Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə9/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   5   6   7   8   9   10   11   12   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ
Deroù eil Lizher sant Paol abostol

da d-Tesalonikaiz 1, 1-12



Salud ha rentañ grasoù da Zoue
1 1 Paol, Silvan ha Timoteos, da Iliz an Desalonikaiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz Krist. 2 Gras deoc'h ha peoc'h digant Doue hon Tad ha digant an Aotrou Jezuz Krist.

3 Bennozhioù dizehan a zleomp rentañ da Zoue diwar ho penn ; reizh eo dimp en ober o vezañ ma talc'h ho feiz da greskiñ ha ma teu karantez pep unan ac'hanoc'h da vezañ brasoc'h-brasañ an eil e-keñver egile, 4 en doare m’hon eus fouge ganeoc'h dirak Ilizoù Doue, en abeg d’ho pasianted ha d’ho feiz, en holl heskinadurioù ha trubuilhoù hoc'h eus da c'houzañv. 5 Aze 'mañ dija ar sin eus barnedigezh reizh Doue,ho tiskouezo dellezek ouzh rouantelezh Doue, pa c'houzañvit ivez poan eviti. 6 Rak hennezh a vo labour reizhder Doue, rentañ glac'har d’ar re a ro glac'har deoc'h, 7 ha deoc'h-c'hwi ar re c'hlac'haret, reiñ an diskuizh a-unan ganimp, d’an Deiz-se m’en em ziskulio an Aotrou Jezuz Krist o tont eus lein an neñv gant Aelez e c'halloud, 8 e-kreiz ar flamm-tan, evit

130 Sizhun IV en amzer blaen
tennañ dic'haou eus ar re n’anavezont ket Doue hag eus ar re na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz. 9 Ar re-se a c'houzañvo kastiz ur gollidigezh peurbadus, pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh splannder e c'halloud, 10 d’an Deiz-se ma teuio evit tennañ gloar eus e Sent hag evit bezañ kavet souezhus e kement hini en devo kredet ; ha c'hwi, kredet hoc'h eus en hon testeni; evel-se e vo d’an deiz-se.

11 Er soñj-se, e pedomp dizehan evidoc'h, evit ma roio Doue deoc'h bezañ dellezek eus e c'halvidigezh, ma kaso da benn gant sikour e c'halloud hoc'h holl vennadoù mat ha labourioù ho feiz ; 12 en doare-se anv hon Aotrou Jezuz a gavo gloar ennoc'h ha c'hwi ennañ, hervez gras hon Doue hag hon Aotrou Jezuz Krist.
PEBEILGANENN kv. 2 Ts 1,10a; S.144(145), 13b

P/ Dont a raio an Aotrou da gaout gloar en e Sent, * Ha souezhus e vo kavet e kement hini en devo kredet.

U/ Feal ez eo an Aotrou en e holl gomzoù ha santel en e holl oberoù. * Ha souezhus ...
EIL LENNADENN

Eus Katekizadurioù sant Kirillos Yerousalem, eskob

(Cat.13,1.3.6.23:. PG 33,771-774. 779.799.802)
Ra vo ar groaz evidout abeg a levenez zoken en amzer an heskinerezh
Digarez da fougeal evit an Iliz katolik ez eo kement tra en deus graet ar C'hrist ; met fouge ar fougeoù ez eo ar groaz. Sant Paol hag a ouie ervat kement-se, a lavar : Arabat din fougeal nemet gant kroaz ar C'hrist.

Peadra da souezhiñ, a dra sur, a oa pan adkavas an den ganet dall ar gweled e feunteun Siloan : met petra e oa se e-keñver dalled ar bed-holl ? Un dra vras ha trec'h d'an natur e oa adsav Lazar d'ar vuhez goude pevar devezh : met ar c'hras-se a selle outañ-eñ-hepmuiken ; ha petra eo kement-se e-tal ar re a oa marvet er bed-holl gant ar pec'hedoù ? Un dra estlammus, pemp baraenn o pourchas boued, e-giz ur vammenn, da bemp mil a

Pempvet Deiz-lid 131
dud : met petra eo kement-se e-skoaz ar re a oa dre an douar a-bezh gwasket gant naon an diouiziegezh ? Ur sebez, a dra sur, dishualañ ur vaouez hag a oa bet hualet e-pad triwec’h vloaz gant Satanaz : met petra eo an dra-se, mar sellez ouzhimp ni holl hag a oa dalc'het gant chadennoù hor pec’hedoù ?

Met gloar ar groaz a roas ar gweled d'ar re a oa dall dre ziouiziegezh, a zigabestras ar re a oa dalc’het dindan o fec'hed, hag a zasprenas gouenn an dud en he fezh.

Arabat deomp enta kaout mezh eus kroaz hor Salver, er c'hontrol, lakaomp hor gloar enni. Ar ger "kroaz" evit ar Yuzevien a oa ur vezh, evit ar baganed, follentez, hag evidomp-ni silvidigezh. Evit ar re a ya da goll ez eo follentez ; evidomp-ni avat hag a zo salvet, nerzh Doue an hini eo. N'eo ket un den, ha netra ken, eo a varve dre garantez evidomp, met Mab Doue, Doue deuet da vezañ den.

En amzer-hont, an oan lazhet dre c'hourc’hemenn Moizez a bellae an distrujer ; Oan Doue avat, hag a zilam pec’hed ar bed, daoust ha ne zieubo ket ar bed eus ar pec'hedoù gant kalz muioc'h a abeg ? Gwad un dañvad direzon a roe ar silvidigezh ; gwad ar Mab Unganet hag-eñ ne zegasfe ket ar silvidigezh-se gant muioc’h a abeg ?

N'eo ket dre redi eo e tilezas Jezuz e vuhez, ha n'eo ket dre nerzh eo bet lazhet, met dre e volontez e-unan eo e varvas. Selaouit petra a lavar : Ar galloud am eus da zilezel va buhez, hag ar galloud am eus d'hec'h adkemer. Dont a reas enta, diwar e ziviz e-unan, d'e basion, leun a- levenez, abalamour d'e oberenn gaer, leun a joa en abeg d'e gurunenn, eürus abalamour da silvidigezh an dud, hep kaout mezh eus ar groaz, rak ar silvidigezh a roe d'ar bed. N'eo ket un den a renk izel e oa an hini a c'houzañve, met Doue en em c'hraet den, hag o stourm da c’hounit priz ar sentidigezh.

Arabat e vefe enta ar groaz joa ha levenez en amzer ar peoc'h hepken. Met, en amzer an heskinerezh ivez, dalc’h an hevelep feiz en he c’heñver, gant aon na vefes mignon da Jezuz en amzer ar peoc'h, hag enebour dezhañ en amzer ar brezel. Resev eta bremañ ar pardon eus da bec'hedoù, hag ar grasoù fonnus a ro da Roue dit e donezon speredel. Pa vo ar brezel oc'h ober e reuz, stourm kalonek evit da Roue.



132 Sizhun IV en amzer blaen
Staget eo bet Jezuz ouzh kroaz evidout, Eñ ha n'en devoa graet pec'hed ebet, ha te ne garfes ket bezañ staget ouzh kroaz evit an Hini a zo bet tachet ouzh ar groaz abalamour dit ? N'eo ket te eo a ra ur vadelezh bennak, rak te eo ac'h eus resevet da gentañ ; met bennozh a lavarez evit paeañ da zle d'an Hini a zo bet staget ouzh ar groaz evidout war ar Golgota.
PEBEILGANENN 1 Kor 1, 18. 23

P/ Kentel ar groaz a zo sotoni evit ar re a ya da goll, * Met evit ar re a vez salvet, da lavaret eo, evidomp-ni, ez eo ur galloud eus Doue.

U/. Ni a brezeg ur C'hrist bet staget, ouzh ar groaz, droukskoilh evit ar Yuzevien, follentez evit ar Jentiled. * Met evit ar re ...
Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ....


C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh an eil Lizher da d-Tesalonikaiz 2, 1-17

Deiz an Aotrou

2 1 Ho pediñ a reomp, breudeur, evit ar pezh a sell ouzh Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist hag hon emgav a-unan gantañ, 2 n’en em lezit ket ken buan-se da vezañ strafuilhet ho soñj na trechalet ho spered en abeg da ziouganoù, pe gomzoù, pe lizher bet kaset ganimp, hervez, a rofe da grediñ emañ aze Deiz an Aotrou. 3 Arabat da zen ebet ho touellañ e stumm ebet. A-raok eo ret e teufe ar renavierezh, hag en em ziskouezfe an Den a Fallagriezh, Mab ar Gollidigezh, 4 an Enebour, an hini en em savo a-enep hag a-us da gement a zoug anv Doue pe a vez kehelet, betek mont da droniñ e-unan e santual Doue ha d’en em dremen e-unan da Zoue.

C'hwec'hvet Deiz-lid 133


5 Hag-eñ n’hoc'h eus ket soñj e lavaren kement-se deoc'h p’edon c'hoazh en ho touez ? 6 Ha gouzout a rit petra a vir bremañ outañ, evit n’en em ziskouezo nemet en e amzer. 7 Rak krog eo dija mister ar Fallagriezh gant e labour ; met a-walc'h eo ma vo tennet kuit an hini a harz outañ.

8 Hag en em ziskouezo neuze ar Fallakr ; hogen an Aotrou a zistrujo anezhañ gant c'hwezh e c'henou, hag a gaso anezhañ da get gant splannder e zonedigezh. 9 Donedigezh ar Fallakr-se a vo avat ouzh he heul, dre c'halloud Satan, a bep seurt oberoù galloudus, sinoù ha burzhudoù tromplus, 10 hag ivez holl douellerezh an droug, evit ar re a ya da 'n em goll dre faot bezañ digoret o c'halonoù da garantez ar wirionez he divije o salvet. 11 Rak-se Doue a gas dezho un nerzh a belbi, en doare ma teuont da grediñ er gaou, 12 ha ma vo kondaonet an holl dud-se n’o devo ket kredet er wirionez, met en em lakaet a-du gant an droug.

13 Ni avat, eo trugarekaat Doue a zleomp ober hep paouez abalamour deoc'h, breudeur karet gant an Aotrou, dre m’en deus Doue ho tibabet adalek ar penn kentañ evit bezañ salvet dre nerzh-santelaat ar Spered ha dre ar feiz er wirionez. 14 D’an dra-se en deus ho kalvet dre hor prezegerezh eus an Aviel, da berc'hennañ gloar hon Aotrou Jezuz Krist.

15 Neuze 'ta, breudeur, dalc'hit start ha mirit ar gelennadurezh hon eus roet deoc'h hag hoc'h eus desket diganimp dre gomz pe dre lizher. 16 Hon Aotrou Jezuz Krist e-unan ha Doue hon Tad hag en deus hor c'haret ha roet dimp dre c'hras frealzidigezh peurbadus hag esperañs eürus, ra frealzint ho kalonoù 17 ha ra greñvaint ac'hanoc'h e pep oberenn ha deskadurezh santel.
PEBEILGANENN Mzh 24, 30; 2 Ts 2, 8a

P/ En em ziskouez a raio sin Mab-an-Den en neñv, * Hag e welint Mab-an-Den o tont gant galloud ha gloar vras.

U/ Neuze en em ziskouezo ar Fallakr, hogen an Aotrou hen distrujo gant c'hwezh e c'henou. * Ha gwelout a raint ...


134 Sizhun IV en amzer blaen
EIL LENNADENN

Eus Hegelennadurioù ur skrivagner speredel eus ar pevare kantved

(Hom. 18,7-11 : PG 34,639-642)

Bezañ leun eus ar C'hrist

Ar re a zo bet kavet dellezek da zont da vezañ mibien da Zoue ha da vezañ adc'hanet eus an nec'h, eus ar Spered Santel, hag o deus en o c'hreiz an Aotrou Krist ouzh o sklerijennañ hag ouzh o c'hennerzhañ, a vez renet gant ar Spered e stummoù liesseurt ha disheñvel. En un doare diwelus, en o c'halonoù, e vezont heñchet gant ar c'hras, e-kreiz peoc'h ar Spered.

A-wezhioù e vezont evel e kañv hag o klemm abalamour da ouenn an dud ; pedennoù a-leizh a lavaront evit holl dud ar bed, ha neuze e tirollont da ouelañ hag emaint en dristidigezh, entanet ma vezont gant ar garantez a-spered e-keñver tud ar bed-holl.

A-wezhioù all avat, e vezont tanflammet gant ar Spered betek ul laouenidigezh hag ur garantez ken bras, ma klozfent an holl dud e diabarzh o c'halon mar bije tu d'hen ober, hep derc'hel kont pe ez int tud vat pe ne dint ket.

A-wezhioù all ec'h en em lakaont dindan an holl dud, dre o izelder a spered, dre m'en em sellont o-unan evel ar re vilañ hag ar re zispletañ eus an holl dud.

A-wezhioù e vezont miret gant ar Spered en ur joa dilavarus.

A-wezhioù e vezont evel un den kadarn a wisk holl armoù ar roue, hag a ya d'ar stourm evit en em gannañ kalonek ouzh an enebourien ha trec'hiñ warno. Evel-se emañ an den speredel : kemer a ra armoù neñvel ar Spered, fardiñ war an enebourien, digeriñ an emgann, ha teurel an enebourien dindan e dreid.

A-wezhioù, en didrouz brasañ, er sioulder hag er peoc'h, e vez an ene o tiskuizhañ hag o 'n em gaout en dudi speredel ha tra ken, en ur peoc'h na c'heller ket diskleriañ, en ur stad eus ar gwellañ.

A-wechoù eo ar c'hras e laka da veizañ, da dañva ha da anaout en un doare dreist dre ar Spered, misterioù na c'hellont ket bezañ displeget na gant an teod na gant ar genou.

A-wezhioù e vez heñvel ouzh kement den a zo.

E meur a c'hiz enta, e ra ar c'hras he labour en traoù-se; heñchañ a ra an ene e kalz a stummoù, ouzh e gonfortiñ, hervez bolontez

D'ar Seizhvet-deiz 135


Doue, hag ouzh e embreger e meur a zoare, evit ma vefe divlam, glan, didamall, dirak an Tad eus an neñv.

Pedomp Doue enta, ni ivez, ha pedomp gant karantez ha goanag bras, evit ma roio dimp gant largentez ar c'hras eus an neñv m'eo donezon ar Spered. Ra zeuio ar Spered e-unan d'hor gouarn, d'hor ren evit ober penn-da-benn bolontez Doue, ha da reiñ dimp diskuizh e meur a zoare, d'hor c'hennerzhañ. Abalamour dimp enta d'en em gaout dellezek dindan ar renerezh-se ha gant labour ar c'hras hag an araokadenn speredel, da dizhout peurleunder ar C'hrist, evel ma lavar an Abostol : Evit ma viot leuniet betek leunder ar C'hrist.


PEBEILGANENN kv. l Yn 2, 20. 27; Yol 2, 23ab

P/ C'hwi hoc'h eus resevet an olevadur a-berzh an Hini Santel ; hag an olevadur hoc’h eus resevet digantañ, ra chomo ganeoc’h. * Ha n'hoc'h eus ket ezhomm e vefe den ouzh ho kelenn, met e olevadur ho kelenn war bep tra.

U/ Tridit ha bezit laouen en Aotrou, ho Toue, dre m'en deus roet deoc’h glav ar reizhded. * Ha n'hoc’h eus ket ...
Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ...


D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh an eil Lizher da d-Tesalonikaiz 3, 1-18



Alioù ha kuzulioù

3 1 A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma-z aio war-raok komz an Aotrou, ha ma vo enoret, evel m’emañ kont du-se, 2 hag evit ma vimp disammet diouzh an dud diskiant ha fall-se; rak kaout feiz n’eo ket tra an holl. 3 Feal avat eo an Aotrou; Eñ an hini ho kreñvaio hag ho miro diouzh an Droug.

136 Sizhun IV en amzer blaen

4 Ya, fiziañs hon eus en Aotrou, diwar ho penn, e talc'hit d’ober ar pezh a c'hourc'hemennomp deoc'h, hag e talc'hot d’ober. 5 An Aotrou da reno ho kalonoù e karantez Doue hag e pasianted ar C'hrist.

6 Urzh a roomp deoc'h, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz Krist, da bellaat diouzh kement breur a vev en diegi ha n’eo ket hervez ar gelennadurezh hoc'h eus resevet diganimp. 7 Gouzout a rit mat hoc'h-unan penaos hoc'h eus da gemer skouer warnomp. Rak n’hon eus ket bevet en ho touez hep labourat, 8 ha ne oa ket ur bara roet dimp en donezon an hini hon eus debret, met labouret ha poaniet hon eus deiz ha noz, evit diwall da sammañ hini ebet ac'hanoc'h. 9 N’eo ket n’hor boa ket ar gwir d’en ober, nemet e felle dimp en em reiñ deoc'h, ni hon-unan, evel ur skouer da heuliañ. 10 Kenkoulz all, p’edomp en ho touez, hon eus kemennet deoc'h an dra-mañ : Nep piv bennak na fell ket dezhañ labourat, ne zle ket debriñ kennebeut-all. 11 Hogen klevout a reomp lavarout ez eus en ho touez hiniennoù a vev en diegi, hep ober netra met o firbouchal bepred. 12 Ar re-se, kemenn a reomp dezho hag e c'houlennomp diganto, en anv an Aotrou Jezuz Krist, labourat er sioulder evit debriñ ur bara o devo gounezet o-unan.13 Ha c'hwi, breudeur, grit ar mad hep skuizhañ. 14 Mar bez unan bennak na sentfe ket ouzh ar pezh a lavaromp el lizher-mañ, notit-eñ, ha paouezit d’e zaremprediñ evit m’en devo mezh. 15 Evelato, na rit ket outañ evel ouzh un enebour, met divankit anezhañ evel ur breur.

16 Aotrou ar peoc'h e-unan da roio deoc'h ar peoc'h e pep amzer hag e pep doare ! An Aotrou da vezo ganeoc'h-holl.

17 Ar salud-mañ a zo eus va dorn din-me, Paol : hennezh eo ar sin d’am holl lizheroù, sed aze va skritur. 18 Gras hon Aotrou Jezuz Krist da vo ganeoc'h-holl.
PEBEILGANENN kv. 1 Ts 2,13b; kv. Efz 1, 13a

P/. P'hoc'h eus resevet komz Doue, * He degemeret hoc’h eus n'eo ket evel ur gomz a-berzh tud, met, evel ma-z eo e gwirionez, evel komz Doue.

U/ Selaouet hoc’h eus komz ar wirionez, keloù mat ho silvidigezh. * He degemeret ...

D'ar Seizhvet-deiz 137


EIL LENNADENN

Eus Kenreizhadur pastorelezh  Gaudium et spes

an Eil Holleskebbod er Vatikan

diwar-benn an Iliz en amzer a-vremañ

(Nn.35.36)
Diwar-benn oberiantiz mab-den

Oberiantiz mab-den, e-giz ma teu eus an den, a zo urzhiet war-zu ennañ ivez. Rak an den, pa labour, a zegas kemm, n'eo ket hepken en traoù hag er gevredigezh, met en em wellaat a ra e-unan. Kalz a draoù a zesk ; displegañ a ra e c'halloudezhioù ; mont a ra er-maez anezhañ e-unan ha mont dreist ivez. Ar seurt kreskañs-se, mar bez komprenet evel m'eo dleet, a zo brasoc'h he zalvoudegezh eget ar bernioù pinvidigezhioù diavaez a c'heller dastum. Muioc'h e talvez an den dre ar pezh ez eo eget dre ar pezh en deus.

Evel-se ivez, kement a ra an dud evit lakaat da ren brasoc'h reizhded, amploc'h breudeuriezh, deneloc'h urzh en darempredoù kevredadel, a zo brasoc'h e dalvoudegezh eget an araokadennoù teknikel. An araokadennoù-mañ, gwir eo, a c'hell pourchas danvez, lakaomp, da uhelaat stad an den, met ne c'hellont ket donet a-benn a gement-se drezo o-unan.

Homañ eo enta reolenn oberiantiz mab-den : ma kloto, hervez mennad ha bolontez Doue, gant mad gwirion an Denelezh, ha ma permeto d'an den, evel hinienn pe evel ezel ar gevredigezh, diorren ha seveniñ e c'halvedigezh.

Bez' ez eus koulskoude en hon amzer-ni, kalz a dud hag o deus aon, war a seblant, mar befe unanet re strizh oberiantiz mab-den ouzh ar relijion, na vefe kement-se ur riskl evit emc'houarnerezh an dud, ar c'hevredigezhioù pe ar skiantoù. Met ma-z intenter dre ar gerioù emc'houarnerezh traoù an douar, o deus an traoù krouet, ar c'hevredigezhioù ivez, o lezennoù hag o zalvoudegezhioù dezho o-unan, hag a zle bezañ anavezet tamm-ha-tamm, implijet hag urzhiet gant an den, neuze ez eo reizh-meurbet goulenn groñs ur seurt emc'houarnerezh. Ha kement-se n'eo ket tud hon amzer hepmuiken a zo ouzh hen goulenn, met klotañ a ra ivez gant youl ar C’hrouer. Eus o stad a draoù krouet

138 Sizhun IV en amzer blaen
eo e teu d'an holl draoù o dalc'h e gwirionez, o madelezh dezho o-unan, o lezennoù hag o urzhiadur. Dleet eo enta d'an den doujañ kement-se hag anavezout doareoù-labourat ispisial pep skiant ha pep micher.

Setu perak ez eo permetet klemm war droioù-spered 'zo, hag a gaver a-wezhioù zoken e-touez ar gristenien, dre na welont ket sklaer a-walc'h reizhded emc'houarnerezh ar skiant. Ac'hano e sav bec'h ha breutadeg, ar pezh en deus lakaet kalz a speredoù da grediñ ez eus enebiezh etre ar feiz hag ar skiant.

Met ma-z intenter dre ar ger emc’houarnerezh traoù an douar n'emañ ket an traoù krouet dindan dalc’h an Aotrou Doue, hag e c'hell mab-den ober ganto hep derc'hel kont eus ar c'hrouer, neuze den ebet a gred e Doue hag hen anavez, a gement a c'hell chom hep santout pegen faos ez eo kredennoù ha tezennoù evel-se. Rak da get ez a ar Grouadelezh hep ar C'hrouer.
PEBEILGANENN Adl 2, 7; 8, 5b

P/ Da venniget en deus en holl labourioù da zaouarn ; taolet en deus evezh ouzh da gerzhadeg a-dreuz ar gouelec'h bras, * Ganit-te edo an Aotrou, da Zoue, ha n'eus manket netra dit-te.

U/ Evel ma kastiz un tad e vugel, evel-se en deus Doue da gastizet. * Ganit-te edo ...
Pedenn

Roit dimp ar c’hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ...

V-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù ar sizhun gentañ


D'ar 1-añ Pardaezlid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

C’hwi eo holen an douar, hogen ma teu an holen da zivlaziñ, gant petra e vo sallet ? eme an Aotrou d'e ziskibled.


Er bloaz B

Pa voe deuet an abardaez-noz e voe degaset dezhañ an holl glañvourien, ha yac'haat a reas klañvourien e-leizh taget gant drougoù a bep seurt.


Er bloaz CH

Pignat a reas Jezuz er vag, hag o vezañ aet en e goazez e kelenne ar bobl.


Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakomp ennoc'h hepken hon esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...




Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Deroù eil Lizher sant Paol abostol

d'ar C'halated 1, 1-12

Aviel Paol

1 1 Paol, abostol n’eo ket a-berzh an dud, na dre un den bennak, met dre youl Jezuz Krist ha Doue an Tad en deus e zihunet a-douez ar re varv ; 2 hag ivez an holl vreudeur a zo ganin, da Ilizoù Galatia. 3 Gras deoc'h ha peoc'h digant Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz Krist, 4 a zo en em roet e-unan en abeg d’hor pec'hedoù, evit hon diframmañ diouzh ar bed drouk a-vremañ,

140 V-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen


hervez bolontez Doue hon Tad ; 5 dezhañ ra vo ar c'hloar da holl viken. Amen.

6 Souezhet on ho pefe ken buan-se dilezet an Hini en deus ho kalvet dre c'hras ar C'hrist, evit tremen d’un Aviel all ; 7 daoust n’eus ket unan all, n’eus nemet tud 'zo a laka strafuilh en ho touez hag a fell dezho eilpennañ Aviel ar C'hrist. 8 Ac'hanta ! na pa zeufemp ni hon-unan, pe un ael eus an neñv, da gemenn deoc'h un Aviel disheñvel diouzh an hini hon eus kemennet deoc'h, ra vo milliget ! 9 En lavaret hon eus dija, hag hiziv en lavaran adarre, mar kemenn deoc'h unan bennak un Aviel disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, ra vo milliget ! 10 Gant-se, bremañ, hag-eñ eo grad-vat an dud a glaskan gounit pe hini Doue? Hag-eñ e klaskan plijout d’an dud ? Mar d-eo c'hoazh d’an dud e klaskfen plijout, n'eo ket servijer ar C'hrist e vefen ken.

11 En diskleriañ a ran deoc'h enta, breudeur, an Aviel am eus kemennet n’eo ket diouzh doare an den. 12 Rak n’eo ket digant un den em eus e resevet pe e zesket, met dre ziskuliadur Jezuz Krist.
PEBEILGANENN Gal 1, 3-4a. 10c

P/ Gras deoc'h ha peoc’h digant Doue hon Tad ha digant an Aotrou Jezuz Krist, * A zo en em. roet e-unan en abeg d'hor pec'hedoù.

U/ Mar d-eo c'hoazh d'an dud eo e klaskfen plijout, ne vefen ken servijer ar C'hrist. * A zo en em roet ...
EIL LENNADENN

Eus Dispakadur sant Aogustin eskob,

diwar-benn al Lizher d'ar C'halated

(Praefatio PL 35,2105-2107)



Komprenomp petra eo gras Doue

Skrivañ a reas an abostol Paol al Lizher d'ar C'halated evit ober dezho kompren e laboure gras Doue enno evit na vefent mui dindan al Lezenn gozh. Rak goude ma oa bet prezeget dezho gras an Aviel e oa en em gavet darn eus kostezenn ar Yuzevien - evito da zougen an anv a gristen - ha na gomprenent ket c'hoazh



V-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 141

koulskoude efed madelezhus ar c’hras, hag a venne bepred chom dindan bec'hioù al Lezenn. Al Lezenn-se a oa bet roet gant an Aotrou Doue da dud na oant ket e servij ar wirionez, met ar pec'hed, abalamour da zizoleiñ o fec'hedoù ha n'eo ket d'o dilemel kuit. Rak o tilemel kuit ar pec'hedoù n'eus nemet gras ar feiz hag a labour dre ar garantez. Dindan ar c'hras-mañ an hini eo en em gave enta ar C'halated ; ar re all avat a venne o lakaat dindan bec'hioù al Lezenn, en ur lavarout ne servijfe an Aviel da netra dezho nemet amdroc'het e vefent ha degemer a rafent gizioù korfel all al liderezh Yuzevat.

Setu perak e oant krog da gaout diskred war an abostol Paol, eñ hag en devoa prezeget dezho an Aviel, evel pa n'en dije ket bet dalc’het mat da c'hiz an ebestel all a redie ar baganed da Yuzevekaat. Pleget en devoa an abostol Pêr d'an dud-se dre ma vezent gwallskoueriet, ha kaset e oa bet betek mont d'ober seblant, evel pa gredfe e-unan zoken ne dalveze netra an Aviel d'ar baganed nemet e rafent hervez gourc’hemennoù pounner al Lezenn. Sant Paol avat en devoa rebechet an taol-se dezhañ, evel ma kont e-unan el lizher-mañ. An hevelep kudenn a gaver ivez el Lizher d'ar Romaned, nemet koulskoude e seblant ez eus un diforc'h bennak etrezo : el Lizher d'ar Romaned e tiskoulm ar gudenn hag e laka termen d'ar prosez a oa savet etre ar re a oa eus kostezenn ar Yuzevien hag ar re eus ar baganed o devoa degemeret ar feiz.

El lizher-mañ avat e skriv d'ar re a oa lakaet da vrallañ gant levezon an dud a oa eus tu ar Yuzevien hag o redie da heuliañ gizioù al Lezenn. Krog e oant da fiziout enno, evel pa n'en dije ket Paol prezeget ar wirionez, dre n'en devoa ket goulet e vijent bet amdroc'het. Setu perak e krog e lizher evel-hen : Souezhet on ho pefe ken buan-se dilezet an Hini en deus ho kalvet dre c'hras ar C'hrist, evit tremen d'un Aviel all.

Gant an digoradur-se e verk berr-ha-berr doare ar gudenn. Diwallomp koulskoude ; rak er salud e-unan, pa lavar ez eo abostol neket a-berzh an dud, na dre un den bennak, (ar pezh na gaver e lizher all ebet, kaer a zo klask), e tiskouez a-walc’h edo ar re o alie d'ober ar seurt traoù-se, nann a-berzh Doue met a-berzh an dud ; hag e oa arabat ouzhpenn, evit pezh a sell ouzh ar veli da

142 V-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
zougen testeni d'an Aviel, hen sellout evel un den ha na vefe ket par d'an ebestel all ; rak gouzout a ouie e oa abostol, neket a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz Krist ha dre Zoue an Tad.
PEBEILGANENN Gal 3, 24-25. 23

P/ Al Lezenn a voe hor mestr-studi da c'hortoz ar C'hrist, dimp da vezañ neuze lakaet reizh dre ar feiz ; * Met ur wezh deuet ar feiz n'emaomp ket ken dindan ar mestr-studi.

U/ A-raok donedigezh ar feiz e oamp dalc'het dindan gward al Lezenn, da c'hortoz ma teufe ar feiz-se da vezañ diskuliet. * Met ur wezh ...
MEULGAN C'hwi Doue, 568.


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   5   6   7   8   9   10   11   12   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə