Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə22/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27

D'ar 1-añ Pardaezlid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

0 welout an engroezioù tud-se en devoe Jezuz truez outo, rak skuizh e oant ha mantret evel deñved hep mesaer.

Er bloaz B

Evel-henn emañ Rouantelezh Doue, evel un den en deus taolet had en douar, hag e tiwan an had hag e kresk, hep gouzout dezhañ penaos.


Er bloaz CH

Ha sed ur vaouez, ur bec'herez eus kêr, a gemeras ul lestr alabastr leun a. c'hwez-vat, en ur ouelañ e krogas da cIh1ebiañ.treid Jezuz gant he daeroù, hag e poke dezho, hag e skuilhe warno louzoù c’hwez-vat.


Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc'h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ, ma c’hellimp heuliañ. ervat ho kourc’hemennoù, ha plijout deoc'h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn

LENNADENNGENTAÑ

Diouzh levr ar v/Barnerien 2, 6 --- 3, 4

Un dremmsell war amzer ar Varnerien

En deizioù-hont : 2,6 Kaset en devoa Josoua an dud, hag e oa aet mibien Israel pep hini d’e hêrezh, da berc'hennañ ar vro. 7 Hag o devoa servijet an dud an Aotrou holl zeizioù Josoua hag holl zeizioù ar gozhidi o devoe hiroc'h deizioù war-lerc'h Josoua, hag

./.


XI-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 301
o devoa gwelet holl oberoù an Aotrou, ar marzhioù en devoa graet evit Israel.

8 Hag e oa marvet Josoua, mab Noun, servijer an Aotrou, oadet a gant dek vloaz.

9 Hag e voe beziet e tiriad e hêrezh, e Tamnatsare, war venez Efraim, ouzh hanternoz menez Gaas.

10 Hag an holl rummad-se a voe dastumet gant o hendadoù, hag e savas ur rummad all war o lerc'h; ar re-mañ n’anavezent ket an Aotrou, nag an oberoù en devoa graet evit Israel.

11 Hag e reas mibien Israel an droug ouzh daoulagad an Aotrou, hag e servijjont Baal,

12 hag e tilezjont an Aotrou, Doue o zadoù, en devoa o zennet eus bro-Egipt, hag ez ejont war-lerc'h doueoù all, doueoù ar pobloù a oa en-dro dezho, hag e stoujont dirazo, o hegasiñ an Aotrou.

13 Hag e tilezent an Aotrou hag e servijent Baal hag Astarot.

14 Hag e tommas kounnar an Aotrou ouzh Israel, hag o lakas e dorn skraperien : skrapet ha gwerzhet e vezent ganto etre daouarn o enebourien diwar-dro ; n’hellent ken derc'hel dirak o enebourien.

15 Dre-holl ma-z aent, dorn an Aotrou a veze warno evit o gwalleur, evel m’en devoa lavaret an Aotrou, evel m’en devoa touet an Aotrou dezho, hag enkrez o devoe meurbet.

16 Hag e savas an Aotrou barnerien d’o salviñ eus dorn o skraperien.

17 Ouzh ar varnerien avat ne selaouent ket, met gastaouiñ a raent war-lerc'h doueoù all, hag e stouent dirazo, hag e tistroent buan eus an hent ma kerzhe warnañ o hendadoù, o devoa sentet ouzh gourc'hemennoù an Aotrou : ne raent ket kement-all.

18 Pa save an Aotrou dezho barnerien, e veze an Aotrou gant ar varnerien hag o salve eus dorn o enebourien, holl zeizioù ar varnerien, rak truez en devoa an Aotrou ouzh o hirvoudoù dirak o mac'homerien, o bourevien.

19 Pa varve ar varnerien, ez adkrogent gwashoc'h eget o zadoù da vont war-lerc'h doueoù all, d’o servijout, da stouiñ dirazo, hep dilezel o oberoù hag o doareoù aheurtet.

302 XI-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
20 Hag e tommas kounnar an Aotrou ouzh Israel hag e lavaras : « Peogwir he deus torret ar Bobl-mañ va Emglev, an hini am boa gourc'hemennet d’o zadoù, ha n’o deus ket sentet ouzh va mouezh, 21 me, kennebeut, ne ziberc'hennin nikun a dirazo eus ar pobloù en devoa lezet Josoua a-raok mervel.

22 Evel-se e vo amprouet ganto Israel : ha mirout a raint hent an Aotrou en ur gerzhout gantañ, evel ma reas o hendadoù, pe nann ? »

23 Hag en devoa lezet an Aotrou ar pobloù-se hep o diberc'hennañ re vuan, hep o lakaat e dorn Josoua.

3, 1 Sed amañ ar pobloù a lezas an Aotrou evit amprouiñ drezo an Israeliz: an holl re anezho n’o devoa ket anavezet brezelioù Kanaan, 2 ha se evit kenteliañ rummoù mibien Israel, evit deskiñ dezho brezelekaat, ar re n’o devoa ket bet diagent un tamm kentel : 3 pemp satrap ar Pelishtiz, an holl g/Kanaaniz, Sidoniz ha Hiviz a oa o chom war venez al Liban, adalek menez Baalhermon betek Emat. 4 Ar re-se a oa evit amprouiñ drezo Israel, da c'houzout hag-eñ e sentfent ouzh gourc'hemennoù an Aotrou, en devoa kemennet d’o zadoù dre v/Moizez.
PEBEILGANENN S 105(106), 40a.41a, 44; Brn 2, 16

P/ Neuze e flammas kounnar an Aotrou enep e Bobl ; o droukreiñ a reas etre daouarn ar baganed ; * Sellout a rae gant truez ouzh o anken pa gleve o garmadennoù.

U/ Hag e savas an Aotrou barnerien d’o salviñ eus dorn o skraperien * Sellout ...
EIL LENNADENN

Eus .Kelennskrid sant Kiprianus eskob ha merzher,

war Bedenn an Aotrou

(Nn.4-6 CSEL 3,268-270)


Eus ur galon izelek e tle dont ar beden
Ar re a bed a zle bezañ en o c’homzoù hag en o goulennoù a-unan gant ur spered a emreizherezh, a barfeted, a zoujañs. Soñjomp emaomp dindan selloù Doue. Dav eo plijout da

XI-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 303
zaoulagad an Aotrou Doue dre emzalc’h ar c'horf ha doare ar vouezh. Merk an dud divergont ez eo ober trouz ha krial ; er c'hontrol, dereout a ra ouzh un den savet-mat pediñ gant
dereadegezh ha parfeted. Ha neuze, an Aotrou en e gentelioù
en deus gourc'hemennet deomp pediñ er sekred, e
lec’hioù kuzhet ha distro, zoken er c’hambroù ; klotañ
a ra kement-se eus ar gwellañ gant ar feiz, dre ma ouzomp emañ Doue e pep lec'h, hag e klev hag e wel ac'hanomp, hag e tizh gant leunder e veurdez an traoù kuzh ha disgwel zoken, evel ma-z eo skrivet : Me, emezañ, a zo un Doue tost, ha n'eo ket un Doue pell, Mar bez kuzhet un den e lec’hioù kuzh, daoust ha n' hen gwelin ket ? Daoust ha ne leunian ket an neñv hag an douar ? Ha c'hoazh : e pep lec'h emañ daoulagad Doue o parañ war an dud vat ha war an dud fall.

Ha p'en em vodomp a-gevret gant hor breudeur, ha pa lidomp misterioù Doue a-unan gant beleg Doue, e tleomp kaout soñj ouzh an doujañs hag ouzh an urzh vat, ha n'eo ket teurel dibreder en aer, hor pedennoù, gant komzoù difurlu, na tatouilhat evel ur vilin-avel ur goulenn hag a zle bezañ erbedet ouzh Doue gant parfeted ; rak n'eo ket selaou ar vouezh eo a ra Doue, met ar galon ; n'en deus ezhomm ebet da vezañ galvet gant kriadennoù, pa wel zoken ar soñjoù, evel ma lavar ha m'henn diskouez hon Aotrou e-unan : Perak e soñjit drouk en ho kalonoù, hag en ul lec’h all: Hag e ouezo an holl Ilizoù ez eo me an hini a furch el lounezhi hag er galon.

Anna, e levr kentañ ar Rouaned, hag a arouezie an Iliz, a daol evezh da heuliañ ar stumm-se da bediñ ; rak n'eo ket en ur huchal e rae he goulenn, met sioul ha dilorc’h e pede, e diabarzh he c'halon. Komz a rae gant ur bedenn guzh, met gant ur feiz anat. Komz a rae, n'eo ket gant he mouezh, met gant he c'halon dre ma ouie e oa evel-se e oa e kleve Doue ; hag e resevas, e gwirionez, ar pezh a c'houlenne, dre ma c’houlennas gant feiz. Setu ar pezh a lavar ar Skritur-Sakr : Komz a rae en he c'halon, he muzelloù a fiñve, met he mouezh na gleved ket ; hag an Aotrou a selaouas anezhi. Heñvel a lennomp er salmoù : Komzit en ho kalonoù, ha war ho kweleoù soñjit gant glac’har. Dre Yermia, ivez e ro ar Spered Santel an hevelep alioù, hag e tiskler :Gant skiant eo dleet deoc'h an azeuliñ, Aotrou.

304 XI-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
Va breudeur karet, an hini a vez oc'h azeuliñ, eo arabat dezhañ disoñjal penaos e pedas en Templ ar publikan gant ar Farizian : ar publikan ne oa ket savet e zaoulagad hep doujañs ebet, nag e zaouarn gant divergontiz, war-zu an neñv ; skeiñ. a rae war boull e galon, hag ec'h anzave e bec’hedoù klozet en e greiz, hag e c’houlenne ouzh Doue reiñ sikour dezhañ dre druez, tra m'en em gavas ar Farizian, mat evel ma oa. Setu perak an hini a veritas bezañ kentoc'h santelaet eo an hini a bedas er stumm-se, ha n'en devoa ket lakaet esper e silvidigezh er fiziañs en e zinammded e-unan, pa n'eus den ebet divlam. Met pediñ a rae gant izelegezh en ur anzav e bec’hedoù, hag an Hini a bardon d'an dud izel a galon a selaouas e bedenn.
PEBEILGANENN

P/ Sonjomp ervat e peseurt stumm e tleomp bezañ dirak Doue ha dirak an Aelez, * Hag en em zalc'homp evit kanañ en doare ma kengano hor spered gant hor mouezh.

U/ Ret eo deomp gouzout n'eo ket gant hir-gomzoù, met gant glanded ar galon ha glac’har an daeroù e vezomp selaouet. * Hag en em zalc'homp ...
MEULGAN, C'hwi Doue a veulomp 568
D'ar Meullidoù-beure

Gant lidkan Zakaria, ant.

Er bloaz A

Kas a reas Jezuz an daouzek abostol da visioniñ, en ur gemenn dezho kement-mañ : It etrezek deñved kollet ti Israel.


Er bloaz B

Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur c’hreunenn sezo a zo an hini vihanañ eus an holl hadoù ; met pa vez badet e sav hag e teu da vezañ brasoc'h eget an holl louzeier all.


Er bloaz CH

Distaolet eo dezhi he fec’hedoù niverus, o vezañ m'he deus karet kalz ; hogen an hini a bardoner nebeut dezhañ a gar nebeut ivez.



Eil Deiz-lid 305
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi nerzh ar re a esper ennoc’h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c’hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc’h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc’hemennoù ha plijout deoc’h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ..


D'ar Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn

Er bloaz A

War hoc’h hent embannit Aviel ar rouantelezh : resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.
Er bloaz B

Ha gant e-leizh a barabolennoù e prezege Jezuz ar Gomz. Met d'e ziskibien , pa oant en o fart, e tisplege pep tra.


Er bloaz CH

Lavarout a reas Jezuz d'ar vaouez : da feiz he deus da salvet ; kae e peoc'h.


EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar v/Varnerien 4-1-24



Debora ha Barak

En deizioù-hont : 4,1 Hag ez adkrogas mibien Israel d’ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou, Ehoud o vezañ marv. 2 Hag o gwerzhañ a reas an Aotrou e dorn Iabin, roue Kanaan, a rene en Asor. Penngadour e lu a oa Sisera, hag a oa o chom e Haroset ha Goim. 3 Hag e c'harmas mibien Israel etrezek an Aotrou, rak nav c'hant karr houarnet en devoa, hag e vac'home mibien Israel garv, abaoe ugent vloaz.

306 X-vet sizhun en amzer blaen
4 Debora, ur vaouez profedez, gwreg, Lapidot a varne Israel d’ar mare-se.

5 En he c'hoazez e veze dindan Palmezenn Debora, etre Rama ha Betel, war venez Efraim; hag e pigne daveti mibien Israel evit bezañ barnet.

6 Hag e kasas gervel Barak, mab Abinoam, eus Kedes Neftali, hag e lavaras dezhañ : « Un urzh en deus roet an Aotrou, Doue Israel : Kae da strollañ (soudarded) war venez Tabor ; ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zaboulon.

7 Hag e sachin davedout, war-zu froud Kishon penngadour lu Iabin, e girri hag e dolpad, hag e lakaat a rin ez torn ».

8 Hag e lavaras dezhi Barak : « Mar kerzhez ganin, e kerzhin ; mar ne gerzhez ket ganin, ne gerzhin ket ».

9 Hag hi da lavarout : « Kerzhout a rin ganit, met ne vo ket glorius evidout an hent a ri, rak e dorn ur vaouez e werzho an Aotrou, Sisera ».

Hag e savas Debora evit mont gant Barak da g/Kades. 10 Hag e c'halvas Barak Zaboulon ha Neftali da Gedes, hag e pignas war e roudoù dek mil soudard, hag e pignas gantañ Debora.



11 Haber, ar C'heniad, a oa dispartiet eus Kaïn, eus mibien Hobab, breur-kaer Moizez, hag en devoa stennet e deltenn betek Dervenn Saananim, e-kichen Kades.

12 Hag e voe roet keloù da Sisera e pigne Barak, mab Abinoam, da venez Tabor.

13 Hag ec'h engalvas Sisera e holl girri, nav c'hant karr houarnet, hag an holl dud en devoa, eus Haroset -ha Goim da froud Kishon.

14 Hag e lavaras Debora da v/Barak : « Sav ! rak hiziv e lakaio an Aotrou Sisera ez torn : emañ an Aotrou o kerzhout ez raok ! » Hag e tiskennas Barak eus menez Tabor, dek mil den war e lerc'h.

15 Hag e spontas an Aotrou Sisera, e holl girri hag e holl gamp, gant barvenn ar c'hleze, dirak Barak hag e tiskennas Sisera diwar e garr, hag e tec'has war droad.

16 Ha Barak a redas war-lerc'h ar c'hirri ha war-lerc'h ar c'hamp, betek Haroset ha Goim ;

Eil Deiz-lid 307
hag e kouezhas holl gamp Sisera dindan barvenn ar c'hleze; ne vanas hini ebet.

17 Sisera a oa tec'het war e dreid betek tinell Yael, gwreg Haber, ar C'heniad, rak peoc'h e oa etre Iabin, roue Asor, ha ti Haber, ar Kina.

18 Hag e teuas er-maez Yael a-ziarbenn da Sisera, hag e lavaras dezhañ: « Deus tre, aotrou, deus tre du-mañ hep aon ! ». Hag ez eas ganti en he zinell, hag e c'holeiñ a reas-hi gant ur pallenn.

19 Hag e lavaras dezhi : « Ro din da evañ, mar plij, ur banne dour rak sec'hed am eus ! ». Hag hi da zigeriñ ur sac'had-ler laezh, da reiñ da evañ dezhañ ha d’e c'holeiñ.

20 Hag e lavaras dezhi : « Chom war dreuzoù an dinell, ha ma c'hoarvez d’unan bennak dont ha d’az koulennata en ur lavarout : Hag amañ, n’eus den ? e lavari : Nann ! ».

21Hag e kemeras Yael, gwreg Haber, ur piked tinell hag e lakas un horzh en he dorn, hag ez eas davetañ goustadik, hag e sankas ar piked en e ividig hag e fichas anezhañ en douar : hemañ, morgousket ha divi, a varvas.

22Hag e teuas Barak, war-lerc'h Sisera. Hag ez eas er-maez Yael a-ziarbenn dezhañ, hag e lavaras dezhañ : « Deus da welout an den a glaskez ». Hag ez eas ganti ; hag e oa eno Sisera, ledet marv, ar piked en e ividig.

23 Hag e sujas Doue, en deiz-se, Iabin, roue Kanaan, dirak mibien Israel.

24 Hag ez eas dorn mibien Israel garvoc'h e-keñver Iabin, roue Kanaan, ken n’o devoe distrujet Iabin, roue Kanaan.

PEBEILGANENN 1 Kor 1, 27b. 29; 2 Kor 12, 9a; 1 Kor 1, 18b


P/. Ar pezh a zo dinerzh er bed-man a zo bet dibabet gant Doue d'ober mezh d'ar re greñv, evit na c’hello den ebet en em veuliñ dirak Doue. * Rak an nerzh a gav e leunder e-kreiz ar sempladurezh.

U/ Ar pezh n'eo-netra a. zo bet dibabet gant Doue evit kas da netra ar. re a zo un dra bennak. * Rak an nerzh ...

-

308 X-vet sizhun en amzer blaen
EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid, sant Kiprianus eskob ha merzher,

war Bedenn an Aotrou

(Nn.8-9 : CSEL 3, 271-272),


Ur bedenn foran ha kumun evidomp-ni
A-raok pep tra ne fellas ket d'ar C'hrist, Doktor ar peoc'h ha Mestr an unaniezh, e vefe ar bedenn afer pep hini en e bart e-unan, un dra graet. ez-prevez, pep hini,o pediñ evitañ e-unan hepken. Ne lavaromp ket Va Zad, hag a zo en neñvoù, na : Roit din hiziv va bara ! ; den ebet kennebeut ne c'houlenn evitañ e-.unan ma vefe pardonet dezhañ-eñ hepken e bec’hedoù, pe na vefe ket lezet da gouezhañ en temptadur, ha ma vefe diwallet diouzh an droug. Ur bedenn foran ez eo evidomp, ur bedenn gumun ; pa bedomp ne d-eo ket evit unan hepken, met evit ar Bobl a-bezh eo e pedomp ; rak, ni, ar Bobl a-bezh, ne reomp nemet unan hepken.

Doue ar peoc'h ha Mestr an emglev mat en deus kelennet an unaniezh ; mennet eo bet gantañ ma pedfe pep unan evit an holl, evel m'en deus e-unan douget an holl en e greiz e-unan. Miret e voe al lezenn-se e-keñver ar bedenn gant an tri bugel bac’het e forn an tan ; pediñ a raent a-unan hag a-un galon, en unaniezh ar speredoù ; ar Skritur-Sakr, hag a zellez bezañ kredet, eo a gont kement-se, hag en ur ziskleriañ e peseurt stumm e pede an tri-se e ro ur skouer hag a zleomp-ni da heuliañ en hor pedennoù, evit ober hon-unan evelto. Neuze, eme ar Skritur, an tri den-se, evel gant ur genou hepken, a gane ur meulgan hag a lavare bennozh da Zoue. Komz a raent evel gant ur vouezh hepken, daoust n'en devoa ket ar C'hrist desket dezho c'hoazh pediñ.

Meritout a rae o fedenn bezañ selaouet : efedus e voe, rak ur bedenn beoc'hus, didroidell ha speredel a c'hounez grasoù-mat an Aotrou. Evel-se e welomp o devoa an Ebestel ivez pedet a-unan gant an diskibien, goude ma oa savet an Aotrou d'ar baradoz : Holl e kendalc'hent da bediñ unan a galon, gant un nebeut gwragez ha Mari, Mamm Jezuz, ha gant e vreudeur. Kenderc'hel a raent da bediñ, unan a galon, en ur ziskouez war un dro nerzh

Eil Deiz-lid 309
ha kumuniezh o fedenn ; rak Doue hag a laka an dud da vevañ unanet en un ti ne zegemer en e di doueel ha peurbadel nemet ar re a bed a-un galon.

Na pegen bras, na pegen niverus, va breudeur karet, ez eo ar misterioù diskleriet e pedenn hor Salver ! Dastumet ez int e berr gomzoù, met pinvidik ez int e-keñver nerzh speredel. N'eus netra a-grenn en hor pedennoù hag en hon orezonoù hag a vefe bet ankounac'haet enklozañ en diverrañ-se eus kelennadurezh an neñv. Evel-henn, eme hor Salver, ec'h azeulot : Hon Tad hag a zo en neñvoù.

An den nevez, adc'hanet hag adlakaet gant Doue en e stad kentañ dre ar c'hras, a lavar da gentañ holl : Tad, rak deuet eo bremañ da vezañ mab. Deuet eo en e dra, eme sant Yann, hag e re n'o deus ket e zegemeret. Met da gement hini en deus e zegemeret en deus roet ar galloud da vezañ bugel da Zoue ; da neb a gred en e anv. Neb enta en deus kredet en e anv, hag a zo deuet da vezañ mab da Zoue, a zle kregiñ da lavarout trugarez, hag anzav ez eo Mab da Zoue peogwir ez eo krog da reiñ an anv a Dad d'an Doue a zo en neñvoù.
PEBEILGANENN S 21(22), 23; 56(57), 10

P/ Embann a rin hoc'h anv d'am breudeur * Ho meuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg.

U/ Ho meuliñ a rin e-touez ar pobloù, Aotrou, kanañ a rin deoc'h e mesk ar broadoù. * Ho meuliñ a rin ...
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc'h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc’hemennoù ha plijout deoc'h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...


-

310 XI-vet sizhun en amzer blaen


TREDE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar v/Varnerien 6. 1-6. 11-24



Galvidigezh Gedeon

En deizioù-hont : 1 e reas mibien Israel an droug ouzh daoulagad an Aotrou, hag o lakas an Aotrou e dorn Madian, seizh vloaz.

2 Hag e voe rust dorn Madian war Israel. Gant aon rak Madian e reas mibien Israel trepasioù ha kevioù ha kreñvlec'hioù. 3 Pa 'n deveze hadet Israel, e pigne Madian hag Amalek, ha paotred ar Reter, hag ez aent dezho ; 4 hag e kampent en-dro dezho hag e tistrujent trevadoù an douar, hag e teuent betek Gaza. Ne lezent ket bevañs en Israel, na dañvad, nag ejen, nag azen. 5 Gant o zropelloù e pignent, ha gant o zeltennoù e teuent ; kement ha karveged e oant niverus : i hag o c'hañvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro d’he distrujañ.

6 Hag e paouraas Israel meurbet en abeg da v/Madian, hag e c'harmas mibien Israel etrezek an Aotrou.

11 Hag e teuas Ael an Aotrou, a goazezas dindan an dervenn a oa en Efra, hag a oa da Joas eus Abiezer ; Gedeon, e vab, a oa o tornañ ed war ar waskell, evit e zistreiñ digant Madianiz.

12 Hag en em ziskouezas dezhañ Ael an Aotrou, a lavaras dezhañ : «An Aotrou ganit ! soudard kadarn ! »

13 Hag e lavaras dezhañ Gedeon : « Mar plij, Aotrou, mard emañ an Aotrou ganimp, perak e c'hoarvez ganimp kement-mañ ? Pelec'h emañ e holl vurzhudoù, o devoa kontet dimp hon tadoù en ur lavarout : Ya, eus an Egipt en deus hon savet an Aotrou. Bremañ avat, hon dilezel a ra an Aotrou hag hon lakaat e palv Madianiz ».

14 Hag e troas outañ an Aotrou hag e lavaras : « Kae gant an nerzh ac'h eus, ha salv Israel eus palv Madian. Daoust ha n’az kasan ket ? »

15 Hag e lavaras dezhañ : « Mar plij, Aotrou ! gant petra e salvin Israel ? Bez’ ez eo va ziegezh an hini paourañ e Manase,

Trede Deiz-lid 311
ha me ar yaouankañ e ti va zad ». 16 Hag e lavaras dezhañ an Aotrou : « Me a vo ganit, hag e torni Madian evel un den en e unan ».

17 Hag e lavaras dezhañ : « Ac'hanta ! mar em eus kavet gras ouzh da zaoulagad e ri evidon ur sin eo te ac'h eus komzet ouzhin. 18 Na guita ket alese ken na zeuin d’az kaout hag em bo degaset va frof, a lakain dirazout ». Hag e lavaras : «Chom a rin ken na vi distro ».

19 Ha Gedeon a yeas da aozañ ur menn-gavr, gant un efa flourenn ha bara-kan. Ar c'hig a lakas en ur gest hag ar chaous en ur pod; hag ez eas d’e gaout dindan an dervenn, d’o c'hinnig.

20 Hag e lavaras dezhañ Ael an Aotrou : « Kemer ar c'hig hag ar bara dic'hoell hag o laka war ar roc'h-mañ, hag ar chaous a skuilhi ». Hag e reas evel-se.

21 Hag e kasas Ael an Aotrou beg ar vazh a oa en e zorn da stokañ ouzh ar c'hig hag ouzh ar bara-kan. Hag e pignas an tan eus ar roc'h, hag e tevas ar c'hig hag ar bara-kan ; hag Ael an Aotrou a yeas diouzh e zaoulagad. 22 Hag e welas Gedeon e oa Ael an Aotrou hemañ hag e lavaras Gedeon « Gwa, me ! Aotrou Doue, pa ’m eus gwelet Ael an Aotrou dremm ouzh dremm ! » 23 Hag e lavaras dezhañ an Aotrou : « Peoc'h dit ! bez dizaon, ne varvi ket ! »

24 Hag e savas eno Gedeon un aoter d’an Aotrou, hag he gervel a reas : « Aotrou-Peoc'h ». Betek hiziv emañ c'hoazh en Efra - Abiezer.
PEBEILGANENN Iz 45, 3cd. 4Ab; Brn 6, 14b;

kv.Iz 45, 6

P/ Me, an Aotrou, an hini az kalv dre da anv, en abeg da Yakob, va servijer, ha da Israel va dilennad. * Kae gant an nerzh-se hag e tieubi Israel.

U/ Ma ouezo an holl ez eo me an Aotrou ha n'eus hini all ebet. * Kae ...


-

312 XI-vet sizhun en amzer blaen


EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Kiprianus eskob ha merzher

war bedenn an Aotrou

(Nn.1 1 - 12 CSEL 3,274-275)



Hoc'h anv bezet santelaet

Na pebezh trugarez a-berzh hor Salver, na pebezh teñzor a hegarated hag a vadelezh en hor c’heñver ! Fellet. ez eus bet dezhañ e lidfemp hor pedenn dirak Doue en doare ma rofemp d'an Aotrou Doue an anv a Dad, ha ma vefemp anvet ivez ni hon-unan mibien da Zoue, evel ma-z eo Eñ, ar C'hrist mab da Zoue. Biken n'en dije kredet hini ebet ac'hanomp implij an anv-se, mar n'en dije ket e-unan permetet dimp evel-se. Setu perak, va breudeur karet, e tleomp kaout soñj ha gouzout penaos, pa reomp hon Tad eus Doue, e tleomp en em ren evel bugale da Zoue, en hevelep feson m'en em blijo Doue an Tad ennomp-ni evel m'en em blijomp hon-unan ennañ.

Bevomp evel temploù da Zoue, ma vo anat emañ an Aotrou Doue o chom ennomp. Arabat ivez e vefe hon oberoù dizoare e-keñver ar Spered, rak, pa-z omp krog da vezañ tud speredel ha neñvel, e tleomp bezañ troet hepken da soñjal ha da ober traoù ar Spered ha traoù an Neñv. Rak an Aotrou Doue e-unan en deus lavaret : Ar re a roio gloar din, e roin-me gloar dezho, hag ar re am disprizo, me o disprizo. An Abostol benniget ivez, en unan. eus e lizheroù, a lavar : N'emaoc’h ket deoc'h-hu hoc'h-unan, rak prenet oc'h bet ha paeet ker. Roit gloar da Zoue ha dougit-eñ en ho korf.

Goude-se e lavaromp : Hoc’h anv bezet santelaet. N'eo ket e c’houlennfemp evit hon Tad ma vefe santelaet gant hor pedennoù, met dre ma reketomp digant an Aotrou ma vefe santelaet e anv ennomp-ni. Evit gwir, gant piv e c’hellfe Doue bezañ santelaet, pa-z eo Eñ a ro ar santelezh ? Met p'en deus lavaret e-unan : Bezit santel pa-z on santel va-unan, e pedomp hag e c'houlennomp, pa-z omp bet santelaet dre ar vadeziant, ma kendalc'himp da vezañ ar pezh ez omp krog da vezañ. Ha bemdez e pedomp evit se. Bemdez hon eus ezhomm da vezañ santelaet ; peogwir e kouezhomp bemdez, e tleomp en em zizober eus hor pec’hedoù ouzh en em santelaat hep paouez.



Trede Deiz-lid 313
Petra eo ar santelezh-se hag a vez roet dimp gant madelezh tener an Aotrou Doue ? An Abostol hen lavar dimp : Na gadaled, nag idolerien, na paotred lik, nag avoultrerien, nag orgederien ouzh paotred, na laeron, na skraperien-arc'hant, na mezvierien, na droukprezegerien, na c’hwil-laeron, n'o devo perzh e rouantelezh Doue. Hag evit gwir, kement-se ez oc'h bet darn ac'hanoc'h, met en em c’hlanaet, en em santelaet, en em reizhet oc'h dre anv hon Aotrou Jezuz Krist ha dre Spered hon Doue. Lavarout a ra ez omp bet santelaet dre anv an Aotrou Jezuz Krist ha dre Spered hon Doue. Pediñ a reomp evit ma chomo ennomp ar santelezh-se. Ha peogwir e ro hon Aotrou hag hor Barner urzh d'an hini bet santelaet hag advevet gantañ da chom hep pec’hiñ hiviziken, betek gouzout n'en em gavfe gwashoc’h gantañ, e c’houlennomp outañ hep paouez en hor pedennoù, hen aspediñ a reomp noz-deiz, da ziwall ha da. wareziñ ar santelezh hag ar vuhez-se a zeu dimp eus gras Doue.
PEBEILGANENN Yez 36, 123a.25a. 26a.27b;

Lev 11, 44b

P Hag e santelain va anv bras. Hag e sparfin warnoc'h dour glan, hag e roin deoc'h ur galon nevez, ha va Spered a lakain en ho kreiz * Hag e rin diouzh ma kerzhot em reolennoù ha ma virot va setañsoù ha m'o sevenot.

U/. Bezit santel, rak santel on-me. * Hag e rin diouzh ma kerzhot ...


Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc'h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc’hemennoù ha plijout deoc'h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...


-

314 XI-vet sizhun en amzer blaen

PEVARE DEIZ-LID


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə