Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə20/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   16   17   18   19   20   21   22   23   ...   27

D'ar Meullidoù-beure
Gant lidkan Zakaria, antonenn :

Er bloaz A

Setu ma teuas, kalz a druajerien hag a bec'herien da gemer o fred gant Jezuz hag e ziskibien.
Er bloaz B

P'emañ an den kreñv hag armet-mat o tiwall e di, emañ e peoc’h kement en deus.


Er bloaz CH

Den yaouank, me a lavar dit, sav. Hag an den marv da sevel en e goazez ha da stagan da gomz ; hag e roas anezhañ en-dro d'e vamm.


Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi,hag a zeu diganeoc’h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c’hwi hoc’h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...



276 X-vet sizhun en amzer blaen
D'ar Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn :

Er bloaz A

An drugarez a garan ha n'eo ket ar brofadenn. N'on ket deuet ervat da c’hervel ar re reizh, met ar bec'herien.
Er bloaz B

An neb a ra bolontez Doue, hennezh a zo breur din, ha c’hoar ha mamm, eme an Aotrou.


Er bloaz CH

Ur profed bras a zo savet en hon touez, deuet eo Doue da welout e bobl.


EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Josoua 1. 1-18


Josoua bet galvet gant Doue

a ali ar Bobl da vezañ a-unvan
1 Ha setu, goude marv Moizez, servijer an Aotrou, e komzas an Aotrou ouzh Josoua, mab Noun, hag en devoa servijet Moizez, en ur lavarout: 2 «Moizez, va servijer, a zo marv. Ha bremañ, sav ! treuz ar Yordan, te hag an holl Bobl-se, etrezek ar vro ez an da reiñ dezho, da vibien Israel. 3 Kement lec'h ma kerzho sol ho troad warnañ, a roan deoc'h, evel em boa lavaret da v/Moizez. 4 Adalek ar gouelec'h hag al Liban-mañ betek ar Stêr vras, stêr Eufrata, holl vro ar Yordan, ha betek ar Mor bras er c'huzh-heol, a vo ho tiriad. Ne zalc'ho den dirazout. 5 Holl zeizioù da vuhez, evel ma-z on bet gant Moizez, e vin ganit, hep da zilezel, hep da zileuskel.

Eil Deiz-lid 277
6 Bez kreñv ha nerzhus, rak te eo a roio he hêrezh d’ar Bobl-mañ, ar vro am eus touet d’o zadoù reiñ dezho.

7 Ya ! bez kreñv ha nerzhus-meurbet ; ha taol pled da ober a-grenn diouzh al Lezenn en deus gourc'hemennet dit Moizez, va servijer. Na bella diouti nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre-holl ma kerzhi.

8 Ne guitaio ket levr al Lezenn-mañ eus da c'henou, ha prederiañ a ri warnañ noz-deiz, evit teurel pled da ober a-grenn evel m’eo skrivet ennañ ; neuze e ri berzh ez hentoù, neuze az po chañs.

9 Daoust ha n’em eus ket gourc'hemennet dit bezañ kreñv ha nerzhus, dispont, dizaon, rak ganit emañ an Aotrou, da Zoue, dre-holl ma kerzhi ».

10 Hag e c'hourc'hemennas Josoua da skribed ar Bobl, en ur lavarout :

11 « Tremenit e-barzh ar c'hamp, ha roit urzhioù d’ar Bobl en ur lavarout : Aozit deoc'h pourvezioù, rak a-barzh tri devezh e treuzot ar Yordan evit mont d’aloubiñ ar vro ez a an Aotrou, ho Toue, da reiñ deoc'h da berc'hennañ ».

12 Hag ouzh Rubeniz, hag ouzh Gadiz, hag ouzh hanter veuriad Manase e komzas Josoua en ur lavarout :

13 « Ho pezet soñj eus an dra en deus gourc'hemennet deoc'h Moizez, servijer an Aotrou, en ur lavarout : An Aotrou, ho Toue, a roio diskuizh deoc'h, a roio deoc'h ar vro-se. »

14 Ho kwragez, ho pugaligoù hag ho tropelloù a chomo er vro en deus roet deoc'h Moizez en tu-mañ d’ar Yordan ; ha c'hwi a dremeno, harnezet, a-raok ho preudeur, an holl baotred kadarn ac'hanoc'h, d’o skoazellañ, 15 ken na roio diskuizh an Aotrou d’ho preudeur evel deoc'h-c'hwi, ken na berc'hennint, int ivez, ar vro ez a an Aotrou, ho Toue, da reiñ deoc'h, hag e tistroiot d’ar vro a zo hoc'h hêrezh, d’he ferc'hennañ, an hini en deus roet deoc'h Moizez, servijer an Aotrou, en tu all d’ar Yordan, er sav-heol ».

16 Hag i da respont da Josoua en ur lavarout : « Holl bezh a c'hourc'hemennez dimp a raimp ; dre-holl ma vimp kaset ganit ez aimp. 17 A-grenn evel ma sentemp ouzh Moizez e sentimp ouzhit. Nemet gant ma vo an Aotrou, da Zoue, ganit evel
278 X-vet sizhun en amzer blaen
ma oa gant Moizez. 18 Piv bennak a zisento ouzh da urzhioù, na sento ket ouzh da gomzoù, evit holl bezh a c'hourc'hemenni, a varvo ! Nemet, bez kreñv ha nerzhus !»
PEBEILGANENN Kv. Jos 1, 5b. 9; kv. Adl 31, 20a

P/ Evel ma voen gant Moizez, e vin ganit, eme an Aotrou ; * Kemer kalon ha bez kreñv ; te a raio d'am fobl antren en douar e-lec’h ma red al laezh hag ar mel.

U/ Na spont ket, rak ganit emaon ; e kement tra a embregi, n'az tilezin ket ha n'az laoskin ket. * Kemer kalon ...
EIL LENNADENN
Eus lazher sant Ignatios Antioc'heia

eskob ha merzher, d'ar Romaned


(3,1 - 5,3 Funk 1,215-219)
Ra vin lavaret kristen, ha ra vin kavet kristen evit gwir
Biskoazh n’hoc’h eus touellet den, ha kelennet hoc'h eus ar re all. Me avat a fell din e chomfe divrall ar pezh a c’hourc’hemennit d'ar re all, dre ho kentelioù. Goulennit hepken evidon nerzh-diabarzh ha nerzh diavaez evit ma komzin, hag ouzhpenn ma vennin bezañ anvet kristen, ha ma vezin kavet kristen e gwirionez. Mar bezan kavet evel-se e c’hellin bezañ anvet kristen, ha neuze, pa ne vezin mui gwelet gant ar bed e vin gouest da vezan- ur fidel gwirion. Netra eus ar pezh a glask en em ziskouez n'eo mat. Rak-se, hor Salver Jezuz Krist e-unan en em ziskouez muioc’h bremañ goude m'eo distroet davet e Dad : peogwir ez eo kasaet ar gristeniezh gant ar bed, e welit a-walc’h ne d-eo ket ul labour-den da gendrec’hiñ ar speredoù, met ul labour diazezet war nerzh Doue.

Skrivañ a ran d'an holl Ilizoù, hag e kemennan d'an holl ez eo a galon laouen eo e varvin evit Doue, gant na harzot ket ouzhin. Hoc’h aspediñ a ran, na ziskouezit ket em c’heñver madelezh amzere. Va lezit da vezañ boued al loened gouez, pa-z eo drezo eo e c'hellin kavout Doue. Gwinizh Doue ez on, ha ra vin malet



Eil Deiz-lid 279
gant dent al loened gouez evit ma teuin da vezañ bara pur, en Aotrou Krist.

Grit chalantiz d'al loened gouez kentoc’h, ma teuint da vezañ ur bez evidon, ha na lezint netra eus va c’horf, gant aon na vefen ur samm da unan bennak pa vin kousket ervat. Neuze e vin gwir ziskibl d'ar C’hrist pa ne welo mui ar bed va c’horf zoken. Pedit an Aotrou evidon ma teuin da vezañ en doare-se un aberzh da Zoue. N'eo ket evel Pêr ha Paol eo e roan urzhioù deoc’h. Ar re-se a oa ebestel, me un den kondaonet ; ar re-se a oa tud en o frankiz, me betek-henn ur sklavour. Met ma c’houzañvan e teuin da vezañ den frank Jezuz Krist, hag ennañ ez adsavin den dieub. Bremañ pa-z on chadennet e teskan chom hep c’hoantaat netra.

Eus a Siria betek Roma emaon o stourm ouzh loened gouez war zouar ha war vor, noz ha deiz, staget ma-z on ouzh dek loupard, da lavarout eo, ouzh ur strollad soudarded ; ha zoken pa ran vad dezho, e teuont da vezañ gwashoc’h. Gant o dismegañsoù

e teuan da vezañ desketoc’h, met ne don ket rentet just evit-se. Salv ma tennin va mad eus al loened gouez prientet evidon ; hetiñ a ran ma teuint fonnus warnon ; me a ray flourik dezho evit m'am debrint buan, ha n'eo ket kaout aon dirazon evel m'o deus bet dirak darn, ken n'o devoa ket stoket outo. Ma tiskouezont bolontez fall ha ma nac'hont, me o redio dre nerzh. Pardonit din ; rak me a oar petra a zo talvoudek evidon. Bremañ e krogan da vezañ diskibl. Arabat eo e teufe hini eus an traoù a c’heller gwelout pe eus an traoù ha na vezont gwelet gant an daoulagad, da douellañ va spered ha da herzel ouzhin da dizhout Jezuz Krist. Tan ha kroaz, bagadoù loened gouez, bezañ diskolpet, bezañ diempret, eskern disjoentet, izili troc'het, ar c’horf a-bezh bronduet, ra zeuio warnon holl jahinerezh yud an diaoul, gant ma c’hellin perc’hennañ Jezuz Krist.


PEBEILGANENN Gal 2, 19. 20

P/ Marv ez on d'al Lezenn evit bevañ da Zoue. Evidon da vevañ bremañ en ur c’horf, e vevan er feiz-se am eus e Mab Doue, * En deus va c'haret hag en em roet d'ar marv evidon.

U/ Gant ar C'hrist ez on bet staget ouzh ar groaz ; ha mar bevan n'eo ket me ken an hini a vev, met ar C’hrist a vev ennon. * En deus va c'haret ...

280 X-vet sizhun en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a zeu diganeoc’h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c’hwi hoc'h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...


TREDE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Josoua 2. 1-24



Dre ar feiz, Rac'hab ar c'hast

a zegemeras ar spierien gant madelezh

En deizioù-hont : 1 Hag e kasas Josoua, mab Noun, eus Settim, daou zen, spierien, dre guzh, en ur lavarout : « It da welout ar vro, ha Yeriko ». Hag ez ejont, hag ec'h errujont e ti ur vaouez, ribodez, hec'h anv Rac'hab, hag e kouskjont eno. 2 Hag e voe diskleriet se da roue Yeriko, en ur lavarout : « Setu, gwersed a zo deuet amañ henozh, eus mibien Israel, evit furchal ar vro ». 3 Hag e kasas roue Yeriko (tud) da gaout Rac'hab, da lavarout : « Kas er-maez ar wersed a zo deuet du-se, a zo deuet ez ti, rak evit furchal ar vro a-bezh ez int deuet ». 4 Met kemeret he devoa ar vaouez an daou zen hag o c'huzhet, hag e lavaras: «Ya, deuet 'zo amañ gwazed: ne ouien ket a belec'h e oant. 5 Hag e oa an nor da vout serret en deñvalijenn, hag ar baotred a zo aet kuit. N’em eus ket gouezet da belec'h ez ae ar wazed. Galoupit buan war o lerc'h hag o zapout a reot ». 6 Met hi he devoa graet dezho pignat war an doenn, hag o skoachet gant korz lin renket ganti war an doenn. 7 Hag ar soudarded a c'haloupas war o lerc'h war hent ar Yordan, etrezek ar roudourioù. An nor a oa bet prennet goude ma oa aet ar rederien war o lerc'h.

8 Ar re-mañ ne oant ket c'hoazh kousket, hag hi da bignat daveto war an doenn, 9 ha da lavarout d’ar baotred : « Gouzout a ran e ro an Aotrou deoc'h ar vro, hag ez eo kouezhet ar spont razoc'h warnomp, hag e teuz holl annezidi ar vro dirazoc'h,

Trede Deiz-lid 281
10 rak klevet hon eus en devoa disec'het an Aotrou dour Mor ar Broenn dirazoc'h pa zeuec'h eus an Egipt, ha petra ho poa graet da zaou roue an Amoriz a oa en tu all d’ar Yordan, da Sehon ha da Og, ha penaos ho poa o anaoueet.

11 Klevet hon eus se ha teuziñ a ra hor c'halon, ha n’eus ken a anal e den dirazoc'h, rak an Aotrou, ho Toue a zo Doue an neñvoù e-krec'h ha war an douar e-traoñ.

12 Ha bremañ, touit, mar plij, din, dre an Aotrou, peogwir em eus graet en ho keñver gant truez, e reot, c'hwi ivez, e-keñver ti va zad gant truez, hag e roiot din un arouez asur ; 13 hag e lezot da vevañ va zad ha va mamm, ha va breudeur ha va c'hoarezed hag an holl re a zo ganto, hag e tennot hon eneoù eus ar marv ».

14 Hag e lavaras dezhi ar baotred :

« Hor buhezioù e-lec'h ho re-c'hwi da varvo, mar n’embannit ket an traoù-mañ ! Ha setu: pa roio dimp an Aotrou ar vro, e raimp ez-keñver gant truez ha fealded ».



15 Hag hi d’o diskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger ar ramparzh ; er ramparzh e oa o chom.

16 Hag e lavaras dezho : « Kit d’ar menez, gant aon na gouezhfe warnoc'h ar roderien, hag en em glenkit eno tri deiz, ken na vo distro ar glaskerien; ha goude ez eot gant hoc'h hent ».

17 Hag e lavaras dezhi ar baotred :

« Seveniñ a raimp al le-mañ ez keñver, ar pezh hon eus touet, 18 evel-henn, pa-z erruimp er vro : ar gordennig a neud skarlek-mañ a skoulmi ouzh ar prenestr m’ec'h eus hon diskennet drezañ. Ha da dad, da vamm, da vreudeur, hag holl diegezh da dad, a vodi du-se, en ti.



19 Ha setu : neb a zeuio eus dorojoù da di er-maez, e wad a vo war e benn, ha ni a vo didamall, met kement hini a vo ganit en ti, e wad da vezo war hor penn mar be un dorn warnañ !

20 Ha mar kontez hon c'homzoù-mañ, e vezimp kuites eus al le hon eus touet ».

21 Hag hi da lavarout :

« Evel m’hoc'h eus lavaret, evel-se ra vezo ! ». Hag o lezel a reas da vont kuit, hag e skoulmas ar gordennig skarlek ouzh ar prenestr.


282 X-vet sizhun en amzer blaen
22 Hag int neuze da vont, ha d’erruout war ar menez, ha da chom eno tri devezh, ken na voe distro ar glaskerien. Klasket o devoa ar re-mañ dre-holl war an hent hep kavout. 23 Ha distroet an daou baotr, diskennet eus ar menez, e treuzjont ar Yordan, ha mont da gaout Josoua, mab Noun, ha kontañ dezhañ kement tra c'hoarvezet ganto. 24 Hag e lavarjont da Josoua : «Lakaat a ra an Aotrou etre hon daouarn ar vro a-bezh : teuziñ a ra holl annezidi ar vro dirazomp ».
PEBEILGANENN Jak 2, 24-26; Heb 11, 31

P/ Dre an oberoù eo e vez lakaet an den da reizh, ha n'eo ket dre ar feiz hepken. Rac'hab, hag-eñ n'eo ket dre an oberoù e voe lakaet da reizh, pa roas degemer d'ar gannaded ha pa lakas anezho da zistreiñ dre un hent disheñvel ? * Evel ma-z eo marv ar c’horf hep an ene, evel-se ivez eo marv ar feiz hep an oberoù.

U/ Dre ar feiz, Rac’hab, ar serc’h, ne voe ket lazhet a-gevret gant ar re zifeiz, dre m'he devoa degemeret gant peoc'h ar spierien. * Evel ...

EIL LENNADENN

Diouzh ul Lizher sant Ignatios Antioc'heia

eskob ha merzher, d'ar Romaned

(6,1 - 9,3 :Funk 19219-223) .

Va c’harantez a zo stag ouzh ar groaz

Da betra e talvez din plijadurioù ar bed ha rouantelezhioù an amzer-mañ. Gwelloc’h eo din mervel er C'hrist Jezuz eget bezañ mestr betek harzoù an douar. An hini a glaskan eo an hini a zo bet marvet evidomp ; an hini a fell din kaout eo an hini a zo bet adsavet da vev abalamour dimp. Me a zo war-nes bezañ ganet. Pardonit din-me, breudeur ! Na virit ket ouzhin da vevañ ; na c'hoantait ket va lakaat da vervel, me hag a c’hoanta bezañ da Zoue, n'am roit ket d'ar bed, n'am dedennit ket dre ar materi. Va lezit da resev ar sklerijenn c’hlan ; pa vin en em gavet eno, e vin un den. Permetit din kemer skouer war basion va Doue. Ma-z eus unan bennak o kaout ennañ va Doue, ra gompreno petra a fell



Trede Deiz-lid 283
din, ha ra 'n devo truez ouzhin-me, pa oar petra a zo ouzh va gwaskañ.

Priñs ar bed-mañ a fell dezhañ va diframmañ ha kas da goll va santimantoù mat e-keñver Doue. Arabat enta da hini ebet ac’hanoc’h-c’hwi hag a zo ahont e Roma, dougen dorn dezhañ ; bezit kentoc’h a-du ganin, da lavarout eo, a-du gant Doue. Na gomzit ket a Jezuz Krist, ha c’hwi o c’hoantaat ar bed. Arabat d'ar warizi bezañ o chom en ho kreiz. Ha pa vin dirazoc’h, zoken mar ho pedan, arabat deoc'h va c’hrediñ ; kredit kentoc’h ar pezh a skrivan deoc'h bremañ. Bev-mat ez on pa skrivan deoc’h, en ur c’hoantaat mervel. Va c’harantez-me a zo bet staget ouzh ar groaz, ha n'eus ket mui a dan ennon evit karout ar materi ; met bez' ez eus ennon dour bev o hiboudiñ hag o lavarout en diabarzh ennon : " Deus davet. an Tad ". Ne gavan ket a blijadur er boued kollidik, nag e dudioù ar bed-mañ. Bara Doue eo am eus c’hoant da gaout, da lavarout eo, korf Jezuz Krist, hag a zo diwar lignez David ; hag evel evaj e fell din kaout e wad, hag a zo ar garantez ha na dremen ket.

Ne vennan mui pelloc’h bevañ hervez giz an dud. Dont a ray kement-se da wir, mar karit. Henn mennit enta, me ho ped, evit ma ho po lod hoc’h-unan e bolontez vat Doue. E berr gomzoù e ran va goulenn ouzhoc’h : kredit ac’hanon ! Jezuz a ziskouezo deoc’h e lavaran ar wirionez ; Eñ eo ar genou gwirion en deus an Tad komzet drezañ e gwirionez. Goulennit enta m'am bezo va mennad. N'eo ket hervez ar c’horf eo e skrivan deoc’h, met hervez spered Doue. Mar gouzañvan va fasion, e vo dre m’ho pezo c’hoantaet va eurvad ; mar bezan distaolet, e vo dre m'ho pezo bet kasoni ouzhin.

Ho pet soñj en ho pedennoù, ouzh Iliz Siria, he deus Doue, em lec’h-me, evel pastor. Jezuz Krist hepken he reno e-giz eskob, hag ho karantez. Ruziañ a ran gant ar vezh o vezañ kontet evel unan anezho ; ne d-on ket dellezek a gement-se pa-z on an hini diwezhañ anezho, hag ur sioc’han. Met gwir eo, resevet em eus trugarez da vezañ unan bennak, mar gallan kaout Doue. Va spered ho salud, hag ivez karantez an Ilizoù o deus bet va degemeret en anv Jezuz Krist, ha n'eo ket evel un tremeniad hepken. Rak an Ilizoù, ha n'o doa netra d'ober ganin war an hent a zo hervez ar bed-mañ, a zeue d'am diambroug eus an eil kêr d'eben.



284 X-vet sizhun en amzer blaen
PEBEILGANENN Kol 1, 24. 29

P/ Va levenez a gavan er poanioù a c’houzañvan, * Rak peurleuniañ a ran ar pezh a vank da groaz ar C'hrist, gant ar pezh a c’houzañvan em c’horf, evit e gorf dezhañ-Eñ hag a zo an iliz.

U/ Evit se eo e stourman betek skuizhañ, gant skoazell e nerzh a labour ennon gant galloud. * Rak peurleuniañ a ran
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a zeu diganeoc’h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c’hwi hoc’h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...

PEVARE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Josoua 3. 1-17; 4, 14-19; 5, 10-12


Tremen a ra ar Bobl dre ar Yordan hag e lid ar Pask
En deizioù-hont : 3,1 Hag e savas Josoua abred, hag e loc'hjont eus Settim, hag ez ejont betek ar Yordan, eñ hag holl vibien Israel, ha da nozvezhiañ eno a-raok treuziñ. 2 Hag a-benn tri deiz e tremenas ar skribed e-barzh ar c'hamp, 3 da reiñ urzhioù d’ar Bobl, en ur lavarout : « Pa welot Arc'h Emglev an Aotrou, ho Toue, hag ar veleien-levied ouzh he dougen, e loc'hot eus ho lec'hioù, hag ez eot war he lerc'h. 4 Met un hedad a vo etrezoc'h-c'hwi hag houmañ, a zaou vil ilinad bennak ; n’it ket tostoc'h dezhi, hag ec'h anavot dre be hent mont, peogwir n’hoc'h eus ket tremenet dre an hent-se en a-raok ». 5 Hag e lavaras Josoua d’ar Bobl : « En em santelait, rak arc'hoazh e ray an Aotrou en ho touez burzhudoù ». 6 Hag e komzas Josoua ouzh ar veleien en ur lavarout : « Dougit Arc'h an Emglev, ha treuzit a-raok ar Bobl ». Hag e tougjont Arc'h an Emglev, hag e kerzhjont dirak ar Bobl.

Pevare Deiz-lid 285
7 Hag e lavaras an Aotrou da Josoua : « Hiziv e krogan d’az prasaat ouzh daoulagad holl Israel, ma ouezint penaos, evel ma’z on bet gant Moizez, e vin ganit. 8 Hag e roi urzhioù d’ar veleien a zoug Arc'h an Emglev, en ur lavarout : « Pa viot erruet gant an dour war ribl ar Yordan ec'h arsavot er Yordan ».

9 Hag e lavaras Josoua da vibien Israel : « Tostait amañ ha selaouit komzoù an Aotrou, ho Toue ».

10 Hag e lavaras Josoua : « Dre gement-mañ e ouezot ez eus un Doue bev en ho touez, hag a ziberc'henno dirazoc'h Kanaaniz, Hitiz, Hiviz, Pereziz, Gergesiz, Amoriz ha Jebousiz ; 11 setu Arc'h Emglev Aotrou an douar a-bezh a dremeno en ho raok er Yordan.

12 Ha bremañ, kemerit-hu daouzek den eus meuriadoù Israel, un den dre veuriad ; 13 ha p’o devo lakaet solioù o zreid ar veleien a zoug Arc'h an Aotrou, Aotrou an douar a-bezh, e dour ar Yordan, doureier ar Yordan en em ranno : an doureier a ziskenn eus krec'h en em zalc'ho evel en ur bern ».

14 Ha setu: pa loc'has ar Bobl eus o zinelloù evit treuziñ ar Yordan, ar veleien a zouge Arc'h an Emglev a voe en a-raok d’ar Bobl.

15 Ha pa zeuas dougerien an Arc'h e-kichen ar Yordan, ha treid ar veleien a zouge an Arc'h da soubañ e bord an dour, - hag ar Yordan a vez leun war e holl ribloù e-kerzh amzer an eost - 16 e chomas an doureier a ziskenne eus krec'h a-sav, en ur bern ; pell-tre, en Adam, ur gêr a-gostez Sartan ; hag ar re a ziskenne da Vor ar gampoullenn, Mor an Holen, a voe a-grenn disrannet, hag ar Bobl a dreuzas a-dal da Jeriko.

17 Hag en em zalc'has ar veleien a zouge Arc'h Emglev an Aotrou war ar sec'h e-kreiz ar Yordan, a-sav, hag holl Israel a dreuzas war ar sec'h, ken n’he devoa echu ar Bobl a-bezh da dreuziñ ar Yordan.

4,14 En deiz-se e vrasaas an Aotrou Josoua ouzh daoulagad holl Israel, a zoujas dezhañ, evel m’en devoa doujet da v/Moizez e-keit ha ma vevas.

15 Hag e komzas an Aotrou ouzh Josoua en ur lavarout : 16 « Ro urzh d’ar veleien a zoug Arc'h an Testeni da bignat eus ar Yordan ».

17 Hag e kemennas Josoua d’ar veleien en ur lavarout :

286 X-vet sizhun en amzer blaen
« Pignit eus ar Yordan ! » 18 Ha setu: pa bignas ar veleien a zouge Arc'h Emglev an Aotrou eus kreiz ar Yordan, a-vec'h m’o devoa stoket solioù treid ar veleien war an douar sec'h, ez addeuas doureier ar Yordan d’o lec'h, hag ez ejont evel diagent war o ribloù. 19 Hag ar Bobl a bignas eus ar Yordan d’an dekvet eus ar miz kentañ, hag a gampas e Gilgal, e tu reter Yeriko.

5,10 Hag e kampas mibien Israel e Gilgal, hag e rejont Pask d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, d’abardaez, e gwaremmoù Yeriko. 11 Hag e tebrjont eus trevadoù ar vro antronoz Pask, bara dic'hoell hag ed rostet, en hevelep deiz-mañ. 12 Hag e paouezas ar manna antronoz; peogwir e tebrent eus trevad ar vro, ne voe ken, evit mibien Israel, a vanna, hag e tebrjont eus frouezh bro-Ganaan er bloaz-se.
PEBEILGANENN Jos 4, 22-25; S 113A(114), 5

P/ War ar sec'h e treuzas Israel ar Yordan, rak disec'het en devoa an Aotrou Doue, dour ar Yordan, evel m’en devoa graet da gentañ evit Mor ar Broenn, * Evit ma ouezo holl bobloù an douar pegen kreñv eo dorn an Aotrou.

U/ Petra a c'hoarvez ganit, o! Mor, pa dec’hez kuit ? Ha ganit-te, Yordan, pa zistroez war da giz ? * Evit ma ouezo ...

EIL LENNADENN

Eus Hegelennadurioù Origenes beleg, war levr Josoua mab Noun (Hom.4,1 : PG 12,842- 843)

Treuziñ ar Yordan,
Er Yordan ez eo arc’h an Emglev eo a oa o ren pobl Doue. Chom a reas Urzh ar Veleien hag al Levied a-sav, hag an dourioù, evel o tiskouez doujañs e-keñver ministred Doue, a c’horrekaas o redadenn hag en em zastumas en. ur bern. en ur lezel gant Pobl Doue un hent dizañjer. Ha betek-gouzout na chomfes souezhet o klevout kontañ dit ar pezh a oa bet graet evit Pobl kentañ Doue, dit-te, o! kristen, te hag ac’h eus tremenet dourioù ar Yordan dre sakramant ar Vadeziant, e promet komzoù Doue traoù kalz

Pevare Deiz-lid 287
brasoc’h hag uheloc’h, dre ma c’hrata dit un hent hag un tremen, zoken a-dreuz an aer.

Selaou enta Paol o lavarout diwar-benn: an dud reizh : Savet e vimp, emezañ, er c’hoabr, da ziambroug ar C’hrist en aer , hag evel-se e vimp bepred gant an Aotrou. N'eus tra ebet a gement a c’hellfe ober aon d'ar c’hristen, rak ar grouadelezh a-bezh a zo en e servij.

Selaou erfin e peseurt stumm e ra c'hoazh Doue o prometiñ dimp dre ar profed : Mar tremenez a-dreuz an tan, ar flamm n'az tevo ket, rak me eo an Aotrou da Zoue. Pep lec'h a zo prest da zegemer an den just, hag an holl grouadelezh en em laka en e servij. Ha gant aon na soñjfes ez eo bet graet an traoù-se evit gwir evit tud an Testamant kozh, met na vez graet netra heñvel ez keñver-te hag a zo o selaou bremañ kontañ anezho, e vezont sevenet holl ennout-te en un doare kevrinus. Rak te, hag ac'h eus dilezet nevez 'zo teñvalijenn an idolerezh, hag a fell dit tostaat da glevout Lezenn Doue, bremañ enta emaout o tilezel an Ejipt.

Pa-z out bet resevet e-touez ar gatekizidi, ha pa-z out bet kroget da sentiñ ouzh gourc’hemennoù an Iliz, ec’h eus tremenet ar Mor Ruz, ha bremañ en ehanlec’hioù ar gouelec’h, en em roez bemdez da selaou Lezenn Doue ha da sellout ouzh dremm Moizez bet dizoloet gant gloar an Aotrou. Hogen mar dout deuet da feunteun gevrinus ar Vadeziant, ha mar 'c'h eus bet resevet digant Urzh ar Veleien hag al Levied, en o sav eno, ar misterioù-se santel ha kaer-meurbet, hag a zo anavezet gant ar re eo bet permetet dezho o anaout, neuze ivez, dre vinistrerezh ar veleien, ec’h eus treuzet ar Yordan, hag ez out antreet e douar ar bromesa. Eno en deus Jezuz, war-lerc’h Moizez, da zegemeret, ha deuet ez eo da vezañ evidout da vleiner evit an hent nevez.

Ha te, o kaout soñj eus burzhudoù ken niverus ha ken bras, pa-z eo bet rannet ar mor evidout, ha pa-z eo bet chomet dour ar ster a-sav, te a zistroio war-zu enno hag a lavaro : Petra a c’hoarvez ganit, o! mor, pa dec’hez kuit ? Ha ganit-te Yordan, pa zistroez war da giz ? Petra, menezioù, pa lammit evel maouted, ha c'hwi torgennoù, evel oanedigoù ? Met respont a raio komz santel Doue, hag e lavaro : Dirak an Aotrou en deus krenet an douar, dirak splannder Doue Jakob, a dro ar garreg en ur vammenn dour hag ar roc'h en ur stivell.

288 X-vet sizhun en amzer blaen
PEBEILGANENN Fur 17, 1a; 19, 22a; S 76(77), 20a

P/ Bras eo ho parnedigezhioù, Aotrou Doue, ha diveizus ; * Roet hoc'h eus d'ho Pobl braster ha klod,

U/ Er mor e voe hoc'h hent, ho kwenodenn en doureier meur. * Roet hoc’h eus d'ho Pobl braster ...
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a zeu diganeoc'h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c'hwi hoc'h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...


PEMPVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   16   17   18   19   20   21   22   23   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə