Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə7/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   2   3   4   5   6   7   8   9   10   ...   27

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 30, 1-20

Promesa ar pardon goude an harlu

En deizioù-hont e c'halvas Moizez holl Israel, hag e lavaras dezho :



1 Pa vo erruet warnout an holl draoù-mañ, bennozhioù ha mallozhioù, a lakan dirazout, o adlakai ez kalon e-barzh an holl vroioù en devo da vountet an Aotrou, da Zoue, enno. 2 Hag ez addeui war-zu an Aotrou, da Zoue, hag e selaoui ouzh e vouezh, ouzh kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien; a holl galon, a holl ene. 3 Hag e tistroio an Aotrou, da Zoue da brizonidi, hag en devo truez ouzhit, hag ec'h adtolpo ac'hanout diouzh an holl bobladoù en devoa da strewet an Aotrou, da Zoue,

Pempvet Deiz-lid 105
enno; 4 nag e vefe da harluidi e dibenn an neñv, ale-hont e vo tolpet gant an Aotrou, da Zoue, hag ale-hont az kemero, 5 hag az kaso an Aotrou, da Zoue, etrezek ar vro a berc'henne da hendadoù hag a berc'henni; hag e roio eurvad dit hag az lakaio niverusoc'h eget da dadoù.

6 Hag ez amdroc'ho an Aotrou, da Zoue, da galon ha kalon da lignez, evit karout an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, evit ma c'helli bevañ. 7 Hag e lakaio an Aotrou, da Zoue, an holl vallozhioù-mañ war da enebourien ha war ar re o deus kas ouzhit ouzh da heskinañ. 8 Hag a-nevez e senti ouzh mouezh an Aotrou, en ur ober diouzh e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv.

9 Ha da zreist-fonnañ a ray an Aotrou, da Zoue, en holl oberoù da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da chatal hag e frouezh da zouar, evit kaout eurvad ; rak adkregiñ a ray an Aotrou da reiñ levenez dit hag eurvad, evel ma roe levenez d’az tadoù. 10 Gant ma selaoui koulskoude mouezh an Aotrou, da Zoue, en ur virout e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù skrivet e levr al Lezenn-mañ, pa zistroi davet an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene.

11 Rak ar gourc'hemennoù-mañ a gemennan-me dit hiziv, ned int ket re ziaes evidout, na lakaet re bell ; 12 n’emaint ket lec'hiet en neñvoù, en doare ma c'hellfes lavarout : « Piv a vo gouest da bignat evidomp d’an neñv da gerc'hat anezho dimp, da ober dimp klevout anezho, ha ma raimp diouto ? ». 13 Ha n’emaint ket tra-mor, ma klemmfes ha ma lavarfes : « Piv a c'hello tremen evidomp tra-mor d’o c'herc'hat dimp, d’o reiñ dimp da glevout, evit ma c'hellfemp o c'hlevout hag ober diouto? 14 Met tost dit emañ al Lavar, meurbet : ez kenou, ez kalon, evit hen ober.

15 Sell mat ! Lakaat a ran dirazout hiziv ar vuhez hag an eurvad, hag er c'hontrol, ar marv hag ar gwalleur. 16 Mar selaouez ouzh gourc'hemennoù an Aotrou, da Zoue hag a gemennan-me dit hiziv : karout an Aotrou, da Zoue, kerzhout gant e hentoù ha mirout e c'hourc'hemennoù, e reolennoù, e setañsoù, e vevi ; hag e kresko da niver, hag e vennigo ac'hanout an Aotrou, da Zoue, er vro emaout o vont enni d’he ferc'hennañ

106 Sizhun III en amzer blaen
17 Met mar tro da galon, mar ne sentez ket, mar en em lezez da vezañ bountet da azeuliñ doueoù all ha d’o servijañ, 18 e tisklerian deoc'h hiziv ez eot da goll ha ne reot ket hir deizioù war an douar emaoc'h o tremen ar Yordan da vont warnañ d’e berc'hennañ.

19 Testoù a lakan warnoc'h hiziv an neñv hag an douar: buhez ha marv am eus lakaet dirazout, bennozh ha mallozh ! Dibab ar vuhez evit bevañ, te ha da lignez ! 20 Kar an Aotrou, da Zoue, sent ouzh e vouezh hag en em stag outañ, rak eñ eo da vuhez, hag az po hir deizioù da chom war an douar en devoa touet d’az hendadoù Abraham, Izaak ha Yakob reiñ dezho».
PEBEILGANENN Yrm 29, 13-14a ; Mzh 7, 7b
P/. Va c'hlask a reot hag e kavot mar am c'hlaskit a holl galon; * Hag e vin kavet ganeoc'h, - diougan an Aotrou - hag e tistroin ho prizonidi.

U/. Klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h. * Hag e vin kavet ...


EIL LENNADENN.
Eus Prezegennoù Ioannes Mediocris Neapolitanus,

eskob

(Sermo 7 : PLS 4,785-786)



Kar an Aotrou Doue ha baie gant e hentoù

An Aotrou eo va sklerijenn ha va silvidigezh, piv a rafe din spontañ ? 0, brasat servijer, pa ouie penaos e veze sklerijennet ha peseurt e veze an hini a veze sklerijennet. Gouloù a wele, n'eo ket ar gouloù hag a ya etrezek an noz, met ar gouloù-se ha na wel ket al lagad anezhañ. Ar speredoù sklerijennet gant ar gouloù a gomzan anezhañ, ne gouezhont ket er pec'hedoù, ne sac'hont ket er gwallyouloù.

Lavarout a rae an Aotrou : Baleit e-keit ha ma-z eus gouloù ennoc'h. A beseurt gouloù e komze eta, nemet diwar e benn e-unan ? eñ hag en deus lavaret : Me eo ar gouloù



Pempvet Deiz-lid 107
deuet er bed, evit na welo ket ar re a wel, ha ma resevo an dud dall ar gouloù. An Aotrou enta, hor sklerijenn, heol a reizhded, en deus skedet e Iliz katolik skignet e pep lec’h, hag a huche ar Profed en e skeudenn :Va sklerijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakfe da spontañ ?

An den diabarzh ur wezh sklerijennet ne gamm ket, ne dec'h ket diwar an hent, gouzañv a ra pep tra. An hini a wel e vammvro eus a bell, a stourm ouzh an trubuilhoù, ne gemer ket a c'hlac'har gant traoù tremeniat, met kennerzh a gav e Doue ; izelaat a ra e galon ha derc’hel penn, hag abalamour d'e izelded en devez pasianted. Ar gouloù-mañ, an hini gwirion, hag a sklaera kement den a zeu er bed-mañ, en em ro d'ar re o deus doujañs en e geñver ; en em sil a ra en hini a fell dezhañ, 'lec’h ma fell dezhañ ; em ziskuilh a ra d'an hini a fell d'ar Mab.

An hini a oa azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, e teñvalderioù ha skeud ar pec'hedoù, pa sav ar gouloù ec'h euzh outañ e-unan, en em izela gant keuz, ruziañ gant ar vezh, hag e lavar : va sklerijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakfe da spontañ ?.Silvidigezh vras, va breudeur. Ar silvidigezh-­se ne zouj ket ar sempladurezh, n'he deus ket aon rak ar skuizhder, ne wel ket ar boan. Dleet eo dimp enta krial a holl nerzh, n'eo ket gant hon teod hepken, met gant hor spered : va sklerij­enn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakfe da spontañ ? Mar deo Eñ a sklaera, a salv, piv a sponto ? Ra zeuio skeudoù ar gwall-atizoù, an Aotrou eo va sklerijenn. Dont a c'hellont, trec'hiñ ne c'hellont, tagañ hor c'halon, ket he c'hounit. Ra zeuio dallentez ar wallc'hoantegezh, an Aotrou eo va sklerijenn. Hon nerzh eo Eñ hag en em ro dimp, ha ni en em ro dezhañ ivez. Redit d'ar mezeg, pa c'hellit, betegout na c'hellfec'h ket pa vennit.
PEBEILGANENN Fur 9, 10. 4a

P/ Kasit, Aotrou, ho furnez eus kador veur ho klod, evit ma 'm skoazello ha ma labouro ganin ; * Ha ma-z anavin petra a blij deoc'h.

U/ Roit din, Aotrou, ar furnez en em zalc'h dirak ho tron. * Ma ouezin ...

108 Sizhun III en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc’h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santel­ezh hag a vertuz. Dre hon Aotrou ...



C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 31, 1-15

Komzoù diwezhañ Moizez
En deizioù-hont : 1 ez eas Moizez da lavarout an traoù-mañ da holl Israel. 2 Lavarout a reas dezho : « Oadet a gant ugent vloaz ez on hiziv; n’hallan ken mont ha dont, hag an Aotrou en deus lavaret din: ne dremeni ket ar Yordan-se. 3 An Aotrou, da Zoue, a dremeno ez raok hag a zistrujo ar pobloù-se a-dirazout hag o diberc'henno. Ha Josoua a dremeno ez raok evel m’en deus lavaret an Aotrou. 4 Hag e ray an Aotrou dezho evel m’en devoa graet da Sehon ha da Og, rouaned Amoriz, ha d’o bro, ouzh o distrujañ. 5 O lakaat a ray an Aotrou dirazout, hag e reot dezho a-grenn hervez an urzhioù am eus roet deoc'h. 6 Dalc'hit ho krog ! Bezit kreñv ha dizaon, dispont dirazo ! rak an Aotrou, da Zoue, a gerzh ganeoc'h: da zilezel, da zilezel ne raio ket ».

7 Hag e c'halvas Moizez Josoua, hag e lavaras dezhañ ouzh daoulagad holl Israel: « Dalc'h krog ! Bez kreñv ! rak te eo a yelo gant ar Bobl-mañ d’ar vro en deus touet an Aotrou d’o zadoù he reiñ dezho, hag he reiñ a ri en hêrezh dezho. 8 An Aotrou, Eñ, a gerzho ez raok, a vo ganit; da zilezel, da zilezel ne ray ket. Bez dizaon ! na gren ket ! »

9 Hag e skrivas Moizez al Lezenn-mañ, a roas d’ar veleien, mibien Levi, dougerien Arc'h Emglev an Aotrou, ha da holl gozhidi Israel. 10 Hag urzhioù a roas Moizez dezho en ur lavarout: «Bep seizh vloaz, gant gouel ar bloavezh Distaol, ha

C'hwec'hvet Deiz-lid 109
fest al Logelloù, 11 pa zeuio holl Israel da welout dremm an Aotrou, da Zoue, el lec'h en devo dibabet, e lenni al Lezenn-mañ dirak holl Israel, en o divskouarn. 12 Bod ar Bobl, ar wazed, gwragez, bugale, hag an ostizidi a vo ez torojoù, evit he selaou ha deskiñ, ha kaout doujañs an Aotrou, ho Toue, ma vezint aketus da ober diouzh holl lavarioù al Lezenn-mañ.

13 Hag o mibien, ha n’he anavezont ket, he c'hlevo hag a zesko doujañ an Aotrou, ho Toue, e-pad an holl zeizioù ma vevot war an douar ez it da dremen ar Yordan betek ennañ d’e berc'hennañ ».

14 Hag e lavaras an Aotrou da v/Moizez : « Setu ma-z eo tost an deizioù ma varvi; galv Josoua; en em zalc'hit e Teltenn an Emvod, hag e roin urzhioù dezhañ ». Hag ez eas Moizez ha Josoua, hag en em zalc'hjont e Teltenn an Emvod. 15 Hag en em ziskouezas an Aotrou en Deltenn, er peul-koabr, hag en em zalc'has ar peul-koabr war dreuzoù an Deltenn.

23 Hag e roas urzhioù da Josoua, mab Noun, en ur lavarout : « Dalc'h da grog ha bez kreñv ; rak te a gaso mibien Israel d’ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit ».
PEBEILGANENN Adl 31, 7b-8 ; Krl 3, 26

P/. Dalc'h krog ! Bez kreñv ! Rak an Aotrou, da Zoue, * Eñ a gerzho ez raok, Eñ a vo ganit ; bez dizaon.

U/. Rak an Aotrou a vo ouzh da gostez, hag a viro ouzh da dreid a vezañ tapet. * Eñ a gerzho ...
EIL LENNADENN

Eus Addisplegadur sant John Fisher



eskob ha merzher, war ar salmoù

(Ps 101 : Opera omnia, ed.1597, pp.1588-1589)


Burzhudoù an Aotrou Doue
Da gentañ e tennas Doue pobl Israel eus a sklavelezh an Egipt, en ur ober kalz a daolioù souezhus ha burzhud­où. Ober a reas dezho treuziñ ar Mor Ruz hep glebiañ o

110 Sizhun III en amzer blaen
zreid ; eus boued an neñv, Manna ha koailhed eo o magas er gouelec'h ; ha pa c'houzañvent sec'hed e tennas eus ur garreg kalet-tre ur stivell diheskus ; an trec'h a roas dezho war an holl enebourien a rae brezel garv outo ; d'ar Yordan e reas mont ur pennad a-enep d'he red naturel ; ar vro prometet a rannas hag a ingalas hervez niver o meuriadoù hag o ziegezhioù,. Met daoust m'en doa pourchaset dezho gant kement a garantez hag a largentez an traoù-se, an dud dizanaoudek-se, evel p'o dije ankoun­ac’haet pep tra, dilezet ha distaolet servij Doue, en em stagas alies ouzh pec'hed argarzhus an idolerezh.

Ha ni da c'houde, pa oamp paganed, o vont d’an idoloù mut diouzh ma vezemp kaset, e troc'has ac’hanomp diwar olivezenn but ar baganiezh evit hon imboudañ, goude bezañ torret zoken ar brankoù naturel, war an olivezenn wirion ma oa pobl ar Yuzevien, hag e reas dimp bezañ lodek e gwrizienn hag e druzoni e c'hras dezhañ e-unan. Hag a-barzh ar fin, "n'en deus ket espernet e Vab e-unan, met hen roet en deus evidomp-holl, evel ur brofadenn hag un aberzh a c'hwez-vat da Zoue, evit hon dasprenañ a bep fallagriezh, ha glanaat evitañ e-unan ur bobl douget d'an oberoù mat".

An holl vadelezhioù-se, daoust ma-z int, ne lavaran ket prouennoù, met testenioù diarvar eus karantez divuzul Doue en hor c'heñver hag eus e vad­obererezh, ni avat, tud dizanaoudek a-grenn, hag aet zoken pell en tu-hont da holl vevennoù an dizan­aoudegezh, ne anzavomp ket brasted ar madoberoù-se, met disprizout a reomp kentoc'h krouer ha roer madoù ken bras. Fae a reomp warnañ zoken. Hag an drugarez dispar-se, diskouezet hep ehan e-keñver. pec'herien, n'hon doug ket zoken da urzhiañ hor buhez hag hor gizioù-bevañ hervez e c'hourc'hemenn santel-meurbet.

Dellezek a dra sur eo an traoù-se da vezañ skrivet evit ar rummadoù da zont ma vo soñj anezho da viken ; evel-se, an holl dud hag a vo en amzer-da-zont merket war roll ar gristenien, oc’h anaout ar vadelezh ken bras-se eus Doue en hor c'heñver, ne baouezint biken, da vare ebet, da ganañ meuleudioù an Aotrou Doue.

D'ar Seizhvet-deiz 111
PEBEILGANENN S.67(68), 27; 95(96),1

P/ En emvodoù, kanit meuleudi da Zoue, * D'an Aotrou, c'hwi eus gouenn Israel.

U/ Kanit d'an Aotrou ur ganenn nevez ; kanit d'an Aotrou, tud an douar a-bezh. * D'an Aotrou ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santelezh. Dre hon Aotrou ...


D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 32, 48-62; 34, 1-12


Marv Moisez
En deizioù-hont : 48 komz a reas an Aotrou ouzh Moizez, d’an hevelep deiz, en ur lavarout: 49 « Pign war venezioù an Abarim aze, da venez Nabo, a zo e bro Moab, rag-enep da Yeriko, ha sell ouzh bro-Ganaan a roin da vibien Israel da zomani. 50 Ha marv war ar menez-se, a vi pignet warnañ; hag e vi dastumet gant da dud, evel ma varvas Aaron, da vreur, e Hor-ar-Menez, hag e voe dastumet gant e dud. 51 Rak bet oc'h difeiz ouzhin e-touez mibien Israel, da zeizioù Meribat-Kades, e gouelec'h Sin: n’ho poa ket va santelaet e-touez mibien Israel. 52 A-dal eo e weli ar vro, met e-barzh ned i ket, e-barzh ar vro a roan da vibien Israel ».

34,1 Hag e pignas Moizez, eus stepennoù Moab, da venez Nabo, war benn ar Pisga, a zo rag-enep Yeriko. Hag e tiskouezas dezhañ an Aotrou an holl vro, ar Galaad betek Dan 2 hag holl Neftali, ha douar Efraim, ha douar Manase, hag holl

112 Sizhun III en amzer blaen
zouar Youda, betek ar Mor, a-dreñv, 3 an Negev hag ar Gampoullenn, saonenn Yeriko, kêr ar palmez, betek Sour. 4 Hag e lavaras an Aotrou dezhañ : « Setu ar vro am eus touet da Abraham, da Izaak ha da Yakob en ur lavarout : D’az lignez he roin. He diskouez a ran dit, ez taoulagad, met betek enni ne dreuzi ket ».

5 Hag e varvas eno Moizez, servijer an Aotrou, e bro Moab, war urzh an Aotrou. 6 Hag e voe beziet en draonienn, e bro Moab, rag-enep da v/Bet-Peor, ha den n’en deus anavezet e vez betek hiziv. 7 Ha Moizez en devoa kant ugent vloaz pa varvas. Ne oa ket gwanaet e lagad, ne oa ket dizeriet e sabr. 8 Hag e ouelas mibien Israel da v/Moizez, e stepennoù Moab, tregont deiz. Hag ez echuas deizioù-gouelañ kañvoù Moizez.

9 Ha Josoua, mab Noun, a oa leun gant ar spered a furnez, rak harpet en devoa Moizez e zaouarn warnañ. Hag e sentas outañ mibien Israel, en ur ober hervez m’en devoa gourc'hemennet an Aotrou da v/Moizez.

10 Ne savas ken ur profed en Israel evel Moizez,en devoa e anavezet an Aotrou dremm ouzh dremm. 11 Nag a sinoù, a vurzhudoù e voe kaset gant an Aotrou da ober e bro-Egipt, enep Faraon, e holl servijerien hag e holl vro ! 12 Nag a draoù dre e zorn kreñv ! Pebezh spont bras a reas Moizez ouzh daoulagad holl Israel !
PEBEILGANENN Yn 1, 14bc.16a.17; Sir 24, 23
P/ Ar Verb en deus savet e deltenn en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, hag eus e leunder hon eus holl resevet ; rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, * Ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz Krist.

U/ Al lezenn en deus kemennet dimp Moisez, evel hêrezh evit bodadegoù Yakob. * Ar c'hras ...


D'ar Seizhvet-deiz 113

EIL LENNADENN
Eus Kenreizhadur pastorelezh  Gaudium et spes

an Eil Holleskebbod er Vatikan

diwar-benn an Iliz en amzer a-vremañ

(Nn.18.22)


Mister ar marv

Dirak mister ar marv en em ziskouez en he gwashañ ­kudenn stad mab-den. Enkrezet eo mab-den gant ar boan, ha dre ma-z a dismantr e gorf war gresk ; met en tu-hont da se, ha muioc'h c'hoazh, gant an aon da vezañ peurzistrujet da viken. Douget gant pleg naturel e galon, e varn ervat an traoù pa zistaol gant euzh, ha pa zinac'h an distruj leun, ha rivin dieil-tro e bersonelezh. An hadenn a beurbadelezh hag a zo en e greiz, pa ne c'hell ket bezañ sellet evel materi hepken, en em sav a-enep ar marv. Holl gavad­ennoù an deknikelezh, forzh pegen talvoudek ma-z int, n'emaint ket evit sioulaat e anken : ar vuhez hiraet gant sikour ar viologiezh. ne c'hell ket terriñ ar c'hoant-se d'ur vuhez all, hag a zo sanket ken don en e galon ma ne c'hell ket bezañ mouget.

Dirak ar marv e chom berr ijin mab-den ; met an Iliz koulskoude, kelennet gant sklerijenn Doue, a lavar sklaer ez eo bet krouet an den evit ur finvez eürus, en tu all da reuzioù an douar-mañ. Ouzhpenn-se, marv ar c'horf, ha n'en dije ket bet an den da c’houzañv mar n'en dije ket pec'het, a vo trec'het un deiz, evel ma lavar ar Feiz kristen, pa vo rentet d'an den, gant ar Salver hollc'halloudek ha trugarezus, ar silvidigezh bet kollet dre e faot. Rak, Doue en deus galvet hag a c’halv an den evit m'en em stago outañ, gant e natur a-bezh, en unaniezh peurbadel ar vuhez doueel digemm­us. An trec'h-se, ar C’hrist en deus e c’hounezet en ur adsevel a varv da vev, en ur zieubiñ mab-den eus ar marv dre e varv dezhañ e-unan. Da gement den a gar en em soñjal, ar feiz kinniget gant abegoù divrall a c'hell reiñ ur respont d'e anken diwar-benn e amzer da zont ; kinnig a ra tu ivez da chom unanet er C'hrist gant breudeur karet aet da Anaon, dre reiñ an esper o deus bet kavet e-tal Doue ar gwir vuhez.

114 Sizhun III en amzer blaen
A dra sur ez eo ret d'ar c’hristen, hag un dever ez eo evitañ, stourm ouzh an droug a-dreuz kalz a drubuilhoù, hag ivez gouzañv ar marv. Met lodek e mister Pask, o tont da vezañ heñvel ouzh ar C'hrist en e varv, ez ay, nerzhet gant an esperañs, etrezek an adsav d'ar vuhez.

Kement-se avat a dalvez, n'eo ket hepken evit ar gristenien, met ivez evit an holl dud a volontez vat, gant ar c'hras o labourat en un doare diwelus en o c'halonoù. Peogwir ez eo bet marvet ar C'hrist evit an holl dud, ha pa-z eo pal diwezhañ galvedigezh an den an hevelep hini evito, da lavarout eo, Doue e-unan, e tleomp krediñ e ro ar Spered Glan, d'an holl, ar galloud, en ur stumm anavezet gant Doue, da vezañ lodek e mister Pask.

Setu aze petra eo, ha pegen bras eo, mister mab-den evel ma par dirak daoulagad an dud a feiz dre an Diskuliadur kristen. Dre ar C’hrist enta, hag er C’hrist ez eo sklerijennet kudenn ar boan ha kudenn ar marv a flastr ac'hanomp a-ziavaez d'e Aviel. Dasorc’het eo bet ar C’hrist ; dre e varv en deus distrujet ar marv, ha roet en deus dimp ar vuhez gant largentez, evit ma c'hellfemp dont da vezañ mibien er Mab, ha youc’hal er Spered Santel : Abba, Tad.
PEBEILGANENN S 26(27), 1; 22(23), 4ab

P/ Va sklerijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakfe da spontañ ? * Difenn va buhez eo an Aotrou, piv am lakfe da grenañ ?

U/ Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv, n'em bo aon rak droug ebet, rak c'hwi a zo ganin. * An Aotrou ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santelezh. Dre hon Aotrou ...


115
IV-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù ar pevare sizhun


D'ar 1-añ Pardaez-lid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

0 welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez ; hag e tostaas outañ e ziskibien ; neuze e stagas da gomz ha d'o c'helenn dre lavarout : Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo rouantelezh an neñvoù.


Er bloaz B

Souezhet-bras e oa an holl gant kelennadurezh Jezuz ; rak, o c'helenn a rae e-giz un den o kaout beli.


Er bloaz CH

Souezhet e oa an holl gant ar c'homzoù kaer a zeue eus genou Jezuz.


Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Deroù eus Lizher kentañ sant Paol abostol

da d/Tesalonikaiz 1, 1 – 2, 12

Al liammoù etre sant Paol hag Iliz an Desalonikaiz


1 Paol, Silvan ha Timoteos, da Iliz an Desalonikaiz e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz Krist ; gras deoc'h ha peoc'h.

2 Bennozhioù dizehan a lavaromp da Zoue abalamour deoc'h-c'hwi holl, oc'h ober meneg ac'hanoc'h en hor pedennoù, 3 o kaout soñj bepred eus oberiantiz ho feiz, eus labour ho

116 IV-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen


karantez, eus dalc'husted hoc'h esperañs en hon Aotrou Jezuz Krist, dirak sell Doue hon Tad; 4 en ur c'houzout ivez, breudeur karet gant Doue, oc'h bet galvet gantañ; 5 rak p’hon eus prezeget deoc'h an Aviel, n’eo ket bet ur c'hemenn dre gomzoù hepken, met ivez dre vurzhudoù, dre oberoù a-berzh ar Spered Santel, ha gant surentez vras en hor c'halon. Gouzout a rit e gwirionez, omp bet en ho touez evit ho mad. 6 Ha c'hwi, eus ho tu, ez oc'h en em lakaet d’en em heñvelaat ouzhimp, hag ivez ouzh an Aotrou, en ur zegemer ar Gomz e-kreiz trubuilhoù a bep seurt, gant levenez ar Spered Santel; 7 en doare ma-z oc'h deuet da vezañ ur skouer evit an holl grederion e Makedonia hag en Ac'haia. 8 Rak eus ho pro he deus tregernet Komz an Aotrou, n’eo ket hepken e Makedonia hag en Ac'haia, hogen ivez e pep lec'h eo en em skignet ho feiz e Doue, ken n’hon eus ket ezhomm ken da gomz diwar he fenn. 9 Rak, an dud du-hont a lavar o-unan peseurt degemer hon eus bet diganeoc'h, ha penaos hoc'h eus en em zistroet ouzh Doue, en ur zilezel an idoloù evit servijañ an Doue bev ha gwirion, 10 ha gortoz e Vab a zeuio eus an Neñv, eñ bet adsavet gantañ a-douez ar re varv, Jezuz, an hini hor salv eus ar gounnar o tont.

2 1 C’hwi hoc'h-unan, va breudeur, a oar petra eo bet hon donedigezh en ho touez, ha penaos n’eo ket bet difrouezh. 2 Goude m’hor boa gouzañvet poan ha ma oamp bet dismegañset e Filipos, evel ma ouzoc'h, hon eus kavet en hon Doue fiziañs e-leizh evit prezeg deoc'h Aviel Doue e-kreiz stourmadoù niverus. 3 Rak hor c'helennadurezh-ni ne denn ket he nerzh eus ur falskredenn bennak, nag eus droukc'hoantegezh ebet; n’eo ket unan diwar douellerezh; 4 met evel m’en deus Doue hor c'havet mat da fiziout ennomp e Aviel, evel-se e kelennomp, n’eo ket o klask plijout d’an dud, met da Zoue a vez oc'h arnodiñ hor c'halonoù. 5 Nann, biskoazh n’eus bet ganimp ur gomz lubanus, evel ma ouzoc'h; biskoazh ur menoz kuzh bennak da c'hounit arc'hant, Doue a zo test a gement-se; 6 nann, biskoazh n’hon eus klasket enor digant an dud, nag en ho touez, nag e lec'h-all; 7 daoust ma c'hellemp, evel abostoled ar C'hrist, bezañ bet o pouezañ warnoc'h. Er c'hontrol, ez omp en em c'hraet bugale vihan en ho touez. Evel ur vagerez o kemer preder gant he bugale, 8 evel-se, ni ivez, en hor c'harantez evidoc'h, hor bije karet

IV-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 117


reiñ deoc'h n’eo ket hepken Aviel Doue, met hor buhez hec'h-unan, ken ker e oac'h deuet da vezañ evidomp. 9 Soñj hoc'h eus, va breudeur, eus hon trevell hag eus hor poan. Noz-deiz e vezemp

o labourat evit mirout na vijemp ur samm evit hini ebet ac'hanoc'h, e-keit ha ma prezegemp deoc'h Aviel Doue. 10 C’hwi a zo test ha Doue ivez, pegen santel, pegen leal, pegen didamall hon eus en em renet en ho keñver-c'hwi ar grederion; 11 ha gouzout a rit ivez penaos evit pep hini ac'hanoc'h ez omp bet evel un tad e-keñver e vugale, 12 ouzh ho tougen d’ar mad, ouzh ho kalonekaat, ouzh hoc'h aspediñ da ren ur vuhez dellezek eus an Doue ho kalv d’e rouantelezh ha d’e c'hloar.


PEBEILGANENN 1 Tes 1, 9b-10; 3,12a.13

P/ En em zistroet hoc'h eus ouzh Doue evit servijañ an Doue bev ha gwirion ha gortoz e Vab a zeuio eus an neñv, eñ bet adsavet gantañ a-douez ar re varv, * En- an hini hor salv eus ar gonnar o tonet.

U/ Plijet gant an Aotrou lakaat ho karantez da fonnaat evit ma vo startaet ho kalonoù er santelezh a-benn donedigezh an Aotrou. * Eñ an hini hor salv ....
EIL LENNADENN

Eus Lizher sant Ignatios Antiokeia

eskob ha merzher, da Smirnaiz

(Inscriptio nn.l,l - 4,1 : Funk1,235-237)



Ar C'hrist en deus hor galvet d'e rouantelezh ha d'e c'hloar

Ignas, pe Teoforos da Iliz Doue an Tad hag e Vab karet Jezuz Krist, resevet ganti pep donezon dre drugarez ; leun a feiz hag a garantez ne vank gras ebet dezhi ; karet-meurbet gant Doue hag o tougen frouezh santel ; dezhi a zo e Smirna en Azia, gant ur spered dinamm hag e komz Doue, e lavaran va gwellañ salud.

Gloar a roan da Jezuz Krist Doue en deus ho rentet ken fur ; rak merzet em eus hoc'h eus ur feiz divrall evel staget gant tachoù ouzh kroaz Jezuz Krist, a gorf hag a spered, ha start er garantez dre wad ar C'hrist, hag o krediñ, gant ur feiz leun ha ferv en hon Aotrou, deuet eus gouenn David hervez ar gwad, Mab da Zoue hervez bolontez ha galloud Doue, ez eo bet ganet e gwirionez eus

118 IV-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen


ar Werc'hez, badezet gant Yann, evit ma vefe kaset gantañ da benn pep reizhder. Staget eo bet e gwirionez evidomp gant tachoù en e gorf dindan Poñs Pilat hag Herodez an tetrark, ( a drugarez da frouezh e groaz ha d' e basion venniget eo ez eus ac'hanomp), ya, staget eo bet evit sevel er vann e vanniel evit c'hantvedoù, dre e adsav d'ar vuhez, ha bodañ ar sent hag e dud fidel, a-douez ar Yuzevien pe a-douez ar Jentiled, e korf nemetañ e Iliz.

An holl draoù-se en deus gouzañvet evidomp, evit m'hor bege ar silvidigezh. Gouzañvet en deus poan e gwirionez, evel m'en deus e gwirionez em savet e-unan da vev.

Evidon-me a oar, hag a gred edo gant e gorf, zoken goude e adsav d'ar vuhez. Ha pa zeuas da gaout Pêr hag ar re a oa gantañ, e lavaras dezho : Tapit krog, stokit ouzhin ha gwelit ; ned on ket un tasmant digorf. Ha kerkent e stokjont outañ, hag e kredjont, unanet-start ouzh e gorf hag e spered. Setu perak e rejont fae war ar marv, hag e tiskouezent e oant trec'h d'ar marv. Goude ma oa adsavet d'ar vuhez, Jezuz a zebras hag a evas ganto, evel unan o kaout ur c'horf, daoust ma oa unanet dre e spered gant e Dad.

Sed eta ar pezh a erbedan ouzhoc'h, va breudeur karet, daoust ma ouzon e soñjit c'hwi ivez evel-se.


PEBEILGANENN Gal 2, 19.20

P/ Marvet on bet d'al lezenn evit bevañ evit Doue ; ar pezh a vevan bremañ em c'horf a vevan er feiz e Mab Doue, * Eñ hag en deus va c'haret hag en em roet d'ar marv evidon.

U/ A-unan gant ar C'hrist ez on stag ouzh ar groaz ; bev ez on, pe gentoc’h n'eo ket me eo a zo bev, ar C'hrist an hini a zo o vevañ ennon. * Eñ eo en deus va c'haret ...
MEULGAN C’hwi Doue ...568


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   2   3   4   5   6   7   8   9   10   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə