Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə2/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27

DARNLEVR AL LIDAMZERVEZH

30

31




PEDENNOU DEIZ-AN-AOTROU HAG AR PEMDEZ
D'an Deizioù-an-Aotrou (dominicis) en amzer blaen (per annum) d'an holl eurioù an Eurlid (officii) e lavarer ar bedenn-glozañ, a glot gant niverenn Deiz-an-Aotrou.

D'an Deizioù-lid ar pemdez (feriis,) avat eo ar Pedenn-glozañ a zo pedenn c'houbarek Deiz-an-Aotrou diaraok, pe ma karer ur bedenn tennet eus ar rummad-mañ da heul.


I

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ...


II

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, c'hwi a ren gant furnez traoù an Neñv ha traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho Pobl, ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer. Dre hon Aotrou ...

III

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, renit hon oberoù hervez ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, en anv ho Mab karet, bezañ gouest da reiñ frouezh e-leizh a oberoù mat. Dre hon Aotrou ...


IV

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hon Aotrou hag hon Doue, da gaout doujañs ouzhoc'h a holl nerzh hon ene ha da garout pep den evel m'eo dleet. Dre hon Aotrou ...


V

Beilhit war ho tiegezh, Aotrou Doue, gant ho fealded diastal, evit ma vezo, hi hag en em harp hepken war esperañs ho kras eus an neñv, difennet bepred gant ho kwarez. Dre hon Aotrou ...

32 Darnlevr al Lidamzervezh
VI

Aotrou Doue, c'hwi a lavar e vezit o chom er c'halonoù reizh ha leal, roit dimp bezañ, dre ho kras, eus ar seurt tud a deurvezit chom enno. Dre hon Aotrou ...


VII

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vezimp bepred o soñjal e madoù an ene evit ma ne raimp morse nemet ar pezh a blij deoc'h dre gomz koulz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...


VIII

Grit, ni ho ped Aotrou Doue, ma reno ar peoc'h dre ar bed evidomp hervez ho polontez ha m'he devo an Iliz levenez oc'h en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...


IX

Aotrou Doue, ha na fazi ket ho ragevezh en he diarbennoù, hoc'h aspediñ a reomp da bellaat kement tra noazus, ha da reiñ dimp holl bezh a zo talvoudus. Dre hon Aotrou ...


X

Aotrou Doue, c'hwi hag a zeu diganeoc'h kement mad a zo, roit gant largentez d'ar re hoc'h asped, ma soñjimp, awenet ganeoc'h, en traoù a zo reizh, ha, renet ganeoc'h, ma raimp anezho. Dre hon Aotrou ...


XI

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù, ha, pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober netra hepdoc'h, roit dimp dalc'hmat sikour ho kras, ma c'hellimp en ur virout ho kourc'hemennoù, plijout deoc'h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...


XII

Aotrou Doue, grit m'hor bezo bepred evit hoc'h anv santel doujañs ha karantez, peogwir ne zistaelit morse eus ho kouarnerezh ar re a staelit e starter ho karantez. Dre hon Aotrou ...

Pedennoù Deiz-an-Aotrou hag ar Pemdez 33
XIII

Aotrou Doue, p'eo bet fellet deoc'h e teufemp, dre zonezon ho kras, da vezañ « mibion ar sklerijenn », grit, ni ho ped, na vefemp paket gant teñvalijenn ar gaou, met ma chomimp bepred skedus eus splannder ar wirionez. Dre hon Aotrou ...


XIV

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus dre izeladur ho Mab, adsavet ar bed gourvezet er marv, roit, ni ho ped, d'ho tud fidel, levenez santel, evit ober d'ar re hoc'h eus tennet eus chadennoù ar pec'hed, tañva ar joaioù peurbadus. Dre hon Aotrou ...


XV

Aotrou Doue, c'hwi hag a ziskouez d'an dud dianket sklerijenn ho kwirionez evit ma c'hellint dont en-dro war an hent mat, roit da gement hini a zo enskrivet war roll ar Gristenion, ar c'hras da zisteurel kement a zo kontrol d'an anv-se, ha d'en em stagañ ouzh kement a zere outañ. Dre hon Aotrou ...


XVI

Bezit leun a druez, Aotrou Doue, e-keñver ho servijerien, ha gant trugarez skuilhit mui-oc'h-mui warno donezonoù ho kras, evit ma kendalc'hint bepred, birvidik en feiz, en esperañs hag en karantez, da virout evezhiek ho kourc'hemennoù. Dre hon Aotrou ...


XVII

Gwarezer ar re a esper ennoc'h-c'hwi, Aotrou Doue ha n'eus hepdoc'h netra start, netra santel, skuilhit mui-oc'h-mui warnomp ho madelezh evit ma c'hellimp, heñchet ha renet ganoc'h, implij madoù tremeniat ar bed-mañ, en doare ma c'hellimp bezañ stag dija ouzh ar re na dremenont ket. Dre hon Aotrou ...


XVIII

Bezit skoazell ho servijerien, Aotrou Doue, ha skuilhit bepred ho madelezh war ar re a zo ouzh ho pediñ, en doare da nevesaat er re a zo o gloar ho kaout-c'hwi da vestr ha da grouer, donezonoù ho karantez, ha d'o mirout e stad vat. Dre hon Aotrou ...

34 Darnlevr al Lidamzervezh
XIX

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, c'hwi hag a gredomp pediñ en ur lavarout deoc'h « hon tad », lakait da vat en hon c'halonoù ar spered a ra ac'hanomp mibion deoc'h, evit ma vimp dellezek da vont-tre en hêrezh prometet. Dre hon Aotrou ...


xx

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus aozet evit ar re ho kar madoù na c'hell ket al lagad gwelout, skuilhit en hon c'halonoù tan ho karantez, evit ma teuio da wir, dre ho karout c'hwi e pep tra ha dreist pep tra, ho promesaoù, hag a zo dreist da gement a c'heller c'hoantaat. Dre hon Aotrou ...


XXI

Aotrou Doue, c'hwi hag a ra da speredoù ho tud fidel kaout ar memes bolontez, roit d'ho Pobl ar c'hras da garout ar pezh a c'hourc'hemennit, da c'hoantaat ar pezh a brometit, evit ma vo, e-kreiz cheñchamantoù ar bed-mañ, stag-mat hon c'halonoù aze e-lec'h m'emañ ar gwir joaioù. Dre hon Aotrou ...


XXII

Aotrou Doue ar galloudoù, ez eo diganeoc'h e teu pep donezon peurvat, sankit don en hon c'halonoù ar garantez evit hoc'h anv, ha magit ennomp kement a zo mat dre greskiñ hon liammoù ganeoc'h, ha beilhit gant evezh war gement a zo bet maget dija ganeoc'h evit o mirout. Dre hon Aotrou ...


XXIII

Aotrou Doue, ez eo drezoc'h eo deuet dimp an dasprenidigezh, ha profet an advabidigezh, sellit, ni ho ped, gant madelezh ouzh mibion ho karantez, evit ma vo roet d'ar re a gred e Jezuz Krist, ar gwir frankiz hag an hêrezh peurbadel. Dre hon Aotrou ...


XXIV

Taolit ur sell warnomp, Aotrou Doue, krouer ha rener kement tra 'zo, hag evit ma santimp efed vat ho trugarez, roit dimp ar c'hras d'ho servijañ a holl galon. Dre hon Aotrou ...

Pedennoù Deiz-an-Aotrou hag ar Pemdez 35
XXV

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus dastumet kement a zo en ho lezenn santel er garantez en ho keñver hag e-keñver an nesañ, roit dimp ar c'hras da vezañ gouest, o sentiñ ouzh ho kourc'hemennoù, da vont betek ar vuhez peurbadus. Dre hon Aotrou ...


XXVI

Aotrou Doue, c'hwi hag a ziskouez hoc'h hollc'halloudegezh dreist-holl o kaout truez hag o pardoniñ, skuilhit ho kras warnomp hep paouez, evit ober, dimp-ni a zo o redek gant hent ho promesaoù, bezañ kenlodek e madoù an Neñvoù. Dre hon Aotrou ...


XXVII

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, c'hwi hag a zo trec'h, dre vrokusted ho madelezh, da zellidoù ha da c'hoantoù ar re ho ped, skuilhit warnomp ho trugarez evit pardoniñ ar pezh a ra d'hon c'houstiañs spontañ, hag evit reiñ ouzhpenn ar pezh na gredomp ket goulenn. Dre hon Aotrou ...


XXVIII

Ho kras, ni ho ped, Aotrou, da zeuio bepred a-raok ha da heul pep ober, ma vezimp douget ganti bepred d'an oberoù mat. Dre hon Aotrou ...


XXIX

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, roit dimp ar c'hras da ouestlañ deoc'h bepred hor bolontez, ha da servijañ ho kloar gant ur galon leal. Dre hon Aotrou ...


XXX

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, kreskit ennomp, ni ho ped, ar Feiz, an Esperañs hag ar Garantez, hag evit ma vimp gouest da dizhout ar pezh a brometit, grit dimp karout ar pezh a c'hourc'hemennit. Dre hon Aotrou ...

36 Darnlevr al Lidamzervezh
XXXI

Aotrou Doue hollc'halloudek ha trugarezus, ez eo dre ho kras e teu d' ho tud fidel bezañ en ho servij en un doare dereat hag enorus, grit dimp, ni ho ped, ober hon redadenn hep skoilh na fazi war hent ar madoù a brometit. Dre hon Aotrou ...


XXXII

Aotrou Doue hollc'halloudek ha leun a drugarez, pellait diouzhimp en ho madelezh kement tra a zo a-dreuz d'hon hent, evit ma vimp, distrobet a gorf koulz hag a spered, e stad da ober a galon vat ho polontez santel. Dre hon Aotrou ...


XXXIII

Roit dimp, Aotrou hon Doue, bezañ laouen bepred ouzh ho servijañ a wir galon, peogwir n'eus na kaeroc'h na padusoc'h eürusted evidomp eget servijañ dalc'hmat Krouer an holl vadoù. Dre hon Aotrou ...


XXXIV

Entanit kalonoù ho tud fidel, ni ho ped, Aotrou Doue, ma klaskint gant muioc'h a c'hred frouezh an oberoù doueel, evit resev evel-se muioch a c'hrasoù digant ho madelezh. Dre hon Aotrou ...

37

SIZHUN I EN AMZER BLAEN



Songanoù ar Sizhun I
Er broioù ma lider Gouel-meur Jezuz-diskouezet (Epifaniezh), da Zeiz-an-Aotrou o c'hoarvezout d'ar 7 pe d' an 8 a viz genver, e lider Eurioù gouel Badeziant an Aotrou d'an Deiz-lid II da heul. An Amzer blaen a grog gant an Deiz-lid III
EIL DEIZ-LID

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Deroù levr Furnez Sirac'h 1, 1-25

Kevrin furnez Doue

1 Pep furnez a zeu eus an Aotrou Doue,

ha gantañ eo bet atav hag emañ kent an amzer.



2 Traezh ar morioù, takennoù ar glav,

deizioù ar bed, piv en deus o niveret ?



Uhelder an neñvoù, led an douar,

ha donder an islonk, piv en deus o muzuliet ?



3 Furnez Doue a zo a-ziagent d'an holl draoù

piv en deus furchet war he lerc'h ?



4 A-raok pep tra e voe krouet ar Furnez,

ha skiant ar poell, a-viskoazh.



5 Andon ar Furnez eo Komz Doue e barr an Neñvoù,

hag hec'h hentoù eo ar gourc'hemennoù peurbad.



6 Gwrizienn ar Furnez, da biv e voe diskuliet ?

He mennozhioù kuzh, piv en deus anavezet anezho ?



7 Gouiziegezh ar Furnez, da biv ez eo bet diskouezet ?

hag he liesijinegezh, piv en deus hec'h anavezet ?



8 Unan hepken a zo an Uhelañ, krouer hollc'halloudek,

roue kreñv, doujus-meurbet,

an Hini azezet war e dron hag o ren, Doue.

9 Eñ e-unan en deus krouet anezhi er Spered Santel ;

gwelet ha diniveret en deus anezhi ;



10 hag he skuilhet war e holl oberoù,

38 Sizhun I en amzer blaen


ha war bep krouadur, hervez e largentez ;

he roet en deus d'ar re a gar anezhañ.



11 Doujañs an Aotrou a zo klod ha lorc'hentez,

drantiz ha kurunenn a levenez.



12 Doujañs an Aotrou a laouena ar galon,

hag a ro joa, levenez hag hirhoal.



13 Evit neb a zouj an Aotrou ez ay mat en diwezh,

ha da zeiz e varv e vezo benniget.



14 Karout Doue a zo Furnez enorus ;

15 ar re avat eo paret dirazo,

a gar anezhi kerkent ha m'he gwelont

ha ma anavezont hec'h oberoù meur.

16 Deroù ar Furnez ez eo doujañ an Aotrou,

ha gant ar feizidi, en askre, ez eo bet krouet evito ;

E-touez an dud he deus graet he neizh, diazez peurbad,

ha gant o diskennidi e vezo o chom, e fiziañs.



17 Doujañs an Aotrou a zo deolïezh ar ouiziegezh ;

18 an deolïezh a ziwallo hag a reizhaio ar galon,

levenez ha joa a roio. (19)



20 Leunder ar Furnez ez eo doujañ an Aotrou Doue ;

ha mezviñ a ra an dud gant he frouezh.



21 O zi a-bezh a leugn gant he frouezh ,

hag o solieroù gant e deñzorioù.



22 Kurunenn ar Furnez ez eo doujañs an Aotrou,

a ra bleuniañ ar peoc'h ha frouezhiñ ar pare ;



23 an daou dra avat a zo donezonoù Doue.

24 Gouiziegezh ha skiant ar poell en deus glaviet,

ha gloar he dalc'hourion en deus uhelaet.



25 Gwrizienn ar Furnez ez eo doujañ an Aotrou,

hag he barradur hirhoal.


PEBEILGANENN Sir 1, 7a; 10. 1a. 9a

P/. Gouiziegezh ar Furnez, da biv ez eo bet diskouezet ? An Uhel-meurbet en deus he skuilhet war e holl oberoù, ha war bep krouadur,. * Hag he roet en deus d'ar re a gar anezhañ.

U/. Pep furnez a zeu eus an Aotrou Doue, Eñ e-unan en deus krouet anezhi er Spered Santel. * Hag he roet en deus ...

Eil Deiz-lid 39


EIL LENNADENN

Diwar Lizher ar pab sant Klemens Kentañ

da Gorintiz

(Nn. 59, 2 --- 60, 4; 61, 3; Funk 1, 135-141)



Mammenn ar Furnez, Verb Doue e barr an Neñvoù

Hep ehan e pedimp hag ec'h aspedimp Krouer an holl draoù da virout divoulc'h, dre ar bed-holl, niver e dud dibabet dre e Vab karet, Jezuz Krist ; drezañ en deus hon galvet eus an deñvalijenn d'ar sklerijenn, eus an diouiziegezh da anaoudegezh e Anv glorius.



Desket en deus dimp esperout en hoc'h Anv, hag a zo penn-kentañ (penndevoud) pep krouadur. Digoret hoc'h eus daoulagad hon c'halon evit m'hoc'h anavezfemp-c'hwi hepken, '' an Hini Uhelañ en uhelderioù, c'hwi ar Sant o tiskuizhañ e-mesk ho Sent, c'hwi hag a izela lorc'h ar re lorc'hus, c'hwi hag a gas da netra mennozhioù ar pobloù, a uhela an dud izel, a izela an dud uhel, a ro pinvidigezh ha paourentez, a ra mervel a salv hag a ra bevañ, c'hwi madoberour ar speredoù ha Doue pep krouadur, a furch en islonkoù'', a ensell oberoù an den, c'hwi, skoazell ar re en dañjer, , '' Salver ar re o tizesperout '', krouer ha diwaller pep spered ; c'hwi hag a liesa ar broadoù war an douar, hag a zibab eus a-douez pep hini anezho ar re ho kar dre Jezuz Krist ho Mab muiañ-karet, ez eo drezañ hoc'h eus hon c'helennet, hon santelaet, roet gloar dimp-ni.

Ho pediñ a reomp, Aotrou, bezit hon sikour hag hon skoazell. Ar re eus hon tud hag a zo gwasket, disammit-i, ho pet truez ouzh an dud izel ; savit en-dro ar re a zo kouezhet ; dougit dorn d'ar re ezhommek : yac'hait ar re glañv ; degasit en-dro ar re eus ho Pobl hag a zo dianket ; magit ar re o deus naon ; dieubit ar re eus hon tud hag a zo er prizon ; grit d'ar re zinerzh chom en o sav ; kennerzhit ar re fallgalonet ; « an holl vroadoù da anavezo ez oc'h-c'hwi an Doue nemetañ, hag ez eo Jezuz Krist ho Mab, ha ni ho Pobl ha deñved ho tropell ''.

C'hwi eo hoc'h eus diskouezet, dre hoc'h oberoù, urzh peurbadus ar bed ; c'hwi eo, Aotrou Doue, hoc'h eus diazezet an douar ; c'hwi a zo feal a-hed an holl remziadoù, reizh eo ho

40 Sizhun I en amzer blaen

parnedigezhioù, estlammus eo ho nerzh hag ho meurdez ; fur e krouidigezh ar bed, ha skiantek evit derc'hel divrall ar grouadelezh ; madelezhus en traoù a weler , ha feal e-keñver ar re a lak o fiziañs ennoc'h, leun a drugarez hag a druez. Pardonit dimp hor fallagrïezh, hon dislealderioù, hor pec'hedoù hag hon gwalloberoù.



Na rit ket ar gont eus pec'hedoù ho servijerion hag eus re ho servijerezed, met hon glanait dre ho kwirionez, ha '' renit hon c'hammedoù evit ma kerzhimp gant ur galon c'hredus, reizh ha didroidell, ha ma raimp ar pezh a zo mat ha plijus '' ouzh ho taoulagad, koulz hag ouzh daoulagad ar re a vez ouzh hon gouarn.

Ya, Mestr, '' lakait ho tremm da lugerniñ warnomp evit hon eurvad '', er peoc'h, evit ma vezimp gwarezet ''gant ho torn galloudus '', hag evit bezañ diwallet diouzh pep pec'hed ''gant ho prec'h nerzhus ''. Hon dieubit diouzh ar re o deus ouzhimp kasoni hep abeg ebet.

Roit intent vat ha peoc'h dimp-ni ha da holl dud an douar, evel m'hoc'h eus bet roet d'hon tadoù pan ho pedent gant doujañs, '' er feiz hag er wirionez ''. C'hwi hepken a c'hell ober an traoù-se en hon c'heñver, ha reiñ dimp zoken madoù brasoc'h. Ho meuliñ a reomp dre Veleg-meur ha difenner hon eneoù, Jezuz Krist. Ra vo drezañ gloar ha galloud deoc'h, bremañ hag a rumm da rumm hag a gantved da gantved. Amen.
PEBEILGANENN S 76(77), 14b-16

P/. Piv a zo Doue bras evel hon Doue-ni ? * C’hwi eo an Doue a ra burzhudoù,

U/. Diskouezet hoc’h eus ho kalloud e-touez ar pobloù, roet hoc’h eus gant nerzh ho prec’h frankiz d’ho Pobl * C'hwi eo ...

Pedenn


Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ....

Trede Deiz-lid 41


TREDE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr Furnez Sirac'h 11, 12-30

Fiziañs e Doue hepken

12 Un den a zo lugudus, hag ezhomm en deus skoazell,

n'en deus ket a nerzh, ha chom a ra er c'horkerezh ;



13 met daoulagad an Aotrou o deus sellet outañ gant madelezh,

hag e adsavet eus e izelder,

hag uhelaet e benn ;

ha souezhet eo bet diwar e benn kalz a dud.



14 Madoù ha gwalloù, buhez ha marv,

dienez ha pinvidigezh a zeu a-berzh an Aotrou Doue.



15 Ar Furnez, ar skiant, hag anaoudegezh al Lezenn

a zeu digant an Aotrou ;

ar garantez hag ar vuhezegezh vat a zeu digantañ.

16 Diboellegezh ha teñvalded a zo bet krouet evit ar bec'herien ;

evit ar re a gemer lorc'h gant an droug, a gosha gant an droug.



17 Largentez an Aotrou a chom gant an dud deol,

hag e vadelezh a raio berzh da viken.



18 Unan a zeu pinvidik dre berzh e evezh hag e dostoni,

ha setu e lod a c'haredon



19 pa lavar dezhañ e-unan : «  Kavet em eus diskuizh,

ha bremañ ez an da zebriñ eus va madoù » ;



20 ne oar ket pegeit amzer a dremeno,

hag e tostaio ar marv,

hag e lezo e vadoù gant reoù all, hag e varvo.

21 En em zalc'h gant da Emglev, ha bev gantañ,

ha kosha gant labour da Emglev.



22 Na souezh ket gant oberoù ar pec'her ;

az pez fiziañs en Aotrou Doue, ha kendalc'h gant da drevell.



23 Rak aes eo ouzh daoulagad an Aotrou

pinvidikaat, buan hag a-daol-trumm, an ezhommeg.



24 Bennozh an Aotrou Doue eo garedon an den deol,

hag e berr amzer e ra bleuniañ e vennozh.

42 Sizhun I en amzer blaen
25 Na lavar ket : «  Petra am eus ezhomm ?

Ha petore madoù am eus da gaout hiviziken ? » .



26 Na lavar ket : « A-walc'h am eus,

petore droug a c'hoarvezo ganin hiviziken ? ». 



27 Da zeiz an eurvad e tisoñjer an drougeur,

ha da zeiz an drougeur ne vez ket soñj eus an eurvad,



28 rak aes eo d'an Aotrou, da zeiz an diwezh,

daskoriñ d'an den hervez e hentoù.



29 Poan un eurvezh a ra ankounaat an hevoud,

hag e termen an den emañ diskuliadur e oberoù.



30 A-raok e varv na lavar den evurus,

rak en e finvez e vez anavezet an den.


PEBEILGANENN Sir 11, 19. 20; kv. Luk 12, 17. 18

P/. An deiz ma lavar an den pinvidik: Kavet em eus va diskuizh, ha bremañ ez an da zebriñ eus va madoù. * Ne oar ket e tostaio ar marv, hag e lezo e vadoù da reoù all, hag e varvo.

U/. Soñjal a ra an den pinvidik en e galon : diskar a rin va grignolioù, ha re vrasoc'h a savin, hag eno e tastumin va madoù. * Ne oar ket ...

EIL LENNADENN

Diwar Levr Reoliadurioù displeget hiroc'h

sant Bazilios Meur, eskob

( Resp. 2, 1; PG 31, 908-910 )

En hon c'hreiz emañ sanket an nerzh da garout

A dra sur ne deo ket karantez Doue un dra hag a vez desket en ur skol bennak. Rak, n'eo ket digant an dud all e teskomp tañva ar goulou, ha c'hoantaat ar vuhez, nag ivez karout hon tud hag ar re hor mag. Evel-se enta, pe gentoc'h ken meur rak-se, n'eo ket gant kentelioù eus an diavaez eo e tesker karantez Doue ; met kerkent ha ma vez furmet ar c'hrouadur bev-se – me 'lavar an den – e vez lakaet ennañ evel un had, pe un nerzh, hag a zo gantañ ar galloud hag ar pleg da garout. An nerzh-se, kerkent ha ma teu ar skol war

Trede Deiz-lid 43
gourc'hemennoù Doue d'hen degemer, e kustum hen diorren gant aket, hag hen magañ gant gred ; ha gant sikour Doue hen kas betek ar beurvadelezh.

Setu perak e kavomp mat diouzh un tu, gant gras Doue, ar youl a ziskouezit dre maz eus ezhomm anezhi evit tizhout ar pal ; ha diouzh an tu all, gant sikour ho pedennoù, e poagnimp, hervez ar galloud hon eus bet digant ar Spered Santel , da zihuniñ ar fulenn eus tan karantez Doue kuzhet en ho kreiz.

Met, lavaromp da gentañ hon eus bet resevet diagent digant Doue an nerzh hag ar galloud da seveniñ an holl c'hourc'hemennoù bet roet dimp gantañ. Dre-se ne zleomp ket kaout diaes ober kement-se, evel pa vefe goulennet groñs diganimp ober un dra bennak dreistordinal. Dre-se ivez, ne zleomp ket kemerout gloar, evel pa zaskorfemp muioc'h eget n'eus bet roet dimp. Pa reomp un implij reizh ha dereat eus an nerzhioù-se e renomp gant deolïezh ur vuhez kaeraet gant ar vertuzioù ; hogen ma reomp implij fall anezho, neuze e kouezhomp en ur gwall si.

Ha petra eo ar gwall si-se : ober un implij fall hag a-ziavaez eus gourc'hemennoù an Aotrou, eus ar galloudezhioù roet dimp gant Doue evit ober ar mad. Er c'hontrol, setu petra eo ar vertuz emañ Doue o c'houlenn diganimp : ober un implij vat eus ar galloudezhioù-se diwar atiz ur goustiañs vat, hervez gourc'hemenn Doue.

P'emañ an traoù evel-se, e lavarimp heñvel diwar-benn ar garantez. Peogwir hon eus resevet urzh da garout Doue, neuze kerkent ha ma vezomp furmet, hon eus hon eus ennomp nerzh ha galloud da garout. N'eus ket ezhomm da brouiñ kement-se dre arguzennoù diazez ; pep hini a c'hell e-unan hen deskiñ. Rak douget ez omp dre natur da glask an traoù mat ha kaer, daoust ma ne deo ket ar memes tra eo a seblant bezañ mat ha kaer da hemañ pe da henhont. N'hon eus ket ezhomm e vefe desket dimp karout ar re ez omp tost dezho dre ar gwad, pe hon tud nesañ. Ac'hanomp hon-unan e tiskouezomp amgarausted e-heñver hon madoberourion.

Ac'hanta, pa lavarin mat, petra a zo kaeroc'h eget kened Doue ? Peseurt soñj a zo plijusoc'h ha c'hwekoc'h eget ar soñj eus a splannder Doue ? Peseurt c'hoant a zo ken nerzhus ha ken taer

44 Sizhun I en amzer blaen
evel ar c'hoant sanket gant Doue en un ene glanaet a bep youl fall, hag o lavarout gant ur santimant gwirion : «  Gloazet on bet gant ar garantez » ? N'eus tu ebet da lavarout, na da ziskleriañ pegen trellus ez eo ar splannderioù eus kened an Aotrou Doue.
PEBEILGANENN S 17(18), 2b-3b

P/. Ho karout a ran, Aotrou, c'hwi va nerzh. * Aotrou, c'hwi, va difenn ha va repu, c'hwi eo va silvidigezh.

U/. O, va Doue, c'hwi eo ar roc'h a gavan bod enni. * Aotrou ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ....


PEVARE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr Furnez Sirac'h 24, 1b-33

Ar Furnez er grouadelezh hag en Istor Israel

1b Ar Furnez a ra he meuleudi hec'h-unan,

hag a gav hec'h enor e Doue,

hag e-kreiz he Fobl e ra he c'hlod,

2 hag e kevredigezh an Uhel-meurbet e tigor he genou,

ha dirak e c'halloud e ra he c'hlod



3 hag e-kreiz he Fobl e vezo savet uhel-meurbet,

ha meulet e bodadeg an holl Sent,



4 hag e-touez an holl dud dibabet e kavo meuleudi,

ha benniget e vezo e-kreiz ar re venniget o lavarout :



5 «  Me a zo deuet eus genou an Uhel-meurbet,

a-raok an holl grouadurien ez on bet ganet.

Pevare Deiz-lid 45

6 Me am eus lakaet da sevel en Neñvoù ur goulou divougadus,

hag evel ur goabrenn em eus goloet an douar a-bezh.



7 Me, en uhelderioù em eus skignet va zeltenn,

ha va zron, war ur peul-koumoul.



8 Kelc'henn an neñv am eus graet va-unan an dro anezhi,

hag e kondon an islonkoù em eus baleet,



9 war donnoù ar mor, ha dre holl war an douar ez on chomet,

10 war bep pobl ha war bep broad em eus bet beli,

11 mac'het em eus dindan va zreid gant va galloud

kalonoù an holl dud, bras ha bihan.

Etrezo holl em eus klasket un diskuizh :

hag en hêrezh pehini ober va annez ?



12 Neuze en deus roet urzh din Krouer an holl draoù

hag an Hini en deus va c'hrouet en deus arsavet va zeltenn



13 ha lavaret : «  E Yakob stign da deltenn

hag en Israel ra vezo da hêrezh,

ha gra gwrizioù e-touez va zud dibabet ».

14 A-raok ar c'hantvedoù adal an deroù en deus va c'hrouet

ha betek ar c'hantvedoù da zont ne ehanin ket.



15 En deltenn santel em eus lidet dirazañ,

hag evel-se, e Sion em eus graet va annez,

hag er gêr muiañ-karet ivez en deus graet din arsav,

hag e Yerousalem emañ va aotrouniezh.



16 Gwriziennet em eus en ur Bobl uhelvrudet,

e lodenn an Aotrou, en e hêrezh,

hag e bodadeg an holl Sent emañ va annez.

17 Kresket em eus evel ur sedrezenn war al Liban

hag evel ur siprezenn war venezioù an Aermon.



18 Evel ur balmezenn em eus kresket en En-gadi,

hag evel plantennoù roz e Yeric'ho.



19 Evel un olivezenn gaer er gompezenn,

ha kresket em eus evel ur blatanenn tost d'an dour war al leurioù.



20 Evel kinamona ha draeneg frondus em eus roet c'hwez-vat ;

evel mir eus an dibab em eus roet frond c'hwek,



21 evel storaks, galbanom, oniks ha stakt,

evel moged an ezañs en Deltenn,



22 Me, evel an dourmantinenn em eus ledet va barroù,

ha va skourroù a zo skourroù a c'hloar hag a c'hras.

46 Sizhun I en amzer blaen
23 Me, evel ar winienn em eus graet bountañ bourrusted,

ha va bleuñv a zo frouezh a c'hloar hag a binvidigezh.



24 Me a zo mamm d'ar garantez kaer ha d'an doujañs,

d'an anaoudegezh ha d'an esperañs santel.



25 Ennon-me emañ pep gras a hent hag a wirionez,

ennon-me pep esper a vuhez hag a vertuz.



26 Treuzit davedon, c'hwi a zo ouzh va c'hoantaat,

hag ho pezet ho kwalc'h eus va frouezh.



27 Rak va spered a zo c'hwekoc'h eget ar mel,

ha va hêrezh dreist ar mel hag an derenn vel ;



28 an eñvor ac'hanon a gendalc'ho a-hed ar c'hantvedoù.

29 Ar re am debr o devo c'hoazh naon,

hag ar re am ev o devo c'hoazh sec'hed.



30 An hini am selaou n'en devo ket mezh,

hag ar re a labour ganin ne bec'hint ket :



31 hag ar re a daol sklerijenn warnon o devo ar vuhez peurbad.

32 Kement-se holl setu levr an Uhel-meurbet,

33 al lezenn en deus kemennet dimp Mosez

evel hêrezh evit bodadegoù Yakob.


PEBEILGANENN Yan 14, 6; Sir 24, 14

P/. Me eo an hent hag ar wirionez hag ar vuhez, * Den ebet ne zeu d'an Tad nemet drezon.

U/. Me, ar Furnez, adal an deroù, a-raok ar c'hantvedoù ez on bet krouet, ha betek ar c'hantvedoù da zont ne ehanin ket. * Den ebet ...
EIL LENNADENN

Diwar Kelennskrid sant Eirenaios eskob, A-enep an disivoudoù

( Lib. 4, 6, 3. 5. 6. 7 : SCh 100, 442. 448-454 )

Anaout an Tad dre Emziskleriadur ar Mab

Ne c'hell den anaout an Tad hep Verb Doue, da lavarout eo nemet ar Mab hen diskuilhfe. Ha ne c'hell den anaout ar Mab hep youl vat an Tad. Ar Mab avat a gas da benn ar pezh a blij d'an Tad ; An Tad enta a gas ; ar Mab neuze a zo kaset hag a zeu. Kaer en deus an Tad bezañ diweladus ha didermenadus evidomp, e Vab

Pevare Deiz-lid 47

koulskoude hen anavez. Kaer en deus bezañ diziskleriadus, ar Verb hen diskler dimp. Diouzh an tu all den ebet ne anavez ar Verb nemet an Tad. An Aotrou eo en deus diskleriet dimp an div wirionez-se. Ha setu perak emañ ar Mab o tiskuilh an anaoudegezh eus an Tad dre e emziskleriadur e-unan. An anaoudegezh eus an Tad, setu petra eo Emziskleriadur ar Mab, rak diskleriet e vez pep tra dre ar Verb.

M'en deus an Tad diskleriet ar Mab ez eo evit ma vefe diskleriet e-unan drezañ d'an holl, ha ma c'hellfe, e pep justis, ar re a gred ennañ resev an divreinusted hag ar freskadurezh peurbadel. (Met krediñ ennañ a zo ober e volontez.)

Evit gwir, emañ ar Verb, dre ar grouadelezh hec'h-unan, o tiskleriañ Doue, ar c'hrouer, hag o tiskleriañ dre ar bed an Aotrou oberour ar bed ; ha dre an traoù furmet, ar micherour en deus o furmet ; ha dre e stad a Vab, an Tad en deus e engehentet, eñ ar Mab. An holl a lavar an traoù-se an eil koulz hag egile, met krediñ an eil koulz hag egile ne reont ket. Hogen dre al Lezenn, hag ar Brofeded kenkoulz all, ec'h en em ro ar Verb da anaout, hag e ro ivez e Dad da anaout. Ar Bobl a-bezh, evit gwir, a glevas kerkoulz all an eil evel egile. Ha dre ar Verb e-unan deuet da vezañ gweladus, hag aes stekiñ outañ, ec'h en em ziskouezas an Tad. Zoken mar ne gredas ket an holl ennañ an eil koulz hag egile, e welas an holl an Tad er Mab, da vihanañ. Rak ar pezh na veze ket gwelet eus ar Mab, an Tad an hini 'oa, hag ar pezh na veze ket gwelet eus an Tad, ar Mab an hini 'oa.



Ar Mab, en ur servijañ an Tad, a beurc'hra an holl draoù adalek ar penn kentañ betek ar penn diwezhañ, hag hepzañ ne c'hell den ebet anavezout Doue. Rak an anaoudegezh eus an Tad, ar Mab an hini eo : an anaoudegezh eus ar Mab, en Tad an hini emañ, ha dre ar Mab eo e vez diskleriet. Setu perak e lavare an Aotrou : Den ebet ne anavez ar Mab nemet an Tad, den ebet ne anavez an Tad nemet ar Mab hag ar re en devo ar Mab hen diskuliet dezho. Ar gerioù « m'en devo henn diskuliet » n'int ket bet lavaret e sell eus an amzer da zont hepken, evel pa vije bet kroget ar Verb da ziskuliañ an Tad pa voe ganet eus a Varia ; met implijet int bet en un doare resis evit an holl amzer. Rak adalek an deroù emañ ar Mab o reiñ sikour d'e grouadurien, o tiskuliañ an Tad d'an holl, d'ar re a fell d'an Tad, ha pa fell d'an Tad, hag evel

48 Sizhun I en amzer blaen


ma fell d'an Tad. Ha setu perak eo en holl ha dre an holl draoù ez eus un Doue hepken, an Tad, ur Verb hepken, ar Mab, hag ur Spered hepken, hag ur silvidigezh hepken evit an holl a gred ennañ.
PEBEILGANENN Yan 1, 18; Mzh 11, 27b

P/. Doue, den n'en deus e welet biskoazh ; * Ar Mab Unganet hag a zo en askre an Tad, hennezh en deus hen roet da anaout.

U/. Den ebet ne anavez an Tad nemet ar Mab, hag an neb a blij d'ar Mab hen diskuliañ dezhañ. * Ar Mab Unganet ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ...

PEMPVET DEIZ-LID


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə