Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə21/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   17   18   19   20   21   22   23   24   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Josoua 5. 1-13 --- 6, 21


)Kreñvañ kêr an enebourien, distrujet

En deizioù-hont : 5,13 Ha setu : pa voe Josoua e Yeriko, e savas e zaoulagad, hag e welas un den en e sav a-dal dezhañ, e gleze dic'houinet en e zorn. Hag ez eas Josoua davetañ, hag e lavaras : « Evidomp ez out ? pe eus hon enebourien ». 14 Hag e lavaras : « Nann ! Me eo penn lu an Aotrou, emaon oc'h erruout ». Hag e kouezhas Josoua war e zremm d’an douar, hag e stouas ; hag e lavaras : « Petra en deus va aotrou da lavarout d’e servijer ? » 15 Hag e lavaras penn lu an Aotrou da Josoua : « Lem da solennoù eus da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo santel ». Hag e reas Josoua evel-se.

6, 1 Ha Yeriko a oa kloz ; klozet e oa bet rak mibien Israel : den ne d-ae e-maez, den ne d-ae e-barzh.

2 Hag e lavaras an Aotrou da Josoua : « Sell ! Lakaat a ran ez torn Yeriko hag he roue, soudarded kadarn anezho. 3 Ober a reot tro kêr, an holl dud a vrezel, tro kêr, ur wech, hag evel-se e reot c'hwec'h devezh. 4 Ha seizh beleg a zougo seizh

Pempvet Deiz-lid 289
korn-boud dirak an Arc'h, ha d’ar seizhvet deiz e reot tro kêr seizh gwech, hag ar veleien a sono ar c'horn.

5 Ha setu: pa vo kendalc'het gant ar c'horn, pa glevot son ar c'horn, e youc'ho an holl dud ur youc'hadenn vras, hag e kouezho ramparzh kêr en e boull, hag e pigno an dud, pep hini dirazañ ».

6 Hag e c'halvas Josoua, mab Noun, ar veleien hag e lavaras dezho : « Dougit Arc'h an Emglev, ha seizh beleg a zougo seizh korn-boud dirak Arc'h an Aotrou ». 7 Hag e lavaras d’an dud : « Tremenit ha grit tro kêr ; ar vrezelourien a dremeno dirak Arc'h an Aotrou ».

8 Hag evel m’en devoa lavaret Josoua d’an dud, seizh beleg a zougas seizh korn-boud ; dirak an Aotrou e tremenjont en ur son ar c'horn, Arc'h Emglev an Aotrou o vont war o lerc'h.

9 Hag ar vrezelourien a yae dirak ar veleien o son ar c'horn, hag an engroez a yae war-lerc'h an Arc'h, hag e kerzhed ouzh son ar c'hern.

10 Ha d’an dud en devoa roet urzhioù Josoua en ur lavarout : « Na youc'hit ket, na rit ket klevout ho mouezh, na zeuio eus ho kenou ger ebet, betek an deiz ma lavarin deoc'h : «Youc'hit‘, ha (neuze) e youc'hot ».

11 Hag e reas Arc'h an Aotrou tro kêr, un dro ar wech kentañ, hag ez ejont er c'hamp da nozvezhiañ er c'hamp.

12 Hag e savas Josoua abred; hag e tougas ar veleien Arc'h Emglev an Aotrou. 13 Hag ar seizh beleg a zouge seizh korn-boud dirak Arc'h an Aotrou a gerzhe en ur son ar c'horn; ar vrezelourien a gerzhe en a-raok, hag an engroez a gerzhe war-lerc'h Arc'h an Aotrou, ouzh son ar c'horn.

14 Hag e rejont tro kêr, d’an eil deiz, ur wech, hag e tistrojont d’ar c'hamp ; evel-se e rejont c'hwec'h deiz.

15 Ha d’ar seizhvet deiz, setu i o sevel pa darzhe ar gouloù-deiz ha d’ober tro kêr, e-giz-se, seizh gwech ; nemet en deiz-se e rejont tro kêr seizh gwech.

16 Ha d’ar seizhvet gwech e sonas ar veleien er c'horn hag e lavaras Josoua d’an dud : « Youc'hit ! rak reiñ a ra an Aotrou deoc'h ar gêr.

17 Hag e vo ar gêr anaoueet, hi ha kement tra a vo enni, evit an Aotrou. Met Rac'hab, ar ribodez, hi hag an holl re a

290 X-vet sizhun en amzer blaen
vo ganti en ti, rak kuzhet he devoa ar gannaded hor boa kaset. 18 Nemet diwallit gant an anaoue: mar anaoueit hag e kemerit eus an anaoue, e lakaio kamp Israel da vout anaoueet, hag e vo glac'har warnañ. 19 Kement tra arc'hant hag aour, ha traoù arem pe houarn a vo, santel e vezint d’an Aotrou, da deñzor an Aotrou ez aint ».

20 Hag e youc'has an dud, hag e voe sonet er c'hern, ha kerkent ha ma klevas an dud son ar c'hern, e youc'has an dud ur youc'hadenn vras, hag e kouezhas ar ramparzh en e boull, hag e pignas an dud e kêr, pep hini dirazañ, hag e tapjont ar gêr. 21 Hag ez anaouejont kement tra a oa e kêr, paotr ha plac'h, yaouank ha kozh, kole, oan hag azen, dre varvenn ar c'hleze.
PEBEILGANENN Kv. Iz 25, 1ab. 2ad; Heb 11, 30

P/ Aotrou, va Doue ez oc'h-c'hwi, ho kanmeuliñ a rin, lidañ a rin hoc'h anv ; * Rak graet hoc'h eus ur bern mein gant ar geoded, ha he vo ket ken adsavet.

U/ Dre ar feiz e kouezhas mogerioù Yeriko en o foull, goude ober an dro dezho e-pad seizh devezh. * Rak graet hoc’h eus ...
EIL LENNADENN

Eus Hegelennaduriou Origenes beleg, war levr Josoua mab Noun (Hom. 6,4 : PG 12,855- 856)


Diwar-benn Kêr Yeriko kemeret
Kelc’hiet eo kêr Yeriko, dav eo he c’hemerout dre argad. Penaos ez eo enta kemeret Yeriko ? Ne denner ket ar c'hleze a-enep dezhi ; ne d-eo ket brañsellet an tourter-brezel a-enep dezhi ; ne vanner ket daredoù kennebeut ; trompilhoù ar veleien hepken a implijer, ha gant ar re-mañ eo diskaret mogerioù Yeriko.

Er Skritur-Sakr e weler alies ez eo implijet Yeriko evel ur skeudenn eus bed an droug hag ar fazi. Sellit en Aviel ar pezh a lavarer diwar-benn an den a oa o tiskenn eus a Jeruzalem da Yeriko hag en em gavas gant laeron. Bez' e oa sur-mat an den-se ur skeudenn eus an Adam a oa bet skoet er-maez eus ar baradoz,



Pempvet Deiz-lid 291
en harlu ar bed-mañ. Ar re dall-se, hag a oa e Yeriko hag a zeuas Jezuz d'o c’haout evit ober dezho gwelout, ar re-se a arouezie ar re a oa gwasket er bed-mañ gant dallentez an diouiziegezh hag a zeuas Mab-Doue daveto. Ar Yeriko-mañ, da lavarout eo ar bed-mañ, a zo galvet da gouezhañ en e boull. Pell hag amzer 'zo ez eo bet embannet an diwezh anezhañ, el Levrioù-Sakr.

Penaos 'ta e vo kemennet an diwezh anezhañ ? Gant peseurt binvioù ? Gant mouezhioù trompilhoù. Mouezhioù peseurt trompilhoù ? Sant Paol da ziskulio dit kevrin ar mister-se ! Selaou ar perzh a lavar : Seniñ a raio an drompilh, emezañ, hag ar re varv hag a zo er C'hrist a savo da vezañ divreinus, hag an Aotrou e-unan, pa vo roet urzh, pa vo klevet mouezh an arc’hael ha trompilh Doue, a ziskenno eus an neñv. Neuze 'ta, Jezuz, hon Aotrou, a drec’ho war Yeriko gant trompilhoù, hag he flastro, war an douar, en doare ma ne vo salvet anezhi nemet ar vaouez a vuhez fall hag bec’h holl diegezh. Dont a raio, emezañ, hon Aotrou Jezuz, hag e teuy ouzh mouezh an trompilhoù.

An Aotrou enta ra salvo ar wreg-se hepken hag a zegemeras e spierien, da lavarout eo a lojas e Ebestel e solieradur uhelañ he zi, goude o degemer gant feiz ha sentidigezh. Ra vo kevredet hag unanet ar vaouez-se a vuhez fall ouzh tiegezh Israel. Met hiviziken arabat dimp degas soñj eus he fec'hed kozh hag hen tamall dezhi. Ur wezh bennak e oa bet ur vaouez a vuhez fall, bremañ avat ez eo unanet evel ur werc'hez c'hlan ouzh ur gwaz glan, unan hepken, ar C'hrist. Selaou an Abostol o lavarout diwar he fenn : Divizet em eus kement-mañ : ho timezet em eus d'ur gwaz hepken, evel ur werc’hez c’hlan d'ar C'hrist. Eus he gouenn e oa e-unan an hini a lavare : Bez' e voemp ni ivez diskiant, diskredik, dianket, o servijañ youloù ha plijadurioù a bep seurt.

C'hoant ac’h eus da zeskiñ muioc’h c’hoazh ne d-eo ket mui ur vaouez fall ar vaouez-se a vuhez fall ? Selaou c'hoazh ouzh Paol. o lavarout : Kement-se ez oc'h bet ivez, met gwalc'het ez oc'h bet, met santelaet ez oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz Krist, ha dre Spered hon Doue. Evit na varvfe ket gant Yeriko he devoa bet digant ar spierien ur merk galloudus-meurbet a silvidigezh, ur gordennig ruz-skarlek. Dre wad ar C'hrist, e gwirionez, ez eo salvet an Iliz-mañ en he fezh, en Jezuz Krist e-unan, hon Aotrou, dezhañ klod ha mestroni da holl viken. Amen.



292 X-vet sizhun en amzer blaen
PEBEILGANENN Iz 49, 22bc. 26cd; Yan 8, 28a

P/ Sevel a rin va dorn evit ober sin d'ar broadoù, ha bannañ a rin va banniel da c'hervel ar pobloù., * Ha pep den a anavezo eo me, an Aotrou, a zo da salver, ez eo Doue galloudus Jakob da zasprener.

U/ Pa ho pezo uhelsavet Mab an Den, neuze ec'h anavezot ez on-me an hini o vezañ. * Ha pep den a anavezo ...
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a zeu diganeoc’h kement mad, a zo, roit. dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c'hwi hoc’h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...

C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Josoua 10, 1-14; 11, 15-17


Pobl Doue o perc’hennañ an douar

1 Ha pa glevas Adonisedek, roue Jeruzalem, en devoa tapet Josoua Hai hag hec'h anaoueet; evel m’en devoa graet evit Yeriko hag he roue, en devoa graet gant Hai hag he roue, hag o devoa graet peoc'h annezidi Gabaon gant Israel, hag e oant en o zouez, 2 en devoe aon meurbet, rak ur gêr vras e oa Gabaon, evel kêr-benn ur rouantelezh, brasoc'h eget Hai, hag hec'h holl annezidi, kadarn. 3 Hag e kasas Adonisedek, roue Jeruzalem, davet Oham, roue Hebron, ha davet Piream, roue Yarmout, ha davet Iafia, roue Lakis, ha davet Dabir, roue Eglon, da lavarout : 4 « Pignit davedon d’am sikour, hag e skoimp war Gabaon, peogwir he deus graet peoc'h gant Josoua ha gant mibien Israel ». 5 Hag en em gevredjont, hag e pignas pemp roue an Amoriz, roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Yarmout, roue Lakis, roue

./.


C'hwec'hvet Deiz-lid 293
Eglon, gant o holl gampoù hag e kampjont e-kichen Gabaon, hag e rejont brezel dezhi.

6 Hag e kasas tud Gabaon davet Josoua, da gamp Gilgal, kannaded da lavarout : « Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign davedomp buan d’hor salviñ ; ro sikour dimp, rak kevredet eo enep dimp holl rouaned an Amoriz a zo o chom war ar menezioù ». 7 Hag e pignas Josoua eus Gilgal, eñ hag e holl dud a vrezel gantañ, e holl gadarnañ soudarded.

8 Hag e lavaras an Aotrou da Josoua : « Bez hep aon razo, rak ez torn o lakan, ne zalc'ho den anezho dirazout ». 9 Hag ez erruas warno Josoua a-daol-trumm: e-pad an noz e oa pignet eus Gilgal. 10 Hag o spontañ a reas an Aotrou dirak Israel, a skoas ganto un taol bras e Gabaon hag o heskinas etrezek krav Betoron hag o filas betek Azeka ha Makeda.

11 Hag evel ma tec'hent dirak mibien Israel, ha ma oant war zinaou Betoron, e taolas an Aotrou warno grizilh bras eus an neñvoù, betek Azeka, hag e varvent ; muioc'h a varvas gant ar mein-grizilh eget na lazhas mibien Israel gant ar c'hleze. 12 Neuze e komzas Josoua ouzh an Aotrou, en deiz ma lakas an Aotrou an Amoriz dirak mibien Israel, hag e lavaras ouzh daoulagad Israel :

« Heol ! War Gabaon arsav !

Ha te, Loar, war draonienn Aialon ! »

13 Hag ec'h arsavas an heol, hag al loar a chomas a-sav,

ken na voe dialet ar Bobl eus hec'h enebourien.

Daoust ha n’eo ket skrivet se war Levr ar Gwir ? Hag e chomas a-sav an heol e-kreiz an neñvoù, hep tizh warnañ da vont, war-dro un devezh leun. 14 Ne voe ket evel an deiz-se en a-raok na da c'houde, ma sentas an Aotrou ouzh mouezh un den, rak an Aotrou a vrezelas evit Israel.
11,15 Evel m’en devoa gourc'hemennet an Aotrou da v/Moizez, e servijer, evel m’en devoa gourc'hemennet Moizez da Josoua, evel-se e reas Josoua : ne vankas da netra a gement en devoa kemennet an Aotrou da v/Moizez.

16 Hag e kemeras Josoua an holl vro-se : ar menez, an Negev a-bezh, holl vro Gesen, an izel-vro, ar gampoullenn, menez

./.


294 X-vet sizhun en amzer blaen
Israel hag e draoniennoù. 17 Adalek ar Menez Moal, pa bigner da Seir, betek Baalgad, e saonenn al Liban, e traoñ Menez Hermon, o holl rouaned a dapas hag e roas dezho taol ar marv.
PEBEILGANENN Yez 34, 12. 15

P/ Dastum a rin va deñved a-douez ar broioù hag o c'has war o douar. * Ha me o lako da beuriñ war venezioù Israel, en traoniennoù hag e holl lec’hioù annezet ar vro.

U/ Me eo a basko va deñved ha me a roio diskuizh dezho * Ha me o lako da beuriñ ...
EIL LENNADENN

Eus Plaenadurioù Salmoù,

sant Ambrozius eskob,

(Ps 1,4.7-8 : CSEL 64,4-7)


Levr dous ar salmoù
Daoust m’emañ ar Skritur-Sakr penn-da-benn o tizanaliñ gras Doue, ez eo koulskoude levr dous ar Salmoù eo a ra ar muiañ. Sellit ouzh Moizez. Skrivet en deus e yezh plaen istor an Tadoù. Kerkent avat ha men devoa graet da bobl an Tadoù tremen ar Mor Ruz en un doare din da vezan eñvoret, pa welas e oa beuzet ar roue Faraon hag e rejimantoù, e savas e ijin-meur etrezek traoù uheloc’h (rak traoù dreist c'halloud e-unan en devoa graet), hag e kanas d'an Aotrou kan an trec’h. Maria ivez o tapout he zaboulinig a atize ar merc’hed all en ur lavarout : Kanomp d'an Aotrou, rak lakaet en deus e c’hloar da skediñ ; marc'h ha marc’heger en deus taolet er mor.

An Istor a ro kentel, al Lezenn a gelenn, an Diougan a gemenn an Tamall a gastiz, Skiant ar Vuhezegezh a ali ; e Levr ar Salmoù ez eus araokadenn evit an holl, hag ur seurt louzoù o reiñ d'an dud ar silvidigezh. N'eus forzh piv a lenno, hennezh a gavo gant peseurt medisinerezh ispisial e c’hello yac’haat goulioù e wallyouloù. Neb a garo sellout a c’hello kaout a-hed dorn, evel war un dachenn-c'houren digor d'an holl eneoù, pe ur sportva da

./.

C'hwec'hvet Deiz-lid 295
embreger ar vertuzioù, kevezadegoù a bep seurt ; n'en deus nemet dibab ar sport a gav dezhañ ez eo ar muiañ tuet dezhañ en doare ma c’hello gounit aesoc’h ar gurunenn.

Mar fell da unan bennak hag a zo troet da ober ar roll eus oberoù an Hendadoù ha da gemer skouer diwarno, e kavo en ur salm hepken, war e hed istor an Tadoù, en doare ma sanailho un teñzor-istor en e vemor, gant ul lennadenn verr. Ma-z eus unan bennak hag a zo o klask anaout nerzh al Lezenn, hag a zo holl e skoulm ar garantez (rak an hini a gar e nesañ a a ra al Lezenn a-bezh), ra lenno gant pebezh karantez nerzhus penaos, evit dilemel ar vezh diwar ar Bobl a-bezh, ec’h en em lakaas un den hepken, ar Salmour, e-kreiz dañjerioù bras ; hag ennañ ec’h anavezo n'eo ket izeloc'h gloar ar garantez eget an trec’h gounezet gant an nerzh-kalon.

Petra a lavarin-me diwar-benn nerzh ar brofediezh ? Ar pezh a embannas ar re all dre skeudennoù, a seblant bezañ bet prometet sklaer ha dizolo da Zavid hepmuiken, da lavarout eo, e tlee an Aotrou Jezuz bezañ ganet diwar e lignez, evel ma lavaras an Aotrou dezhañ : Eus frouezh da gorf e lakain unan war da dron. Er salmoù enta ne welomp ket hepken Jezuz o tont er bed, met ivez o c’houzañv en e gorf ar basion eürus, o tiskuizhañ er bez, o tasorc'hiñ, o pignat d'an neñv, oc'h azezañ en tu dehou d'e Dad. Ar pezh n'en devoa den ebet kredet lavarout, unan hepken, ar profed-mañ, hen kemenn, ha diwezhatoc'h an Aotrou e-unan hen embannas en Aviel.
PEBEILGANENN S 56(57), 8-9

P/ Start eo va c'halon, o! Doue, start eo va c'halon, * Kanañ a rin, kanañ a rin ur meulgan.

U/ Dihun, o! va ene ! Dihunit, telenn ha kitar, ma tivoredin ar gouloù-deiz. * Kanañ a rin ...
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a zeu diganeoc'h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c’hwi hoc’h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...

./.

296 X-vet sizhun en amzer blaen

D'AR SEIZHVET-DEIZ


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Josoua 24, 1-7. 13-28



An Emglev nevesaet e douar ar bromesa

En deizioù-hont : 24, 1 Hag e vodas Josoua holl veuriadoù Israel e Sichem, hag e c'halvas kozhidi Israel, e bennoù, e varnerien, e skribed, hag en em zalc'hjont dirak Doue. 2 Hag e lavaras Josoua d’an holl Bobl :

« Evel-henn e komz an Aotrou, Doue Israel : En tu all d’ar stêr e oa o chom ho tadoù gwechall, Tare, tad Abraham, ha tad Nac'hor, hag e servijent doueoù all. 3 Hag e kemeris ho tad Abraham eus an tu all d’ar stêr, hag e gas a ris dre holl vro g/Kanaan, hag e kreskis e ouenn, en ur reiñ dezhañ Izaak. 4 Hag e rois da Izaak Yakob hag Esaou, hag e rois da Esaou menez Seir da berc'hennañ; ha Yakob hag e vibien a ziskennas d’an Egipt. 5 Hag e kasis Moizez hag Aaron, hag e skois war an Egipt ken na ris, en he diabarzh; ha goude e tennis ac'hanoc'h er-maez, 6 hag e tennis ho tadoù eus an Egipt ; hag ez oc'h deuet betek ar Mor, hag o deus redet an Egiptiz war-lerc'h ho tadoù gant kirri ha marc'heien betek Mor ar Broenn. 7 Hag o devoa garmet etrezek an Aotrou, a lakas teñvalijenn etrezoc'h-c'hwi hag an Egiptiz, hag a gasas warno ar mor o c'holoas. Hag o deus gwelet ho taoulagad ar pezh a ris d’an Egiptiz ; hag ez oc'h chomet er gouelec'h pell amzer



13 Hag e rois deoc'h ur vro n’ho poa ket poaniet enni, kêrioù n’ho poa ket savet, hag e chomjoc'h enno ; gwini hag olived n’o poa ket plantet a zebrjoc'h (diouto).

14 Neuze 'ta, doujit an Aotrou ha servijit-eñ gant eeunded ha fealded; lamit an doueed a servije hoc'h hendadoù en tu all d’ar stêr hag en Egipt, ha servijit anezhañ an Aotrou.

15 Ha mard eo fall ouzh ho taoulagad servijout an Aotrou,

-

D'ar Seizhvet-deiz 297


dibabit hiziv piv a servijot, pe an doueoù a servije ho tadoù en tu all d’ar stêr, pe doueoù an Amoriz emaoc'h o chom war o douar. Hogen, me ha va ziegezh, ni a servijo an Aotrou ».

16 Hag e respontas ar Bobl en ur lavarout :

« Disakr e vefe dimp dilezel an Aotrou ha servijout doueoù all, 17 rak an Aotrou, hon Doue, eo en deus hor savet, ni hag hon tadoù, eus bro-Egipt, eus an ti-sklaved, ha graet dirazomp ar sinoù bras-se, hag hon diwallet en holl hentoù ma kerzhemp enno, e-touez an holl bobloù ma tremenemp en o zouez. 18 Hag ez argase an Aotrou an holl bobloù, hag an Amoriz a oa o chom er vro, eus hor raok. Ni ivez a servijo an Aotrou : eñ eo hon Doue ! »



19 Hag e lavaras Josoua d’ar Bobl :

« N’hellfec'h ket servijout an Aotrou, rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius, ha ne bardonfe ket ho mankoù, ho pec'hedoù ; 20 mar dilezit an Aotrou, ha mar servijit doueoù estren, ez adkrogo d’ober droug deoc'h ha d’hoc'h echuiñ, goude bezañ graet vad deoc'h »



21 Hag e lavaras ar Bobl da Josoua :

« Nann ! an Aotrou eo a servijimp ! »



22 Hag e lavaras Josoua d’ar Bobl :

« Testoù ez oc'h enep deoc'h hoc'h-unan : dibabet hoc'h eus an Aotrou evit e servijout ». Hag e lavarjont : « Testoù omp ! » 23 « Ha bremañ, lamit an doueoù estren a zo en ho touez, ha troit ho kalonoù ouzh an Aotrou, Doue Israel ! »



24 Hag e lavaras ar Bobl da Josoua : « An Aotrou, hon Doue, a servijimp, hag ouzh e vouezh e sentimp ! »

25 Hag e tivizas Josoua un emglev gant ar Bobl en deiz-se, hag e lakas warno reolennoù ha lezennoù e Sichem. 26 Hag e skrivas Josoua an traoù-mañ e levr Lezenn Doue. Hag e kemeras ur maen bras ha d’e sevel eno dindan an Dervenn a oa e lec'h santel an Aotrou.

27 Hag e lavaras Josoua d’an holl dud :

« Setu, ar maen-mañ a vo test enep dimp, rak klevet en deus holl lavarioù an Aotrou a gomze ouzhimp, hag e vefe enep deoc'h test, mar dinac'hfec'h ho Toue ».



28 Hag e lezas Josoua ar Bobl da vont pep hini d’e hêrezh.

-

298 X-vet sizhun en amzer blaen


PEBEILGANENN Jos 24, 16. 24; 1 Kor 8, 5. 6a

P/ Disakr e vefe dimp dilezel an Aotrou ha servijout doueoù all, * An Aotrou, hon Doue, a servijimp, hag ouzh e vouezh e sentimp !

U/ Petra bennak ma-z eus reoù 'zo a vez lakaet da zoueoù, pe en neñv pe war an douar, evidomp-ni, n'eus forzh penaos, n'eus nemet un Doue hepken. * An Aotrou ...
EIL LENNADENN

Eus Plaenadurioù salmoù, sant Ambrozius eskob

(Ps 1,9-12 : CSEL 64,7,9-10)
Kanañ a spered a rin, kanañ gant va ene

Petra a zo plijusoc'h eget ur salm ? Setu perak e lavar ken brav David e-unan : Meulit an Aotrou, emezañ, rak mat eo ur salm : ra vo plijus ha brav hor meuleudi d'hon Doue. Ha gwir eo ; rak bennozh ez eo ur salm evit ar bobl, meuleudi da Zoue, meulgan ar bobl, asant an holl, lavar an holl, mouezh an Iliz, anzav-a-feiz war gan, relijion leun a wirionez, levenez ar frankiz, kri a laouenidigezh, dasson a joausted. Dousaat a ra ar gounnar, argas a ra ar preder, skañvaat ar glac'har. Armoù en noz, kelennoù en deiz ; skoed ouzh ar spont, gouel er santelezh, skeudenn ar sioulder, arrez eus ar peoc'h hag eus emglev ar c’halonoù, e-giz ur gitar gant tonioù disheñvel ha liesseurt oc'h ober ur gensonadeg hepken. Strink an deiz a laka ur salm da zasseniñ, ar serr-noz a ra dezhañ tregerniñ adarre.

En ur salm ez eus helebini etre kelennadurezh ha grasiusted ; hen kanañ a reer evit ar blijadur, hag hen deskiñ a reer da zastum deskadur. Petra a zo ha na zeu ket war da spered pa lennez ar salmoù ? Enno e lennan : Kanenn d'an hini karet, hag e vezan entanet gant ar youl d'ar garantez santel ; enno ec'h adtremenan war grasoù an diskuliadur, war destenioù an dasorc'hidigezh, war zonezonoù ar bromesa ; enno e teskan diwall diouzh ar pec'hed, e tisoñjan kaout mezh oc'h ober pinijenn evit ar pec’hedoù.

Petra eo ur salm enta nemet telenn ar vertuzioù bet sonet gant ar profed enorus, gant gwaregig ar Spered Santel, da lakaat da zasseniñ war an douar an douster eus muzik ar baradoz. Hor

./.

D'ar Seizhvet-deiz 299



Salmour war gerdin an delenn hag al lourenn, anezho, dilerc'hioù divuhez eus traoù bet bev, en ur c'hoari notennoù disheñvel, a lakae da sevel betek an neñvoù kanenn meuleudioù Doue ; hag evel-se e teskas deomp e tleomp da gentañ mervel d'ar pec'hed, ha neuze da c'houde ober en hor c'horf oberoù liesseurt ar vertuzioù a laka hor relijion da sevel betek an Aotrou Doue, evel ur prof plijus dezhañ.

Desket en deus David dimp-ni e tleomp kanañ a-ziabarzh, salmiñ a-ziabarzh, evel ma kane Paol : Pediñ a rin gant va spered uhel, met pediñ a rin ivez gant va skiant-poell ; meuliñ a rin gant va spered uhel, met meuliñ a rin ivez gant va skiant-poell. Desket en deus dimp ivez stummañ hor buhez hag hon oberoù da arvestiñ ouzh an traoù eus krec'h gant aon na zeufe an dudi a gavomp gant an traoù plijus, da vroudañ youloù hor c'horf, youloù ha n'int mat, neket da zasprenañ hon ene, met d'e bounneraat hepken. Ar profed santel avat en deus degaset da soñj e kane evit dasprenañ e ene : Kanañ a rin salmoù deoc'h-c'hwi, Aotrou, emezañ, war an delenn, o! sant Israel ; laouen e vo va muzelloù pa ganin deoc'h, hag ivez va ene bet ganeoc'h dasprenet.


PEBEILGANENN S 91(92), 2. 4

P/ Mat eo rentañ gloar d'an Aotrou, * Ha kanañ meuleudi d'hoc'h anv, Doue meurbet-uhel.

U/ War an delenn dek kordenn hag al lourenn, gant son liesdoare ar gitar. * Ha kanañ ...
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a zeu diganeoc'h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag

hon renit c’hwi hoc'h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...

.

./.



300
XI-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù an trede sizhun



Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   17   18   19   20   21   22   23   24   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə