Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə6/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27

D'ar Meullidoù-beure
Gant lid-kan Zakaria, antonenn :

Er bloaz A

Evel ma hede mor Galilea e welas daou o teurel ar roued er mor, hag e c'halvas anezho. Hag int raktal, dilezet o rouedoù, a yeas d'e heul.
Er bloaz B

Deuit d'am heul, eme an Aotrou ; ober a rin ac'hanoc'h pesketaerien, tud.


Er bloaz CH

Spered an Aotrou a zo warnon, va c'haset en da zegemenn ar c’heloù mat d'ar beorien.


Pedenn
Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santelezh hag a vertuz. Dre hon Aotrou ...

92 Sizhun III en amzer blaen


Da Eurlid an Eil Abardaez
Gant lid-kan Mari, antonenn :

Er bloaz A

Embann a rae Jezuz Keloù mat ar Rouantelezh, hag e paree kement kleñved a oa er bobl.
Er bloaz B

Dilezet o rouedo,û ganto ez int aet da heul an Aotrou ha Dasprener, allelouia.


Er bloaz CH

O vezan adrollet al levr e stagas Jezuz da lavarout dezho : Hiziv e teu da wir al lavar-se eus ar Skritur o deus klevet ho tivskouarn.


EIL DEIZ-LID


Da Eur-lid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 24,1 – 25,4



Gourc’he mennoù diwar-benn an nesañ

En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar bobl en ur lavarout :



1 « P’en devo kemeret un den ur wreg, priedet ganti, hag e c'hoarvez ne gav ket homañ gras ouzh e zaoulagad, dre ma kav enni ur si bennak, e skrivo dezhi ul lizher-freuz a lakaio en he dorn, hag e gas a ray kuit eus e di. 2 Pa vo aet houmañ eus e di, mar deu da vezañ d’un den all, 3 ha mar en deus kas outi an den all-se, hag e skriv dezhi ul lizher-freuz a laka en he dorn ouzh he c'has kuit eus e di, mar varv an den diwezhañ-mañ en devoa he c'hemeret evel gwreg, 4 n’hallo ken he fried kentañ en devoa he c'haset kuit hec'h adkemer evit he c'haout da wreg goude maz eo bet saotret, rak euzhus e vefe se dirak an Aotrou; ha ne ri ket pec'hiñ ar vro en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit en hêrezh.

5 Pa gemer un den ur wreg nevez, ned ay ket d’al lu, ha ne vo

Eil Deiz-lid 93


lakaet warnañ karg ebet : diskarg e vo evit e di ur bloaz, hag e ray levenez ar wreg en deus kemeret.

6 Ne vo ket kemeret e kred ur maen-diazez nag ur maen-red, rak buhez unan eo ar c'hred-mañ.

7 Mar en em gav un den hag a laer unan eus e vreudeur, eus mibien Israel hag a ra ur sklav anezhañ hag en gwerzh, e varvo al laer-se, hag ez po skarzhet ar fallentez eus da greiz.

8 Diwall diouzh reuz al lorgnez, en ur vezañ aketus-tre da ober a-grenn ar pezh a gelenn deoc'h ar veleien, al levited : evel ma kemennont deoc'h, bezit aketus da ober. 9 Dalc'h soñj eus pezh a reas an Aotrou, da Zoue, evit Maria, war an hent pa zeuec'h eus an Egipt.

10 Pa ri d’az nesañ ur prest bennak, n’ i ket en e di da gemer e gred. 11 Er-maez en em zalc'hi, hag an den a bresti dezhañ a zeuio davedout gant ar c'hred, er-maez.

12 Ha mard eo un den reuzeudik, ne gouski ket gant e gred. 13 Rentañ a ri dezhañ ar c'hred pa yelo an heol (da guzh), hag e kousko en e vantell, ha da vennigañ a ray, ha dit e vo reizhded dirak an Aotrou, da Zoue.

14 Ne vac'hi ket ur gounideg reuzeudik ha paour, breur dit, pe estrañjour du-se, ez pro, ez torojoù. 15 Bemdez e roi e c'hopr dezhañ, ha ned ay ket warnañ an heol (da guzh), rak ur reuzeudig ez eo, ha war-zu ennañ eo douget e c'hoant ; ha ne hucho ket enep dit etrezek an Aotrou, ha ne vo ket warnout ur pec'hed.

16 Ne vo ket lakaet d’ar marv an tadoù evit ar vibien, nag ar vibien d’ar marv evit an tadoù ; pep hini evit e bec'hed a vo lakaet d’ar marv.

17 Gweañ barn un estrañjour, un emzivad, ne ri ket, na kemer evel kred dilhad un intañvez. 18 Dalc'h soñj ez out bet sklav en Egipt, hag en deus da zasprenet an Aotrou, da Zoue, ale-hont ; setu perak e tifennan dit ober an dra-se.

19 Pa ri an eost ez park, hag ez po ankouaet ur feskenn er park, ne zistroi ket d’he c'herc'hat : evit an estrañjour, an emzivad hag an intañvez e vo, evit m’az pennigo an Aotrou, da Zoue, e kement tra a ray da zaouarn. 20 Pa vazhati da olived, n’adserri ket war da lerc'h : evit an estrañjour, an emzivad hag an

94 Sizhun III en amzer blaen
intañvez e vo. 21 Pa gutuilhi da winienn, ne distroi ket war da lerc'h : evit an estrañjour, an emzivad hag an intañvez e vo. 22 Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro-Egipt. Setu perak e tifennan dit ober an dra-se.

25,1 Pa vezo bet tabut etre gwazed, hag e tostaint ouzh al lez-varn evit bezañ barnet, e vezo reishaet an hini reizh, kondaonet an hini kablus. 2 Ha mar deo dellezek a daolioù an hini kablus, e ray dezhañ gourvez ar barner, hag e vo bazhataet dirazañ, hervez ma-z eo bet kondaonet, an niver rik ; 3 evel- se daou-ugent taol en devo, ket muioc'h; ket muioc'h eget an taolioù-mañ; ur vazhadenn re vras a vefe disprizout da vreur ez taoulagad.

4 Ne vinwali ket un ejen o tornañ ».
PEBEILGANENN kv. Mrk 12, 32-33; Sir 35, 4b-5a
P/ Gant gwirionez hoc'h eus lavaret, Mestr, n'eus nemet un Doue, hag e tle bezañ karet a-greiz kalon ; * Ha karout an nesañ evel an-unan a zo trec'h d'an holl loskaberzhoù ha sakrifisoù.

U/ Neb a ra an aluzen a ginnig ur sakrifis a veuleudi ; un dra hag a blij d'an Aotrou eo pellaat diouzh ar fallagriezh. * Ha karout ...


EIL LENNADENN

Eus Kenreizhadur pastorel "Gaudium et 8pes" an Eil Holleskebbod er Vatikan,

diwar-benn an Iliz er bed a-vremañ

(N. 4S)
Santelezh ar briedelezh hag an tiegezh.


An den hag ar vaouez ha ne dint mui daou unan hepken en ur c'horf dre emglev ar briedelezh, a ro skoazell hag a rent servij an eil d'egile dre unaniezh don o fersonded hag o oberoù ; evel-se teuont da santout an unaniezh a zo kenetrezo, ha d'he seveniñ mui-oc'h-mui bemdez.

Eil Deiz-lid 95


An unaniezh strizh-se etre daou zen hag en em ro an eil d'egile, koulz ha mad ar vugale, a c'houlenn groñs fealded leun etre ar priedoù, hag a venn ivez unanded didorrus etrezo.

Bennozhioù puilh en deus skuilhet an Aotrou Krist war ar garantez liesdoare tarzhet eus an eienenn a garantez m'eo an Aotrou Doue, hag ur skeudenn eus ar garantez a zo etrezañ-eñ Jezuz Krist, hag an Iliz.

Evel ma fellas gwezhall da Zoue skoulmañ gant e bobl un emglev a garantez hag a fealded, evel-se bremañ ivez e teu Salver an dud ha Pried an Iliz etrezek ar priedoù kristen dre sakramant ar briedelezh.. Kenderc’hel a ra da chom ganto evit ma c'hello ar priedoù, ouzh en em reiñ an eil d'egile, en em garout gant ur fealded padus, evel m'en deus e-unan karet an Iliz hag en em roet d'ar marv eviti.

Ar gwir garantez etre ar priedoù a vez keñveriet gant karantez Doue ; renet e vez ha pinvidikaet gant galloud dasprener ar C'hrist, ha gant labour salvus an Iliz, evit heñchañ ar priedoù en un doare efedus etrezek Doue, evit o skoazellañ hag o c'hennerzhañ en o c'harg meurbet-uhel a dad hag a vamm.

Setu perak ez eo kreñvaet ar priedoù kristen, hag evel sakret, gant ur sakramant a-ratozh, dezho da vezañ dellezek ouzh o renk enorus, ha gouest da ober dleadoù o stad. Gant sikour ar sakramant-se e c'hellont seveniñ o c'harg war dachenn ar briedelezh hag an tiegezh ; rak leuniet e vezont gant spered ar C'hrist a garg penn-da-benn o buhez, a feiz, a esperañs, hag a garantez, en doare ma c'hellont mui-ouzh-mui tizhout o farfeted dezho o-unan, hag en em santelaat an eil egile, ha labourat evel-se da rentañ gloar, o-daou a-gevret, d'an Aotrou Doue.

Setu penaos, gant o zud o tiskouez an hent dezho dre o skouerioù ha dre ar pedennoù e kumun er gêr, e vez aesoc’h d'ar vugale, ha zoken da gement hini a zo o vevañ e-ser an tiegezh, kavout hent ar vuhez onest, ar silvidigezh, hag ar santelezh. Hag ar priedoù, ganto war o fenn ar gurunenn enorus eus o c'harg a dad hag a vamm, a raio gant koustiañs an dever o deus hag a sell outo da gentañ holl, da gelenn o bugale, dreist pep tra war dachenn ar relijion.

Ar vugale, evel izili bev an tiegezh, a genlabour en o stumm da santelaat o zud. Gant o anaoudegezh vat, o c'harantez a vugale,

96 Sizhun III en amzer blaen
hag o fiziañs, e respontint a dra sur da vadelezhioù o zud, hag evel bugale vat, e roint sikour dezho en degouezhioù start ar vuhez hag e digenseurtezh ar gozhni.
PEBEILGANENN Efz 5, 32. 25b. 33b

P/Bras eo ar mister-mañ, ya, me a lavar ez eo bras e-sell eus ar C'hrist hag eus an Iliz ! * Ar C'hrist en deus karet an Iliz, hag en em roet e-unan d'ar marv eviti.

U/ Ra garo pep unan e wreg eveltañ e-unan ; hag ar wreg ra zoujo he fried. * Ar C'hrist ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santelezh hag a vertuz. Dre hon Aotrou ...


TREDE DEIZ-LID
Da Eur-lid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 26, 1-19



Diskleriadur a feiz bugale Abraham

En deizioù-hont : komz a reas Moizez ouzh ar bobl en ur lavarout :

1 Ha pa vi aet e-barzh ar vro, ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit en hêrezh, hag e vi perc'henn hag annezad enni, 2 e kemeri preveudioù diwar an holl frouezh eus an douar, a denni eus ar vro en devo an Aotrou da Zoue roet dit, hag o laki en ur baner, hag ez i betek al lec'h en devo dibabet an Aotrou da Zoue evit lakaat da chom e anv ennañ. 3 Hag ez i da gaout ar beleg a vo en deizioù-se, hag e lavari dezhañ: « Me a ziskler hiziv d’an Aotrou Doue ez on deuet er vro en devoa touet an Aotrou d’hor hendadoù reiñ dimp ». 4 Hag e kemero ar beleg ar baner eus da zorn, hag he lakaat a ray dirak aoter an Aotrou, da

97 Trede Deiz-lid


Zoue. 5 Hag ez adkrogi da lavarout dirak an Aotrou, da Zoue: « Un Aramead kantreer e oa va zad, hag e tiskennas d’an Egipt, hag e chomas eno gant un nebeut tud, hag e teuas da vezañ ur Bobl vras, kreñv ha niverus. 6 Hag e voe drouk ouzhimp Egiptiz, oc'h ober poan dimp hag o lakaat warnomp labour start. 7 Hag hon eus garmet etrezek an Aotrou, Doue hon tadoù, hag en deus klevet an Aotrou hor mouezh ha gwelet hor poan, hon labour, hon gwask.

8 Hag hon tennañ a reas an Aotrou eus an Egipt gant un dorn kreñv, gant ur vrec'h astennet, gant ur spont bras, gant sinoù ha gant burzhudoù. 9 Hag hon c'has a reas d’al lec'h-mañ, o reiñ dimp ar vro-mañ a ziver gant laezh ha mel.

10 Ha bremañ e kasan ar preveudi eus frouezh an douar ac'h eus roet din, Aotrou ». 11 Hag o lakai dirak an Aotrou, da Zoue, hag e stoui dirak an Aotrou, da Zoue. Hag e vo stad ennout gant an holl eurvad a ro dit an Aotrou, da Zoue, ha d’az ti, ennout-te hag el levit hag en ostiziad a vo du-se.

12 Pa-z po echu da ober an deogoù eus da holl drevadoù, d’an trede bloaz, bloaz an deogoù, ha roet d’al levit ha d’an estrañjour ha d’an emzivad ha d’an intañvez, ma tebrint ez torojoù o gwalc'h, 13 e lavari dirak an Aotrou, da Zoue : « Lamet em eus ar santelañ eus an ti hag e roet d’al levit, d’an estrañjour, d’an emzivad ha d’an intañvez, hervez da holl c'hourc'hemennoù, az poa kemennet din ; n’em eus ket treuzet da c'hourc'hemennoù ha n’em eus ket o ankouaet. 14 N’em eus ket debret, pa oan e kañv, dioutañ; n’em eus ket lamet dioutañ en dic'hlanded, na roet dioutañ d’unan marv ; sentet em eus ouzh mouezh an Aotrou, va Doue, graet em eus a-grenn ar pezh a c'hourc'hemennez din.

15 Sell eus da neved santel, eus an neñvoù, ha bennig da Bobl Israel, hag an douar ac'h eus roet dimp, evel m’az poa touet d’hor hendadoù: ur vro o tiverañ laezh ha mel ».

16 Hiziv an Aotrou, da Zoue, a gemenn dit ober diouzh ar reolennoù hag ar setañsoù-mañ, hag e vi aketus da ober diouto, gant da holl galon, gant da holl ene.

17 Ober a rez d’an Aotrou adlavarout dit hiziv e vo da Zoue, gant ma kerzhi war e hentoù, ma viri e reolennoù, gourc'hemennoù ha setañsoù, ha ma senti ouzh e vouezh. 18 Hag

98 Sizhun III en amzer blaen
an Aotrou a ra dit adlavarout hiziv bezañ e Bobl prevez evel m’en deus lavaret dit, ha mirout e c'hourc'hemennoù, 19 ha da lakaat a ray uheloc'h eget an holl bobloù en deus graet, e klod, brud ha splannder ; evit bezañ Pobl santel an Aotrou, da Zoue, evel m’en deus lavaret ».
PEBEILGANENN 1 Pêr 2, 9a.10 ; kv. Adl 7, 7.8

P/ C'hwi eo ar bobl bet prenet gant Doue, c'hwi, na oac’h ket gwezhall e bobl, a zo deuet da vezañ bremañ pobl Doue; * C'hwi ha n'ho poa ket gwezhall kavet trugarez, a zo bremañ ar re a zo bet graet trugarez outo.

U/ An Aotrou en deus ho tibabet dre m'en deus ho karet, hag ho tasprenet eus ti ar sklavelezh.* C'hwi ha n'ho poa ...
EIL LENNADENN

Eus Reoliadurioù displeget hiroc'h sant Bazilios Meur, eskob

(Resp. 2, 2-4: PG 31, 914-915)

Petra a rentimp d'an Aotrou

evit an holl vad en deus graet dimp ?

Peseurt yezh a c'hell displegañ evel m'eo dleet donezonoù an Aotrou Doue ? Ken bras eo ar gont anezho ma n'eus tu ebet d'o c1hontañ ; ken bras ha ken talvoudek eo pep hini ken ma tleomp, na pa vefe nemet unan hepken anezho, rentañ grasoù e pep stumm d'an Hini a ro anezho.

Na pa garfemp ne c'hellfemp ket tremen war ar vadelezh-mañ, hag hep mar ebet ne c'hell ket, e stumm ebet, da vihanañ an hini a zo yac'h e spered, ha skiant-poell dezhañ, tevel warni daoust ma ne c'heller komz anezhi evel ma terefe. Doue en doa krouet an den hervez e skeudenn hag e heñveledigezh ; an enor en doa graet dezhañ da reiñ dezhañ an anaoudegezh anezhañ; roet en doa dezhañ skiant ha poell dreist an holl grouadurien all ; roet en doa dezhañ ar galloud da dañva kaerded dreist-muzul baradoz an douar, hag a-barzh ar fin en devoa hen lakaet da vezañ mestr war holl draoù an douar. Goude-se, pa oa bet touellet gant an diaoul, ha ma oa

Trede Deiz-lid 99
kouezhet er pec'hed, ha da heul, er marv hag er poanioù dleet. Padal Doue n'e zilezas ket. Reiñ a reas dezhañ skoazell al Lezenn ; aelez a gargas d'e ziwall ha d'ober war e dro ; profeded a gasas da rebech e walloberoù, ha da zeskiñ ar vertuz dezhañ ; e dech d'ar fall a dorras dre c'hourdrouzoù ; gant promesaoù e vroudas e c'hoant d'ar mad ; alies, dre skouer tud a bep seurt, e tisklerias en a-raok an daou seurt finvez a zo o c'hortoz mab-den ; ha daoust dimp da chom en hon aheurterezh, goude ar madelezhioù-se ha re all heñvel, ne droas ket kein dimp.

Nann, madelezh Doue n'hon dilezas ket, na ni, dre ar follentez hol lakae d'ober fae war an enorioù. a ginnige dimp, n'hon eus ket distrujet e garantez evidomp, kaer hor boa ober dismegañs dezhañ. Er c'hontrol, di­frammet omp bet eus ar marv, ha daskoret dimp ar vuhez gant hor Salver Jezuz Krist. Hag amañ ez eus brasoc'h abeg da estlammiñ gant stumm ar vadelezh-se : hag a oa Doue dre natur, ne sellas ket evel e dra chom en e renk a bar da Zoue ; met da netra eo en em laket dre gemer natur ar servijer.

Ha zoken : hor gwanderioù en deus kemeret, douget en deus hor c’hleñvedoù, evidomp eo bet gloazet evit ma vefemp yac'haet gant e c’houlioù ; hag ivez : hon dasprenet en deus eus ar vallozh, ouzh en em ober mallozh evidomp ; gouzañv a reas ar marv dizenorusañ evit hon. degas en-dro d'ar vuhez c'hlorius. Ne voe ket a-walc'h gantañ daskor ar vuhez d'ar re varv, roet en deus c'hoazh dezho gant largentez enor e natur-Doue, hag aozet en deus un diskuizh peurbadus a zo trec’h, dre vrasted e levenez, da gement a c'hell an den soñjal.

Petra 'ta a rentimp-ni da Zoue evit an holl vadel­ezhioù en deus graet dimp ? Ken mat eo ma ne c'houlenn digoll ebet, nemet bezañ karet en eskemm. Evidon, pa soñjan en dra-se e vezan spontet ha spouronet ; aon am eus na zeufen dre verrboellegezh pe gant preder an traoù goullo, d'en em zispartiañ diouzh karantez Doue ha da vezañ evel-se evit an Aotrou Krist mezh ha dizenor.



100 Sizhun III en amzer blaen
PEBEILGANENN S 102(103), 2, 4; Gal 2, 20c

P/ 0 va ene, bennig an Aotrou, ha n'ankoua hini ebet eus e vadelezhioù * Eñ a denn da vuhez eus poull ar marv, eñ az kurunenn gant gras ha trugarez.

U/.Va c'haret en deus, hag en em roet d'ar marv evidon. * Eñ a denn ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santel­ezh hag a vertuz. Dre hon Aotrou ...


PEVARE DEIZ-LID


Da Eur-lid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 29, 1-5. 9-28
Mallozh war ar re a dorr an Emglev
En deizioù-hont 1 e c'halvas Moizez holl Israel, hag e lavaras dezho : « C’hwi a wel an holl bezh en deus graet an Aotrou en ho taoulagad e bro-Egipt da Faraon ha d’e holl servijerien, ha d’e holl vro, 2 an amprouennoù bras o deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù bras-se. 3 Met n’en deus ket roet an Aotrou deoc'h ur galon da gompren, na daoulagad da welout, na divskouarn da glevout, betek hiziv. 4 Graet en deus deoc'h kerzhout daou-ugent vloaz er gouelec'h, ha ne voe ket teuc'h ho tilhad warnoc'h, nag ho solennoù teuc'het war ho treid. 5 Bara n’ho poa ket da zebriñ, na gwin na boeson da evañ; evel-se hoc'h eus gouezet e oan-me an Aotrou, ho Toue.

9 Emaoc'h en ho sav hiziv holl dirak an Aotrou, ho Toue, ho pennoù-meuriad, ho kozhidi, ho skribed, holl dud Israel, 10 da vugaligoù, da wragez, ar re a zo ostized e-barzh da

Pevare Deiz-lid 101
gampoù, adalek da droc'herien-keuneud betek ar re a denn da zorioù, 11 evit tremen e-barzh Emglev an Aotrou, da Zoue, hag en e le, emañ an Aotrou, da Zoue, o tivizout ganit hiziv, 12 a-benn d’az sevel hiziv evel e Bobl, hag e vo da Zoue, evel m’en devoa prometet dit hag evel m'en devoa touet d’az tadoù Abraham, Izaak ha Yakob,

13 Ha n’eo ket ganeoc'h hepken e tivizan an Emglev-mañ, al le-mañ, 14 met ivez gant neb a zo amañ ganimp bezant hiziv dirak an Aotrou, hon Doue, ha gant ar re n’emaint ket amañ ganimp hiziv.

15 Rak c'hwi a oar penaos ez omp bet o chom e bro-Egipt, ha penaos ez omp tremenet e-mesk ar broioù hoc'h eus tremenet. 16 Hag hoc'h eus gwelet o euzhusterioù, an idoloù koad, maen, arc'hant hag aour o deus. 17 Gant na vo ket en ho touez na gwaz na maouez, na tiegezh na meuriad, o treiñ kalon hiziv diouzh an Aotrou, hon Doue, evit mont da servijañ doueoù ar broioù-se ! Kement-se a vefe en ho touez ur wrizienn o frouezhiñ ampoezon hag huelenn. 18 An hini a glevfe lavarioù al le-mañ, hag en em vennigfe en e galon o lavarout: «Peoc'h am bo ! ya, e c'hoantegezh va c'halon e kerzhin ! hag e torrin er vezventi va sec'hed !», 19 ne vezo ket mennet an Aotrou da bardoniñ dezhañ, ha neuze e vogedo kounnar an Aotrou hag e warizi enep an den-se, hag en em blado warnañ kement mallozh a zo bet skrivet el levr-mañ, hag e rasko an Aotrou e anv a-zindan an neñvoù; 20 hag e zispartiañ a ray an Aotrou, evit e walleur, diouzh holl veuriadoù Israel, hervez holl vallozhioù an Emglev skrivet e levr al Lezenn-mañ.

21 Hag e lavaro ar rummadoù war-lerc'h, ho mibien a savo war o lerc'h, hag an estrañjourien a zeuio eus ar broioù pell, o welout reuzioù ar vro-mañ, hag ar c'hleñvedoù a ra an Aotrou enni: 22 Soufr ha holen ; tangwall war ar vro a-bezh ; en doare ma ne vero ket hadet diwezhatoc'h, ma ne ziwano, ha ma ne savo netra eno, geotenn ebet, evel ma oa bet eus reveulzi Sodom ha Gomora, Adama ha Seboim, a reveulzias an Aotrou en e gounnar hag en e vuanegezh. 23 Hag e lavaro an holl vroadoù: « Perak en deus an Aotrou graet evel-hen d’ar vro-mañ ? Perak ar barr-kounnar bras-se ? » 24 Hag e vezo respontet :

102 Sizhun III en amzer blaen
« Dre m’o devoa dilezet emglev an Aotrou, Doue o zadoù, en devoa divizet ganto, p’en devoa o zennet eus bro-Egipt, 25 hag ez int aet da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, doueoù n’anavezent ket ha n’o devo perzh ebet ganto ; 26 hag ez eo bet entanet kounnar an Aotrou ouzh ar vro-mañ, betek kas warni kement mallozh a zo skrivet el levr-mañ, 27 ha bet en deus o displantet an Aotrou diwar o douar, gant kounnar ha buanegezh, gant fulor bras, hag o zaolet e-barzh ur vro all, evel m'eo anat hiziv-an-deiz »

28 An traoù kuzhet a zo d’an Aotrou, hon Doue, hag ar re bet diskuliet a zo dimp ha d’hor mibien da viken, evit ober holl lavarioù al Lezenn-mañ.
PEBEILGANENN kv. Gal. 1, 13-14 ; kv. Adl 8, 14b

P/. Ar C'hrist a zo deuet da vezañ mallozh evidomp, evit ma tremenfe d’ar Broadoù bennozh Abraham, * Evit ma resevfemp dre ar feiz ar Spered prometet.

U/.Hon tennet en deus Doue eus douar an Egipt, hag hon diframmet eus an ti sklaved. * Evit ma resevfemp ...
EIL LENNADENN

Eus Prezegennoù sant Bernez, abad,

war Kanenn ar C'hanennoù

(Sermo 61, 35 : Opera omnia, 1839,1. 2, 3033)



E-lec'h ma voe fonnus ar pec'hed fonnus-bras e voe ar c'hras ivez

Pelec'h emañ ar surentez hag an diskuizh asur ha divrall, nemet e goulioù hor Salver ? Seul suroc'h a se e ran va lojeiz enno ha m'az eo galloudusoc'h da reiñ silvidigezh. Ar bed a zo kounnaret, ar c'horf a wask, an diaoul a stign pechoù, met kouezhañ ne ran ket, rak diazezet ez on war ar c'haled. Pec'het em eus, graet em eus ur pec'hed bras ; trubuilhet e vo va c’houstiañs, met strafuilhet ne vo ket, rak soñj am bezo eus goulioù an Aotrou. Rak, gloazet eo bet abalamour d'hor follentezioù. Petra 'zo ken tost d'ar marv ha na vo ket disammet gant marv ar C'hrist ? Ma teu da soñj Pevare Deiz-lid 103


din eus ur medisinerezh ken galloudus ha ken efedus, ne c'hellan mui bezañ spontet.

Anat enta e fazie an hini a lavare Re vras eo va fallagriezh evit ma c'hellfen bezañ pardonet. Ne oa ket unan eus izili ar C'hrist, n'en doa ket perzh en e verit evit e gemer evitañ, ha lavarout e oa dezhañ evel un ezel o kemer evitañ ar pezh a zo d'ar penn.

Ar pezh a vank din dre natur, me avat hen tenn gant fiziañs eus askre an Aotrou, pa-z eus enni un teñzor a drugarez, ha n'eo ket an toulloù a vank evit skuilh an teñzor-se er-maez. Toullet o deus e zaouarn hag e dreid, hag e gostez o deus toullet gant ur goaf ; ha dre ar faoutoù-se e c'hellan sunañ mel tennet eus ur roc'hell hag eoul eus ur garreg kalet-meurbet, eleze, tañva ha gwelout pegen c’hwek eo an Aotrou.

Gant soñjoù a beoc'h edo e spered, ha me ne ouien ket. Piv en deus anavezet soñj an Aotrou ? Piv a zo bet e guzulier ? Met un alc'houez da zigeriñ eo deuet da vezañ evidon an tachoù sanket ennañ, evit ma welfen bolontez an Aotrou. Perak ne welfen ket a-dreuz ar goulioù ? Embann a ra an tachoù, embann a ra ar goulioù emañ evit gwir Doue er C'hrist oc’h adunaniñ ar bed gantañ. An houarn en deus treuzet e gorf ha denesaet e galon evit ma ouezo hiviziken gouzañv gant hon gwanderioù.

Parañ a ra kevrinoù e galon dre c1houlioù e gorf ; gwelet e vez anat kevrin bras e vadelezh, kalon drugarezus hon Doue, heol ar beure deuet d'hon gwelad­enniñ. Rak e petra e vefe bet gwelet o lugerniñ splann­oc’h eget en ho koulioù, ez oc'h-c'hwi, Aotrou, dous hag izelek ha leun a drugarez ? Brasoc'h trugarez n'en deus den ebet eget o reiñ e vuhez evit ar re barnet ha kondaonet d'ar marv.

Va holl zellid-me enta trugarez an Aotrou. Ne vin ket dibourvez a-grenn a zellid keit ha na vo ket eñ dibourvez a drugarez. Mar deo niverus trugarezioù an Aotrou, ez eo frank ganin ar meritoù evelato. Petra 'ta ma santan va c1housti­ans karget a bec'hedoù ? Met e-lec'h ma voe fonnus ar pec'hed fonnusoc'h-dreist



e voe ivez ar c'hras. Ha m'emañ trugarezioù an

104 Sizhun III en amzer blaen
Aotrou a-holl-viskoazh da virviken, me ivez a gano trugarezioù an Aotrou da virviken. Daoust ha va reizhderioù-me eo a ganin ? Aotrou, me am bo soñj eus ho reizhded-c'hwi hepken.. Rak ar reizhded-se eo va hini me ivez, pa-z oc'h en em c'hraet evidon reizhded a-berzh Doue.
PEBEILGANENN Iz 53, 5; 1Pê 2,24

P/ Gloazet eo bet en abeg d'hon torfedoù, brevet eo bet en abeg d'hor pec’hedoù ; ar c'hastiz da reiñ dimp ar peoc'h a zo warnañ. * Ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.

U/ Hor pec’hedoù en deus douget en e gorf war ar c'hoad evit hon lakaat da vervel d'hor pec'hedoù ha da vevan- er reizhded. * Ha dre e c'houlioù eo ez omp yac'haet.
Pedenn

Aotrou Doue holIc1halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp, dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh e-leizh a santelezh hag e vertuz. Dre hon Aotrou ...­...


PEMPVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə