Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə13/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   9   10   11   12   13   14   15   16   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar C'hrennlavarioù 31, 10 -31



Meuleudi d'ar vaouez kreñv

10 Ur wreg talvoudek, piv a gavo ?

Pell a-us d’ar perlez emañ he friz.



11 Fiziañ a ra enni kalon he fried,

preizh ne ray ket diouer morse (dezhi).



12 E c'hoprañ a ra mat ha nann fall

holl zeizioù he buhez.



13 Klask a ra gloan ha lin,

ha labourat hardizh gant he daouarn.



14 Bez’ ez eo evel ul lestr marc'hadour,

a-bell e kerc'h he bara.



15 Sevel a ra pa vez c'hoazh noz,

ha reiñ boued d’he ziegezh,

hag urzhioù d’he mitizhion.

16 Soñjal a ra en ur park hag e berc'hennañ,

diwar frouezh he daouarn e plant ur winienn.



17 Gourizañ a ra a-nerzh he dargreiz

ha kreñvaat he divrec'h.



18 Santout a ra e ra berzh he graoù,

ne voug ket, da noz, he goulaouenn.



D'ar Seizhvet-deiz 187
19 He dorn a gas en-dro ar gegel,

hag he daouarn a grog er werzhid.



20 He dorn a astenn d’ar reuzeudig,

he dorn a gas d’ar paour.

21 N’he deus ket aon, evit he zi, rak an erc'h,

rak hec'h holl diegezh en deus dilhad doubl.



22 Pallennoù a ra eviti,

gant lin fin ha limestra ez eo gwisket.



23 Anavezet ouzh an dorojoù eo he fried,

pa goazez gant kozhidi ar vro.



24 Danvez a ra da werzhañ,

gourizoù a ro d’ar varc'hadourien.



25 A nerzh hag a gened ez eo gwisket,

c'hoarzhin a ra d’an deiz war-lerc'h.



26 He genou a zigor gant furnez,

ul lezenn a vadelezh a zo war he zeod.



27 Eveshaat a ra ouzh monedonea he ziegezh,

bara an diegi ne zebr ket.



28 Sevel a ra he bugale hag he lavaront eürus,

he fried ivez, d’ober he meuleudi.



29 Kalz merc'hed o deus labouret kalonus,

met te a zo trec'h dezho holl !



30 Touellus ar goantiz, moged ar gened,

ar wreg a zouj an Aotrou eo a zo da veuliñ.



31 Roit dezhi eus frouezh he daouarn,

ha ra veulo anezhi, ouzh an dorojoù, hec'h oberoù !


PEBEILGANENN Kv. Krl 31, 17. 18; kv. S 45(46), 6

P/ Gourizañ a ra a-nerzh he dargreiz ha kreñvaat he divrec'h ; * Setu perak ne voug biken he goulaouenn.

U/ En he c'hreiz emañ Doue, ha divrall e chomo. * Setu perak ne voug biken ...
188 Sizhun VI en amzer blaen
EIL LENNADENN

Eus prezegenn ar pab Pius XII

da briedoù nevez

(Discorsi e Radiomessaggi, 11 mart. 1942 : 3,385-390)


Ar wreg, heol an tiegezh

Lugerniñ a ra an tiegezh gant sked ur seurt heol ma-z eo ar wreg. Petra a lavar ha petra a soñj ar Skritur-Sakr diwar he fenn, selaouit amañ : Ar wreg aketus a zo levenez hec'h ozhac'h. Ur c'hras dispar ez eo ur wreg santel ha glan. Evel an heol pa sav war venezioù an Aotrou Doue, emañ kened ur wreg vat o sklerijennañ he zi.

A dra sur ez eo ar wreg hag ar vamm evel heol an tiegezh. Bez' ez eo heol dre hec'h haelded, ha dre he youl d'en em ouestlañ gant ur gred dizehan, un douster leun a evezh hag a aked e-keñver kement c'hell laouenaat buhez he fried hag he bugale. Skignañ a ra tro-war-dro dezhi hec’h-unan, sklerijenn ha tommder he spered. Mar d-emañ ar c'hiz da lavarout ez eo deuet ar briedelezh da benn-vat ma vez pep hini eus ar priedoù o klask, n'eo ket e eürusted e-unan, met hini egile, koulskoude ar santimant dispar-se hag ar youl-se, daoust ma sellont ouzh an eil hag egile, a zo koulskoude pennañ vertuz ar wreg. Rak homañ, dre he natur hec’h-unan, a zo douget da gaout santimantoù ur vamm, ha bez' he deus ur seurt furnez naturel hag avizded a galon a ra dezhi, ma tichañs dezhi gouzañv trubuilhoù a-berzh ar re all, diskouez hepken levenez ; ha ma tegouezh ganti bezañ dismegañset ne rent hepken en eskemm nemet enor ha doujañs ; e-giz an heol a laouena gant tarzh-an-deiz an amzer latarek, hag a sklerijenn ar c'houmoul gant e vannoù alaouret pa vez o vont da guzh.

Ar wreg a zo heol an tiegezh gant sklaerded he selloù ha tommder he c'homzoù. He daoulagad evit gwir hag he mouezh a ya gant douster betek diabarzh ar c'halonoù ; o flegañ a ra, o zeneraat, o sevel en-dro, dre bellaat trouz ar gwallyouloù ; gervel a reont en-dro an ozhac'h d'al laouenidigezh, en abeg d'ar mad ha da joa un diviz leun a vignoniezh, goude m'en devez hemañ labouret hep paouez hag alies gant poan a-hed an deiz, pe er burevioù, pe war ar maez, pe er c'henwerzh, pe el labouradegoù.



D'ar Seizhvet-deiz 189
Ar wreg a zo heol an tiegezh gant ur seurt gwirionded naturel ha divlam, un eeunded sirius, un dereadegezh kristen hag enorus ; hag ivez, dre he soñjoù troet war-du he diabarzh, hag onestiz hec'h ene, hep komz, eus a stumm seven he c'horf hag he dilhad, he stumm d'en em gempenn, hag he gizioù fur ha dedennus. Santimantoù soutil hec'h ene, fiñvadennoù hegarat he dremm, he sioulder hag he c'hoarzh hep fallagriezh, hejadennoù he fenn hag a zo merkoù eus he madelezh, a ro dezhi koantiz ur vleunienn eus an dibab, met hep ardoù, o tigeriñ he c'hurunennig da resev ha da zisteurel livioù an heol.

Gras deoc'h da c'houzout peseurt santimantoù don meurbet a garantez hag a anaoudegezh vat a laka da ziwan ha da sevel ar seurt poltred eus ar wreg hag eus ar vamm a familh e kalonoù an tad hag ar vugale.


PEBEILGANENN Sir 26,16a.

P/ Koantiz ur wreg aketus a raio levenez he gwaz. * Ur c'hras dispar ez eo ur wreg santel ha glan.

U/ Un heol o sevel en uhelderioù an Aotrou eo kened ur vaouez vat en urzh vat he zi.. * Ur c'hras dispar ...

Pedenn


Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom, er c'halonoù reizh ha leal, grit dimp bezañ evel-se gant sikour ho kras, evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...

190


VII-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù an Trede sizhun


D'ar 1-añ Pardaezlid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

Karit hoc’h enebourien ha pedit evit ar re a wallgas ac’hanoc’h, ma teufec'h da vezañ bugale ho Tad a zo en Neñvoù.


Er bloaz B

Dont a reas da Jezuz tud o tougen un den seizet. 0 welout o feiz e lavaras Jezuz d'an den seizet va mab, distaolet eo dit da bec’hedoù.


Er bloaz CH

Evel ma karit e rafe deoc'h an dud, evel-se ivez grit dezho, eme an Aotrou.

Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc’h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...



Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Deroù levr ar Prezeger 1, 1-18


Didalvoudegezh an holl draoù

Lavarioù ur Prezeger, mab David roue Jeruzalem.

2 « Moged, moged ! - eme ar Prezeger -

moged, moged,

kement tra a zo moged ».

3 Petra a van gant an den

eus an holl boan en devez dindan an heol ?



VII-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 191
4 Ur rummad o vont, ur rummad o tont,

hag an douar bepred en e sav.



5 Tarzhañ a ra an heol, ha mont a ra kuit an heol ;

d’al lec'h-se e hiraezh, ma tarzho c'hoazh dioutañ.



6 Mont a ra d’ar c'hreisteiz, treiñ d’an hanternoz,

treiñ-distreiñ a ra an avel,

ha war he c'hiz e tistro an avel.

7 An holl stêrioù a ya d’ar mor,

hag ar mor ne vez ket leuniet ;

d’al lec'h emañ ar stêrioù o vont,

di e talc'hont da redek.



8 An holl gomzoù a skuizh,

n’hell ket an den lavarout.

N’en devez ket e walc'h al lagad o welout,

ne vez ket leun ar skouarn o klevout.



9 Petra bennak a zo bet a vezo,

petra bennak a zo bet graet a vo graet;

n’eus netra nevez dindan an heol.

10 Ha bez ’ez eus un dra ma lavarer : « Sell 'ta, nevez eo »,

c’hoazh eo bet er c'hantvedoù a oa en hor raok.



11 N’eus ket a soñj eus ar re a-ziagent,

hag ar re a zeuio war-lerc'h,

ne vo ket soñj anezho

gant ar re a vo goude.



12 Me, Prezeger, a zo bet roue war Israel e Jeruzalem. 13 Hag em eus lakaet va c'halon da enklask ha da furchal, dre ar furnez, diwar-benn kement tra a vez graet dindan an neñvoù, ar pezh a zo ur gefridi fall en deus roet Doue da vibien Adam, da bleustriñ warni. 14 Gwelet em eus an holl oberoù a vez graet dindan an heol, ac'hanta ! an holl a zo moged ha heul an avel.

15 Ar pezh a zo kromm n’hell ket bezañ eeunaet,

hag ar pezh a ra diouer n’hell ket bezañ kontet.



16 Lavaret em eus ennon va-unan ar gomz-mañ :

« Setu ma 'm eus dastumet, ha kresket e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet em raok e Jeruzalem, ha va c'halon he deus tañvaet kalz a furnez hag a skiant ».



17 Lakaet em eus va c'halon da zeskiñ ar furnez, ha da anavezout

192 VII-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
ar sotoni ivez hag ar follentez ; hag em eus gouezet e oa se ivez heul an avel.

18 Rak kalz a furnez, kalz a anken,

seul vuioc'h a skiant, seul vuioc'h a enkrez.


PEBEILGANENN Prz 1, 14; 5, 14; 1 Tim 6, 7

P/ Gwelet em eus an holl oberoù a vez graet dindan an heol ; Ac'hanta ! An holl a zo moged ha heul an avel. . * Evel m'eo deuet an den eus kof e vamm, en noazh e tistroio, ha netra ne gaso gantañ.

U/ N'hon eus degaset netra ganimp o tont er bed-mañ, ha netra ne c'hellomp kas ganimp. * Evel ...
EIL LENNADENN

Eus Pennadoù sant Maksimus ar C'hofesour, abad,

War ar garantez

(Centuria 1, cap.1,4-5.16-17.23-24.26-28.30-40 : PG 90,962-967)


Hep karantez ez eo pep tra avel an avelioù
Ar garantez a zo ur pleg mat eus ar spered, ha na laka netra a-raok an anaoudegezh eus Doue. An den avat, ne c'hell ket tizhout ar stad-se a garantez, mar bez stag a spered ouzh traoù an douar.

Neb a gar Doue a laka da gentañ an anaoudegezh hag ar skiant anezhañ a-raok an holl draoù bet krouet gantañ ; ha kenderc'hel a ra hep paouez da bleustriñ warno gant c'hoant ha karantez e galon.

Krouet eo bet an holl draoù gant Doue, hag evit Doue. Kalz a-us d'an traoù krouet gantañ emañ Doue. Dre se, ma tegouezh gant unan bennak dilezel Doue hag a zo hep muzul ebet dreist kement tra a zo, evit en em reiñ d'an traoù krouet hag a zo izeloc'h eget Doue, e tiskouez evel-se e priz nebeutoc'h Doue eget an traoù krouet gantañ.

An neb am c'har, eme an Aotrou, a vir va gour-c'hemennoù. Hag hemañ, emezañ, eo va gourc’hemenn : m'en em garfec'h an eil egile. Rak-se, an hini na gar ket e nesañ, ne vir ket ar

VII-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 193

gourc’hemenn. An hini na vir ket ar gourc'hemenn, hennezh ne c'hell ket karout an Aotrou Doue.

Eürus an den a zo gouest da garout pep den, an eil koulz hag egile.

An hini a gar Doue a gar ivez a-grenn e nesañ : an hini a zo evel-se ne c'hell ket mirout e arc'hant, met o dispign a ra en un doare meurbet-santel, ouzh o reiñ da gement hini en deus ezhomm.

An hini a ra an aluzen, hervez skouer an Aotrou Doue, ne anavez diforc'h ebet etre an den mat hag an den fall, etre an hini reizh hag an hini direizh, evit pezh a sell ezhommoù ar c'horf. Met rannañ a ra etre an holl, en un doare ingal, hervez muzul an dienez, daoust ma c'hell, en abeg d'e volontez vat, prizout an hini a bleustr ar vertuz hag a vez aketus, a-raok an den fall.

N'eo ket hepken dre reiñ arc'hant en aluzen e tiskouezer ar vertuz a garantez ; met kalz muioc'h dre rannañ kelennadurezh an Aotrou Doue ha dre seveniñ oberoù a drugarez.

An hini a dro kein e gwirionez hag a-greiz e galon da draoù ar bed, hag en em laka e servij an nesañ, hag a ra en e geñver hep touellerezh ebet oberoù a garantez, hennezh en em gav dambrest distrob a bep gwall-bleg hag a bep youl fall, hag a zeu da vezañ lodek e karantez hag e skiant Doue.

An hini en deus akuizitet karantez Doue ne skuizh ket ha ne feilh ket o vont da heul an Aotrou, e Zoue, evel ma lavar ar profed santel Yermia, met gouzañv a ra gant nerzh-kalon, poan, dismegañs, dislealded, hep soñjal an disterañ droug diwar den ebet.



Arabat deoc'h lavarout, templ Doue ez omp, eme ar profed santel Yermia. Na kennebeut all, na lavar ket : "Ar feiz noazh, hep tra all ebet, ar feiz en Aotrou Jezuz Krist a c'hell degas ar silvidigezh ". Rak ne c'hell kement-se en em gaout nemet ez pefe akuizitet gant da oberoù, ar garantez en e geñver. Rak evit pezh a sell ouzh derc'hel d'ar feiz hec’h-unan : An diaouled ivez a gred, hag a gren.

Ezhomm ez eus a garantez, a vadelezh graet a wir galon da sikour an nesañ, a hir-c’houzañvusted hag a basianted, hag ivez a ober implij eus an traoù gant ur spered reizh.



194 VII-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
PEBEILGANENN Kv. Yan 13, 34; 1 Yn 2, 10a. 3

P/ Ur gourc’hemenn nevez a roan deoc'h : m'en, em garfec'h an eil egile, evel m'am eus ho karet. * An hini a gar e vreur a chom er gouloù.

U/ Dre gement-mañ ec'h ouzomp ec'h anavezomp ar C'hrist, ma viromp e c'hourc'hemennoù. * An hini a gar ...
MEULGAN C’hwi Doue a veulomp ..568.
D'ar Meullidoù-beure

Gant lidkan Zakaria, antonenn :

Er bloaz A

Ho Tad a lak e heol da bara war an dud fall evel war an dud vat, hag e c'hlav da gouezhañ war an dud reizh evel war an dud direizh..


Er bloaz B

Lavarout a reas Jezuz : evit ma ouzfec'h en deus Mab an Den galloud da zisteurel ar pec’hedoù war an douar... me a lavar dit, emezañ d'an den seizet, sav, kemer da fled ha distro d'ar gêr.


Er bloaz CH

Na varnit ket, ha ne vezot ket barnet ; rak diouzh an doare m'ho pezo barnet e viot barnet, eme an Aotrou.


Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...


D'an Eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn :

Er bloaz A :

Bezit peurvat evel ma-z eo peurvat ho Tad a zo en Neñvoù, eme an Aotrou.

Eil Deiz-lid 195
Er bloaz B

An den seizet a gemeras ar fled ma oa bet gourvezet warnañ, en ur veuliñ Doue ; hag ar bobl o welout kement-se a rentas meuleudi da Zoue.


Er bloaz CH

Pardonit hag e viot pardonet ; roit hag e vo roet deoc'h. Diouzh ar muzul a vuzuliot gantañ e vo muzuliet deoc'h.


EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar Prezeger 2, 1-3. 12-26



Avel ez eo ar plijadurioù ha furnez an dud

1 Lavaret em eus em c'halon: « Deus 'ta, ma rin amprou warnout dre al levenez : tañva an eurvad » ; ha kement-se ivez a zo moged.

2 Eus ar c'hoarzh em eus lavaret : « Sotoni eo ! »,

eus al levenez: « Petra a ra se ? ».



3 Klasket em eus em c'halon reiñ d’ar gwin va c'horf, ha va c'halon da blediñ gant ar furnez, hag en em lakaat d’ar sotoni kement ha gwelout petra a zo mat evit kalon an den, petra ober dindan an neñv e-pad an niverig a zeizioù ma vever.

12 Troet em eus ivez va selloù, betek gwelout, etrezek furnez, sotoni ha follentez. Petra e vo an den a zeuio war-lerc'h ar roue ? Ar pezh a zo c'hoazh bet graet. 13 Ha gwelet em eus e vez muioc'h (a c'hounid) gant ar furnez eget gant ar follentez, evel ez eus muioc'h gant ar sklerijenn eget gant an deñvalijenn.

14 «An den fur en deus daoulagad en e benn,

hag an diod en deñvalijenn a gerzh ».

Ha gouzout a ran, me ivez,

e c'hoarvez da unan ar pezh a c'hoarvez d’an holl.



15 Hag e lavaran-me em c'halon : « Ar pezh a c'hoarvez gant un diod, ganin-me ivez a c'hoarvezo. Perak ez on bet fur neuze

196 Sizhun VII en amzer blaen
muioc'h egetañ ? ». Hag e lavaran em c'halon : kement-se ivez a zo moged. 16 Ne vez ket dalc'het soñj eus an hini fur nag eus an hini sot da viken : a-barzh nemeur en deizioù da zont, an holl a vezo ankouaet. Ha penaos e varv an hini fur evel an hini sot !

17 Kasoni am eus bet ouzh ar vuhez : fall, a gav din, eo ar pezh a vez graet dindan an heol ; kement tra a zo moged ha heul an avel. 18 Kasaet em eus an holl boan am eus bet dindan an heol, peogwir e lezin se holl d’an den a vezo war va lerc'h. 19 Ha piv a oar ha fur e vo pe diskiant ? Hag e vo mestr war an holl labourioù am eus graet ! Hag ar furnez am bo bet dindan an heol a vo ivez moged.

20 Troet on da lezel dic'hoanag va c'halon evit an holl labourioù am eus graet dindan an heol. 21 Un den en deus labouret gant furnez, skiant ha berzh-mat, ha d’un den n’en deus ket labouret gantañ e roio e lod ! Se ivez a zo moged ha gwalleur bras.

22 Petra en devo an den evit e holl boanioù ha strivoù e galon o labourat dindan an heol? 23 E holl zeizioù ned int nemet glac'har, ha nemet trubuilh e drevell ; da noz zoken ne ziskuizh ket e galon ; kement-se ivez a zo moged. 24 N’eus gwelloc'h evit an den eget debriñ hag evañ, hag ober tañva d’e ene an eurvad en e labour : gwelout a ran emañ kement-se eus dorn Doue : 25 « Piv end-eeun a c'hell debriñ ha kaout damant hepdon ? »

26 D’an den a vez mat dirazañ e ro (Doue) furnez ha skiant ha levenez, met d’ar pec'her e ro trevell da serriñ ha da zastum, evit reiñ, d’an hini a zo mat dirak Doue : Kement-se ivez a zo moged ha heul an avel.

PEBEILGANENN Prz 2, 26; 1 Tim 6, 10


P/ D'an den a vez mat dirazañ e ro Doue furnez ha skiant ha levenez, met d'ar pec'her e ro trevell da serriñ ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo mat dirak Doue ; * Kement-se a zo moged ha heul an avel.

Eil Deiz-lid 197
U/ Gwrizienn an holl drougoù eo karantez an arc’hant. Evit bezañ en em roet dezhi o deus hiniennoù en em dreuz-toullet gant poanioù e-leizh. * Kement-se ...

EIL LENNADENN


Eus Hegelennadurioù sant Gregorius Nisa eskob,

war Ar Prezeger

(Hom. 5 : PG 44,683-686)
Daoulagad an den fur a zo en e benn
Ma sav un ene e zaoulagad etrezek e benn - da lavarout eo etrezek ar C'hrist, evel ma tispleg sant Paol - e vo kontet eürus dre m'eo lemm sell e zaoulagad, o vezañ m'en deus e zaoulagad e-lec'h n'emañ ket teñvalijenn an droug. An den meur-se Paol, hag an dud all bras evel ma oa-eñ, o devoa o daoulagad en o fenn, hag ivez ar re holl a vev, a fiñv hag a zo er C'hrist.

Un den hag a zo er gouloù ne c'hell ket gwelout teñvalijenn ; evel-se kennebeut all, an hini a bar e zaoulagad war ar C'hrist, ne c’hell ket o zreiñ war-zu tra c'houllo ebet. An neb enta hag en deus e zaoulagad en e benn - ha pa lavaromp penn e komprenomp ar penn-kentañ eus ar bed-holl - hennezh en deus e zaoulagad stag ouzh ar vertuz, (ar C'hrist end-eeun eo ar vertuz peurvat ha peurc'hraet e pep keñver), ouzh ar wirionez, ouzh ar reizhded, ouzh an divarvelezh, ouzh pep mad. Daoulagad an den fur a zo en e benn ; an den sot a vale en deñvalijenn. An hini na laka ket e c'houlaouenn war ar c'hantolor, met he laka dindan e wele, a ra d'ar gouloù dont da vezañ teñvalijenn evitañ.

Na kalz a dud avat ez eus er c'hontrol a gav o flijadur o stourm evit an traoù eus an nec’h, hag a vev en ur arvestiñ ouzh traoù gwirion, hag a vez sellet padal evel tud dall ha didalvez ! Sant Paol avat, a fougee bezañ evel-se, pa lavare e oa foll abalamour d'ar C'hrist. E avizded hag e furnez ne bleustrent war hini ebet eus an traoù ez omp-ni dalc’het er bed-man- gant ar garantez evito. Lavarout a ra Ni 'zo foll abalamour d'ar C’hrist , evel pa lavarfe : " Ni 'zo dall evit pezh a sell an traoù a aparchant

198 Sizhun VII en amzer blaen
ouzh ar vuhez a rener er bed-mañ, dre ma sellomp ouzh an nec'h, ha dre m'hon eus hon daoulagad en hor penn ". Setu perak e oa hep ti nag aoz, paour, kantreer, noazh, gwasket gant an naon hag ar sec'hed.

Piv n'en defe ket kredet e oa reuzeudik, ouzh hen gwelout chadennet, bazhataet e-kreiz an dizenor, bezañ taolet ha distaolet e-kreiz houlennoù ar mor goude ma oa aet e vatimant d'ar goueled, ha bezañ kaset amañ hag a-hont gant chadennoù ? Ha koulskoude, daoust ma oa evel-se e-touez an dud, ne zistroas ket e zaoulagad, hag o mirout a reas bepred en e benn ; evel ma lavare : Piv hon disranno diouzh karantez ar C'hrist Jezuz ? An drubuilh, an anken, ar gwallgaserezh, an naon, an noazhder, an dañjer, ar c'hleze ? Ar pezh a oa evel pa lavarfe : " Piv a denno va daoulagad eus va fenn, hag a raio dezho sellout ouzh ar pezh a vez mac'het dindan an treid ? "

Dimp-ni ivez e c’hourc’hemenn ober heñvel, pa gelenn dimp tañva an traoù eus an nec'h ; ar pezh a zo evel pa lavarfe " kaout e zaoulagad en e benn ".
PEBEILGANENN S 122(123), 2; Yan 8, 12b

P/ Setu evel daoulagad servijerien etrezek daouarn o mistri, * Evel-se hon daoulagad war-zu an Aotrou, hon Doue, o c'hortoz m'en devo touez ouzhimp.

U/ Me eo sklerijenn ar bed ; an hini am heuilh ne vale ket en deñvalijenn, met sklerijenn ar vuhez en devo. * Evel-se hon daoulagad ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...












Trede Deiz-lid 199
TREDE DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   9   10   11   12   13   14   15   16   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə