Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr


Hag e lavaras Samouel : « Perak va goulennata, ma-z eo an Aotrou kuitaet diouzhit, ha mard emañ a-enep dit ? 17



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə27/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27
Hag e lavaras Samouel : « Perak va goulennata, ma-z eo an Aotrou kuitaet diouzhit, ha mard emañ a-enep dit ? 17 Graet en deus an Aotrou

XIII-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 363
evidout ar pezh en devoa lavaret drezon, ha diframmañ a ra an Aotrou ar rouantelezh eus da zorn, evit he reiñ d’ur c'heneil dit, da Zavid. 18 N’ec'h eus ket sentet ouzh mouezh an Aotrou. N’ec'h eus ket sevenet gwrez e gounnar war Amalek: alese an dra-mañ a ra dit an Aotrou hiziv: 19 lakaat a ra an Aotrou Israel, ha te da heul, etre daouarn ar Pelishtiz ; arc'hoazh, te ha da vibien a vo ganin, ha kamp Israel a vo lakaet gant an Aotrou e dorn ar Pelishtiz ».

20 Hag afo Saoul a gouezhas war e hed d’an douar, aon dezhañ meurbet rak komzoù Samouel, hag ouzhpenn, dinerzh dre ma n’en devoa ket debret boued e-pad an deiz nag e-pad an noz. 21 Hag e teuas ar vaouez davet Saoul, aon dezhi ken e krene meurbet, hag e lavaras dezhañ: «Sentet he deus da servijerez ouzh da vouezh; laket em eus va buhez en arvar ha sentet ouzh ar c'homzoù a lavares din. 22 Met bremañ, selaou eta, te ivez, ouzh mouezh da servijerez: lakaat a ran dirazout un tamm bara: debr, hag az po nerzh da vont gant an hent». 23 Met n’houle ket, hag e lavaras: «Ne zebrin ket !». Met pouezañ a reas warnañ e servijerien hag ar vaouez, hag e sentas ouzh o mouezh, hag e savas eus an douar, hag e koazezas war ar gwele. 24 Bez’ he devoa ar vaouez ul leue lart er c'hraou; difraeañ a reas d’e lazhañ, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara dic'hoell. 25Hag e kinnigas se da Saoul ha d’e servijerien. Hag e tebrjont, hag e savjont, hag ez ejont kuit en noz-se.
PEBEILGANENN l Dnv 10, 13. 14
P/ Hag e oa marvet Saoul en arbenn d’an dislealded en devoa bet e-keñver an Aotrou, en abeg da gomz an Aotrou n’en devoa ket sevenet, * Doue a reas distreiñ ar rouantelezh da Zavid

U/ Hag ha dre m’en devoa aterset an igromañserez evit goulennata. N’en devoa ket goulennataet an Aotrou, * Doue a reas distreiñ ar rouantelezh da Zavid.


Eus Hegelemmdurioà Paol VI (1897-1978) pab (Hom.il lennadenn

Temmt ' e Manilae habita die 29 novembris 1970)


Ar C'hrist a brezegomp betek harzoù an douar
"Gwa me mar ne brezegan ket an Aviel". Gantañ ez eo, ya, gant ar Christ e-unan, ez on bet kaset d'ober al labour-mañ. Me a zo Abostol, ha bez' ez on test'ivez. Seul belloc'h ar pal, seul ziaesoc’h ar gefridi, ha startoc'h a se "ez on gwasket gant ar garant­ ez1l. Prezeg.e anv a rankan ober. Jezuz eo "ar C'hrist, Mab an Doue bev" ; eñ eo en deus diskouezet dimp an Doue diwelus, lleñ eo an hini kentañ-ganet eus ar grouadelezh a-bezh" ; "drezañ e talc'h pep tra da vezañ". Eñ, mestr an dud, hag o dasprener, en bet ganet 'bet marvet ha dasorc'het evidomp.

Eñ eo kreizenn an Istor hag an holl draoù ; hon anaout hag hor c'harout a ra eñ kompagnun ha mignon hor buhez, den a'c'hlac’har hag a esperañs ; eñ a dra sur hag a zistroio a-nevez, hag a vo er ñn hor barner, hag' ivez, evel malz esperomp, leunder peurbadus hor buhez, hag hor gwenvidigezh.

Biken ne baouezfen da gomz diwar e benn enA eo ar sklerijenn, eñ eo ar vuhez, ha zoken "an hent, ar wirionez hag ar vuhez" ; eñ eo ar bara hag ar vamm­ enn dour bev, o terriñ hon naon hag hor sec'hed ; en hor pastor, hor rener, hor skouer, hor frealz, hor breur. Eveldomp-ni, ha muioc’h egedomp-ni, e voe bihan, paour, izelaet, sammet a boanioù, gwasket, pasiant. Evidomp-ni en deus komzet, graet burzhudoù, savet ur rouantelezh nevez e-lec’h ma'z eo, eùrus ar beorien, e-lec’h ma'z eo ar peoc'h mammenn ha diazez ar vuhez kumun, e-lec'h ma vez uhelsavet ha frealzet ar re a zo glan a galon, hag ar re o ouelañ, ha roet o gwaleh d'ar re o deus naon eus ar reizhded, e-lec'h ma c'hell ar bec’herien kaout ar pardon, e-lec'h malz eo an hollbreudeur.

Hemañ eo, setu, ar C'hrist Jezuz hoc'h eus klevet


-130-
Trizekvet sizhun en amzer blaen
komz anezhañ a dra sur, hag ez oc'h dija dezhañ an darnvuiañ ac'hanoc'h, pa'z oc'h kristenien. Deoc'h-c'hwi eta, o kristenien, ec'h adlavaran e anv, d'an honrec’h embannan anezhañ : Ar C'hrist - Jezuz eo ar penñkentañ hag ar penñdiwezhanA, an alfa hag an omega, roue ar bed nevez, ar patrom kevrinus hag

uhelañ eus istor

ar bed hag eus hor planedenn ; en eo an hanterour hag ar pont en ur stumm bennak etre an douar hag an neñv ; ew dreist-holl ha gwelloc'h eget an holl a zo Mab-añDen, dre ma'z eo Mab da Zoue, peurbadel, divent, ha mab ar Werc'hez Vari, ar vaouez benniget dreist an holl gwragez, e vamm dezhañ hervez e natur­ den, hag hor mamm dimp-ni, dre m'hon eus: perzh e Spered e Gorf kevrinus.

Jezuz Krist ! Ho pet soñj, eñ eo a brezegomp deoc'h evit ar beurbadelezh ; hag e anv a vennomp lakaat da dregerninA betek harzoù an douar a-bezh hag evit kentvedoù ar c’hantvedouù,

Pebeilganenn (2Tim 1,10b;Yn 1,16;Kol 1?16b"17)

P/ Hor Salver Jezuz Krist en deus distrujet ar marv ha laket ar vuhez hag an divarvelezh da splannañ dre an Aviel. * Hag eus e leunder hon eus holl resevet, ha gras ouzh gras.

U/ Pep tra a zo bet krouet drezañ hag evitañ, hag en a zo a-raok pep tra, ha drezañ e talc'h pep tra da vezañ. * Hag eus e leunder
Meulganenn "C'hwi Doue a veulomp ..."

Evit Meùanoù ar beure

Gant lidkanenn Zakaria, antonenn

Er bloaz A

An neb ho tegemer am degemer hag an neb am degemer a zegemer an Hini en deus va c’haset.

Er bloaz B

Jezuz o In em dreiñ hag o welout ar vaouez a lavaras Va merc'h, da feiz he deus da saveteet ;.kerzh e peoc'h.
- 131 -
Trizekvet Deiz an Aotrou en amzer blaen
Er bloaz CH

Lez ar re varv da sebeliañ o re varv : ha te, kae da gemenn Rouantelezh Doue.


Pedenn

Aotrou Doue, fellet ez eus bet deoc'h re n

i^ dimp

ar c'hras da vezañ ho pugale evit ober ganimp servijer­ ien ar sklerijenn, plijet ganeoc’h eta, ni ho ped, mirout na vefemp paket gant teñvalijenn ar gaou, hag ober ma talc'himp bepred da lugerniñ e-kreiz splannder ar wirionez. Dre hon Aotrou ...


Evit Lideuriad an Eil Abardaez
Gant lidkanenn Vari, antonenn

Er bloaz A

Piv bennak en devo roet ur werennad dour hepken da unan eus ar re vihañse dre maz eo diskibl diñme, en lavarout a ran deoc'h, ne gollo ket e c'hopr.

Er bloaz B

Ar bugel n'eo ket marv, met o kousket emañ. Ha tapet krog e dorn ar plac'hig e lavar dezhi : Merchig, me a lavar dit, dihun.

Er bloaz CH



Neb a grog e lost an alar hag a sell a-dreñv, n'eo ket doareet diouzh Rouantelezh Doue.


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə