Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə19/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   15   16   17   18   19   20   21   22   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 38, 1-30



Doue o tislavarout Job

1 Hag e respontas an Aotrou da Job, eus ar c'horvent, en ur lavarout :

2 Piv eo a deñvala ar c'huzul gant kaozioù diskiant ?

3 Gouriz enta, evel ur gwaz, da lounezhi;

ez an d’az koulennata, hag e roi deskamant din.



4 Emen e oas p’edon o tiazezañ an douar ?

Diskler se, pa 'c'h eus gouiziegezh ha skiant.



5 Piv a lakas e vuzulioù dezhañ, mar gouezez ?

Ha piv a stennas warnañ ar gordenn ?



6 War betra emañ e sichennoù sanket,

ha piv en deus laket e vaen-korn,



7 pa gane a-unvan stered ar beure,

hag e youc'he holl vibien Doue ?



8 Piv en deus serret, gant dorojoù, ar mor,

pa darzhe eus ar mammog er-maez,



9 pa laken koabrennoù d’e wiskañ,

ha malkennoù du d’e vailhuriñ ?



262 Sizhun IX en amzer blaen
10 Hag e tivizen evitañ va reolenn,

en ur lakaat morailhoù ha talbennoù,



11 hag e lavaren: « Betek amañ e teui ha nann pelloc'h,

amañ e torro lorc'hentez da goummoù ! »



12 D’an oad ac'h eus ha gourc'hemennet ec'h eus d’ar beure,

desket d’ar gouloù-deiz pelec'h bezañ,



13 evit kregiñ e bevennoù an douar,

ha diskogellañ ar re fallakr dioutañ ?



14 Kemmañ a ra evel pri dindan ar siell,

evel o sevel ouzh en em wiskañ ;



15 neuze e vez nac'het ouzh ar re fallakr kaout sklerijenn,

hag ar vrec'h a save a vez torret.



16 Hag aet out betek andonioù ar mor,

e goueledoù an islonk ha baleet ec'h eus ?



17 Ha digoret eo bet dit dorojoù ar marv,

ha dorioù skeud an Ankoù, o gwelet ac'h eus ?



18 Ha merzet ec'h eus ec'honderioù an douar ?

Diskler, mar gouzout kement-se holl !



19 Emen emañ hent chomlec'h ar sklerijenn,

hag an deñvalijenn, pelec'h emañ he chomadur,



20 dit d’he zapout war he harzoù,

ha da anaout ar wenodenn d’he zi ?



21 Gouzout a rez se, pa oas neuze ganet :

niver da zeizioù a zo ken bras !



22 Ha bet out er sanailhoù erc'h ;

ha solieroù ar grizilh, hag o gweladennet ac'h eus,



23 (ar re) a zalc'han evit amzer an enkrez,

deiz an argad hag an emgann ?



24 War betore hent en em zisrann ar gouloù,

hag en em led an (avel)-reter war an douar ?



25 Piv en deus freget evit an dourioù-bil ar c'hanolioù,

ha graet un hent d’an tarzhioù-kurun,



26 evit glaviañ war an douaroù didud,

war gouelec'hioù n’eus den enno,



27 evit reiñ o gwalc'h d’an digenvezioù mantrus,

hag ober diwanañ tachennoù geot ?



28 Ha bez’ en deus ar glav un tad ?

Ha piv en deus engehentet an takennoù glizh ?



Pempvet Deiz-lid 263
29 Diouzh kof piv ez eo deuet ar skorn,

ha rev an neñv, piv en deus e c'hanet ?



30 Evel mein, an dour a galeta,

ha gorre an islonk a glerenna.


PEBEILGANENN Rom 9, 20; Job 38, 3

P/ Den, piv ez out-te evit tabutal gant Doue ? * Hag eñ e lavaro ar pod-pri d'an hini en deus e stummet : Perak ac'h eus graet ac'hanon er stumm-se ?

U/ Gouriz, evel ur gwaz, da. lounezhi ; ez an d'az koulennata, hag e roi deskamant din. * Hag-eñ ...
EIL LENNADENN

Eus levr Kentelioù Buhezegezh sant Gregor Meur, pab, war Job,

(Lib.29,2-4; PL 76,478-480)

Mont a ra an Iliz war-raok evel gouloù-deiz o tarzhañ

0 vezañ ma teu strink-an-deiz pe darzh-an-deiz da dreiñ an deñvalijenn e sklerijenn, n'eo ket hep digarez eo e roer da Iliz ar re zibabet en he fezh, an anv a darzh-an-deiz pe gouloù-deiz. Rak, o vezan ma-z eo kaset eus noz an difeiz da c’houloù ar feiz e teu, e-giz gouloù-deiz, da dreiñ en deiz, goude an deñvalijenn dre sked ar sklerijenn eus an Neñv. Setu perak e lavarer en ur stumm mat e Kanenn ar C'hanennoù: Piv eo, honnezh a zeu war-raok evel gouloù-deiz o tarzhañ ? Rak, an Iliz Santel, gant ar c'hoant da c'hoproù buhez an Neñv, a vez graet gouloù-deiz anezhi, peogwir, dre ma tilez teñvalijenn ar pec’hedoù, e teu da lugerniñ gant sklerijenn ar Reizhded.

Bez' ez eus evelato un dra bennak soutiloc’h da gompren, dre sellout pizh ouzh doareoù tarzh-an-deiz pe gouloù-deiz. Ar gouloù-deiz pe tarzh-an-deiz a gemenn eo aet an noz e-biou, met ne ziskouezont ket evelato an deiz en e sklaerañ, met a bep ma-z argasont an noz, e resevont sklerijenn an deiz, hag o devez gouloù mesket gant teñvalijenn. Petra 'ta ez omp-ni holl er vuhez-mañ, ni hag a heuilh ar wirionez, nemet ur seurt gouloù-deiz pe tarzh-an-deiz ? Rak, diouzh un tu e reomp oberoù a zo eus ar sklerijenn, ha padal, diouzh an tu all, evit traoù 'zo, n'hon eus ket c’hoazh distaolet holl restachoù an deñvalijenn. Sellit pezh a lavarer da

264 Sizhun IX en amzer blaen
Zoue dre ar Profed : Ne vo kavet just den bev ebet dirak ho sell. Ha c’hoazh kement-mañ : E kalz traoù e tichañs deomp pec’hiñ.

Setu perak, pa lavare sant Paol: An noz a zo aet e-biou, ne lavar ket da heul : Deuet eo an deiz, met : Emañ an deiz o tostaat. Goude reiñ da intent penaos, goude m'eo aet an noz en he roud, n'eo ket deuet c’hoazh an deiz, nemet emañ o tostaat, e tiskouez emeur, a dra sur, a-raok an heol, goude an deñvalijenn, da goulz gouloù-deiz.

Neuze e vo deuet Iliz Santel an dud dibabet, da vezañ deiz leun, pa ne vo mui kemmesket enni amc’houloù ar pec’hed. Neuze e vo-hi deiz penn-da-benn, pa skedo gant nerzh peurvat ar sklerijenn-diabarzh. Setu perak ez eo diskouezet ervat ivez, evit pezh a sell an Iliz, emañ bepred tarzh-an-deiz en ur stad a dremen, pa lavarer : Ha diskouezet hoc’h eus e lec'h h da darzh-an-deiz. Neb a vez diskouezet e lec’h dezhañ a c’halver a dra sur da vont eus ul lec’h d'ul lec’h all. Ha pehini eo lec’h gouloù-deiz nemet sklaerded peurvat ar weledigezh peurbadel ?

P'en em gavo eno, neuze n'en devo mui netra eus teñvalijenn an noz aet e-biou. 0 klask tizhout e lec’h edo strink-an-deiz, pa lavare ar Salmour : Sec’hed en deus va ene eus Doue, eus Doue ar vuhez ; pegoulz ez in da welout splannder Doue ? Etrezek al lec’h anavezet gantañ e haste strink-an-deiz erruout, pa lavare Paol en devoa c’hoant da vervel ha da vezañ gant ar C'hrist. Hag adarre : Evidon-me ez eo ar C’hrist bevañ, ha mervel ur gounid.


PEBEILGANENN Flp 1,3.6.9

P/ Bennozh a lavaran d'am Doue en ur gaout bepred soñj ac’hanoc’h. * Ha sur on eus an dra-se : an Hini en deus staget ennoc'h gant e labour kaer a zalc'ho gantañ betek e gas da benn evit Deiz ar C'hrist Jezuz.

U/, Ha setu va fedenn : ma kresko mui-oc’h-mui ho karantez, en ur reiñ deoc’h gouiziegezh ha pep skiant. * Ha sur on ...
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c’hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ....



C'hwec'hvet Deiz-lid 265
C'HWEC'HVET DEIZ-LID

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 40, 1-14 ; 42, 1-6

Job o plegañ dirak meurdez Doue

40,1 Hag e komzas c'hoazh an Aotrou ouzh Job ha lavarout :

2 « An hini a vreuta gant an Hollc'halloudeg,

daoust ha kenteliañ a ray ?

An hini a dabut gant Doue, daoust ha respont a ray war se? »

3 Hag e respontas Job d’an Aotrou en ur lavarout :

4 « Ken vil ha ma-z on-me, petra a respontin dit ?

Va dorn a lakan war va genou.



5 Ur wech em eus komzet, n’ adkomzin ken,

div wech, ha n’ adrespontin ket ».



6 Hag e respontas an Aotrou da Job, eus ar c'horvent, en ur lavarout :

7 « Gouriz eta, evel ur gwaz, da lounezhi,

ez an d’az koulennata, hag e roi deskamant din.



8 Daoust ha terriñ a ri va justis,

va c'hondaoniñ evit kaout ar gwir ganit ?



9 Ha bez’ ec'h eus ur vrec'h evel hini Doue,

ur vouezh evel e hini da ober kurun?



10 En em fard neuze a lorc'hentez hag a vraster,

a veurdez hag a splannder en em wisk !



11 Lez da zic'hlannañ koummoù da gounnar,

ha sell ouzh an holl re lorc'hus evit o izelaat.



12 Sell ouzh an holl re otus d’o diskar,

flastr an holl re fallakr war an dachenn.



13 Skoach-int er poultr a-unan,

o dremmoù, (o) fak en dindanennoù ;



14 ha me neuze d’az meuliñ

da vezañ roet an trec'h dit gant da zehou ».



42,1 Hag e respontas Job d’an Aotrou en ur lavarout :

2 « En gouzout a ran, hollc'halloudek ez out,

n’eus dic'hallus evidout menoz ebet.



3 Piv eo hennezh a deñvala ar c'huzul

gant kaozioù diskiant? »



266 Sizhun IX en amzer blaen
Ya, kaozeet em eus hep kompren,

eus traoù re vurzhudus evidon ha n’anavezan ket.



4 « Selaouit eta, din eo da gomz,

ha d’az koulennata, ha da vezañ kenteliet .



5 Klevet he devoa va skouarn, da glevet am boa,

met bremañ eo va lagad en deus da welet.



6 Rak-se, desped am eus, ha pened a ran

war ar poultr hag al ludu ».


PEBEILGANENN Job 42, 5-6; 40, 5.4b

P/ Klevet he devoa va skouarn, da glevet am boa, met bremañ eo va lagad en deus da welet ; rak-se, desped am eus, * Ha pened a ran war ar poultr hag al ludu.

U/ Ur wech em eus komzet, n’adkomzin ken, div wech, ha n’adrespontin ket. Va dorn a lakan war va genou. * Ha pened a ran ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskridoù Baldouen eskob Kêrgent

(Tract.6 PL 204,466-467)
An Aotrou dezvarner menozioù ha mennadoù ar galon
Anaout a ra Doue soñjoù ha mennadoù hor c'halon ; hep mar ebet ec’h anavez anezho holl diouzh e du ; ni avat ne anavezomp nemet ar re a ra dimp, dre c'hras an dezvarnerezh, anaout e-giz m'emaint. Ar spered, hag a zo en den, ne anavez ket kement a zo en den, hag evit pezh a sell ouzh e soñjezonoù a zeu dezhañ gant e ouiziegezh pe hep e ouiziegezh, n'o anavez ket atav evel m'emaint e gwirionez. Hag ar re a wel gant daoulagad e spered, n'o gwel ket atav spis ha fraezh, pa-z eus bepred teñvalijenn dirak e selloù.

Alies, evit gwir, daoust pe gant e soñj e-unan, pe a-berzh an dud, pe a-berzh an tempter, e vez degaset en den, dindan skeud devosion, traoù ha na veritont ket, dirak daoulagad Doue, an digoll dleet d'ar vertuz. Bez' ez int evel seblantoù gwir vertuzioù, hag evel-se emañ kont ivez gant ar gwallyouloù, touellañ a reont



C'hwec'hvet Deiz-lid 267
daoulagad ar galon, hag evel troioù-sigoterezh e trellont sell ar spered, kement ha ken bihan ma weler alies stumm ar mad en un dra n'eo ket mat, hag ivez kenkoulz all stumm an droug en un dra ha n'eo ket fall : honnezh eo hon lodenn a reuzeudigezh hag a ziouiziegezh, ul lodenn trist da vat, ha da vat siwazh.

Rak skrivet eo : Bez' ez eus hentoù hag a hañval bezañ eeun d'an den, hag a echu en ifernioù. Sant Yann a ali ac’hanomp 'da ziwall diouzh ar riskl-se : Amprouit ar speredoù, emezañ, da welout hag eñ ez int eus Doue. Piv a c’hell amprouiñ hag eñ ez eo ar speredoù eus a-berzh Doue, nemet e vefe roet dezhañ gant Doue ar galloud da zezvarn ar speredoù, evit ma c'hellfe arnodiñ ar soñjezonoù speredel, ar santimantoù hag ar mennadoù, gant soutilded ha poell ? Ar skiant-dispartiañ-se, evit gwir, eo mamm an holl vertuzioù, hag ezhomm en deus pep hini anezhi, daoust pe evit ren buhez an nesañ, daoust pe evit gouarn pe reizhañ e vuhez e-unan.

Reizh eo hor soñjezon diwar-benn an oberoù da ober pa vez renet gant youl Doue, ha vertuzius ez eo ar mennad pa vez eeunet gant lealded war-zu Doue e-unan. Evel-se, en ur ger, holl gorf hor buhez, pe pep unan eus hon oberoù, a vo er sklerijenn mar bez leal al lagad. Al lagad leal a zo lagad, ha leal, rak gwelout a ra gant ur soñj leal petra a vez da ober, ha gant ur mennad santel e ra gant lealded ar pezh na zle ket bezañ graet gant ur spered doubl. Ar soñjezon reizh n'a ket gant ar fazi ; ar mennad santel a skarzh kuit pep pilpouzerezh. Ar gwir zezvarnerezh enta eo hemañ : ar soñjezon reizh unanet gant ur mennad santel.

Pep tra enta a zo da vezañ graet e sklerijenn an dezvarnerezh, evel e Doue, ha dirak Doue.

PEBEILGANENN Mi 6, 8; S 36(37), 3
P/ Diskleriet eo bet dit, den, petra a zo mat, ar pezh emañ an Aotrou o c'houlenn diganit : * Seveniñ ar reizhded, karout an drugarez, ha bout uvel o kerzhout gant da Zoue.

U/ En em fiz en Aotrou ha gra ar mad, evit chom war an douar o tañva surentez. * Seveniñ ...


268 Sizhun IX en amzer blaen
Pedenn
Aotrou Doue, c’hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da-faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c’hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...

D'AR SEIZHVET-DEIZ


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 42, 7-16


Job didamallet gant Doue dirak e eneberien
7 Ha setu, goude m’en devoa lavaret an Aotrou ar c'homzoù-se da Job, e lavaras an Aotrou da Elifaz eus Teman: «Tommañ a ra va c'hounnar enep dit hag enep da zaou genseurt, rak n’hoc'h eus ket komzet diouzhin ez-reizh evel va servijer Job.

8 Ha bremañ, kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gaout va servijer Job, ha grit un holloskad evidoc'h ; ha Job, va servijer, a bedo evidoc'h. Moarvat, e zremm a savin, ha ne rin ket vil ganeoc'h, daoust ma n’hoc'h eus ket komzet diouzhin ez-reizh evel va servijer Job ».

9 Hag ez eas Elifaz eus Teman, Baldad eus Soua, ha Sofar eus Naama da ober evel ma lavare dezho an Aotrou. Hag e savas an Aotrou dremm Job.

10 Hag e reas an Aotrou distreiñ eus e brizonerezh Job, tra ma pede evit e nesañ. Hag e kreskas an Aotrou kement tra en devoa bet Job, d’an daou gementad. 11 Hag e teuas davetañ e holl vreudeur, e holl c'hoarezed, e holl anaoudeien a-ziagent, hag e tebrjont gantañ bara en e di. E gendrueziñ a rejont hag e frealziñ, goude an holl reuz en devoa kaset an Aotrou warnañ, hag e rojont dezhañ pep a bezh arc'hant ha pep a walenn aour.
D'ar Seizhvet-deiz 269
12 Hag an Aotrou a vennigas goude-se Job muioc'h eget diagent. Hag en devoa pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez. 13 Hag en devoe seizh mab ha teir merc'h, 14 hag e c'halvas anv unan Jemina, anv an eil Kezia, hag anv an deirvet Keren-ha-Pouc'h. 15 Ne voe ket kavet maouezed ken koant ha merc'hed Job dre ar vro a-bezh, hag e roas dezho o zad un hêrezh e-touez o breudeur. 16 Hag e vevas Job goude-se seizh-ugent vloaz, hag e welas e vibien ha mibien e vibien : pevar rummad.
PEBEILGANENN Kv. Job 42, 7. 8

P/ An Aotrou a lavaras da Elifas : Te ha da vignoned n'hoc’h eus ket komzet diouzhin ez-reizh, evel va servijer Job. * Eñ a bedo evidoc’h.

U/ E zremm a savin, evit na vo ket tamallet deoc’h ho follentez. * Eñ ...

EIL LENNADENN


Eus Dispakadur sant Tomaz Akwinaz

beleg, war sant Yann

(Cap.14, lect.2)
An hent evit en em gaout er gwir vuhez
An hent eo ar C'hrist e-unan, ha setu perak e lavar : Me eo an hent. Ar pezh a zo tre hervez ar wirionez, peogwir eo Dre ar C'hrist hon eus digor etrezek an Tad.

Met peogwir ne c’heller ket dispartiañ an hent e-unan diouzh e dermen, peogwir ez eo unanet gantañ, e lavar hor Salver ouzhpenn : ar Wirionez hag ar Vuhez ; hag evel-se ez eo war un dro, hent ha termen : hent hervez e natur-den, termen hervez e natur-Doue. Evel-henn e lavar evel den : Me eo an hent ; evel Doue e lavar ouzhpenn : ar Wirionez hag ar Vuhez. Dre an daou c'her-se ez eo merket ervat termen an hent-mañ.


270 Sizhun IX en amzer blaen
Rak termen an hent-mañ eo fin c’hoant mab-den. Rak an den a c'hoanta dreist-holl daou dra : da gentañ anaout ar wirionez, hag a zo un dra o sellout outañ evel den ; ha d'an eil, kenderc'hel da vezan, ar pezh a zo kumun d'an holl grouadurien. Ar C'hrist avat eo an hent evit erruout gant an anaoudegezh eus ar wirionez, daoust ma-z eo Eñ koulskoude ar Wirionez : Va renit, Aotrou, en ho kwirionez, hag e kerzhin gant hoc'h hent. Ar C'hrist ivez eo an hent evit erruout er vuhez, daoust ma-z eo Eñ koulskoude ar vuhez Roet hoc’h eus din da anaout hentoù ar vuhez.

Ha setu perak en deus merket termen an hent-mañ dre ar wirionez hag ar vuhez : an div-mañ a zo bet lavaret a-us diwar-benn ar C'hrist. Da gentañ ez eo Eñ ar vuhez : setu perak ez eo skrivet edo ar vuhez ennañ ; d'an eil, bez' ez eo ar Wirionez, rak bez' e oa sklerijenn an dud ; ar sklerijenn eo ar wirionez.

Mar klaskez enta dre belec’h tremen, kemer ar C'hrist, rak Eñ eo an hent : Hemañ eo an hent, kerzhit gantañ. Ha sant Aogustin a lavar : Kerzh dre an den hag ec’h errui gant Doue. Gwelloc’h eo bale war an hent en ur gammañ, eget bale hardizh er-maez eus an hent. Rak an neb a gamm war an hent, zoken ma ne da ket buan war-raok, a dosta d'an termen ; an neb avat a vale er-maez eus an hent, seul hardishoc'h e red, seul vui e pella diouzh an termen.

Mar klaskez da belec'h emaout o vont, en em stag ouzh ar C'hrist, rak Eñ eo ar wirionez a c’hoantaomp tizhout : Va c’horzailhenn a vouskano ar wirionez. Mar klaskez pelec’h e c’helli peurbadout, en em stag ouzh ar C'hrist, rak Eñ eo ar vuhez : An hini am c’havo a gavo ar vuhez hag a denno ar silvidigezh eus Doue.

En em stag enta ouzh ar C'hrist, ma fell dit bezañ e surentez : rak ne c’helli ket diheñchañ, o vezañ ma-z eo Eñ e-unan an hent. Dre-se, ar re en em stag outañ, ne valeont ket en ul lec’h hep hent, met gant an hent eeun. Evel-se ivez ne c’hell ket bezañ lakaet da faziañ, rak Eñ eo ar wirionez ha deskiñ a ra pep gwirionez ; rak, lavarout a ra : Evit kement-mañ ez on bet ganet er bed hag evit kement-man ez on deuet er bed : evit reiñ testeni d'ar wirionez. Hag evel-se c’hoazh ne c’hell ket bezañ nec’hañset, rak Eñ eo ar vuhez, hag e ro ar vuhez evel ma lavar : Me a zo deuet evit m'o defe ar vuhez, ha m'o defe anezhi gant fonnusted.

D'ar Seizhvet-deiz 271


PEBEILGANENN Job 42,10,b. 11ab. 12a; 1 Kor 10, 13b

P/ Hag e kreskas an Aotrou kement tra en devoa bet Job, d’an daou gementad. Hag e teuas davetañ e holl vreudeur ; e gendrueziñ a rejont hag e frealziñ, * Hag an Aotrou a vennigas goude-se Job muioc'h eget diagent.

U/ Feal eo Doue, ha ne bermeto ket e vefec’h temptet dreist ho nerzh, met gant an temptadur e roio deoc'h an tu da herzel outañ. * Hag an Aotrou ...
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c’hell ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...


272
X-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù an eil sizhun
D'ar 1-añ Pardaezlid
Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A



Hag o tremen dre eno e welas Jezuz un den, anvet Mazhev, azezet e burev ar maltouterezh, hag e lavaras dezhañ : « Deus d’am heul ! » Hag eñ da sevel ha da vont d’e heul.
Er bloaz B

Met mard-eo dre viz Doue ec'h argasan an drouksperedoù, neuze eo deuet evidoc'h Rouantelezh Doue.


Er bloaz CH

An Aotrou, ouzh he gwelout a voe teneraet e galon outi, hag a lavaras dezhi : « Na ouel ket ! ».
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a zeu diganeoc'h kement mad a zo, roit dimp hor goulenn, hervez ho largentez : gant sklerijenn ho kras dougit hor spered da soñjal er pezh a zo reizh ha santel, hag hon renit c’hwi hoc’h-unan evit hen ober. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENNGENTAÑ

Diouzh levr Ben Sirac'h 46, 1-12



Meuleudioù Yoshoua ha Kaleb

46 1 Un den kadarn er brezel e voe Yoshoua, mab Nave

warlerc'hiad Moizez er garg a brofediezh,

eñ a zeuas da vezañ hervez ma talv e anv,

2 galloudus evit silvidigezh dibabidi an Aotrou,

evit kastizañ an enebourien en em savet,

ha lakaat Israel da antren en e hêrezh.

X-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 273
3 Na bras ar c'hloar a c'hounezas pa savas e zaouarn

ha pa vannas ar c'hleze a-enep ar c'hêrioù !



4 Piv araozañ a oa en em ziskouezet ken start ?

Rak embreger a reas eñ e-unan emgannoù an Aotrou.



5 Hag-eñ n'eo ket war e urzh e chomas an heol a-sav,

ma teuas un devezh da dalvezout daou ?



6 Aspediñ a reas an Uhel-meurbet, an hollc'halloudek,

pa oa an enebourien ouzh e stardañ a bep tu ;

hag an Aotrou meur a selaouas outañ

dre deurel mein kazarc'h spouronus o nerzh.



7 En em deurel a reas war ar vroad enebour

hag en diskenn e kasas da get an arsailherien



8 evit diskuliañ d'ar broadoù galloudegezhioù e armoù,

pa rene ar brezel a-berzh an Aotrou ;

rak kerzhout a reas war-lerc'h ar Galloudeg.

9 E deizioù Moizez en devoa diskouezet e vadelezh,

eñ ha Kaleb, mab Yefonne,

en ur zerc'hel a-dal d'ar vodadeg

en ur zistreiñ ar bobl diouzh ar pec'hed

hag en ur sioulaat an hiboudoù fall.

10 Int-i o-daou hepken a voe espernet

war c'hwec'h kant mil a droadeien,

evit degas Israel en e hêrezh,

en douar ma red ennañ laezh ha mel.



11 Ha reiñ a reas an Aotrou nerzh da Galeb,

ha betek en e gozhni e chomas gantañ,

en ur lakaat anezhañ da bignat war uhelderioù ar vro ;

en doare m'he deus bepred e lignez miret anezho da hêrezh,



12 evit ma welo holl vibien Israel

ez eo un dra vat kerzhout da heul an Aotrou.


PEBEILGANENN Sir 46, 5a. 5b. 3a. 4a

P/ Aspediñ a reas an Uhel-meurbet, an hollc'halloudek, pa oa an enebourien ouzh e stardañ a bep tu. * Hag an Aotrou meur a selaouas outañ dre deurel mein kazarc'h spouronus o nerzh.

U/ Piv araozañ a oa en em ziskouezet ken start ? Hag-eñ n'eo ket war e urzh e chomas an heol a-sav, * Hag an Aotrou meur a selaouas outañ ...

274 X-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
EIL LENNADENN
Deroù Lizher sant Ignatios Antioc'heia

eskob ha merzher, d'ar Romaned

(Inscriptio,l,l - 2,2 : Funk 1,213-215)
Ne vennan ket plijout d'an dud, met da Zoue
Ignatios, a vez graet c’hoazh Teoforos anezhañ, d'an Iliz he deus resevet trugarez dre haelded an Tad meurbet-uhel, hag hini Jezuz Krist, e Vab unganet : d'an Iliz karet ha sklerijennet gant bolontez an Hini en deus bet mennet kement tra a zo, hervez karantez Jezuz Krist, hon Doue ; an Iliz-se pennrenerez e korn-bro ar Romaned, dellezek ouzh Doue, dellezek a enor, dellezek da vezañ anvet eürus, dellezek a veuleudi, dellezek a verzh-mat, dellezek a c’hlanded, ha pennrenerez e strollad hollvedel ar garantez, ganti lezenn ar C'hrist, hag o tougen anv an Tad. He c’hevarc’hiñ a ran en anv Jezuz Krist, Mab Doue. D'ar re a zo, hervez ar c’horf hag ar spered, unanet gant e holl c'hourc'hemennoù, karget en un doare dirannadus gant gras Doue, glanaet diouzh pep livaj estren, e kasan, e Jezuz Krist, va gwellañ hetoù a eurvad dinamm.

Bet em eus, dre va fedennoù da Zoue, ar c'hras da welout ho tremmoù dellezek ouzh Doue, rak, pedet em eus hep ehan evit kaout ar c'hras-se ; ha me enta chadennet er C'hrist Jezuz, a esper ho saludiñ, mar d-eo youl Doue e vefen kavet dellezek da vont betek ar penn, rak urzhiet-mat e oa an traoù er penn-kentañ, gant ma vin kavet dellezek da dizhout hep diaester ar pal merket din. Met aon am eus na rafe ho karantez noaz ouzhin. Aes eo deoc’h ober ar pezh a vennit ; met din-me eo diaes tizhout Doue, mar ne zamantit ket din-me.

Ne fell ket din e klaskfec’h plijout d'an dud, met da Zoue, e-giz ma rit dija e gwirionez. Me avat, biken n'en em gavo ganin un degouezh evel hemañ da dizhout Doue ; na c’hwi kennebeut, mar tavit, ne c’hellot enskrivañ hoc'h anv evit gwelloc’h oberenn. Mar tavit war va fenn e teuin da vezañ Lavar, Verb Doue ; met mar karit va c’horf, e vin adarre ur vouezh hepken. Na bourchasit din netra ken nemet bezañ aberzhet da Zoue tra ma-z eo prest

X-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 275
bepred an aoter ; hag evel-se, deuet da vezañ ul laz-kanañ a-unvan er garantez, e kanot gloar d'an Tad e Jezuz Krist, dre m'en deus an Aotrou Doue prizet dibab eskob Siria, ha graet dezhañ dont eus ar Sav-Heol d'ar C'huzh-Heol. Mat eo din menel kousket en ur guitaat ar bed da vont da gaout Doue, evit ma savin en-dro ennañ.
PEBEILGANENN Flp 1, 21; Gal 6, 14

P/ Ya, evidon-me, bevañ eo ar C'hrist, ha mervel ur gounid. * Arabat din tennañ gloar eus un dra bennak, nemet eus kroaz hon Aotrou Jezuz Krist.

U/ Rak drezañ ar bed a zo bet staget ouzh ar Groaz evidon, ha me evit ar bed. * Arabat din ...
MEULGAN C’hwi Doue a veulomp ... 568.


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   15   16   17   18   19   20   21   22   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə