Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə24/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar v/Barnerien 16, 1-6. 16-31



Trubarderezh Dalila ha marv Samson

En deizioù-hont : 4 Ha setu, goude-se, e karas ur vaouez e-kichen froud Sorek, hec'h anv Dalila. 5 Hag e pignas d’he c'haout satraped ar Pelishtiz, hag e lavarjont dezhi : « Hoal anezhañ ; sell e petra emañ e nerzh bras, ha gant petra e trec'himp warnañ, hag en ereimp, hag e vo doñvaet; hag e roimp dit, pep hini, unnek kant pezh arc'hant ».

6 Hag e lavaras Dalila da Samson : « Diskler, mar plij, din e petra emañ da nerzh bras, ha gant petra e ve ret da eren evit da zoñvaat » .16 Hag evel ma waske warnañ gant he c'homzoù bemdez, evit e rediañ, e voe digalonekaet da vervel. 17 Hag e tibunas dezhi e holl galon hag e lavaras dezhi : « An aotenn n’eo

D'ar Seizhvet-deiz 327


ket bet savet war va fenn : gouestlad Doue ez on adalek kof va mamm. Mar befen razhet, e kuitafe diouzhin va nerzh hag e vefen dihet hag e teufen evel n’eus forzh petore den ».

18 Hag e welas Dalila en devoa dibunet dezhi e holl galon, hag e kasas gervel satraped ar Pelishtiz en ur lavarout : « Deuit ! ar wech-mañ en deus dibunet e holl galon ». Hag e pignas daveti satraped ar Pelishtiz, hag e tegasjont an arc'hant en o daouarn.

19 Ha hi o vezañ e laket da gousket war he barlenn, da c'hervel un den, a razhas seizh plezh e benn ; kroget e oa houmañ d’e zoñvaat, aet e oa e nerzh digantañ.

20 Ha hi da lavarout : « Pelishtiz warnout, Samson ! » Hag e tihunas eus e gousk, hag e lavaras : « Dont a rin a benn evel bewech d’en em zieubiñ ». Met ne ouie ket e oa aet an Aotrou digantañ.

21 Hag e krogas ennañ ar Pelishtiz, hag e toulljont e zaoulagad ha d’e ziskenn da Gaza, ereet gant chadennoù, hag e voe maler en ti-bac'h.

22 Hag e krogas blev e benn da advountañ goude ma oa bet razhet.

23 Ha satraped ar Pelishtiz en em vodas d’ober ur sakrifis bras evit Dagon, o doue, ha d’ober chervad. Hag e lavarent :

« Lakaet en deus hon doue

en hon daouarn Samson hon enebour ».

24 Hag ouzh e welout, an dud a veule o doue:

« Ya, emezo, lakaet en deus hon doue

etre hon daouarn hon enebour,

an hini a «waste hor bro

hag a rae kement a lazhidi ».

25 Hag evel ma oa laouen o c'halon, e lavarjont : « Galvit Samson, ma c'hoario evidomp ! » Hag e voe galvet Samson eus an ti-bac'h, hag e c'hoarias dirazo.

Lakaet e oa bet etre ar pileroù;



26 hag e lavaras Samson d’ar paotr yaouank a oa krog en e zorn :

« Va lez da dastornat ar pileroù emañ an ti diazezet warno, ma 'n em harpin outo ».



27 Hag an ti a oa leun a baotred hag a verc'hed, hag e oa eno holl satraped ar Pelishtiz, ha war an doenn war-dro tri mil

328 XI-vet sizhun en amzer blaen
paotr ha plac'h o sellout ouzh c'hoarioù Samson.

28 Hag e pedas Samson an Aotrou en ur lavarout : « Aotrou Doue, az pez soñj ac'hanon ! kennerzh-me evit ar wech-mañ, o Doue, hag e tennin veñjañs, evit va daoulagad, eus ar Pelishtiz ! »

29 Hag e vriatas Samson an daou biler kreiz, ma oa an ti diazezet warno, ha, harpet outo, ouzh unan gant e zehou, ouzh egile gant e gleiz, 30 e lavaras Samson : « Ra varvo va ene gant ar Pelishtiz ! » Hag e stennas gant nerzh, hag e kouezhas an ti war ar Pelishtiz ha war an holl dud a oa e-barzh. Hag e voe ar re varv, a lazhas en ur vervel, niverusoc'h eget ar re a lazhas en e vuhez.

31 Hag e tiskennas e vreudeur hag holl diegezh e dad d’e gerc'hat, hag ez ejont d’e veziañ etre Sorea hag Estaol, e bez Manoa, e dad. Barnet en devoa Israel ugent vloaz.

PEBEILGANENN S. 42(43), 1a; 30(31), 4a; Brn 16, 28b


P/ Va barnit en ho justis, Aotrou Doue, ha difennit va c'haoz a-enep ur bobl didruez, * Rak c'hwi a zo va goudor ha va difenn.

U/ Aotrou Doue, az pez soñj ac'hanon ! kennerzh-me evit ar wech-mañ * Rak...

EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Kiprianus eskob ha merzher,

War bedenn an Aotrou

(Nn.28-30 CSEL 3,287-289)


N'eo ket gant gerioù hepken, met gant oberoù eo e tleer pediñ
Petra a zo dreist-ordinal, va breudeur karet, e vefe ar bedenn-se ur bedenn desket dimp gant Doue ? Bez' en deus en e gelennadurezh dastumet hon holl bedenn e berr gomzoù salvus. Kement-se a oa bet diouganet diagent dre ar profed Izaia ; hemañ, leun eus ar Spered Santel, a lavare diwar-benn meurdez ha

D'ar Seizhvet-deiz 329


madelezh Doue: Ur gomz peurvat eo, emezañ, a zo enni pep reizhded. Rak dre an douar a-bezh e lavaro Doue ur ger berr. E gwirionez, pa zeuas an Hini a zo Lavar Doue, da lavarout eo Verb Doue, hon Aotrou Jezuz Krist, evit an holl dud, ec'h unanas a-gevret tud desket ha tud dizesk, hag e roas d'an dud a bep rummad hag a bep oad, paotred ha merc’hed, gourc’hemennoù ar silvidigezh ; ober a reas un diverrañ a dalvoudegezh eus ar gourc’hemennoù evit na vefe ket diaes da vemor an dud deskiñ kelennadurezh an neñv, hogen ma teskfent buan ar pezh a zo ezhomm evel diazez ar feiz. Evel-se p'edo o kelenn petra eo ar vuhez peurbadel, e tisklerias mister ar vuhez gant komzoù berr ha doueel ; Homañ, emezañ, eo ar vuhez peurbadel : hoc'h anavezout c'hwi an Doue nemetañ ha gwirion, hag an Hini hoc'h eus degaset, Jezuz Krist. En hevelep stumm c'hoazh e reas pa dennas eus al Lezenn hag eus ar Brofeded ar gourc'hemennoù kentañ ha brasañ : Selaou Israel, emezañ, an Aotrou da Zoue eo an Aotrou nemetañ, ha : "Karout a ri an Aotrou da Zoue a-greiz da galon ha gant da holl ene ha gant da holl nerzh. Hennezh eo ar gourc’hemenn kentañ, an eil a zo heñvel outañ : Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. En daou c’hourc’hemenn-se emañ al Lezenn a-bezh hag ar Brofeded. Hag adarre : Kement vad ho pefe c'hoant e rafe an dud deoc'h, grit dezho evel-se c'hwi hoc'h-unan. Honnezh eo al Lezenn hag ar Brofeded.

N'eo, ket dre gomz hepken, met ivez dre ober en deus Doue desket dimp pediñ. Eñ e-unan a bede alies hag a aspede ; ha diskouez a rae gant testeni e skouer, petra a zleomp da ober ni ivez ; evel m'emañ skrivet en Aviel : Eñ e-unan en em denne da lec’hioù distro, hag a azeule ; hag en ul lec’h all : Mont a reas er-maez war-zu ar menez, hag eno e tremenas an noz penn-da-benn o pediñ. Pediñ a rae an Aotrou, ha goulenn a rae grasoù, n'eo ket evitañ e-unan, - petra en dije gallet goulenn pa oa dibec'h ? - pediñ a rae evit hor pec’hedoù, evel ma tispleg e-unan pa lavar da Bêr : Setu m'edo Satanaz o c'houlenn hoc’h hejañ evel gwinizh. Me am eus pedet evidout gant aon ne zeufe da feiz da vankout. Ha goude-se e pedas evit an holl : N'eo ket evit ar re-mañ hepken eo e pedan, met ivez evit ar re a gredo ennon diwar o lavar , evit ma vezint unan, evel ma-z oc'h-c'hwi, Tad, ennon ha me ennoc'h, evit ma vint i o-unan ennomp-ni.



330 XI-vet sizhun en amzer blaen
Bras eo madelezh ha karantez Doue evit pezh a sell ouzh hor silvidigezh ; rak ne oa ket trawalc'h gantañ hon dasprenañ gant e wad, mont a ra zoken betek pediñ evidomp. Gwelit, enta peseurt c'hoant a oa e hini pa bede : ma chomfemp ni ivez en unaniezh, evel m'eo unan an Tad hag ar Mab.
PEBEILGANENN S. 24(25), 1-2a. 5

P/ Etrezek ennoc'h, Aotrou, e savan va ene * Va Doue, ennoc'h e fizian, grit na vin ket distroadet.

U/ Va heñchit en ho kwirionez, va c’henteilhit, rak c'hwi eo Doue va silvidigezh, hag ennoc'h ec'h esperan dalc'hmat. * Va Doue
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc’h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc’hemennoù ha plijout deoc'h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...

-

331
XII-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN



Telennganoù ar sizhun IV
D'ar 1-añ Pardaezlid
Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, en lavarit er sklerijenn ; ar pezh a glevit e pleg ho skouarn, en embannit war leur an toennoù.
Er bloaz B

Aotrou, hor savete, emaomp o vont da goll ; gourc’hemennit ha grit, Aotrou Doue, ma sioulaio.


Er bloaz CH

Lavarout a reas Jezuz d'e ziskibion : Ha c’hwi, piv a lavarit ez on-me ? Ha Pêr da respont : Krist Doue.


Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bo bepred doujañs ha karantez evit hoc’h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc’h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 16, 1-13



David sakret da roue

En deizioù-hont : 1e lavaras an Aotrou da Samouel : «Betek peur ez po glac'har gant Saoul, peogwir em eus e zistaolet evel roue war Israel ? Leugn da gorn gant eoul ha kae ! Da gas a ran davet Yese, eus Betlehem : gwelout a ran, e-touez e vibien,

332 XII-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
evidon ur roue ». 2 Hag e lavaras Samouel : « Penaos ec'h in ? Mar klev se Saoul, e vin lazhet gantañ ! ». Hag e lavaras an Aotrou : « Un annoar a gemeri ganit, hag e lavari : Evit aberzhiñ d’an Aotrou eo e teuan.

3 Hag e pedi Yese d’ar sakrifis, hag e rin dit gouzout ar pezh a vo d’ober evit oleviñ evidon an hini a lavarin dit ».

4 Hag e reas Samouel ar pezh en devoa lavaret an Aotrou, hag ez eas da v/Betlehem; hag e krene kozhidi kêr o tont d’e gaout en ur lavarout : « Gant peoc'h e teuez ? » 5 Hag e lavaras : « Gant peoc'h ! Evit aberzhiñ d’an Aotrou e teuan. En em santelait, hag e teuiot ganin d’ar sakrifis ». Hag e lakas da 'n em santelaat Yese hag e vibien ; hag o fediñ a reas d’ar sakrifis.

6 Pa oant oc'h erruout, e welas Eliab hag e lavaras : « Sur ! Emañ dirak an Aotrou e olevad ! ». 7 Hag e lavaras an Aotrou da Samouel : « Na sell ket ouzh e stumm nag ouzh uhelder e vent : e zisteurel a ran ; n’eo ket ar pezh a wel an den (a gont), rak an den a sell gant an daoulagad, hag an Aotrou a sell ouzh ar galon ».

8 Hag e c'halvas Yese Abinadab, a lakas da dremen dirak Samouel, a lavaras : « N’eo ket hemañ en deus dibabet an Aotrou ».

9 Hag e tremenas Yese Samma, hag e lavaras (Samouel) : « N’eo ket hennezh c'hoazh en deus dibabet an Aotrou ».

10 Hag e tremenas Yese e seizh mab dirak Samouel, hag e lavaras Samouel da Yese : « N’en deus ket an Aotrou dibabet ar re-mañ ».

11 Hag e lavaras Samouel da Yese : « N’eus ken a baotred ? ». Hag e lavaras : « C’hoazh e van an hini yaouankañ : emañ o vesa an deñved ».

Hag e lavaras Samouel da Yese : « Kas d’e gerc'hat ; ne goazezimp ket, ken na vo deuet amañ ». 12 Hag e voe kerc'het ha degaset : rous e oa, kaer e zaoulagad ha brav da welout. Hag e lavaras an Aotrou : « Sav ! Olev anezhañ, rak eñ eo ! ».



13 Hag e kemeras Samouel ur c'hornad eoul hag en olevas e-touez e vreudeur. Hag e strinkas Spered an Aotrou war David adalek an deiz-se ha da c'houde. Hag e savas Samouel hag ez eas da Rama.

-

XII-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 333


PEBEILGANENN S 88(89), 20bc. 22a. 21

P/ Laket em eus ur gurunenn war benn un den kadarn, uhelsavet em eus an hini am eus dibabet a-douez ar bobl. * Va dorn a vo bepred aze d'e skoazellañ.

U/ Kavet em eus David va servijer, e sakret em eus gant va eoul santel. * Va dorn ...

EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid Faustinus Luciferanus, beleg,

War an Drinded

(Nn.39-40 CCL 69,340-341)
Ar C'hrist roue ha beleg da virviken
Hor Salver a zo deuet da vezañ e gwirionez Krist (pe Mesiaz), hervez e natur-den, hag ivez war un dro gwir roue ha gwir veleg. Bez' ez eo war un dro an eil hag egile evit na vefe mank ebet en hor Salver. Selaouit anezhañ o tiskleriañ ez eo deuet da roue : Me, emezañ, a zo bet diazezet da roue gant Doue war Sion, e venez santel. Beleg ez eo ivez : klevit testeni e Dad oc'h embann : Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek. Aaron eo a voe da gentañ el Lezenn gozh o tont da vezañ beleg, pa oa bet olevet gant ar C'hrisma. Ne lavarer ket "hervez urzh Aaron" betek gouzout, na vefe kredet e oa tu da resev belegiezh hor Salver a rumm da rumm en hêrezh. Ar velegiezh-se, hini Aaron, ez eo dre hêrezh e veze roet. Belegiezh hor Salver avat, ne dremen ket dre hêrezh eus an eil d'egile, dre ma chom-Eñ beleg atav, hervez ar pezh a zo skrivet : Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek.

Bez' ez eo salver enta, hervez e natur-den, met ivez roue. ha beleg. Ar rouaned hag ar veleien gant Israeliz a veze olevet o c'horf gant olev-sakr evit bezañ sakret rouaned ha beleien. Met ne oa ket pep unan anezho, an eil tra hag egile. Bez' e veze pep hini anezho pe roue pe veleg. D'ar C'hrist hepmuiken e oa dleet ar glokted hag al leunded e pep tra, pa oa deuet da beurober al Lezenn.



334 XII-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
Met daoust ne veze ket pep unan anezho beleg ha roue war un dro, evelkent o vezañ ma veze olevet o c'horf gant olev ar rouaned hag ar veleien, e veze graet "kristed" anezho-holl. Ar Salver avat, o vezañ ma-z eo Ar C'hrist e-gwirionez, a zo bet sakret gant ar Spered Santel evit ma teufe da wir ar pezh a zo skrivet diwar e benn : Setu perak en deus Doue, da Zoue, da sakret gant un eoul a levenez a-us d'az mignoned. Dreist e vignoned, dezho koulskoude an hevelep anv hag Eñ, ez eo bet sakret gant un eoul a levenez, eoul hag a verk ar Spered Santel nemetken.

Dre hor Salver e-unan ec’h ouzomp ez eo gwir kement-se. Pa voe roet dezhañ levr ar profed Izaia e tigoras anezhañ hag e lennas ennañ : Spered an Aotrou warnon : setu perak en deus va sakret gant olev. Ha neuze e tisklerias e oa deuet an diougan-se da wir evit ar re a oa ouzh e selaou. Pêr, priñs an Ebestel, en deus diskleriet ez eo an olev sakr-se hag a ziskouez ez eo hor Salver Krist ar Spered Glan, da lavarout eo, nerzh Doue e-unan. Evel ma konter e levr Oberoù an Ebestel, p'edo Pêr o komz ouzh an den-se leun a feiz ha leun a drugarez ma oa ar c’hantener, e lavaras e-touez traoù all : Jezuz a Nazared a grogas da gentañ e Galilea goude ar vadeziant bet prezeget gant Yann. Doue en devoa e olevet gant ar Spered Santel ha gant galloud. Eñ a zo tremenet en ur ober burzhudoù hag oberoù bras, hag o tieubiñ kement hini a oa dalc'het gant an diaoul.

Gwelout a rit e lavaras Pêr ivez e oa bet olevet ar Jezuz-se hervez e natur-den, gant ar Spered Santel ha gant galloud. Neuze enta ez eo gwir ez eo deuet Jezuz e-unan, hervez e natur-den, da vezañ Krist, rak olevet eo bet gant ar Spered Santel ha deuet da vezañ roue ha beleg war un dro da viken.
PEBEILGANENN Kv. Heb 6, 20

P/ Sellit pegen bras ez eo hennezh hag a zo o tont da salviñ ar pobloù : * Eñ eo Roue ar Reizhded ha n'eus fin ebet d'e lignez.

U/ Antreet eo evel diaraoger evidomp, deuet da vezañ da virviken arc'hbeleg hervez urzh Melkisedek. * Eñ eo ...
MEULGAN C'hwi Doue a veulomp, 568.

XII-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 335
D'ar Meullidoù-beure
Gant lidkan Zakaria, antonenn,

Er bloaz A

Blev ho penn a zo bet kontet holl. N'ho pet ket aon eta, eme an Aotrou.
Er bloaz B

Jezuz o vezañ dihunet a c’hourdrouzas an avel hag a lavaras d'ar mor : Tav, sioula. Hag e kouezhas an avel, hag e teuas kalm gwenn.


Er bloaz CH

Ret eo da Vab an Den gouzañv kalz ha bezañ distaolet, ha bezañ lakaet d'ar marv hag adsevel da vev d'an trede deiz.


Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bo bepred doujañs ha karantez evit hoc'h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...


D'an eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn,
Er bloaz, A

Kement hini en devo anzavet ac'hanon dirak an dud, ec’h anzavin me ivez anezhañ dirak va Zad a zo en Neñvoù.


Er bloaz B

Aon o devoe an diskibien, aon bras, hag e lavarent kenetrezo : Piv 'ta eo hemañ pa sent outañ an avel hag ar mor.


Er bloaz CH

Mar fell da unan bennak donet war va lerc'h, ra en em zinac'ho e-unan, ra sammo e groaz ha ra zeuio d'am heul, eme an Aotrou.



336 XII-vet sizhun en amzer blaen

EIL DEIZ-LID


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 17, 1-10. 32. 38-51


Emgann David ha Goliat
En deizioù-hont : 1 Hag e vodas ar Pelishtiz o c'hampoù evit ar brezel, hag en em vodjont e Soc'ho, a zo e Youda, hag e kampjont etre Soc'ho hag Azeka, en Afesdommim.

2 Saoul ha tud Israel en em vodas hag a gampas e traonienn Ela war renk a vrezel da ziarbenn ar Pelishtiz.

3 Ar Pelishtiz en em zalc'he war ar menez, eus an tu, hag Israel en em zalc'he war ar menez, eus an tu all, ar saonenn etrezo.

4 Hag e teuas war-raok un hanterour eus kampoù ar Pelishtiz, Goliat e anv, eus Gat. E uhelder a oa c'hwec'h ilinad hag ur rahouennad.

5 Un dokenn arem en devoa war e benn gant un hobregon skantek e oa gwisket ha pouez an hobregon-se a oa pemp mil shekel arem. 6 Bodreoù arem en devoa war e zivhar, hag ur speg arem war e zivskoaz ; 7 koad e c'hoaf a oa evel karvan ur gwiader ; laonenn e c'hoaf he devoa c'hwec'h kant shekel, en houarn. Un douger skoed a gerzhe dirazañ.

8 Hag en em zalc'has hag e huchas war renkadoù Israel en ur lavarout : « Hag-eñ n’on ket me ar Filistiad, ha c'hwi, sklaved Saoul ? Dibabit deoc'h un den, a ziskenno davedon. 9 Mar gall brezelekaat ganin hag e ven skoet gantañ, e vezimp ho sklaved; ha mar bezan-me trec'h dezhañ hag eñ skoet ganin, e vezot c'hwi hor sklaved ha servijerien dimp ».

10 Hag e lavare ar Filistiad : « Me a ra fae ouzh renkadoù Israel, hiziv: roit din un den, hag en em gannañ a raimp etrezomp».

32 Hag e lavaras David da Saoul : « Gant na fallgalono

Eil Deiz-lid 337
den gant hennezh ! da servijer a yelo d’ober brezel d’ar Filistiad/se ».

38 Hag e wiskas Saoul da Zavid e zilhad, hag e lakas un dokenn arem war e benn, hag e wiskas dezhañ un hobregon. 39 Hag e c'hourizas David e gleze war e zilhad, hag e vennas kerzhout, met ne oa ket boas.

Hag e lavaras David da Saoul : « N’hallan ket kerzhout gant an traoù-mañ; n’on ket boas ». Hag o lemel a reas David diwarnañ.



40 Hag e kemeras e vazh en e zorn hag e tibabas pemp bilienn eus ar froud, a lakas er sac'h-mesaer en devoa hag en e c'hodell ; hag e vatalm en e zorn, e tostaas ouzh ar Filistiad.

41 Hag e kerzhas ar Filistiad hag e tostaas ouzh David, e zouger-skoed dirazañ. 42 Hag e sellas ar Filistiad, hag o welout David, e reas goap anezhañ dre ma oa yaouank ha rous, ha koant da welout.

43 Hag e lavaras ar Filistiad da Zavid :

« Ur c'hi ez on-me, pa zeuez davedon gant ur vazh? ». Hag e villigas ar Filistiad David dre e zoueoù.



44 Hag e lavaras ar Filistiad da Zavid : « Deus din, hag e roin da gig da evned an neñvoù ha da loened ar maezioù ! »

45 Hag e lavaras David d’ar Filistiad :

« Te a zo o tont din gant kleze ha goaf ha speg, ha me a ya dit en anv Aotrou ar Strolladoù, Doue renkadoù Israel, a zismegañsez. 46 Hiziv e vi paket gant an Aotrou em dorn, skeiñ a rin warnout, hag e lamin da benn diwarnout, hag e roin korfoù eus kamp ar Pelishtiz da evned an neñvoù ha d’al loened gouez, hag e ouezo an douar a-bezh ez eus un Doue evit Israel !



47 Hag e ouezo an holl gevredigezh-mañ n’eo ket dre gleze na goaf e trec'h an Aotrou, rak an Aotrou eo mestr ar brezel, hag ho lakaat a ray en hon dorn ».

48 Hag evel ma talc'he ar Filistiad da gerzhout ha da dostaat a-ziarbenn David, e hastas David redek war-zu an talbenn etrezek ar Filistiad.

49 Hag e kasas David e zorn d’e sac'h, hag e kemeras dioutañ ur maen, a vatalmas, a skoas gant ar Filistiad ouzh e dal. Sankañ a reas ar maen en e dal, hag e kouezhas war e zremm d’an douar.

338 XII-vet sizhun en amzer blaen
50 Trec'het en devoa David war ar Filistiad gant ur vatalm hag ur maen, ha roet d’ar Filistiad taol ar marv ; ne oa ket a gleze e dorn David. 51 Hag e redas David hag ec'h arsavas e-kichen ar Filistiad, hag e kemeras e gleze, a dennas eus e c'houin, hag en lakas d’ar marv, hag e troc'has e benn.

PEBEILGANENN Kv. 1 Sam 17, 37; S. 56(57), 4c. 5a


P/ An Aotrou, hag am zennas eus pav al leon hag eus pav an arzh, * Eñ eo am diframmo eus daouarn va enebourien.

U/ Doue en deus degaset e drugarez hag e wirionez : diframmet en deus va buhez eus a-douez kolened al leoned. * Eñ eo ...

EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Gregorios Nisa, eskob,

War skouer vat ar c’hristen

(PG 46,254- 255)


Ar c'hristen, ur C'hrist all
Sant Paol, en ur stumm perveshoc’h eget den ebet, en deus komprenet piv e oa an Aotrou Krist, ha dre e stumm-bevañ e-unan en deus diskouezet penaos e tle bezañ ar re o deus bet resevet e anv e-unan. Kemeret en deus skouer diwarnañ gant kement a aked ma tiskoueze ennañ e-unan evel ar poltred bev anezhañ. Gant kement a breder e kemeras skouer war ar C’hrist ma teuas santimantoù e ene da vezañ heñvel ouzh re e batrom, en hevelep doare ma ne seblante ket mui e oa Paol eo a gomze, met ar C'hrist. Dres evel ma lavaras Paol e-unan, eñ hag a gomprene mat-tre peseurt madoù a oa en e greizon e-unan : O klask emaoc’h, emezañ, ar brouenn emañ ar C'hrist o komz ennon. Ha c'hoazh : Mar, bevan. n'eo ket me ken an hini a vev, met ar C'hrist a vev ennon.

Dizoloet en deus enta dimp pebezh nerzh a zo en anv Krist, pa lavare e oa ar C’hrist nerzh ha furnez Doue. Ober a rae



Eil Deiz-lid 339
c’hoazh anezhañ ar peoc’h, ar sklerijenn dreist diraez e-lec'h m’emañ Doue o chom, an dic'haou hag an daspren, ar beleg-meur, ar Pask, aberzh evit pec’hedoù an eneoù, ar sked eus klod Doue, ha skeudenn e anien, krouer ar c’hantvedoù, boued hag evaj speredel, roc’hell ha dour, diazez ar feiz, maen-korn, poltred an Doue diwelus, Doue meur, ar penn eus e gorf a zo an Iliz, kentañ-ganet ar grouadelezh nevez, preveudi ar re kousket er marv, kentañ-ganet eus a-douez ar re varv, kentañ-ganet e-touez kalz a vreudeur, hanterour etre Doue hag an dud, ar Mab unganet kurunennet a glod hag a enor, Aotrou ar C'hloar ha deroù an holl draoù, roue ar reizhded, hag, ouzhpenn, roue ar peoc’h ha roue an holl, o kaout beli war ur rouantelezh ha n'eo bevennet gant termen ebet.

An anvioù-se, ha re all heñvel, a roas sant Paol dezhañ. Met ken niverus ez int, ma ne vefe ket aes, en askont d'o niver bras, ober ar roll anezho. Met, mar befe lakaet a-gevret an holl anvioù-se, ha mar befe unanet ster disheñvel pep hini anezho, e rofent dimp da intent an nerzh estlammus a zo en anv Krist, hag ivez nerzh e veurdez ha na c'hell ket bezañ diskleriet gant gerioù. Dizoleiñ a rafent da vihanañ kement a c'hell hor c'halon hag hor spered kompren.

Madelezh an Aotrou he deus graet dimp kaout perzh en anv a zo an hini kentañ, an hini brasañ hag an hini santelañ eus an holl anvioù, en doare m'hon eus an enor da zougen anv an Aotrou Krist, peogwir e vez graet ''kristenien'' ac’hanomp.

Dre-se enta eo ret e vefe gwelet anat ennomp-ni ivez an holl sterioù klozet en anv, evit na seblantimp ket bezañ anvet e gaou ''kristenien", met ma tougo hor buhez testeni a-du ganimp war ar poent-se.

PEBEILGANENN S 5, 12; 88(89), 16b-17a
P/ Roit levenez d'ar re en em repu ennoc'h, levenez peurbadel. Gwarezit anezho, hag ennoc'h e trido, * Ar re a gar hoc’h anv.

U/ Aotrou, ar re a gerzh e sklerijenn ho tremm, ar re a gav bepred o levenez en hoc'h anv, * Ar re a gar ...



340 XII-vet sizhun en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bo bepred doujañs ha karantez evit hoc'h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...


TREDE DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə