prezegenn v Moizez d'ar Bobl
En deizioù-hont : Prezeg a reas Moizez d'ar Bobl en ur lavarout :

1 " Ha bremañ Israel, sent ouzh ar reolennoù ha setañsoù am eus-me desket deoc'h heuilh, evit bevañ ha mont da berc’hennañ ar vro emañ an Aotrou, Doue ho tadoù, o reiñ deoc'h. 2 Na lakait netra war ar pezh a c'hourc'hemennan deoc’h, ha na grennit kennebeut diouto, en ur virout gourc’hemennoù an Aotrou, ho Toue, am eus kemennet deoc'h. 3 Ho taoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an Aotrou e Baal-Peor, penaos kement den a yae war-lerc'h Baal-Peor a voe distrujet gant an Aotrou, ho Toue, eus ho touez. 4 Met c'hwi, hag a zo stag ouzh an Aotrou, ho Toue, a zo bev holl ac'hanoc'h

Eil Deiz-lid 65


hiziv. 5 Ac'hanta ! Desket em eus deoc'h reolennoù koulz ha setañsoù evel m'en deus gourc'hemennet ouzhin an Aotrou, va Doue, evit ma heuilhfec'h anezho e-kreiz ar vro emaoc'h o vont e-barzh d'he ferc'hennañ. 6 hag evit m'o mirfec'h ha m'o sevenfec'h dre ober. Rak, an dra-se a vezo ho furnez, hag ho poell, ouzh daoulagad ar pobloù a glevo an holl reolennoù-mañ, hag a lavaro : " Ya, ur bobl fur ha poellek eo ar bobl vras-se ". 7 Rak petore pobl bras he deus doueoù ken tost dezhi, evel an Aotrou, hon Doue, bep gwezh ma pedomp anezhañ ? 8 Ha petore poblad all a zo brudet evel-se evit kaout ar reolennoù hag ar setañsoù reizh, evel an holl lezennoù-mañ am eus-me lakaet dirak ho taoulagad, hiziv an deiz ?

32 Goulennata diwar-benn an deizioù kentañ, ar re a zo bet ez-raok, adalek an deiz pa grouas Doue an den war an douar, ha diouzh penn an neñvoù betek dibenn an neñvoù, daoust hag-eñ ez eus bet graet un dra ken bras hag hemañ, daoust hag-eñ ez eus bet klevet kemend-all, 33 daoust hag-eñ he deus ur bobl klevet mouezh Doue o komz a-greiz an tan evel m'hec'h eus klevet-te, ha chomet bev ?

34 Pe c'hoazh, daoust hag-eñ en deus un doue esaeet mont da gerc'hat evitañ ur bobl eus a diabarzh ur bobl, gant amprouennoù, sinoù, ha marvailhoù, koulz ha gant brezel, dre un dorn kreñv hag ur vrec’h astennet, ha gant spontoù bras, ar pezh a reas evidoc'h an Aotrou, ho Toue, en Egipt, dirak ho taoulagad ? 35 Diskouezet ez int bet dit evit ma ouezfes ez eo an Aotrou ar gwir Doue, ha n'eus ket unan all estregetañ. 36 Diouzh an neñvoù en deus graet dit klevout e vouezh, evit da genteliañ-te ; ha war an douar en deus graet dit gwelout e dan bras-tre, ha klevet ec'h eus e gomzoù diouzh kreiz an tan. 37 Dre m'en deus karet da hendadoù en deus dibabet o lignez war o lerc'h, hag en deus tennet, ac'hanout drezañ e-unan, dre e nerzh bras, eus an Egipt, 38 en ur ziberc'hennañ pobloù brasoc'h ha kreñvoc’h egedout a-zirazout, evit da gas ha reiñ dit o bro evel hêrezh, evel ma-z eo en deiz a-vremañ.

39 Henn goar enta hiziv, ha preder warnañ ez kalon, ez eo an Aotrou e-unan gwir Doue, en neñv e-krec'h ha war an douar e-traoñ, ha n'eus ket unan all. 40 Hag e viri e reolennoù hag e
66 Sizhun II en amzer blaen
c'hourc’hemennoù a gemennan-me dit hiziv, evit ma-z pezo eurvad, te ha da vibion war da lerc'h, ha ma-z pezo hir deizioù war an douar en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit, bepred ".
PEBEILGANENN Kv.Adl 4,1;31,19.20;S 80(81) 9
P/ Sent, Israel, ouzh reolennoù an Aotrou, ha skriv anezho en da galon evel en ul levr ; * Hag e roin dit ur vro ma tiver laezh ha mel.

U/ Selaou, va fobl-me, ha da c'hourfediñ a ran ; Israel, mar selaoufes ouzhin ! * Hag e roin ...


EIL LENNADENN

Eus Lizher sant Ignatios Antiokeia

eskob ha merzher, da Efeziz

(Nn.13-18,1 : Funk 1,183-187)



Ho pezet feiz er Christ, ho karantez

Bezit aketus d'en en em vodañ aliesoc'h da drugarekaat an Aotrou Doue ha d'hen meuliñ. Rak, mar en em vodit alies en hevelep lec'h e vez diskaret nerzhioù Satanaz, ha distrujet e labour a varv gant kenemglev ho feiz. N'eus netra gwelloc'h eget ar peoc'h a gas da get pep brezel a-berzh galloudegezhioù an oabl ha re an douar.

Netra eus an traoù-se ne deo kuzhet ouzhoc'h, m'hoc’h eus en un doare peurvat, e-keñver an Aotrou Krist, ar feiz hag ar garantez a zo ar penn kentañ hag ar penn diwezhañ eus ar vuhez ; ar feiz eo ar penn kentañ, hag ar garantez ar penn diwezhañ. O div, ar feiz hag ar garantez, Doue an hini eo, hag ar peurrest o sellout ouzh parfeted an den, a zeu da heul. Den ebet hag a anzav ar feiz ne bec'h, ha den ebet o kaout ar garantez en e greiz, ne c'hell magañ kasoni. "Anaout a reer ur wezenn diouzh he frouezh". Gant-se, ar re a ziskler bezañ d'ar C'hrist a vezo anavezet diouzh an oberoù a reont. Bremañ hon eus ezhomm n'eo ket da ober diskleriadur a feiz met da chom betek ar fin dindan lusk ar feiz.

Gwelloc'h ez eo tevel ha bezañ, eget komz hep bezañ. Mat eo kelenn, ma ra an hini a gomz ar pezh a lavar. N'eus enta nemet



Eil Deiz-lid 67
ur Mestr : an Hini a lavaras hag e voe graet ; hag an oberoù a ra er sioulder a zo dellezek eus e Dad. Neb a biaou e gwirionez lavar Jezuz a c'hell hen klevout, zoken pa dav, evit bezañ peurvat, evit oberiañ dre e gomz ha bezañ anavezet dre e sioulder. N'eus netra kuzh ouzh an Aotrou, met hor sekredoù a zo e-tal dezhañ. Greomp enta pep tra gant ar soñj emañ o chom ennomp abalamour dimp da vezañ temploù dezhañ, ha dezhañ da vezañ ennomp-ni hon Doue, ar pezh ez eo e gwirionez hag ar pezh a ziskouezo bezañ dirak hor fas, mar hen karomp evel m'eo dleet.

Arabat deoc’h faziañ, va breudeur : ar re a 1aka dizurzh er familhoù n'o devo ket rouantelezh Doue en hêrezh. Mar deo bet lakaet d'ar marv ar re a rae an dra-se e-keñver traoù ar bed-mañ, na gant pegement muioc'h a abeg ne vefe ket an hini a gasfe da goll gant e gelennadurezh fall ar feiz eo bet Jezuz Krist lakaet ouzh kroaz eviti ? An hini a zo bet en em vastaret er stumm-se a yelo d'an tan na varv ket ; ha kerkoulz all neb a selaou anezhañ.

M'en deus an Aotrou resevet eoul sakr war e benn ez eo evit teurel en e Iliz ur frond a zivreinusted. Arabat deoc'h bezañ eouliet gant c'hwez fall kelennadurezh priñs ar bed-mañ, evit n'ho tapfe da brizonidi pell diouzh ar vuhez kinniget. Perak ned omp ket holl fur a-walc'h da resev anaoudegezh eus Doue ma-z eo Jezuz Krist ? Perak mont da goll, en ur stumm diskiant, dre nac'h anaout an donezon en deus an Aotrou degaset dimp e gwirionez ?

Alan va buhez ez eo sakrifis ar Groaz, anezhi ur gwall-skoilh evit an dud difeiz, met evidomp-ni silvidigezh ha buhez peurbadus.
PEBEILGANENN Kol 3,17; 1 Kor 10,31b

P/. Petra bennak a c'hellfec'h lavarout pe ober, * Ra vezo bepred en anv hon Aotrou Jezuz Krist, en ur rentañ bennozh drezañ da Zoue an Tad.

U/ Grit pep tra evit klod Doue. * Ra vo bepred en anv hon Aotrou Jezuz Krist ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c'hwi hag a ren gant furnez traoù an neñvoù ha traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho pobl ha roit dimp ho peoc’h en hon amzer. Dre hon Aotrou ...

68 Sizhun II en amzer blaen

TREDE DEIZ-LID


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 6, 4-25


Lezenn ar garantez
En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar bobl en ur lavarout :

4 « Selaou, Israel : An Aotrou hon Doue, a zo Doue nemetañ. 5 Hag e kari an Aotrou da Zoue, a holl galon, a holl ene, a holl nerzh. 6 Hag e vo an traoù-se, a c’hourc’hemennan dit hiziv, war da galon, 7 hag o adlavari d'az mibien, hag e komzi diouto pa vi ez koazez ez ti, ha pa gerzhi war an hent, ha pa c'hourvezi ha pa savi 8 hag e stagi anezho en arouez war da zorn, hag e vezint e talgen, etre da zaoulagad 9 hag o skrivi war bostoù da di ha war da zorojoù.

10 Ha pa vi bet kaset gant an Aotrou, da Zoue, d'ar vro en deus touet d'az tadoù, da Abraham, da Izaag ha da Yakob reiñ dit, gant kêrioù bras ha mat n' po ket savet, 11 tiez leun a bep mad n'az po ket leuniet, puñsoù n'az po ket toullet, gwiniegi hag olivezegi n’az po ket plantet, hag e tebri da walc'h, 12 diwall da ankounac’haat an Aotrou, en deus tennet ac'hanout eus bro-Egipt, eus an ti sklaved : 13 An Aotrou, da Zoue a zouji, hag Eñ a serviji ha dre e Anv e toui.

14 N'eot ket war-lerc'h doueed all, eus doueed ar pobloù a vo en-dro deoc’h, 15 rak un Doue gwarizius eo an Aotrou da Zoue, ez touez ; entanañ a rafe kounnar an Aotrou da Zoue, ouzhit, hag e raskfe ac'hanout diwar c'horre an douar. 16 Amprouiñ an Aotrou, ho Toue, ne reot ket, evel m'ho poa graet e Masa.

17 Bezit aketus da virout gourc’hemennoù an Aotrou ho Toue, e destenioù, e reolennoù, en deus gourc'hemennet dit, 18 ober a ri ar reizh hag ar mad dirak an Aotrou, evit kaout eurvad,

Trede Deiz-lid 69


ha mont da berc'hennañ ar vro gaer en deus touet an Aotrou d'ho tadoù ; 19 hag ez argaso da holl enebourien dirazout, evel m'en deus lavaret an Aotrou.

20 Ha pa c'houlennataio ac’hanout da vab arc'hoazh en ur lavarout : "Petra eo an testenioù, ar reolennoù, ar setañsoù, en deus gourc'hemennet an Aotrou, hon Doue, deoc'h ? '', 21 e lavari d'az mab : "Sklaved e oamp gant Faraon en Egipt, hag e tennas ac'hanomp an Aotrou eus an Egipt gant un dorn kreñv. 22 hag e reas an Aotrou sinoù ha burzhudoù bras ha spontus enep an Egipt, enep Faraon hag e holl di, ouzh hon daoulagad ; 23 hag hon tennañ a reas ale-hont evit kas ac'hanomp da reiñ dimp ar vro en devoa touet d'hon tadoù. 24 Hag e c'hourc'hemennas dimp an Aotrou ober diouzh an holl reolennoù-se, en ur zoujañ an Aotrou, hon Doue, evit kaout eurvad holl deizioù hor buhez, evel hon eus hiziv. 25 Hag e vo hor reizhder bezañ aketus da virout an holl c’hourc’hemennoù-mañ, dirak an Aotrou hon Doue, evel m'en deus kemennet dimp" ».
PEBEILGANENN S 18(19), 8. 9b; Rom 13, 8b. 10b

P/.Peurvat eo lezenn an Aotrou, buhez, evit an ene ; gwirion eo testeni an Aotrou, furnez evit an dud eeun. * Glan eo urzhioù an Aotrou, sklerijenn evit an daoulagad.

U/ An hini a gar e nesañ en deus gant se kaset al lezenn da benn ; leunder al lezenn ez eo ar garantez. * Glan eo urzhioù an Aotrou ...
EIL LENNADENN

Eus Lizher sant Klemañs Kentañ, Pab,

da Gorintiz

(Nn.49-50 : Funk 1, 123-125)


Liamm karantez Doue, piv a c'hell komz diwar e benn ?
Neb en deus karantez er C'hrist, a zle heuliañ gourc’hemennoù ar C'hrist. Liamm karantez Doue, piv a c'hell hen diskleriañ ? Piv a c'hell komz eus braster he c'haerder ? Pegen uhel e vezer ma vezer savet gant ar garantez, ne c'heller ket hen

Eürus ez omp, va zud karet, ma sevenomp gourc'hemennoù an Aotrou Doue en unaniezh ar garantez, evit ma vo pardonet dimp hor pec'hedoù abalamour d'ar garantez. Rak, skrivet eo : Eürus ar re a zo pardonet dezho o fallagriezhoù ha goloet o fec'hedoù dezho. Eürus an den ha ne damall an Aotrou Doue pec'hed ebet ken dezhañ, an hini n'eus ket a douellerezh en e c'henou. Ar c’heloù-se a eürusted a sell ouzh ar re a zo bet dibabet gant Doue dre Jezuz Krist hon Aotrou ; dezhañ gloar da virviken. Amen.

70 Sizhun II en amzer blaen
displegañ. Ar garantez hor stag ouzh an Aotrou Doue, ar garantez a c'holo braster diniver ar pec’hedoù, ar garantez a zoug pep tra, a c’houzañv pep tra gant pasianted ; n'eus netra divalav er garantez, netra lorc'hus ; ar garantez ne sav ket disrann diwarni, ar garantez ne laka ket a reveulzi da sevel, ar garantez a laka intent vat en holl draoù ; er garantez ez eo peurvat holl dud dibabet an Aotrou Doue, hep ar garantez n'eus netra degemeret mat gant an Aotrou Doue. Er garantez eo en deus an Aotrou hon c’hemer­et evitañ ; abalamour d'ar garantez en devoa hon Aotrou Jezuz Krist en hor c’heñver, eo e roas, dre volontez Doue, e wad evidomp, hag e gorf evit hor c'horf, hag e vuhez evit hor buhezioù-ni.

Gwelout a rit, va zud karet, pegen bras ha pegen boemus ez eo ar garantez, ha penaos n'eus tu ebet da ziskleriañ pegen parfet ez eo. Piv a zo gouest d'en em gaout enni, nemet ar re a fello da Zoue e vefent dellezek ? Pedomp enta ha goulennomp digant e drugarez, m'en em gavimp er garantez, didamall e-keñver nep tech fall eus hon natur-den. Adalek Adam betek an deiz a hiziv ez eo aet e-biou an holl remziadoù ; ar re a zo deuet da vezañ peurvat er garantez gant sikour gras Doue, ar re-se a zo bet roet dezho ul lec'h e bro ar Sent, ha diskouezet e vezint en deiz ma teuio rouantelezh ar C'hrist d'hor bizitañ. Rak, skrivet eo : Antreit en ho kambroù, e-pad ur pennadig bihan berr a amzer, ken na vo tremenet va c'hounnar ha va fulor ; hag e teuy da soñj din eus an deiz mat, ha me o lakaio da adsevel eus ho pezioù.

Pevare Deiz-lid 71
PEBEILGANENN 1 Yan 4,16.7a

P/ Ni, hag hon eus kredet, hon eus anavezet ar garantez eus Doue en hor c’heñver. * An hini a chom er garantez-se â chom en Doue ha Doue ennañ.

U/ En em garomp an eil egile, peogwir e teu ar garantez eus Doue. * An hini a chom ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c’hwi hag a ren gant furnez traoù an neñvoù ha traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho Pobl, ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer. Dre hon Aotrou...


PEVARE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 7, 6-14; 8, 1-6

Israel, Pobl dibabet

En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar Bobl, en ur lavarout :



7,6 "Ur Bobl santel, ez out evit an Aotrou, da Zoue. Da zibabet en deus an Aotrou, da Zoue, evit kaout ur bobl dispar a-douez an holl bobloù a zo war c'horre an douar. 7 N'eo ket dre ma oas muioc'h eget an holl bobloù en deus en em staget an Aotrou ouzhoc'h ha dibabet ac'hanoc'h, peogwir ez oc'h nebeutoc'h eget an holl bobloù, 8 met dre m'en deus an Aotrou karet ac'hanoc'h, hag evit mirout al le en devoa touet d'hoc'h hendadoù, e tennas an Aotrou ac'hanoc'h dre un dorn kreñv, e tasprenas ac'hanout eus an ti sklaved, eus dorn Faraon, roue an Egipt. 9 Gouzout a rez ez eo an Aotrou, da Zoue, ar gwir Doue, an Doue feal, a zalc'h e emglev hag e vadelezh e-keñver ar re a gar anezhañ hag a vir e c’hourc’hemennoù, evit mil rumm. 10 Hag o fegement o devo e enebourien war o dremmoù, ken ez aint da goll. Ne zaleo ket gant

ar re a gasa anezhañ : war o dremmoù o devo. Mirout a ri ar gourc'hemennoù, ar reolennoù, ar setañsoù, a c'hourc'hemennan dit hiziv heuliañ anezho.

72 Sizhun II en amzer blaen
12 Mar sentit ouzh ar setañsoù-man, ha ma virit anezho, ha ma rit diouto, neuze e viro ivez ganit an Aotrou, da Zoue, an Emglev hag ar vadelezh en devoa touet d'az tadoù, 13 hag e karo ac'hanout, hag e vennigo ac'hanout, hag e kresko ac'hanout, hag e vennigo frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh ha da fro, ha da eoul, klodadoù da saout ha toradoù da zeñved, war an douar en devoa touet d'az tadoù reiñ anezho dit. 14 Benniget e vezi dreist an holl bobloù. Ne vezo war da dro na gaonac’h, na gaonac'henn, kenkoulz e-touez an dud hag e-touez da dropelloù loened.

8,1 An holl c'hourc'hemennoù a gemennan-me dit hiziv, taol evezh d'o seveniñ gant gred, evit ma c'helli bevañ ha paotaat, ha mont da berc’hennañ ar vro en devoa touet diwar he fenn an Aotrou d'ho tadoù. 2 Ha soñj az pezo eus holl an hent en devoa graet dit kerzhout ennañ an Aotrou, da Zoue, e-pad daou-ugent bloavezh a-dreuz ar gouelec'h, evit da uvelañ hag ivez da amprouiñ, hag anavezout ar pezh a emdroe ez kalon, ha gouzout hag-eñ e virfes e c’hourc’hemennoù pe nann. 3 Ha pa oas izelaet ha marnaoniet, e roas dit da zebriñ ar Manna, n'anavezes ket, ha na anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c'houzout dit n'eo ket diwar bara hepken eo e vev an den, met ez eo diwar kement a zeu er-maez eus genou an Aotrou e vev an den. 4 Da zilhad ne voent ket teuc'het warnout, ha da droad ne voe ket koeñvet e-pad an daou-ugent bloavezh-se. 5 Hag ec'h eus komprenet, ez kalon, penaos evel ma kastiz un den e vab, en devoa an Aotrou da Zoue, kastizet ac'hanout. Hag ec'h eus miret gourc’hemennoù an Aotrou, da Zoue, en ur gerzhout gant e hentoù, ha doujañ outañ ".

PEBEILGANENN 1 Yan 4, 10b.16a; kv.Ish 63, 8b. 9B

P/ Doue en deus hon c'haret ha kaset e Vab da vezañ lazhet evit dic'haou ar pec’hedoù. * Ha ni, hag hon eus kredet, anavezet hon eus ar garantez en deus Doue en hor c’heñver.

U/ An Aotrou a zo deuet da vezañ hor Salver ; en e garantez en deus e-unan hon dasprenet. * Ha ni, hag hon eus kredet, anavezet hon eus ...


Pevare Deiz-lid 73
EIL LENNADENN

Eus Kenreizhadur bongredennel Lumen Gentium



an Eil Holleskebbod er Vatikan, diwar-benn an Iliz

(Nn.2,16)


Setu me eo a salvo va fobl
An Tad peurbadel, dre ur mennad dizalc’h krenn ha kevrinus eus e furnez hag eus e vadelezh, a grouas ar bed a-bezh ; divizout a reas sevel an dud betek kaout perzh en e vuhez a Zoue ; ha goude ma oant bet kouezhet en Adam, n'o dilezas ket hag e pourchasas bepred dezho sikourioù e sell d'ar silvidigezh, en ur zerc'hel kont eus ar C'hrist dasprener, a zo skeudenn an Doue na weler ket, an hini kentañ-ganet eus an holl grouadelezh. An holl dud dibabet gantañ, en Deus an Tad, a-raok an holl gantvedoù, o anavezet hag o rak-dilennet da vezañ heñvel ouzh patrom e Vab, ma vefe-eñ ar Mab henañ e-touez breudeur e-leizh.
Ar re a gred er C’hrist en deus divizet o gervel en Iliz santel. Houmañ a oa bet, adalek penn-kentañ ar bed, diskleriet dre arouezioù, ragaozet e oa bet en un doare burzhudus, en Istor Pobl Israel ha dindan an Emglev Kozh. Diazezet eo bet en amzerioù-mañ hag a zo ar re ziwezhañ, ha diskouezet neuze pa oa bet skuilhet ar Spered Santel ; hag e dibenn an amzerioù e vo, peurechuet e-kreiz ar c'hloar. Neuze, evel ma lenner e skridoù an Tadoù santel, en em gavo bodet e-tal an Tad, en Iliz hollvedel, an holl dud just adalek Adam, adalek Abel, an den just, betek an hini diwezhañ dibabet.

Ar re n'o deus ket c'hoazh resevet an Aviel a zo stag, hervez stummoù disheñvel, e-keñver Pobl Doue.

Bez’ emañ da gentañ ar Bobl-se a voe roet dezhi an emglevioù hag ar promesaoù, hag a zo deuet ar C’hrist anezhi hervez ar gwad, ur Bobl meurbet-karet hervez an dibab graet anezhi, abalamour d'an Tadoù : rak Doue n'en deus ket a geuz d'e zonezonoù na d'e c'halvadenn.

Met sellout a ra ivez ar mennad a silvidigezh ouzh ar re a anavez Doue krouer, ha da gentañ ar Vahomediz a embann o deus ganto Feiz Abraham, hag a azeul ganimp un Doue unan, trugarezus, a varno an dud d'an deiz diwezhañ.

74 Sizhun II en amzer blaen
Hag ar re a zo o klask c'hoazh, en deñvalijenn ha dindan skeudennoù, an Doue dizanav, Doue e-unan n'emañ ket pell diouto, peogwir e ro d'an holl ar vuhez, an alan ha pep tra, ha dre ma fell dezhañ, evel Salver, e vefe salvet an holl dud.

Ar re n'anavezont ket Aviel ar C'hrist nag e Iliz, hep na vefe dre o faot, met a glask Doue koulskoude gant ur galon leal, hag a striv dindan lusk ar C'hras da seveniñ dre o oberoù, e volontez diskleriet ha merket dezho gant o c'houstiañs, a c'hell gounit ar silvidigezh peurbadus. Ragevezh an Aotrou Doue ne nac’h ket ar sikourioù a zo ezhomm, ouzh ar re n'o deus ket tizhet c'hoazh, hep faot ebet eus o ferzh, kaout un anaoudegezh sklaer eus Doue, hag a boagn gant sikour gras Doue evel-just, da ren ur vuhez reizh.

Rak e gwirionez, kement a c'heller kaout enno a vad hag a wir, a zo sellet gant an Iliz evel ragaozadur d'an Aviel, hag evel un donezon a-berzh an Hini a sklaera pep den evit m'en defe ar vuhez a-barzh ar fin.
PEBEILGANENN Efz 1,9b-10; Kol 1,19-20a

P/ Divizet en devoa Doue a-viskoazh, pa vefe deuet leunder an amzerioù, lakaat ar C'hrist da vezañ penn pep tra, * Koulz kement a zo en neñvoù, koulz kement a zo war an douar.

U/ Ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom, ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan. * Koulz ....
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c'hwi hag a ren gant furnez traoù an neñvoù ha traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho pobl ha roit dimp ho peoc’h en hon amzer. Dre hon Aotrou...


Pempvet Deiz-lid 75
PEMPVET DEIZ-LID


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 9,7-21.25-29


Pec’hedoù ar bed, hag erbederezh Moizez

En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar Bobl en ur lavarout :



7 « Dalc’h soñj ! N'ankoua ket ec'h eus hegaset an Aotrou, da Zoue, er gouelec'h ; adalek an deiz m'out deuet eus an Egipt, betek m'out erruet el lec'h-mañ ez out bet disentus gant an. Aotrou. 8 War an Horeb ivez ho poa hegaset an Aotrou, hag e kounnaras an Aotrou ouzhoc'h, darbet dezhañ distrujañ ac'hanoc'h. 9 Ha pa oan pignet war ar menez da gerc'hat an taolennoù mein, taolenn an Emglev a zivize an Aotrou ganeoc'h, e oan chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, bara n'am boa ket debret, dour n'am boa ket evet. 10 Hag e roas an Aotrou din an div daolenn vaen, skrivet gant biz Doue, ha warno an holl c’hourc’hemennoù en devoa divizet an Aotrou evidoc'h war ar menez a-greiz an tan, da zeiz an emvod. 11 Hag a-benn daou-ugent deiz ha daou-ugent noz e roas an Aotrou din an div daolenn vaen, taolennoù an Emglev. 12 Hag e lavaras an Aotrou din : "Sav ! diskenn buan ac'halen : o vreinañ emañ ar bobl az poa tennet eus an Egipt, distroet eo buan eus an hent am boa gourc'hemennet dezho, graet o deus ur skeudenn-deuz". 13 Hag e komzas an Aotrou ouzhin en ur lavarout : "Gwel­out a ran eo ar bobl-se ur bobl kalet he c'hilpenn; 14 lez ac'hanon hag e tistrujin anezho hag e raskin o anv a-zindan an neñvoù, hag e rin ganit ur vro kreñvoc'h ha niverusoc'h egeto".

15 Ha pa ziskennen, distroet eus ar menez entanet, ha div daolenn an Emglev a zalc'hen etre va daouarn, 16 ha pa welis ho poa pec'het e-keñver an Aotrou, ho Toue, ha graet evidoc'h ul leue teuz, hag en em zistroet buan eus an hent en doa gourc'hemennet an Aotrou deoc'h. 17 e krogis en div daolenn hag o stlapis diwar va daouarn, hag o zrailhis dirak ho taoulagad ; 18 hag e kouezhis

76 Sizhun II en amzer blaen


dirak an Aotrou ; evel diagent, e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, bara ne zebris na dour ne evis, en abeg d'an holl bec'hedoù ho poa graet, oc'h ober ar fall ouzh daoulagad an Aotrou, hag oc'h hegasiñ anezhañ. 19 Rak, spontet e voen gant ar gounnar hag ar fulor a feulze an Aotrou a-enep deoc'h, darbet dezhañ distrujañ ac'hanoc’h. Hag e selaouas an Aotrou ouzhin c'hoazh ar wezh-se, er mare-se. 20 Ouzh Aharon ivez e oa kounnaret an Aotrou meurbet darbet dezhañ e zistrujañ ; hag e pedis ivez evit Aharon er mare-se. 21 Hag ar pec'hed ho poa graet, al leue, a gemeris, hag e tevis anezhañ en tan, hag e vruzunis anezhañ, malet ken mat ma voe munut evel poultr. Hag e taolis e boultr e-barzh ar froud a ziskenne eus ar menez.

25 Hag e kouezhis dirak an Aotrou, ha daou-ugent deiz ha daou-ugent noz e voen stouet, oc'h aspediñ anezhañ da chom hep distrujañ ac'hanoc'h, evel m'en devoa gourdrouzet. 26 Hag e peden an Aotrou hag e lavaren : Aotrou, va Doue, na freuz ket da bobl ha da hêrezh ac'h eus dieubet eus an Egipt en da largentez hael gant un dorn kreñv. 27 Dalc'h soñj eus da servijerion : Abraham, Izaag ha Yakob ; na ra ket van ouzh kaleted ar bobl-se, nag ouzh he fallagriezh, nag ouzh he fec'hed, 28 gant aon na lavarfe an dud a chom er vro ac'h eus tennet ac'hanomp diouti : '' Dre ma ne c'helle ket an Aotrou o c'has d'ar vro en devoa prometet dezho, ha dre ma kasae anezho : setu perak en deus o zennet er-maez evit o lakaat da vervel er gouelec'h ''.

29 Int evelato a zo da bobl, da hêrezh ac'h eus ermaeziet gant da nerzh bras ha da vrec'h astennet ».
PEBEILGANENN Kv.Erm 32,11.13.14; 33,17
P/ Neuze Moizez a bedas an Aotrou, e Zoue, hag a lavaras : Perak, Aotrou, e savfe tan ha fulor a-enep ho pobl ? Distanit ho kounnar ; ho pezet soñj en Abraham, Izaag ha Yakob hoc’h eus touet dezho e rofec'h dezho un douar ma red al laezh hag ar mel. * Neuze en devoe keuz an Aotrou d'an droug en devoa lavaret e rafe d'e bobl.

U/ Lavarout a reas an Aotrou da Voizez : Gras ac'h eus kavet dirak va daoulagad. ha da anaout a ran dre da anv. * Neuze en devoe keuz ...

Pempvet Deiz-lid 77
EIL LENNADENN

Eus Lizher sant Fulgentius, eskob Ruspe en Afrika

(Epist.14,36-37 : CCL 91,429-431)
Ar C'hrist bev bepred da erbediñ evidomp
Un dra hag bon eus da gentañ da deurel evezh outañ ez eo hemañ : da glozañ an orezonoù e lavaromp, " Dre Jezuz Krist, ho Mab hag bon Aotrou ". Dre ar Spered Santel avat ne lavaromp e nep doare. N'eo ket hep abeg a dra sur, e ra an Iliz katolik a-bezh al lid-se ; abalamour d'ar mister-mañ an hini eo : hanterour etre Doue hag an dud ez eo deuet evel den Jezuz Krist, beleg da viken hervez urzh Melkisedek hag a zo antreet gant e wad e-unan, ur wezh evit mat, el lec'h santel, ha n'eo ket en ur santual graet gant dorn an dud skeud­enn eus ar gwir santual, met en neñv e-unan eo antreet e-lec'h m'emañ en tu dehou da Zoue, oc'h erbediñ evidomp.

0 sellout ennañ ar garg a veleg-meur e lavar an Abostol : Drezañ enta kinnigomp bepred sakrifis ar veuleudi da Zoue, da lavarout eo, frouezh muzelloù oc'h embann meuleudi d'e anv. Drezañ neuze eo e kinnigomp sakrifis ar veuleudi hag ar bedenn, dre ma-z omp bet adunvanet dre e varv, peogwir e oamp enebourien. Evit gwir, drezañ-eñ hag en deus prizet dont da vezañ sakrifis evidomp, e c'hell hor sakrifis-ni bezañ lakaet dirak daoulagad Doue ha plijout dezhañ. Setu perak e teu an ali-mañ gant sant Pêr pa lavar : Ha c'hwi, evel mein bev, bezit danvez an templ speredel a zo o sevel ; deuit da vezañ ur velegiezh santel, evit kinnig sakrifisoù speredel plijus da Zoue, dre Jezuz Krist. Setu perak enta e lavaromp da Zoue an Tad : " Dre Jezuz Krist hon Aotrou ".

Pa reer meneg eus ar beleg, eus petra ne gomzer ken, nemet eus mister hor Salver en em c'hraet den, eus ar mister ma teuas Mab Doue, daoust ma oa Doue dre natur, d'en em lakaat netra, dre gemer natur ar servijer ; hag hervez an natur-mañ e teu da vezañ sentus betek ar marv, ; da lavarout eo e voe izelaet Mab Doue, ha lakaet un tammig izeloc'h eget an aelez, daoust ma vire e natur Doue par da hini e Dad. Izelaet eo bet ar Mab, evitañ da

78 Sizhun II en amzer blaen


chom par d’e Dad, dre m'en deus teurvezet dont da vezañ heñvel

ouzh an dud. Met eñ e-unan eo a zo en em izelaet pa en em reas netra dre gemer furm ar servijer An em izelaat evit ar Mab a oa en em ober netra met an emober netra ne oa ken nemet kemerout furm ar servijer.

Ar C'hrist enta en ur chom en natur Doue, Mab Unganet da Zoue, hag a ginnigomp sakrifisoù dezhañ ha d'e Dad a-gevret, en deus kemeret natur ar servijer, ha deuet eo evel-se da vezañ beleg, evit ma c'hellfemp kinnig drezañ ur sakrifis bev, santel, o plijout da Zoue. Evelato n'hor bije ket gallet kinnig ar sakrifis­-se mar ne vije ket bet deuet ar C'hrist da vezañ sakrifis evidomp, dre m'eo ennañ ez eo hon natur-den ar gwir sakrifis a silvidigezh. Diouzh an tu all, evel m'hon eus diskouezet, ez eo dre ar Beleg peurbadus, hon Aotrou, e vez kinniget hor pedennoù, e tiskleriomp emañ gantañ hor gwir natur-den, hervez ar gomz lavaret gant an Abostol : Pep arc'hbeleg kemeret eus a-douez an dud, a vez diazezet evit mad an dud d'ober war-dro o darempredoù gant Doue, ha da ginnig profoù ha sakrifisoù evit ar pec’hedoù. Pa lavaromp neuze : " Dre ho Mab ", ha pa stagomp : " a vev hag a ren ganeoc'h ha gant ar Spered Santel ", ec'h eñvoromp evel-just an unaniezh a zo dre natur etre an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel : ha dre eno e tiskouezer e ra ar C'hrist e-unan evidomp ar gefridi a veleg, hag ez eo unan dre natur gant an Tad hag ar Spered Santel.
PEBEILGANENN Heb 4,16.15a

P/. Tostaomp enta gant surentez ouzh tron ar c'hras. * Evit kaout trugarez ha resev ar c'hras da vezañ skoazellet e koulz vat.

U/ N'hon eus ket un arc'hbeleg ha na c'hellfe ket kendrueziñ ouzh hor gwanderioù. * Evit kaout trugarez....
Pedenn
Aotrou Doue hollc’halloudek ha peurbad, c'hwi hag a ren gant furnez traoù an neñvoù ha traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho pobl ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer. Dre hon Aotrou....

C'hwec'hvet Deiz-lid 79


CIHWECIHVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə