Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə12/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   8   9   10   11   12   13   14   15   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar C'hrennlavarioù 8, 1-5. 12-36



Meuleudi ar furnez peurbad

1 Ha n’emañ ket ar Furnez o c'hervel,

ar Skiant o reiñ he mouezh ?



2 E penn ar c'hrec'hioù, war an hentoù,

er c'hroazhentoù en em zalc'h.



3 E tu an dorojoù, ouzh antre ar c'hêrioù,

war dreuzoù ar porzhioù e youc'h:



4 « Deoc'h-hu, tudoù, e huchan,

va mouezh a zo evit mibien Adam.



5 Deskit, tud diskiant, bezañ furoc'h,

sodien, lakait da gompren ho kalon.



12 Me, ar Furnez, a zo o chom gant ar skiant-poell,

skiant ar preder am eus kavet.



13 Doujañs an Aotrou ez eo ar gasoni ouzh ar fall;

brasoni, rogentez, hent an droug ha genou direizh a gasaan.



14 Din eo ar c'huzul hag an trec'h,

din, ar skiant, din, ar galloud.



Trede Deiz-lid 173
15 Drezon, ar rouaned a ren,

hag an uhelidi a ra lezennoù reizh.



16 Drezon, ar briñsed a c'houarn,

ar pennoù-bras hag holl varnerien an douar.



17 Ar re am c'har a garan,

ar re am c'hlask a gav ac'hanon.



18 Pinvidigezh ha gloar a vez ganin,

leve peurbad ha reizhded.



19 Gwell eo va frouezh eget an aour ar glanañ,

va zrevad, eget an arc'hant eus an dibab.



20 War roudoù ar reizhded e kerzhan,

dre wenodennoù ar gwir,



21 evit reiñ d’ar re am c'har, madoù

ha kargañ o solieroù.



22 An Aotrou en deus va c'hrouet e derou e hent,

a-raok e oberoù a-wechall.



23 A-viskoazh ez on bet diazezet,

adal an derou, a-raok an douar.



24 Ne oa ket a islonkoù, ma oan bet ganet,

ne oa ket andonioù karget a zoureier.



25 Kent d’ar menezioù bezañ bet sanket,

a-raok an torgennoù e oan bet ganet,



26 pa n’en devoa ket c'hoazh graet an douar hag ar maezioù,

na kentañ poultrenn ar bed.



27 Pa oa o tiazezañ an neñvoù, edon eno,

pa drese ur c'helc'h war c'horre an islonk,



28 pa fetisae ar c'houmoul en nec'h,

pa roe nerzh d’andonioù an islonk,



29 pa lakae d’ar mor e lezenn,

d’an dour, harz da vont dreist an aod,

pa sike diazezoù an douar,

30 edon en e gichen (evel) mestr-oberour

hag e oan eürus a-hed an deizioù,

o c'hoari dirazañ e pep amzer,

31 o c'hoari war bed e zouar,

oc'h en em zudiañ gant mibien Adam.



32 Ha bremañ, mibien, selaouit-me:

eürus ar re a vir va hentoù !



174 Sizhun VI en amzer blaen
33 Selaouit ar gentel, ha bezit fur ;

na vezit ket digas.



34 Eürus an den am selaou,

o veilhañ e-kichen va dorojoù bemdez,

oc'h ober gward e-kichen postoù va dor.

35 Rak kavout a ra buhez an hini am c'hav,

o kaout grad-vat an Aotrou.



36 An hini a bec'h enep din a gloaz e ene,

an holl re o deus kas ouzhin a gar ar marv.


PEBEILGANENN KrI 8, 22; Yan 11

P/ An Aotrou en deus va c'hrouet e derou e hent, * A-raok e oberoù a-wezhall.

U/ Er penn-kentañ edo ar Verb hag ar Verb a oa gant Doue hag ar Verb a oa Doue. * A-raok e oberoù ...
EIL LENNADENN

Eus Areizhennou sant Atanasius eskob,

A-enep an Ariaded

(Oratio 2,78.81-82 : PG 26,311.319)



Anaout an Tad dre ar Furnez krouerez
deuet da vezañ den

Furnez Unganet Doue, hag hi hec’h-unan eo a grouas hag a reas an holl draoù. Graet hoc'h eus an holl draoù, eme ar Skritur-Sakr, gant furnez, ha leuniet hoc’h eus an douar gant ho krouadurien. Neuze evit ma o defe an traoù krouet ar bezañ ha ma o defe ivez ur bezañ mat, e plijas gant an Aotrou Doue e teufe ar Furnez d'en em reizhañ diouzh an traoù krouet, evit lakaat da dremen en holl draoù hag e pep hini anezho ur seurt enlouc’hadur hag ur skeudenn eus e boltred e-unan ; ma vefe anat evel-se e oa bet kempennet an traoù gant ar Furnez, hag e oant oberoù dellezek ouzh Doue.

Hol lavar-ni a zo ur skeudenn eus Lavar Doue, da lavarout eo, eus ar Verb, Mab da Zoue. Evel-se ivez ez eo ar furnez ennomp ur skeudenn eus ar Verb-se hag a zo ar Furnez dre natur. Dre ar furnez-se hon eus ar galloud da c'houzout ha da veizañ. Evel-se e



Trede Deiz-lid 175
teuomp da vezañ gouest da resev ar Furnez Krouerez, ha da anaout drezi he Zad e-unan. Rak an hini en deus ar Mab gantañ en deus an Tad ivez, hag an hini am degemer a zegemer ivez an Hini en deus va c'haset. Peogwir emañ enta skeudenn grouet ar Furnez-se ennomp hag e pep tra, n'eo ket hep abeg e kemer ar Furnez wirion ha krouerez war he c'hont ar perzhioù a zo d'he skeudenn : "Doue, emezi, en deus va c'hrouet en e oberoù

Met evel m'hon eus hen diskleriet, o vezañ n'en doa ket gallet ar bed gant e furnez e-unan anaout Doue en e Furnez a Zoue, eo bet plijet gant Doue salviñ dre follentez ar Prezegerezh an dud a feiz. Ha diwar neuze, ne fellas mui da Zoue, evel en amzerioù diaraok, bezañ anavezet a-dreuz poltred ha skeudenn ar Furnez a zo en traoù krouet, met plijout a eure dezhañ e kemerfe ar gwir Furnez hec’h-unan ur c'horf, ma teufe da vezañ den, ma c'houzañvfe ar marv war ar groaz, ha ma c’hellfe hiviziken an holl gredourien bezañ salvet dre ar feiz diazezet war ar Furnez-se.

Ar Furnez-se end-eeun eo en em roe gwezhall da anaout hec'h-unan hag a roe ivez drezi he Zad da anaout dre he skeudenn merket en traoù krouet, (setu perak e lavarer ez eo krouet hec’h-unan). Met da c'houde eo deuet ar Furnez, da lavarout eo ar Verb, da vezañ den evel ma lavar sant Yann. Distrujañ a reas ar marv hag e tieubas hor gouenn, hag ec'h en em ziskouezas sklaeroc'h hec'h-unan, ha drezi e tiskouezas sklaeroc'h an Tad ; ac’hano ar c'homzoù-mañ lavaret ganti : Grit dezho hoc'h anaout c'hwi ar gwir Doue, hag an Hini hoc'h eus kaset, Jezuz Krist.

Setu perak eo bet leuniet an douar gant an anaoudegezh anezhi. Peogwir n'eus nemet un anaoudegezh : anaoudegezh an Tad dre ar Mab, hag anaoudegezh ar Mab a-berzh an Tad : an Tad a gav e levenez en e Vab, hag an hevelep levenez-se eo ivez an hini a gav ar Mab en Tad, pa lavar : Me eo a oa e blijadur , bemdez e kaven va flijadur dirazañ.


PEBEILGANENN Kol 2, 6.9; Mzh 23, 10b

P/ Bevit er C'hrist Jezuz an Aotrou, evel m'eo bet roet deoc'h da anaout. * Rak ennañ emañ o chom hag o kemer korf hol leunder an Doueelezh.

U/ C'hwi n'hoc’h eus nemet ur mestr-kelenner, ar C'hrist. * Rak ...

176 Sizhun VI en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...


PEVARE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar C'hrennlavarioù 9, 18



Furnez ha follentez

1 Ar Furnez he deus savet he zi,

kizellet he seizh kolonenn,



2 graet he deus hec'h aberzh, mesket he gwin,

ha laket prest he zaol.



3 Kaset he deus he mitizhion da huchal

war benn uhelennoù kêr:



4 «Neb a zo silhek, ra zeuio dre amañ !»

Da neb a zo diboell e lavar:



5 «Deuit, debrit eus va bara,

evit eus ar gwin am eus mesket.



6 Paouezit a vezañ diot, hag e vevot !

Kerzhit war hent ar skiant !»



7 An hini a zivank ur goapaer a bren dismegañs,

an hini a damall ar fallakr (a resev) kunujenn.



8 Na ra ket rebechoù d’ur goapaer, pe en devo kas ouzhit,

mar kenteliez un den fur, eñ da garo.



9 Ro d’unan fur, hag e furaio c'hoazh,

kelenn un den reizh, hag e kresko e ouiziegezh.



10 Kentañ derez ar furnez eo doujañs an Aotrou,

ha gouiziegezh ar sent, sed ar skiant !



11 Drezon e liesaio da zeizioù,

e kresko da vloavezhioù buhez.



12 Mar bezez fur, e vi fur evidout,

mar bezez goapaer, ez po da-unan da c'houzañv.



Pevare Deiz-lid 177
13 Itron Sotoni a zo safarus,

amoet, ne oar netra.



14 Azezet eo war dreuzoù he zi,

war un tron, war uhelennoù kêr,



15 evit gervel ar re a dremen,

hag a ya eeun gant o hent:



16 « Neb a zo silhek, ra zeuio dre amañ ! »

Da neb a zo diboell e lavar:



17 « An dourioù laeret a zo dous,

ar bara (bet) dre guzh, plijus ! »



18 Ha ne oar ket ez eus skeudoù eno,

hag emañ e donderioù ar Sheol he c'houvidi.


PEBEILGANENN Kv. Luk 14, 16-17. Krl 9, 5

P/ Un den a reas ur fest vras, hag a gasas e servijer, da eur ar fest, da lavarout d'ar gouvidi donet, * Rak prest eo pep tra.

U/ Deuit, debrit eus va bara, hag evit eus ar gwin am eus prientet evidoc'h. * Rak ...
EIL LENNADENN

Eus Addisplegadur Prokopius eskob Gaza,

war ar C'hrennlavarioù

(Cap.9 : PG 87-1, 1299- 1303)


Furnez Doue he deus prientet gwin evidomp
ha kempennet un daol

Ar Furnez he deus savet un ti dezhi hec'h-unan. Galloud Doue an Tad hag en em zalc'h drezañ e-unan en deus kempennet un ti evitañ e-unan : ar bed holl e lec'h m'emañ o chom dre e nerzh, ha 'neuze ar c'hrouadur-se bet krouet hervez e skeudenn hag e heñveledigezh hag a zo graet gant un natur a weler hag un natur na weler ket.

Kizellet he deus seizh piler. D'an den bet krouet da gentañ hag adstummet da c'houde hañval ouzh ar C'hrist, e roas Doue seizh donezon ar Spered Glan, evit ma kredfe er C'hrist ha ma virfe e c'hourc'hemennoù. A drugarez d'an donezonoù-se e vez bevaet an

178 Sizhun VI en amzer blaen
nerzh gant ar skiant, hag an nerzh d'e dro a ziskouez bevder ar skiant. Evel-se e teu an den speredel da vezañ peurc'hraet, ha gant an donezonoù-se e vez kreñvaet er feiz, ha douget da gemer perzh er madoù a zo dreist an natur.

Kresket e vez sklerijenn naturel ar spered gant an donezonoù liesseurt-se. An. nerzh a zoug da glask gant gred, ha da c'hoantaat anaout gwir abegoù an traoù, da lavarout eo, mennadoù santel Doue ez eo bet krouet pep tra hervezo. Donezon ar c'huzul a ra disheñvelout mennadoù santel Doue diouzh ar re ne dint ket, mennadoù peurbadel ha divarvel hag a c'hell evel-se bezañ soñjet, displeget dre gomz ha sevenet. Neuze eo an avizded a laka da asantiñ ha da zegemer ar mennadoù-mañ ha n'eo ket ar re all.



Kemmesket en deus e win en e hanaf ha kempennet e daol. En den-se hag a zo unanet ennañ, evel gwin en un hanaf, un natur speredel ha korfel, en deus lakaet a-unan gant an anaoudegezh naturel, an anaoudegezh anezhañ evel krouer ar bed holl. An anaoudegezh-se a ra d'ar spered bezañ mezvet, evel gant gwin, gant an traoù o sellout ouzh Doue. Hag evel-se, drezañ hag a zo bara eus an neñv, e ro magadurezh d'an eneoù d'o c'hennerzhañ ; o mezviñ hag o laouenaat a ra gant ar gelennadurezh, hag e kempenn kement-se holl e-giz meuzioù, evit ur banvez speredel, d'ar re o deus c'hoant da gemer perzh ennañ.

Kas a reas he servijerien da embann a vouezh uhel ar gouviadenn da zont da evañ ar gwin. Kas a reas an Ebestel, servijerien e youl doueel, gant ar garg da embann an Aviel, karg trec'h d'al Lezenn skrivet ha naturel, pa zeu eus ar Spered, evit gervel an dud davetañ. Er Verb e-unan dre vister an Enkorfadur evel en un hanaf, ez eo bet unanet dre liamm e bersonelezh - met hep bezañ kemmesket an eil gant eben - an natur-Doue hag an natur-den. Dre an Ebestel ec'h embann komzoù evel-henn : Neb a zo diskiant, deuet d'am c'haout. Neb a zo diskiant dre ma soñj en e galon n'eus ket a Zoue, ra daolo kuit e zispriz e-keñver ar relijion evit treiñ dre ar feiz war-zu ennon, hag evit gouzout ez eo me a zo krouer ha mestr ar bed holl.

D'ar re o deus ezhomm a furnez e lavar : Deuit, debrit bara ganin-me, hag evit ar gwin am eus kemmesket evidoc'h. Ha d'ar re o deus ezhomm eus oberoù ar feiz, hag a zo uheloc’h o gouiziegezh, e lavar : " Deuit, debrit va c'horf ho mag evel bara,

Pempvet Deiz-lid 179
hervez an nerzh a zo ennañ, hag evit va gwad ho laouena evel gwin, hervez ar ouiziegezh hag a ra doueed ganeoc'h. Rak va gwad am eus unanet en un doare burzhudus gant va Doueelezh evit ho silvidigezh ".
PEBEILGANENN KrI 9, 1-2b; Yan 6, 56

P/ Ar Furnez he deus savet he zi, kizellet he deus he seizh kolonenn * Mesket he deus he gwin ha lakaet prest he zaol..

U/ An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon ha me ennañ, eme an Aotrou. * Mesket he deus ...
Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras, evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...



PEMPVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar C'hrennlavarioù 10, 6-32


Mennozhioù a bep seurt

6 Bennozhioù war benn an den reizh,

genou ar fallakr a zo goloet a zireizhded.



7 Eñvor an den reizh a venniger,

anv ar re fallakr a vreino.



8 Unan fur a galon a zegemer ar reolennoù,

unan diboell a vuzelloù a ya da goll.



9 An hini a gerzh didamall a ya diriskl,

an hini a ya a-dreuz hentoù a vo anavezet.



10 An hini a wilc'h e lagad a ray doan,

an hini diboell a vuzelloù a ya da goll.



11 Un andon a vuhez eo genou an den reizh,

met genou ar fallakr a zo goloet a zireizhded.



180 Sizhun VI en amzer blaen
12 Kasoni a zihun tabut,

met an holl vankoù a c'holo ar garantez.



13 War vuzelloù un den a skiant e kaver furnez,

ha n’eus nemet ar vazh evit kein an hini diboell.



14 An dozien a deñzoria gouiziegezh,

met genou ar sod a zo ur gwalleur tost.



15 Madoù ar pinvidig a zo ur gêr greñv,

rivin an ezhommeien eo o faourentez.



16 Gopr an den reizh a zo evit bevañ,

gounid ar fallakr, evit pec'hiñ.



17 Hent ar vuhez eo mirout ar gelennadurezh,

dilezel ar c'hentelioù a zo diankañ.



18 Goleiñ ar gasoni a zo kaout muzelloù gaouiat,

met distagañ droukkomzoù a zo bezañ sot.



19 Pa vez kalz a gomzoù, ne vez ket diouer a bec'hed,

neb a zalc'h e vuzelloù a zo poellek.



20 Arc'hant eus an dibab eo teod an den reizh,

kalon ar fallakr a zo nebeut a dra.



21 Muzelloù an den reizh a voueta kalz,

met ar sodien, dre ziouer a boell, a varv.



22 Bennozh an Aotrou eo a binvidika,

ne vez ket muioc'h a boan ganti.



23 Evel ur c'hoari d’ar sod eo ober itrikoù,

met ar furnez eo hini an den a skiant.



24 Ar pezh a ra aon d’ar fallakr eo a zegouezh gantañ,

ar pezh a c'hoanta an dud reizh a vez roet dezho..



25 Tremenet ar gorventenn, n’eus ket eus ar fallakr,

met an hini reizh en deus un diazez peurbad.



26 Evel gwinegr evit an dent, pe moged evit an daoulagad

sed al lochore evit ar re a zo ouzh e gas.



27 Doujañs an Aotrou a gresk an deizioù,

met bloavezhioù ar re fallakr a vez berraet.



28 Goanag an dud reizh a zo levenez,

esper ar re fallakr a ya da get.



29 Un nerzh evit an didamall eo hent an Aotrou,

met un argoll evit an drougoberourien.



30 An den reizh da viken a vo divrall,

ar re fallakr ne chomint ket war an douar.



Pempvet Deiz-lid 181
31 Genou an den reizh a zegas furnez,

met an teod diroll a vo troc'het.



32 Muzelloù an den reizh a oar plijout,

genou ar re fallakr a zo dirollerezh.

PEBEILGANENN S 36(37), 30. 31a; 111(112), 6b. 7a

P/ Genou an den reizh a vouskan ar furnez, hag e deod a gemenn ar reizhder. * En e galon emañ lezenn e Zoue.

U/ Soñj an den reizh a bado da viken, n'en devo tamm aon ebet gant keloù a walleur. * En e galon ...
EIL LENNADENN

Eus Plaenadurioù war ar salmoù gant sant Ambrosius

eskob

(S 36,65-66 : CSEL 64,123-25)



Digor da c'henou da gomz Doue

Ra vo bepred hor c'halon hag hor genou o prederiañ war ar Furnez, ra gomzo da deod diwar-benn ar varnedigezh, ra vo lezenn da Zoue ez kalon. Setu perak e lavar dit ar Skritur-Sakr : hag e komzi anezho pa vi ez koazez ez ti ha pa gerzhi war an hent, ha pa c'hourvezi, ha pa savi.. Komzomp enta eus an Aotrou Jezuz, rak Eñ eo ar Furnez, Eñ eo ar Gomz, ha Verb Doue.

Rak skrivet eo kement-mañ ivez : Digor da c'henou da Gomz Doue. Neb a laka da zasseniñ lavarioù ar Verb, hag a brederi war e gomzoù, hen strew a bep tu. Komzomp bepred diwar e benn. Pa gomzomp eus ar Furnez, Eñ eo ar Furnez-se ; pa gomzomp eus ar vertuz, Eñ eo ar Vertuz-se ; pa gomzomp eus ar reizhded, Eñ eo ar Reizhded-se ; pa gomzomp eus ar peoc'h, Eñ eo ar Peoc’h-se ; pa gomzomp eus gwirionez, eus buhez, eus dasprenadur, Eñ eo.

Digor da c'henou da Gomz Doue. Sed aze a zo merket er Skritur. Digor da c'henou enta, Eñ eo a gomz. Setu perak e lavaras David :Selaou a rin petra a lavaro an Aotrou ennon ; ha Mab Doue e-unan eo a lavaras : Digor da c'henou, ha me hen leunio. Met n'eo ket gouest an holl evel Salomon pe evel Daniel da dizhout parfeted ar Furnez. An holl koulskoude, hervez o galloud, a vez skuilhet enno Spered ar Furnez, pe da vihanañ en holl dud hag a zo tud a feiz. Mar kredez enta, neuze emañ Spered ar Furnez ganit.

182 Sizhun VI en amzer blaen
Dre-se, prederi dalc'hmat war draoù an Aotrou Doue, komz diwar o fenn pa vezi azezet ez ti. Ar ger "ti" a c'hellomp kemerout evit an Iliz ; gallout a reomp hen kemerout evit bon ti-diabarzh, evit komz en bon diabarzh-ni. Komz gant avizded evit tec'hout diouzh ar pec’hed, gant aon na gouezhfes er pec'hed gant re a gomzoù. Komz ouzhit da-unan evel pa vefes o 'n em varn da-unan. Komz a-hed an hent evit na vi morse dibreder. Komz a rez a-hed an hent, mar komzez hervez ar C'hrist, rak ar C'hrist eo an hent. War an hent komz ouzhit-te, komz ouzh ar C'hrist. Klev ganin penaos e tleez komz outañ : Me a fell din, emezañ, e pedfe an dud e pep lec'h, en ur sevel er vann daouarn pur, hep kounnar na tabut. Komz, ô den, pa vezi o sorenniñ, betek gouzout na zeufe kousk ar marv d'az soupren. Klev penaos komz pa vezi war-nes menel kousket : Ne roin ket a gousked d'am daoulagad, na diskuizh d'am malvennoù, ken n'am bo kavet ul lec'h evit an Aotrou, un deltenn evit Doue Yakob.

Pa savez, pan adsavez, komz diwar e benn evit seveniñ ar pezh a zo gourc'hemennet dit. Selaou penaos emañ ar C'hrist ouzh da zihuniñ. Lavarout a ra da ene : Mouezh va breur a glevan ouzh an nor, o c'houlenn digor, hag e lavar ar C'hrist : "Digor din, o va c'hoar, va fried. Klev penaos e c'hellez-te dihuniñ ar C'hrist : "Hoc’h aspediñ a ran, o merc'hed Jeruzalem, dihunit, dihunit va c'harantez". Ar garantez, ar C'hrist an hini eo.


PEBEILGANENN 1 Kor 1, 30b. 31; Yan 1, 16

P/ Ar C'hrist Jezuz a zo deuet da vezañ evidomp furnez a-berzh Doue, reizhded, santelidigezh, ha daspren ; * Evit ma vo gwir lavar ar Skritur : Mar fell d'un den bennak en em veuliñ, ra 'n em veulo en Aotrou.

U/ Eus e leunder bon eus holl resevet, ha gras evit gras. * Evit ma vo ...
Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras, evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...


C'hwec'hvet Deiz-lid 183
C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar C'hrennlavarioù 15, 8-9. 16-17. 25-26. 29. 33 ;

16, 1-9 ; 17, 5

Mab-den dirak Doue

15,8 Aberzh ar re fallakr a zo euzhus d’an Aotrou,

pedenn an dud eeun a blij dezhañ.



9 Euzhusted evit an Aotrou eo hent ar fallakr,

an hini a bleustr ar reizhded a gar.



16 Gwell eo nebeut gant doujañs an Aotrou

eget teñzor bras, ha trubuilh gantañ.



17 Gwell eo ur pladad legumaj gant karantez ennañ

eget ejen lart gant kasoni.



25 Ti al lorc'heien a ziskar an Aotrou,

met adsevel a ra bonn an intañvez.



26 Euzhus d’an Aotrou eo ar soñjoù drouk,

met glan al lavarioù hegarat.



29 Pell emañ an Aotrou diouzh an dud fallakr,

met pedenn an dud reizh a selaou.



33 Doujañs an Aotrou a zo ur skol a furnez,

a-raok kaout gloar eo ret bezañ uvel.



16,1 An den a ra mennadoù gant e galon,

an Aotrou a respont gant e deod.



2 Holl hentoù an den a zo glan ouzh e zaoulagad,

met pouezer ar speredoù eo an Aotrou.



3 En em ziskarg war an Aotrou evit da oberoù,

hag e roio berzh d’az mennadoù.



4 Pep tra en deus graet an Aotrou a respont dezhañ,

zoken ar fallakr, da zevezh ar reuz.



5 Euzhus d’an Aotrou an holl re uhelek a galon,

a dra sur ne vo ket a bardon.



6 Gant truez ha lealded e vezer pardonet eus ar pec'hed,

gant doujañs an Aotrou e tistroer diouzh ar gwalleur.


184 Sizhun VI en amzer blaen
7 Mar plij d’an Aotrou hentoù un den,

e enebourien zoken a lako e peoc'h gantañ.



8 Gwell eo nebeut gant reizhded

eget kalz a drevad hep justis.



9 Kalon an den a ijin e hent,

met an Aotrou a ro diazez d’e gammedoù.



17,5 An hini a ra goap ouzh ar paour a zismeg e grouer,

an hini a vez laouen gant ur gwalleur ne vo ket akuitet.


PEBEILGANENN Adl 6, 12b.13a; Krl 15, 33

P/ Diwall d’ankouaat an Aotrou en deus da dennet eus bro-Egipt, * An Aotrou, da Zoue, a zouji hag Eñ a serviji .

U/ Doujañs an Aotrou a zo ur skol a furnez, a-raok kaout gloar eo ret bezañ uvel. ; * An Aotrou da Zoue ...
EIL LENNADENN

Eus Kelenn-skridoù sant Eosten eskob,

war Lizher kentañ sant Yann

(Tract.4 : PL 35,2008-2009)


C'hoant ar galon a ya etrezek Doue

Petra a zo prometet deomp ? Heñvel e vezimp outañ dre ma hen gwelimp evel m'emañ. Evel ma c'helle e deod henn ober, en deus Yann komzet ; ar peurrest avat a zo da vezañ soñjet gant ar galon. Petra a c'helle Yann e-unan zoken diskleriañ e-keñver an Hini a zo ? Ha petra a c’hellomp-ni lavarout, pa-z omp ken pell war-lerc’h Yann ?

Distroomp enta da soñjal en olevadur a oa ennañ, distroomp d'an olevadur-se hag a gelenn en hon diabarzh ar pezh na c’hellomp ket diskleriañ. Ha peogwir ne c’hellit ket gwelout bremañ, ez eo ho tever c'hoantaat gwelout.

Ur c'hoant santel ez eo holl vuhez ur c'hristen mat. Ar pezh a c'hoantaez n'hen gwelez ket c'hoazh, gwir eo : hogen war-bouez c'hoantaat ec’h en em gavi gouest da vezañ leuniet gantañ, p'en em gavo ganit ar mare da welout.

Lakomp ez pefe c'hoant da leuniañ un dra gleuz bennak, hag ez eo bras ar pezh a vo roet dit, neuze e tigorfes ledan ar sac’h, ar

C'hwec'hvet Deiz-lid 185
bezel, pe ar seurt ma-z eo. Pa ouzout pegement e ranki lakaat e-barzh, ha pa welez pegen bihan eo ar bezel, petra a rez ? Klask hen ledanaat evit ma-z aio muioc’h e-barzh. Evel-se ivez emañ kont gant an Aotrou Doue ; ouzh hol lakaat da c'hortoz, e ra d'hor c'hoant kreskiñ ha dre ar c'hoant e ra d'an ene ledanaat, hag ouzh hen ledanaat e ra dezhañ bezañ gouest da resev amploc'h.

C'hoantaomp enta, va breudeur, rak graet omp evit bezañ leuniet. Sellit ouzh Paol oc'h astenn pleg e sae evit bezañ gouest da resev ar pezh a zle en em gavout. Lavarout a ra : N'eo ket em befe resevet dija, pe e vefen peurvat, va breudeur ; ne gav ket din em befe tizhet ar pal".

Petra a rez enta ma n'ac'h eus ket tizhet ar pal ? Un dra hepken a ran : ankouaat an hent lezet ganin war va lerc’h, hag en em stegnañ da vont war-raok ; derc'hel da redek etrezek ar pal evit gounit ar priz ez omp galvet gant Doue da gaout en neñvoù. Lavarout a ra ez eo stegnet hag e talc'h da redek gant e holl nerzh. Santout a rae ne oa ket gouest da dizhout ar pezh n'o deus ket gwelet daoulagad an den, ha n'o deus ket klevet e zivskouarn, ar pezh n'he deus ket ijinet e galon.

Homañ eo hor buhez : pleustradeg ar c'hoant. Ar c'hoant santel a zalc'h d'hor broudañ, seul vui ma tistagomp hor c'hoantoù diouzh karantez ar bed. Lavaret hon eus dija en un degouezh bennak e tleer bezañ goullo evit bezañ leuniet. Te a zo da vezañ leuniet gant ar Mad, dav eo dit skarzhañ an droug er-maez ac'hanout.

Lakomp en defe c'hoant an Aotrou Doue d'az leuniañ a vel. Mar dont leun a winegr, pelec'h e laki ar mel ? Ret eo dit teurel kuit ar pezh a oa el lestr ; ret eo naetaat al lestr e-unan ; ret eo hen naetaat zoken gant poan en ur frotañ, ma vo mat da resev un dra bennak all.

Lavaromp mel, lavaromp aour, lavaromp gwin, pe ar pezh a garot, ne reomp nemet ober meneg eus ar pezh a fell dimp lavarout ha ne c'hell ket bezañ diskleriet : Doue an hini eo. Ha pa lavaromp Doue, petra a vennomp lavarout ? An div silabenn-se a verk kement a c'hortozomp. Dre se, kement ez omp bet barrek da lavarout a zo berr e-keñver ar wirionez. En em astennomp enta war-zu ennañ evit ma c'hello hol leuniañ pa zeuio. Heñvel e vezimp outañ dre m'hen gwelimp evel m'emañ.



186 Sizhun VI en amzer blaen
PEBEILGANENN S 36(37), 4-5a

P/ Laka da blijadurezh en Aotrou, * Hag e roio dit diouzh goulenn da galon.

U/.Fiz en Aotrou da blanedenn, esper ennañ. * Hag e roio ...
Pedenn

Aotrou Doue, pa lavarit e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, grit deomp bezañ evel-se gant sikour ho kras, evit ma plijo ganeoc'h dont da chom ennomp. Dre hon Aotrou ...

D'AR SEIZHVET-DEIZ


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   8   9   10   11   12   13   14   15   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə