Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə11/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   7   8   9   10   11   12   13   14   ...   27

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Diouzh al Lizher d'ar C'halated 5, 1-25

Frankiz e buhez ar fideled

Breudeur: 1 Evit m’hor bo ar frankiz-se eo en deus ar C'hrist hon dieubet. Dalc'hit start enta, ha n’en em lakait ket en-dro dindan yev ar sklavelezh. 2 Ya, me, Paol, a lavar deoc'h kement

158 Sizhun V en amzer blaen
-mañ: mar en em lakait da vezañ amdroc'het, ne dalvezo ar C'hrist da netra deoc'h. 3 En testeniañ a ran adarre da gement den en em laka da vezañ amdroc'het, dleet eo dezhañ mirout al Lezenn a-bezh. 4 Torret hoc'h eus diouzh ar C'hrist, c'hwi-holl hag a glask ar reizhder el Lezenn, kouezhet oc'h e-maez ar c'hras. 5 Ni avat eo digant ar Spered ha dre ar feiz e c'hortozomp ar reizhder esperet. 6 Rak er C'hrist Jezuz, nag amdroc'h na diamdroc'h n’o deus talvoudegezh, met hepken ar feiz oc'h oberiañ dre ar garantez.

7 Ken brav evel ma redec'h, piv en deus torret deoc'h ho lañs evit mirout ouzhoc'h da sentiñ ouzh ar wirionez? 8 An atizadur-se ne zeu ket eus an Hini en deus ho kalvet. 9 Un tamm goell a laka an toaz a-bezh da dreiñ. 10 Evidon-me em eus en Aotrou ar fiziañs-mañ en ho keñver, e chomo digemm ho soñj. An neb avat a zegas trubuilh en ho touez, a vezo kastizet diouzh se, piv bennak ez eo. 11 Evidon-me, breudeur, mar prezegan c'hoazh an amdroc'h, perak e vezan c'hoazh heskinet? Neuze eo echu gant drouk-skoilh ar Groaz ! 12 Perak n’afent ket betek en em spazhañ, int hag a laka mesk en hoc'h eneoù?

13 C’hwi, breudeur, eo d’ar frankiz oc'h bet galvet; nemet ne zle ket ar frankiz-se bezañ un digarez evit c'hoantegezh ar c'horf ; er c'hontrol, en em lakait dre ar garantez da sklav an eil d’egile.

14 Rak en ur gourc'hemenn hepken eo dalc'het berr-ha-berr al lezenn a-bezh gant he leunder: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 15 Hogen mar bezit oc'h en em dagañ hag oc'h en em zebriñ an eil egile, diwallit n’afec'h d’en em zistrujañ holl a-gevret.

16 Sed aze petra lavaran : en em lezit da vezañ renet gant ar Spered, ha neuze n’eot ket da seveniñ droukc'hoantegezh ar c'horf. 17 Rak ar c'horf en deus c'hoantoù kontrol d’ar Spered, hag ar Spered c'hoantoù kontrol d’ar c'horf ; emaint oc'h enebiñ an eil ouzh egile, en doare n’hellit ket ober ar pezh a fell deoc'h.

18 Met mard oc'h renet gant ar Spered, n’emaoc'h ken dindan damall al Lezenn. 19 Anat eo d’an holl petra eo oberoù ar c'horf : riboderezh, loustoni, dirollerezh, 20idolouriezh, sorserezh, kasoni, dizunvaniezh, gwarizi, fulor, kabaduilh, dizemglev, disranniezh, 21 droukrañs, mezventi, lontegezh ha pec'hedoù seurt-se ; a-ziaraok e lavaran deoc'h evel m’em eus graet dija, penaos ar re a ra seurt pec'hedoù n’o devo ket lod e Rouantelezh Doue. 22 Er c'hontrol, frouezh ar Spered a zo : Karantez, levenez, peoc'h,

C'hwec'hvet Deiz-lid 159

pasianted, hegarated, madelezh, fiziañs er re all, 23 douster, kerreizhded ; a-enep d’an oberoù-se n’eus lezenn ebet.



24 Ar re a zo d’ar C'hrist o deus enta staget ouzh ar Groaz o c'horf gant e youloù fall hag e c'hoantegezhioù. 25 Mar hon eus buhez dre ar Spered, bezomp renet ivez gant ar Spered.

PEBEILGANENN Gal 5, 18. 22a. 25

P/ Mar d-oc'h renet gant ar Spered n'emaoc'h ken dindan damani al Lezenn. * Frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc'h.

U/ Mar hon eus buhez dre ar Spered, bezomp renet ivez gant ar Spered. * Frouezh ...


EIL LENNADENN

Eus Prezegennoù sant Leon Meur pab

(Sermo in Nativitate Domini 7,2.6;

PL 54,217-218. 220-221)


Anavez renk uhel da natur
Dre e c'hinivelezh, hon Aotrou Jezuz Krist, ur gwir den anezhañ ha n'eo bet biskoazh paouezet da vezañ gwir Doue, a zigoras ennañ e-unan ar penn kentañ eus ar grouadelezh nevez, hag o tont er bed e roas e natur d'an dud evel mammenn buhez ar spered. Peseurt spered a c'hell kompren ar mister-se, peseurt teod a c'hell displegañ ar c'hras-se ? Dont a ra ar fallagriezh da vezañ dinammded, an traoù kozh da vezañ traoù nevez ; tud estren a zeu da vezañ bugale, ha tud diavaez a zeu da gaout lod en hêrezh.

Dihun, o den, hag anavez renk uhel da natur. Bez soñj ez out bet graet diouzh poltred Doue, ha daoust ma voe disleberet ar poltred-se en Adam, ez eo bet adstummet er C'hrist. Gra implij eta, evel ma tleer ober, eus ar grouadurien a weler, evel ma rez implij eus an douar, eus ar mor, eus an neñv, eus an aer, eus ar feunteunioù hag eus ar stêrioù ; ha kement a zo kaer enno hag estlammus, tro, kement-se e meul­eudi hag e gloar ar C'hrouer.

Gant skiantoù da gorf stok ouzh ar sklerijenn a weler, ha gant holl garantez da ene, briata ar gwir sklerijenn-se a sklaera

160 Sizhun V en amzer blaen
pep den o tont er bed-mañ, hag a lavar ar profed diwar he fenn : Tostait dezhañ ha bezit sklerijennet ha ne ruzio ket ho tal gant ar vezh. Rak mar d'omp templ Doue, ha mar d'emañ Spered Doue o chom ennomp, neuze ez eo brasoc'h ar pezh en deus pep fidel en e galon eget ar pezh a wel en oabl.

Ne verkomp ket kement-se deoc'h, breudeur karet, ha ne gomzomp ket a gement-se evit ober deoc'h disprizout oberoù Doue, pe evit ober deoc'h soñjal ez eus un dra bennak kontrol d'ho feiz en traoù krouet mat gant an Doue mat, met evit ma rafec'h implij gant poell ha furnez eus holl gened ar grouadurien hag eus holl vraventez ar bed-mañ : An traoù a weler, evel ma lavar an Abostol, a zo traoù tremeniat, hogen an traoù na weler ket a zo peurbad.

Dre-se, dre ma-z omp bet ganet evit an traoù a-vremañ, hag adc'hanet evit an traoù da zont, arabat dimp bezañ stag ouzh madoù tremeniat, met troet gant ar madoù peurbadel ; hag evit ma c'hellfemp sellout a-dostoc'h ouzh ar pezh a zo hor goanag, soñjomp petra he deus roet gras Doue d'hon natur. Selaouomp an Abostol o lavarout : Marv ez oc’h, ha kuzhet eo ho puhez a-unan gant ar C'hrist en Doue. Met p'en em ziskouezo ar C'hrist, eñ hor buhez, neuze en em ziskouezot a-unan gantañ en e c'hloar dezhañ, eñ a vev hag a ren gant an Tad hag ar Spered Santel a-holl-viskoazh da virviken. Amen.
PEBEILGANENN S 143(144), 9; 117(118), 28
P/ Ur c'han nevez a fell din kanañ deoc’h, Aotrou Doue * Ho meuliñ war an delenn dek kordenn:

U/ Va Doue ez oc'h-c'hwi hag ho trugarekaat a ran, va Doue, hag ho kanmeuliñ a fell din. * Ho meuliñ ...

Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakaomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...

D'ar Seizhvet-deiz 161
D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Diouzh al Lizher d'ar C'halated 5, 25 – 6, 18

Alioù war ar garantez hag ar gred

Breudeur :25 Mar hon eus buhez dre ar Spered, bezomp renet ivez gant ar Spered. 26 Arabat dimp klask an enorioù kleuz, na bezañ dichek gant ar re all, na kaout avi an eil ouzh egile.

6 1 Zoken ma c'hoarvez d’un den bezañ tapet en ur faot bennak, c'hwi ar re speredel, addresit-eñ gant douster a spered; met taol evezh te da-unan, rak te ivez a c'hellfe bezañ temptet. 2 Dougit ho sammoù an eil d’egile, ha gant se kasit da benn lezenn ar C'hrist. 3 Rak mar kred un den bezañ un dra bennak, pa ned eo netra, emañ o 'n em douellañ. 4 Ra sello pizh pep unan ouzh ar pezh a ra, ha neuze e kavo marteze ennañ e-unan, ha n’eo ket e-keñver ar re all, peadra d’en em veuliñ. 5 Rak pep unan en devo e garg e-unan da zougen.

6 Dleet eo d’an hini a vez kelennet ar Gomz dezhañ, reiñ eus e holl vadoù d’an hini a zo ouzh e gelenn. 7 N’it ket da faziañ: ne reer ket goap ouzh Doue. Rak ar pezh en devo hadet un den, eo an dra-se a vedo ; 8 rak an neb a had en e gorf eo diouzh ar c'horf e vedo, ar vreinadurezh ; met an neb a had er spered, diouzh ar spered e vedo ar vuhez peurbadel. 9 Arabat bezañ skuizh oc'h ober ar mad; en e amzer e teuy an eost evidomp, ma chomomp hep distardañ. 10 Evel-se 'ta, keit ha m’hon eus amzer, greomp ar mad e-keñver an holl, met dreist-holl e-keñver hor breudeur er feiz.

11 Gwelit pebezh lizherennoù a skrivan deoc'h pa ran gant va dorn-me.12 Tud hag a fell dezho en em ziskouez plijus e traoù ar c'horf, eo ar re a laka warnoc'h bezañ amdroc'het, hag an dra-se eo hepken evit chom hep bezañ heskinet evit Kroaz ar C'hrist. 13 Rak an dud amdroc'het o-unan ne viront ket al Lezenn; c'hoant o deus avat e vefec'h amdroc'het, evit kaout en ho korf peadra da dennañ gloar dioutañ.14 Evidon-me, Doue ra viro e klaskfen tennañ gloar eus un dra bennak, nemet eus Kroaz hon Aotrou Jezuz Krist, rak drezañ ar bed a zo bet staget ouzh ar Groaz evidon, ha me evit ar bed.

162 Sizhun V en amzer blaen
15 Rak an amdroc'h n’eo netra, nag an diamdroc'h, ar pezh a dalv eo bezañ ur c'hrouadur nevez. 16 Ha da gement hini a heulio ar reolenn-se, peoc'h ha trugarez, hag ivez da Israel Doue.

17 Bremañ arabat da zen ober din diaezamantoù ken; rak a-walc'h eo din dougen em c'horf merkoù Jezuz.

18 Breudeur, gras hon Aotrou Jezuz Krist da vezo gant ho spered. Amen.

PEBEILGANENN Gal 6, 7b-8; Yan 6, 63a

P/ Rak ar pezh en devo hadet un den, eo an dra-se a vedo ; rak an neb a had en e gorf, diouzh ar c'horf e vedo ar vreinadurezh ; * Met an neb a had er spered, diouzh ar spered e vedo ar vuhez peurbadel.

U/ Ar spered eo a ro ar vuhez, ar c'horf ne dalv ket. * Met an neb a had ...


EIL LENNADENN

Eus Prezegennoù sant Izaag, abad

manati ar Sterenn

(Sermo 31 : PL 194,1292-1293)


Dreistelezh ar garantez
Perak enta, breudeur, ez omp prederiet nebeut da glask an degouezhioù a silvidigezh an eil e-keñver egile, abalamour dimp da reiñ skoazell muioc'h an eil d'egile 'lec’h ma welomp ez eus muioc'h a ezhomm, hag abalamour dimp da zougen bec'hioù hor breudeur ? Rak an Abostol benniget, ouzh hon aliañ, a lavar : Dougit bec'hioù an eil egile, hag evel-se e sevenot lezenn ar C'hrist. Hag e lec’h all : En em c'houzañvit, emezañ, an eil egile, gant karantez. Honnezh eo end-eeun lezenn ar C'hrist.

Ar pezh a welan-me em breur, hag a zo dibareüs - daoust pe dre redi, pe dre ur gwander bennak a gorf pe a spered - , perak n'hen gouzañvan ket gant pasianted, ha n'hen dousaan ket a galon vat, evel ma-z eo skrivet : 0 bugale a vo douget war an divskoaz, ha frealzet war an daoulin ? Pe daoust hag e vank din ar vertuz-se a c'houzañv pep tra, a zo pasiant a-walc'h da c'houzañv, ha madelezhus a-walc'h da garout ?



D'ar Seizhvet-deiz 163
Honnezh eo a dra sur, lezenn ar C'hrist, Eñ hag a gemeras e gwirionez hor gwanderioù en e Basion, hag a zougas hor poanioù dre druez, en ur garout ar re a zouge, hag en ur zougen ar re a gare. An neb a dag hag a damall e vreur en dienez, an neb a stign pechoù d'e vreur, n'eus forzh e peseurt gwander emañ, hennezh hep mar ebet, a suj da lezenn an diaoul, hag a heuilh anezhi. Bezomp enta leun a druez kenetrezomp, ha karomp hor breudeur, dougomp o gwanderioù ha tagomp hepken o sioù fall.

Pep reolenn a vuhez hag a glask gant lealded vras karantez Doue, hag abalamour dezhañ ar garantez ouzh an nesañ, n'eus forzh e peseurt giz pe stumm emañ o vevañ, a zo gwelloc'h degemeret gant Doue. Rak ar garantez an hini eo hag a zle an holl draoù bezañ graet abalamour dezhi pe chom hep bezañ graet, bezañ kemmet pe lezet digemm. Hi eo e gwirionez an abeg perak, hag ar pal etrezek pelec'h, e tere eeunañ pep tra ; rak netra damallus ne vez graet pa reer un dra bennak, gant lealded, abalamour dezhi hag hervezi.

Ar garantez-se, ra deurvezo he reiñ dimp-ni an Hini na c'hellomp ket plijout dezhañ hepti, ha na c'hellomp heptañ kennebeut ober netra ebet. Eñ a vev hag a ren, Doue a-dreuz ar c'hantvedoù divarvel. Amen.
PEBEILGANENN 1 Yn 3, 11; Gal 5, 14a

P/ Homañ eo ar gemennadurezh hoc’h eus klevet adal an deroù : * E tleomp en em garout an eil egile.

U/ Rak en ur gourc'hemenn hepken eo dalc'het berr-ha-berr al lezenn a-bezh gant he leunder : * E tleomp en em garout an eil egile ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakaomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...


164


VI-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù an Eil sizhun


D'ar 1-añ Pardaezlid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

An neb en devo miret ha kelennet ar gourc'hemennoù, hennezh a vo graet anezhañ bras e Rouantelezh an Neñvoù, eme an Aotrou.


Er bloaz B

Aotrou, mar fell dit e c'hellez va glanaat. Hag e lavaras Jezuz : Fellout a ra din, bez glanaet.


Er bloaz CH

Eürus ez oc’h, c'hwi ar beorien, rak deoc’h ez eo Rouantelezh Doue. Eürus ez oc’h, c'hwi hag hoc'h eus naon bremañ, rak ho kwalc'h ho pezo.


Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras, evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...



Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Deroù levr ar C'hrennlavarioù 1, 1-7. 20-33



Ali start da glask ar furnez

1 Krennlavarioù Salomon, mab David, roue Israel.

2 Evit gouzout furnez ha deskamant,

evit meizañ lavarioù poellek ;



3 tapout kelennadurezh fur,

reizhded, gwirionded, eeunded ;



VI-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 165

4 reiñ d’ar re silhek finesa,

d’ar yaouankiz anaoudegezh ha skiant-poell;



5 neb a selaou hag a zo fur a gresko e ouiziegezh,

an den speredek, sturiennoù a bourvezo,



6 evit kompren krennlavarioù, kudennoù,

lavarioù ar furien hag o c'hevrinoù.



7 Doujañs an Aotrou eo deroù an anaoudegezh,

furnez ha deskadurezh gant ar sodien a vez disprizet.



20 Ar furnez en diavaez a hopell,

war al leurennoù e ro he mouezh;



21 e-kreiz ar c'hroazhentoù e huch,

war dreuzoù an dorojoù, e kêr, e lavar he c'homzoù;



22 «Betek peur, tud diboell, en em blijot en ho tiboellachoù,

genaoueien, oc'h ober goap ho po dudi,

sodien, o kasaat an anaoudegezh ?

23 Distroit d’am c'helennadur:

me a ray birviñ evidoc'h va spered, me a zesko va lavarioù deoc'h.



24 Dre m’em eus huchet ha n’hoc'h eus ket goulet,

astennet va dorn ha n’hoc'h eus ket taolet pled,



25 peogwir e tistaolit va holl alioù,

hag eus va c'hentelioù ne c'houlit ket,



26 ac'hanta, me ivez war ho kwalleur a c'hoarzho,

a ray goap pa zeuio ar spont warnoc'h,



27 pan erruo evel arnev ho spont warnoc'h,

ar reuz warnoc'h evel korvent pa zeuio,

pan erruo warnoc'h anken hag enkrez,

28 neuze e huchint davedon met ne respontin ket,

va c'hlask a raint met n’am c'havint ket.



29 Dre m’o deus bet kasoni ouzh an deskadurezh,

ha n’o deus ket dibabet doujañs an Aotrou



30 dre n’o deus ket goulet eus va alioù,

met graet fae ouzh va holl gentelioù,



31 e tebrint eus frouezh o hent,

ha gant o alioù o devo o gwalc'h



32 Rak diheñchadur an dud diskiant o lazh,

ha dibrederi ar sodien a goll anezho.



33 Met an hini a selaou ouzhin a chom e savete,

kuit a spontañ rak ar gwalleur.

166 VI-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
PEBEILGANENN Rom 12, 16b; 1 Kor 3, 18b-19a; 1, 23a. 24b

P/ N'en em blijit ket en ho furnez hoc'h-unan ; ma-z eus unan bennak en ho touez a soñj gantañ bezañ fur e-giz tud ar bed-mañ ra 'n em raio foll evit dont da vezañ fur ; * Rak furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue.

U/ Ni avat a brezeg ur C'hrist bet staget ouzh ar Groaz, nerzh Doue ha furnez Doue. * Rak furnez ...
EIL LENNADENN

Eus Addisplegadur sant Efrem diagon

war an Diatessaron.

(1,18-19 : SCh 121,52-53)



Komz Doue, mammenn diheskus a vuhez

Piv a c'hellfe, Aotrou Doue, meizañ ervat gant e spered, an holl binvidigezh a zo en unan hepken eus ho lavarioù ? Muioc'h a lezomp war hol lerc'h eget na zeuomp a-benn da gompren ; ni a zo evel tud sec’hedik oc'h evañ eus ur vammenn-dour. Rak e meur a stumm ec'h en em ziskouez komz an Aotrou hervez ar pezh a wel enni ar re a vez ouzh he studiañ. Kalz a livioù en deus lakaet an Aotrou en e Gomz en doare ma c'hellfe an hini a vefe ouzh he studiañ treiñ e selloù war ar pezh a blijfe dezhañ. teñzorioù a bep seurt en deus kuzhet en e Gomz evit ma c'hellfe pep hini ac'hanomp tennañ pinvidigezh eus ar pezh a studife.

Ur wezenn a vuhez ez eo Komz Doue o kinnig dit, eus a gement lodenn a zo enni, frouezh benniget. Bez' ez eo evel ar garreg-se a voe digoret er gouelec'h, evit ma c'hellfe pourchas a bep tu evaj speredel. Debriñ a raent, eme an Abostol, boued speredel, hag ec'h event evaj speredel.

An neb a zegouezh gantañ ul lodenn bennak eus teñzor ar Gomz ez eo arabat dezhañ krediñ n'eus e Komz Doue, nemet ar pezh en deus kavet e-unan ; dleet eo dezhañ kentoc'h krediñ n'en deus gallet kavout enni nemet un dra hepken eus a-douez an traoù niverus a zo enni. N'eo ket war zigarez n'eus bet nemet al lodenn-se o tegouezhout hag o 'n em gaout gantañ, e tle lavarout ez eo treut ha difrouezh ar Gomz, hag ober fae warni ; er c'hontrol dre ma ne c'hell ket he fakañ en he fezh e tle rentañ grasoù en abeg d'ar pinvidigezhioù a zo enni. Bez laouen enta dre m'ac’h eus bet



VI-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 167
da walc'h, met arabat dit bezañ trist dre ma-z eo trec'h dit-te pinvidigezh ar Gomz. An hini en devez sec'hed a vez laouen pa ev, met ne vez ket trist dre ma ne c'hell ket kas da hesk ar feunteun. Gwell eo e torrfe ar vammenn da sec'hed, hep mont da hesk hec’h-unan, eget na zeufe da sec'hed da zisec’hañ ar vammenn, rak gallout a c'helli evañ ken lies gwezh ha ma kari ; met pebezh droug e teufe da vezañ evidout ma vefe kaset ar vammenn da hesk, ur wezh torret da sec'hed ganit.

Lavar bennozh evit ar pezh ac’h eus resevet, ha na vez ket glac'haret abalamour d'ar pezh a zo manet dizimplij. Ar pezh ac'h eus resevet hag ar pezh ac’h eus tizhet kaout a zo da lodenn-te, hag ar pezh a zo manet a chomo bepred ez kerz. Ar pezh ne c'hellez ket resev en un eur en abeg d'az kwanded, e c'helli hen resev en amzerioù all dre da gendalc'husted. Arabat dit klask, gant ur spered fall, kemerout en ul lonkadenn hepken, ar pezh ne c'hell ket bezañ kemeret en un taol ; ha na bella ket dre da leziregezh diouzh ar pezh na c'hellez resev nemet tamm-ha-tamm.


PEBEILGANENN 1 Pêr 1, 25; kv. Bar 4, 1

P/ Komz an Aotrou a chom da virviken. * Honnezh eo ar gomz a zo bet degaset deoc'h ar c'heloù-mat anezhi.

U/ Hi eo levr gourc'hemennoù Doue, hag al Lezenn a bad da viken ; an holl re a grog enni a yelo d’ar vuhez, * Honnezh eo ...
MEULGAN C'hwi Doue a veulomp, 568.
D'ar Meullidoù-beure
Gant lidkan Zakaria, antonenn
Er bloaz A

Mar n'eo ket ho reizhded-c’hwi brasoc’h eget hini ar Skribed hag ar Farizianed, n'antreot ket e-barzh Rouantelezh Doue.


Er bloaz B

Jezuz o kaout truez outañ a astennas e zorn hag a stokas ouzh an den lovr, ha raktal ez eas al lorgnez dioutañ, hag e voe glanaet.



168 VI-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
Er bloaz CH

Eürus ez oc’h c'hwi a ouel bremañ, rak c'hoarzhin a reot, eme an Aotrou.

Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...


D'an Eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn

Er bloaz A

Mar deuez da zegas da brof d'an aoter ha mar deu da soñj dit en deus da vreur un dra bennak a-enep dit, lez eno da brof dirak an aoter ha kerzh da gentañ d'ober ar peoc'h gant da vreur ; ha neuze deus da ginnig da brof, allelouia.
Er bloaz B

Diwall da lavarout tra ebet da zen ebet, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg, ma vo kement-se da desteni dezho. Hemañ avat, a-boan ma oa aet kuit, a stagas da embann ha da vrudañ ar c'heloù-se.


Er bloaz CH

Eürus e viot pa vezot kasaet gant an dud abalamour da Vab an Den : bezit laouen en deiz-se ha tridit gant al levenez, rak setu ma vo bras ho kopr en Neñv.



Eil Deiz-lid 169
EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar C'hrennlavarioù 3, 1-20


Penaos e kaver ar furnez

1 Va mab, va c'helennadurezh n’ankouai ket,

va gourc'hemennoù a zalc'hi ez kalon,



2 rak hirder a zeizioù ha bloavezhioù a vuhez,

ha peoc'h a vo kresket evidout.



3 Trugarez ha fealded n’az tilezint ket !

Stag anezho ouzh da c'houzoug,

skriv anezho war daolenn da galon.

4 Hag e kavi gras hag intent mat

ouzh daoulagad Doue hag an dud.



5 Fizi en Aotrou a holl galon,

war da venoz n’en em harp ket.



6 Ez holl hentoù, hen anavez,

hag eñ a ray eeun da raventoù.



7 Na vez ket fur ouzh da zaoulagad,

douj an Aotrou ha distro diouzh an droug



8 Ur yec'hed e vo evit da gorf a-bezh,

freskadur evit da eskern.



9 Ro gloar d’an Aotrou diwar da vadoù,

gant preveudioù da holl drevadoù.



10 Hag e vo leun da solieroù, a-builh,

gant ar gwin nevez da donelloù a strako.



11 Reizherezh an Aotrou, va mab, na zispriz ket,

n’az pez ket heug ouzh e gentelioù.



12 Rak an hini a gar an Aotrou a gastiz,

evel un tad, e vab karedik.



13 Eürus an den en deus kavet ar furnez,

an den deuet da gaout skiant.



14 Gwell eo ar gounid anezhi eget hini an arc'hant,

eget an aour, an daspugn (anezhi).



170 Sizhun VI en amzer blaen
15 Priziusoc'h eo eget perlez,

hag holl bezh a blij ar muiañ dit n’eo ket kevatal outi.



16 Un hirder a zeizioù en he dehou,

en he c'hleiz, pinvidigezh ha gloar.



17 He hentoù a zo hentoù dudius,

hec'h holl wenodennoù, peoc'h.



18 Ur wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi,

ar re a grog enni a vez eürus.



19 An Aotrou, dre ar furnez, en deus diazezet an douar,

krouet an neñvoù gant poell.



20 Dre e skiant, an islonkoù a zo bet kleuziet,

ar c'houmoul a strilh ar c'hlizhenn.


PEBEILGANENN KrI 3, 11.12; Heb 12, 7b

P/ Reizherezh an Aotrou, va mab, na zispriz ket, n’az pez ket heug ouzh e gentelioù. * Rak an hini a gar an Aotrou a gastiz, evel un tad, e vab karedik.

U/ Evel ouzh mibien e ra Doue ouzhoc'h ; piv eo ar mab ha na vez ket kastizet gant e dad ? * Rak an Aotrou ...
EIL LENNADENN

Eus Prezegennoù sant Bernez abad

(Sermo de diversis 15 : PL 183,577-579)
Klask ar furnez
Labouromp evit ar boued n'a ket da goll : greomp labour hor silvidigezh. Labouromp e gwinieg an Aotrou : evit ma tellezimp resev diner an devezh. Labouromp gant ar furnez a lavar dimp : Ar re a labour ganin ne bec'hint ket. Ar park eo ar bed eme ar Wirionez ; toullomp ennañ ; bez' ez eus un teñzor kuzhet, dizouaromp an teñzor-se. Honnezh eo ar furnez hec’h-unan hag a vez tennet eus donderioù kuzh. Holl e klaskomp anezhi, holl e c'hoantaomp anezhi.

Mar klaskit, emezañ, klaskit ervat : distroit ha deuit. Emaout o klask eus a belec'h distreiñ ? Lavarout a ra : Distro diouzh da youloù-te. Ha mar ne gavan ket em youloù-me, pelec’h emezout,

Eil Deiz-lid 171
e kavan ar furnez ? Rak gant kalz a nerzh emañ va ene ouzh he c'hoantaat ; ha ne vo ket a-walc’h gantañ bezañ he c’havet. Mar degouezh gantañ he c'havout e vo ret dezhi diskenn em barlenn ur muzuliad mat, kouchet-mat, hejet ha dihejet ha leun dreist ar barr. Ha gant gwir abeg a dra sur. Rak eürus an den a gav ar furnez hag a zo leun a avizded. Klask enta e-keit ha ma c'heller he c'haout ; ha tra m'emañ tost, galv anezhi.

Fellout a ra dit klevout pegen tost emañ ? Tost eo ar gomz ez kalon hag ez kenou, gant m'he c’hlaskfes hepken gant ur galon reizh. Evel-se eo e gwirionez e kavi ar furnez gant da galon, hag e vo karget da c'henou a avizded ; met taol evezh da gargañ ha n'eo ket diskargañ pe dislonkañ.

E gwirionez, mel an hini eo ac'h eus kavet, m'ac'h eus kavet ar furnez ; nemet arabat dit debriñ kalz, gant aon da vezañ heuget, ha d'hen dislonkañ. Debr en doare m'az pezo naon dalc’hmat. Rak, ar furnez hec’h-unan a lavar : Ar re am debro o devezo naon c'hoazh. Arabat dit soñjal ez eo bras ar pezh a zo ganit ; arabat dit en em gargañ re, betek gouzout na zeufes da zislonkañ, ha na vefe tennet diganit ar pezh end-eeun a hañvalez kaout, o vezañ ma vefes paouezet da glask a-raok ar c'houlz. Rak n'eo ket mat, pa c'heller he c'haout, ha p'emañ tost, paouez d'he c'hlask, pe d'he gervel. A-hend-all ivez, evel an hini a zebr kalz a vel, e-giz ma lavar c'hoazh Salomon, ha ne ra ket a vad dezhañ ; evel-se an hini a furch re e sekredoù an Doue Meur a vo flastret gant ar c'hloar.

Met evel m'eo eürus an den a gav ar furnez, evel-se ivez ez eo eürus an den, pe zoken eürusoc’h, an hini a vezo o chom gant ar furnez ; rak marteze e sell ar gerioù-man ouzh al leunder a furnez.

A dra sur gant an tri zra-mañ e vo leun-barr da c'henou a furnez hag a avizded : ma vez ez kenou an anzav eus da fallagriezh da-unan ; ma vez ez kenou anaoudegezh-vat ha mouezh ar veuleudi, ha ma vez ivez ur gomz a skouer-vat. Rak gant ur galon o krediñ e c'hounezer reizhder, ha gant ur genou o tiskleriañ ar feiz, e c’hounezer silvidigezh. Ha neuze er penn kentañ eus e gomzoù ez eo an den just e damaller dezhañ e-unan ; d'an eil enta meuliñ brasted Doue, ha d'an trede ivez (ma-z a fonnusted ar furnez betek eno) e tle reiñ skouer vat d'an nesañ.

172 Sizhun VI en amzer blaen
PEBEILGANENN Fur 7, 10ab.11a; 8, 2ac

P/ He c'haret em eus muioc'h eget yec'hed ha kened, muioc'h eget ar sklerijenn em eus prizet anezhi,* Ganti avat ez eo deuet din an holl vadoù,

U/ Hi eo am eus karet ha klasket abaoe va yaouankiz, ha deuet on da vezañ karour he c'hened. * Ganti avat ez eo deuet din ...
Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras, evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...



TREDE DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   7   8   9   10   11   12   13   14   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə