Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə17/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   13   14   15   16   17   18   19   20   ...   27

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 11, 1-20

Menoz boutin an dud displeget gant Sofar

1 Hag e respontas Sofar eus Naama en ur lavarout :

2 D’ar brozennour-mañ ne vo ket respontet ?

an den helavar-mañ en devo ar wirionez (gantañ) ?



3 Da randonennoù a lakaio an dud da devel ?

Ober a ri goap hep den d’ober mezh dit ?



4 Lavarout a rez : « Glan eo va c'helennadurezh,

ha didamall on ouzh da zaoulagad ! ».



5 A ! mar en em lakfe Doue da gomz,

da zigeriñ e vuzelloù ganit,



6 mar disklerfe dit sekredoù ar furnez,

rak doubl int evit ar meiz,

e c'houfes ec'h ankoua Doue (lod) eus da bec'hedoù.

7 Kevrin Doue a (fell) dit kavout ?

Peurvad an Hollc'halloudeg (a fell dit) tapout ?



8 Uheloc'h eget an neñv ez eo: petra a ri ?

Donoc'h eget ar Sheol : penaos e anaout ?



9 Hiroc'h eget an douar eo e vuzul,

ledanoc'h eget ar mor.



10 Mar tremen, hag e serr hag e vod,

piv a harzo outañ ?



11 Anavezout a ra an dud c'haouiat,

ha gwelout a ra an droug hep ober van.



12 An den diboell a gav skiant,

un azenig gouez eo an den ez-yaouank.



Pempvet Deiz-lid 235
13 Te, mar lakez prest da galon,

ha mar astennez war-zu ennañ da zaouarn,



14 ma-z eus droug ez taouarn hag e pellaez (dioutañ),

ha mar ne chom ket ez teltenn a zireizhded,



15 neuze ec'h adsavi da zremm dinamm,

hag e vi divrall, ha n’az po ket aon.



16 Ar poanioù a zisoñji,

evel eus dourioù tremenet az po soñj anezho.



17 Kaeroc'h eget kreiz an deiz e vo da vuhez,

an deñvalijenn evel ar beure a vezo.



18 Hag e vi asur e vo ur goanag,

ha graet (ganit) da enklask, ez i fizius da gousket.



19 Hag e tiskuizhi didrubuilh,

hag e flouro da zremm kalz a dud.



20 Ha daoulagad ar re fallakr a vo toc'hor,

ar repu a vezo kollet evito,

o goanag eo dic'hwezhadenn o ene.
PEBEILGANENN 2 Kor 4, 8-9a. 10

P/ Gwasket omp a bep tu, met n'omp ket flastret, hep surentez met n'omp ket diasur * Gwallgaset omp, met n'omp ket dilezet.

U/ Emaomp bepred o tougen en hor c'horf poanioù marv Jezuz, evit ma vo diskouezet ivez en hor c'horf, buhez Jezuz. * Gwallgaset ...
EIL LENNADENN

Eus levr Kentelioù Buhezegezh sant Gregor Meur, pab, war Job

(Lib.10,7-8.10: PL 75,922.925-926)
Liesstumm ez eo Lezenn an Aotrou
Plijet gant Doue diskouez dit ez eus meur a dra empleget en e Lezenn. Petra a zo amañ da intent dre Lezenn Doue ? Ar garantez. Rak hi eo a ra d'hor spered bepred kompren e vez sevenet gourc’hemennoù ar vuhez en oberoù. Diwar-benn al Lezenn-se e klever mouezh ar Wirionez o lavarout : Hemañ eo va gourc'hemenn : m'en em garfec'h an eil egile. Diwar he fenn e lavar c'hoazh an Abostol : Leunder al Lezenn, ar garantez an

236 Sizhun VIII en amzer blaen
hini eo. Diwar he fenn e lavar adarre : Dougit ho sammoù an eil d'egile, hag evel-se e sevenot Lezenn ar C'hrist. Rak Lezenn ar C'hrist, penaos e c’hell bezañ gwelloc’h komprenet petra ez eo, nemet ar garantez a sevenomp e gwirionez pa c'houzañvomp sammoù hor breudeur dre garantez. Met al Lezenn-se a vez graet anezhi ivez ul lezenn liesstumm. Rak gant ur preder gredus e tizh ar garantez holl oberoù ar vertuzioù. Kregiñ a ra gant an daou c'hourc'hemenn e gwirionez, met en em astenn a ra d'ur bern diniver a c'hourc’hemennoù.

Ober a ra Paol end-eeun ar roll hir anezho pa lavar : Ar garantez a zo leun a basianted, a drugarez ; ar garantez n' eo ket c'hoantaus ; ar garantez n'eo ket fougeüs na brasonius, ne ra netra dizereat ; ne glask ket he mad dezhi ; n'a ket e gouez, ne soñj ket e droug ; ne gemer ket plijadur gant ar pezh n'eo ket just, met plijadur he deus gant ar wirionez.



Leun a basianted eo ar garantez, rak gouzañv a ra hep bezañ feuket, an drougoù a vez graet dezhi. Trugarezus eo, rak evit an drougoù, e ro madelezhioù gant largentez. N'eo ket c1hoantaus, rak, o vezañ n'emañ ket o klask kaout seurt ebet er bed-mañ, ne oar ket petra eo kaout avi ouzh berzhioù-mat an douar. N'eo ket fougeüs, rak, o vezañ m’emañ o klask gant nec’hamant, evel gopr, an digoll-diabarzh, ne denn gloar ebet eus ar madoù diavaez. Ne ra netra dizereat, rak, o vezañ ma laka he joa hepken e karantez Doue hag an nesañ, ne anavez ket ar pezh na glot ket gant an eeunded. N'eo ket brasonius, rak ken gredus eo ma pleustr en he diabarzh gant he zraoù hec’h-unan, ma ne c'hoanta, e stumm ebet, a-ziavaez, traoù ar re all. Ne glask ket he mad dezhi hec'h-unan, rak kement tra a zo amañ en he c'herz, evit ur pennad, e ra fae warnañ evel traoù tud all, pa n'anavez netra dezhi hec’h-unan nemet ar pezh a zo peurbadus. N'a ket e gouez, rak goude bezañ taget gant kunujennoù, n'en em lez ket da vont gant santimantoù a veñjañs, p'emañ o c'hortoz, evit poanioù bras, goproù bras diwezhatoc'h. Ne soñj ket en droug, rak kreñvaat a ra he spered e karantez ar c'hlanded, dre ziframmañ pep kasoni betek ar gwrizioù, ha n'eo ket gouest da bleustriñ a galon war ar pezh a louz. Ne gemer ket a blijadur gant ar pezh ne d-eo ket just, rak, o vezañ ma-z eo troet hepken da ziskouez karantez e-keñver an holl, n'he devez tamm joa ebet o welout hec’h enebourien

C'hwec'hvet Deiz-lid 237
zoken o vont da goll. Met plijadur he deus gant ar wirionez, rak, o vezañ ma kar ar re all evelti hec’h-unan, dre an traoù reizh a wel er re all, ez eo laouen, evel pa vefe eus ur wellaenn bennak deuet enni hec'h-unan. Liesstumm ez eo enta al Lezenn-se da Zoue.
PEBEILGANENN Rom 13, 8. 10b; Gal 5, 14

P/ Na vezit e dle e-keñver den ebet, nemet e dle a gengarantez ; rak an hini a gar e nesañ en deus, gant se, kaset al Lezenn da benn. * Leunder al Lezenn eo ar garantez.

U/ En ur gourc'hemenn hepken emañ dalc’het berr-ha-berr al Lezenn a-bezh : Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. * Leunder...
Pedenn

Grit, ni hoped,, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp, e-kreiz ar peoc'h dindan ho torn, ha m'he devo hoc'h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...


C'HWEC'HVET DEIZ-LID

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 12, 1-25

Job o tisplegañ ez eo trec'h Doue

da holl furnez mab-den

1 Hag e respontas Job en ur lavarout :

2 E gwirionez, c'hwi a zo tud,

ganeoc'h e varvo ar furnez !



3 Me am eus skiant eveldoc'h,

n’on ket kouezhet dindanoc'h.

Ha gant piv n’eus ket (traoù) evel-se ?

4 Ur c'hoarzhadenn evit an amezeien ez on-me,

an hini a bed Doue evit ma responto dezhañ :

ur c'hoarzhadenn, an den reizh ha didamall !

5 D’an droukverzh, dispriz ! gouez d’an dibreder,

gwazh a se evit ar re jilgamm o zroad !



238 Sizhun VIII en amzer blaen
6 Sioul e vez tinelloù ar wasterien,

diriskl, ar re a vez oc'h hegasiñ Doue,

hag a zegas Doue en o dorn !

7 Met goulenn eta digant al loened : da gelenn a raint;

pe digant evned an neñv : diskleriañ a raint dit ;



8 pe komz gant an douar, hag e tesko dit,

pe e konto se dit pesked ar mor .



9 Pehini ne oar ket, eus an holl re-se,

ez eo dorn Doue en deus graet se ?



10 Hag emañ en e zorn ene pep bev,

ha c'hwezhadenn pep korf den.



11 Ar skouarn, ar gerioù ne verz ket ?

ar staoñ, ar boued ne dañva ket ?



12 Gant ar blev gwenn emañ ar furnez,

gant an hiroad, ar skiant.



13 Gantañ, ar furnez hag ar galloud,

dezhañ ar c'huzul hag ar skiant.



14 Mar diskar, n’adsaver ket,

mar prenn war un den, ne zigorer ket.



15 Mar harz ouzh an doureier, e heskont,

mar o laosk, ec'h eilpennont an douar.



16 Gantañ emañ an nerzh hag an trec'h,

dezhañ an diankad hag an dianker.



17 Kas a ra da vale kuzulierien diarc'hen,

barnerien a ra sodiñ.



18 Ereoù ar rouaned a zibrenn,

hag eren a ra ur gouriz ouzh o divgroazell.



19 Kas a ra da vale beleien diarc'hen,

hag ar c'halloudeien a ziskar.



20 Lemel a ra ar gomz digant ar vailhed,

o skiant, digant ar gozhidi a gemer.



21 Skuilh a ra an dispriz war ar briñsed,

gouriz an diranted a ziskoulm.



22 Dizoleiñ a ra traoù eus an donañ teñvalijenn,

ha tennañ d’ar sklaerder skeud an Ankoù.



23 Uhelaat a ra pobloù hag o c'has da get,

astenn a ra broadoù hag o strizhañ.


C'hwec'hvet Deiz-lid 239
24 Diskiantañ a ra pennoù pobloù an douar,

hag ober dezho kantren en digenvez dihentoù.



25 Tastornat a reont en deñvalijenn, hep gouloù,

hag ober a ra dezho kantreal evel tud vezv.


PEBEILGANENN Job 12, 13. 14; 23, 13

P/ Gantañ, ar furnez hag ar galloud, dezhañ ar c'huzul hag ar skiant. * Mar diskar, n’adsaver ket, mar prenn war un den, ne zigorer ket.

U/ Met Eñ a zo a-bezh : piv a responto dezhañ ? Ar pezh en deus c'hoant, hen ober a ra. * Mar diskar ...
EIL LENNADENN

Eus levr Kentelioù Buhezegezh sant Gregor Meur, pab, war Job

(Lib.10,47-48: PL 75,946-947)

An test diabarzh

An hini a vo goapaet, eveldon-me, gant e vignon, a bedo Doue, hag hemañ hen selaouo. Alies, ur spered gwan, pa vez aezhenn flour grasoù-mat an dud ouzh e heul, en abeg d'e oberoù-mat, a vez douget d'ar joaioù-diavaez ; reiñ a ra nebeut a bouez d'ar pezh a c'hoantae a-ziabarzh ; en em lezel a ra dinec'h-kaer da vont gant ar pezh a glev a-ziavaez, en hevelep doare ma-z eo mat dezhañ bezañ anvet eürus kentoc'h eget donet da vezañ e gwirionez. Pa c'hoanta c'hoantek ar mouezhioù a ro meuleudi dezhañ e teu da goll ar pezh e oa deuet da vezañ. Neuze e vez disrannet diouzh Doue, dres en abeg d'ar pezh a seblante meritout meuleudi dezhañ.

A-wezhioù, gwir eo, e pleustr ar spered gant kalon war an oberoù mat, ha daoust da se e vez gwasket gant goapaerezh an dud ; traoù meulus a ra, ha karget e vez a zismegañsoù ; hag an hini en dije gallet bezañ sachet er-maez gant ar meuleudioù a zistro outañ e-unan p'en em wel argaset gant an dismegañserien ; ha neuze, seul greñvoc’h ec'h en em stag ouzh Doue, a-ziabarzh,

ma ne gav ket er-maez ul lec'h bennak da gaout diskuizh. An holl

esper neuze a vez staget ouzh ar C'hrouer, hag e kreiz-tre ar goapadennoù e vez pedet hepken an test diabarzh nemetañ. Seul dostoc’h a se ouzh Doue e teu spered an hini trubuilhet ha m'emañ pelloc'h a se diouzh grasoù-mat an dud ; kerkent e krog



240 Sizhun VIII en amzer blaen
da bediñ, hag eñ gwasket a-ziavaez e vez naetaet ha puraet da vont don en traoù a-ziabarzh.

Setu perak e lavarer gant gwir abeg bremañ Neb a vo goapaet eveldon gant e vignon, a bedo Doue, hag hemañ e selaouo, rak en ur ober tamalloù da spered an dud vat, e tiskouez an dud fall peseurt testoù d'o oberoù e klaskont. Hag ar spered-se leun a c'hlac'har, ouzh en em brientiñ dre ar bedenn, a dosta dre e ziabarzh ouzh Doue da vezañ selaouet gantañ, dres en abeg d'ar pezh hen disrann a-ziavaez diouzh meuleudi an dud.

Ret eo merkañ ivez gant pebezh furnez eo lakaet "eveldon-me". Rak hiniennoù 'zo a vez diskaret gant goapadennoù an dud, ha na vezont ket selaouet koulskoude gant divskouarn Doue. Rak, ma sav goapaerezh a-enep d'ur fazi bennak, a dra sur ne c'hounezer merit ebet dre ar goapaerezh. Goapaet e vez eeunded an den just. Setu furnez ar bed-mañ : ar galon a guzh an traoù dre itrikoù ; mouchañ a ra gant gerioù ar gwir santimantoù, diskouez an traoù faos evel traoù gwirion, ha diskouez ez eo faos ar pezh a zo gwir.

Er c'hontrol avat, setu furnez an dud reizh : chom hep ijinañ netra dre fougeerezh, diskouez fraezh gant gerioù ar santimantoù, karout ar wirionez evel m'emañ, tec'hout diouzh ar falsentez, ober vad evit netra, gouzañv an droug kentoc'h eget ober ; chom hep klask veñjiñ dismegañs ebet, soñjal eo ur gounid bezañ dismegañset evit ar wirionez. Met eeunded ar re just a vo goapaet, rak tud fur ar bed-mañ a gred eo ar vertuz a zinammded un dra sot. Kement tra a vez graet en un doare direbech a zo sellet ganto evel diskiant hep mar ebet ; ha kement a vez kavet mat en oberoù gant ar Wirionez, a dalvez kement ha sot evit furnez an den.


PEBEILGANENN S 118(119), 104b. 105; Yan 6, 68b

P/ Kasaat a ran holl hentoù ar gaou. * Ul lamp eo ho lavar evit va c'hammedoù, ur gouloù evit va gwenodenn.

U/ Aotrou, da gaout piv ez afemp ? Komzoù ar vuhez peurbadel a zo ganit. * Ul lamp ...

Pedenn


Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp, e-kreiz ar peoc'h dindan ho torn, ha m'he devo hoc'h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...

D'ar Seizhvet-deiz 241

D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ
Diouzh levr Job 13, 13 --- 14, 6

Job a ra engalv da varnerezh Doue

13 Roit peoc'h din, hag e komzin,

c'hoarvezet a c'hoarvezo !



14 Evidon-me e tougan va c'hig etre va dent,

va buhez a lakan etre va daouarn.



15 Nag am lazhfec'h, ennañ em eus goanag,

ha va hentoù dirazañ a zifennan.



16 Eñ a vo va salver,

rak dirazañ unan dizoue ne zeu ket.



17 Selaouit eta va c'homzoù,

ar pezh a zisklerian ouzh ho tivskouarn.



18 Setu m’em eus urzhiet va c'haoz,

gouzout a ran e vin reishaet



19 Piv a vreutaio ganin ?

Prest on da reiñ peoc'h, betek mougañ.



20 Daou dra hepken na vez ket mennet d’ober ganin,

ha dirazout ne guzhin ket:



21 da balvoù diwarnon, pella (anezho),

ha gant da spont n’am spouron ket !



22 Galv, hag e respontin,

pe e komzin-me, hag e responti ouzhin.



23 Pegement am eus a fazioù, a bec'hedoù ?

Va mankoù ha va fec'hed, ro din da anaout.



24 Perak, da zremm a guzhez,

(perak) e sellez ouzhin evel da enebour ?



25 Daoust hag un delienn o tec'hel a sponter,

pe ur blouzenn sec'h e reder war he lerc'h,



26 ma skrivez war va c'hont traoù c'hwerv,

ma kondaonez ac'hanon evit fazioù va yaouankiz,



242 Sizhun VIII en amzer blaen
27 ma lakez en hualoù va zreid,

ha ma eveshaez ouzh va holl vinotennoù,

oc'h ober en-dro da seulioù va zreid ul louc'hadur ?

28 Hag eñ a zo evel breinadur, teuc'het,

evel ur pezh dilhad a zebr an tartouzed.



14,1 An den, ganet eus ar vaouez, ez eo berr e zeizioù,

hag en devez e walc'h a drubuilhoù.



2 Evel ur vleunienn e tiwan hag e weñv,

hag e tec'h evel ar skeud, ne bad ket.



3 Hag ez eo warnañ e tigorez da zaoulagad,

me eo a gasez d’al lez-varn ganit !



4 Piv a denno unan glan eus unan dic'hlan ?

Nikun !


5 Paz eo merket dezhañ e amzer,

(laket) niver e vizioù ganit,

(hag ez eus) ul linenn graet ganit, na dremeno ket;

6 disell diwarnañ, ma-z ehano,

m’en devo gounezet, evel ur goprad, e zevezh.

PEBEILGANENN Kv.Job 13, 20. 21; kv.Yrm 10, 24

P/ Dirazout ne guzhin ket : da balvoù diwarnon, pella (anezho), * Ha gant da spont n’am spouron ket !

U/ Ro kentel din, Aotrou, met gant reizhded, ha nann hervez da gounnar, gant aon va disteraat. * Ha gant da spont ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskridoù sant Zenon, eskob Verona

(Tract.15,2; PL 11,441-443)
Job, skeudenn eus Jezuz Krist
Job, e kement ha ma c'heller kompren, va breudeur ker, a oa en-araok ur skeudenn eus ar C'hrist. Met, lakaomp anezho keñver-ouzh-keñver da welout ar wirionez. Job a voe anvet reizh gant Doue. Ar C'hrist eo ar Reizhded, hag eus ar vammenn

D'ar Seizhvet-deiz 243


anezhañ o deus tañvaet an holl dud eürus ; rak diwar e benn eo bet lavaret : Sevel a raio evidoc’h Heol ar Reizhded. Job a zo bet anvet den gwirion. Met ar gwir wirionez ez eo an Aotrou, eñ hag a lavar en Aviel : Me eo an hent hag ar wirionez.

Job a voe pinvidik. Ha piv a zo pinvidikoc'h eget an Aotrou ? E holl servijerien a zo pinvidik ; dezhañ ez eo ar bed holl hag an natur a-bezh, evel ma lavar David benniget : D'an Aotrou eo an douar hag e holl bobladur, ar bed a-bezh ha kement a zo ennañ.

An diaoul a demptas Job teir gwezh. Evel-se ivez, hervez testeni an Avielour, e klaskas temptañ an Aotrou teir gwezh. Job a gollas al leveoù en devoa. An Aotrou ivez a reas fae war e vadoù eus an neñv dre garantez evidomp ; en em ober a reas paour evit ober ganeomp tud pinvidik. An diaoul e kounnar a lazhas mibien Job. Mibien an Aotrou ivez, ar Brofeded, a voe lazhet gant ar bobl diskiantet. Job a voe goloet gant goulioù hudur. An Aotrou ivez, o kemerout korf an holl dud, a zo bet disleberet gant loustoni ar pec’hedoù.

Gwreg Job hen alie da bec'hiñ. Ar Sinagogenn a vroudo an Aotrou ivez da heuliañ breinadur ar Re Gozh. Job a weler e vignoned ouzh hen dismegañsiñ. Hon Aotrou ivez a voe dismegañset gant ar veleien, e servijerien. Job a zo azezet war ur bern-teil leun a breñved. An Aotrou ivez a zo bet o vevan- war ur bern-teil gwirion, da lavarout eo, e fank ar bed-mañ, e-touez tud o verviñ gant torfedoù ha c'hoantegezhioù a bep seurt, da lavarout eo, e-touez gwir breñved.

Job a adkavas e yec'hed hag e binvidigezh. Met an Aotrou, o tasorc'hiñ, n'eo ket hepken ar yec’hed, met ivez an divarvelezh eo a roas d'ar re a gred ennañ, hag adkavout a reas e vestroni war an natur a-bezh, evel m'en deus testeniet e-unan : Pep tra a zo bet roet din gant va Zad. Job a c'hanas mibien da gemerout e blas war e lerc’h. An Aotrou ivez en deus, war-lerc’h ar Brofeded, krouet mibien : an Ebestel Santel. Job a varvas e peoc'h hag eürus. An Aotrou avat, a chom benniget da virviken, a-raok ar c'hantvedoù, abaoe ar c'hantvedoù hag evit holl gantvedoù ar c'hantvedoù.

244 Sizhun VIII en amzer blaen
PEBEILGANENN Heb 12, 1c-2a; kv. 2 Kor 6, 4-5

P/ Stourmomp gant dalc’hegezh evit trec'hiñ er redadenn kinniget dimp, * En ur stagañ hor selloù ouzh an Hini a ren hor feiz hag he c'has d'ar barfeted, Jezuz.

U/ En em ziskouezomp dre un dalc'husted vras e-kreiz an trubuilhoù, an dienez, an ankenioù, dindan an taolioù-skourjez, er prizonioù, * En ur stagan ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp, e-kreiz ar peoc'h dindan ho torn, ha m'he devo, hoc’h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...

245
IX-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù ar sizhun gentañ


D'ar 1-añ Pardaezlid
Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

N’eo ket ar re a lavar : Aotrou, Aotrou, a yelo e-barzh Rouantelezh an Neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en Neñvoù eo a yelo e Rouantelezh an Neñvoù.
Er bloaz B

Ar sabad a zo bet graet evit an den, ha n’eo ket an den evit ar sabad, eme an Aotrou.


Er bloaz CH

O vezañ klevet ar c’hantener komz. diwar-benn Jezuz, e kasas d’e gaout un nebeut henaourien eus ar Yuzevien da c’houlenn digantañ dont da saveteiñ e vevel.


Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi hag a ren ar bed hep na zeufe ho furnez da faziañ, ni ho ped a-greiz kalon da bellaat diouzhimp an holl draoù noazus, ha da reiñ dimp kement a c’hen ober vad dimp. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 28, 1 --- 28



E-kichen Doue emañ ar furnez

Lavarout a reas Job :

1 Bez’ ez eus evit an arc'hant ur vengleuz,

ul lec'h evit an aour da vezañ glanaet.



2 An houarn diouzh an douar a vez tennet,

ha mein teuzet (a ro) arem.



246 IX-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
3 Un dibenn a laker d’an deñvalijenn,

ha betek an holl-bellañ e furcher

ar vein teñval e teñvalded skeud an Ankoù.

4 Kleuzet e vez kanioù e-lec'h n’eus ket a annezad,

ha n’eo ket bet enno an troad,

a-ispilh, (pell) diouzh an dud e vrañsellont.

5 An douar, dioutañ e vez tennet bara,

a-zindan a zo evel drastet gant tan.



6 Ul lec'h evit safir eo e vein,

ha poultrenn aour a zo ennañ.



7 An hent (da vont) di ne oar ket an evn-preizh,

ha na wel ket lagad ar gup.



8 Ne gerzh ket ennañ al loened gouez,

ne dremen ket drezañ al leon.



9 Er c'hailhastr e kaser an dorn,

hag ec'h eilpenner gwrizioù ar menezioù.



10 Er reier, gwazhennoù a gleuzer,

hag an traoù priziusañ a wel al lagad.



11 Eienenn an avenioù a baker,

ha kuzhiadennoù a denner d’ar gouloù.



12 Met ar furnez, pelec'h he c'havout ?

E pe lec'h emañ ar skiant ?



13 Ne oar ket an den he zalvoudegezh,

n’he c'haver ket e bro ar re vev.



14 An islonk a lavar: « N’emañ ket ennon ! »

hag ar mor a lavar: « N’emañ ket du-mañ ! »



15 Ne vez ket roet aour evit he c'haout,

na pouezet arc'hant evit he faeañ.



16 Ne vez ket kempouezet gant aour Ofir,

gant an oniks prizius nag ar safir.



17 Ne vez ket tizhet gant an aour nag ar gwer,

nag eskemmet evit ur podad aour glan.



18 Koural ha strink n’emaint ket da venegiñ,

gwelloc'h eo kaout furnez eget perlez !



19 N’emañ ket da geverata gant topaz Koush,

gant aour glan ne vez ket kempouezet.



20 Met ar furnez, a belec'h e teu ?

Pelec'h emañ o chom ar skiant ?



IX-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 247
21 Kuzhet eo ouzh daoulagad an holl re vev,

diouzh evned an neñvoù ez eo skoachet.



22 An islonk hag an Ankoù a lavar :

« Gant hon divskouarn hon eus klevet kel anezhi ».



23 Doue a gompren he hent,

hag a oar pelec'h emañ he chomlec'h.



24 Rak betek dibenn an douar e sell,

dre-holl dindan an neñvoù e wel.



25 Pa rae evit an avel pouezioù,

ha pa vuzulie an doureier gant ur sonderez,



26 pa rae evit ar glav ur reolenn,

hag un hent evit luc'hed ar c'hurun,



27 neuze en devoa he gwelet ha prizet,

ha diazezet ha zoken sonteet.



28 Ha lavaret en devoa d’an den :

« Ya, doujañ Doue a zo furnez,

distreiñ diouzh an droug a zo skiant ».
PEBEILGANENN 1 Kor 2, 7; 1, 30a

P. Prezeg a reomp furnez visterius Doue, an hini a oa chomet kuzh, * A oa bet ragaozet a-holl-viskoazh gant Doue evit hor gloar

U/. C'hwi a zo er C’hrist Jezuz a zo bet graet evidomp furnez Doue. * A oa bet ragaozet ;;;
EIL LENNADENN

Eus levrioù Gourbannoù sant Aogustin eskob

(Lib.I, 1, 1; 2, 2; 15; 5 : CCL 27, 1-3)
Trubuilhet eo hor c’halon ken na ziskuizho ennoc’h
Bras ez oc’h Aotrou ha meulus-meurbet : bras eo ho kalloud, hag ho furnez n'eus muzul ebet dezhi. Ha setu ma fell d'an den, anezhañ lod eus ho krouadelezh, ho meuliñ ; an den-se o tougen tro-war-dro e natur varvel, o tougen tro-war-dro an testeni eus e bec'hed, hag ivez an testeni e talc’hit penn ouzh ar re lorc'hus, ha koulskoude e fell d'an den, anezhañ ul lodenn bennak eus ho krouadelezh, ho meuliñ. C'hwi eo a vroud an nen evit m'en em

248 IX-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
blijo ouzh ho meuliñ : rak hor graet hoc'h eus evidoc’h, ha trubuilhet eo hor c’halon ken na ziskuizho ennoc’h.

Roit din ar c’hras, Aotrou, da c’houzout ha da gompren petra a zo da gentañ, pe ho pediñ, pe ho meuliñ ; ha petra a zo da gentañ, pe hoc’h anaout, pe ho pediñ. Met piv a c'hell ho pediñ hep hoc’h anavezout ? Pe gentoc'h, daoust hag e vezit pedet evit hoc'h anavezout ? Penaos avat e c’hellont pediñ an hini na gredont ket c’hoazh ennañ ? Ha penaos krediñ mar ne vez den o prezeg ?



Ha meuliñ an Aotrou a raio ar re a glask anezhañ. Ar re hen klask hen kavo, hag ar re hen kav a veulo anezhañ. Salv m’ho klaskin, Aotrou, ouzh ho pediñ ; ha salv m'ho pedin o krediñ ennoc’h : rak prezeget ez oc’h bet dimp-ni. Va feiz, hag hoc’h eus roet din, ho ped, Aotrou, ar feiz-se hag hoc’h eus c’hwezhet ennon dre zenelezh ho Mab, dre vinistrerezh ho prezeger.

Ha penaos ho pedin, va Doue, c'hwi va Doue ha va Aotrou ? Rak a dra sur hen gervel a rin da zont ennon pa hen pedin. Ha peseurt lec’h a zo ennon d'am Doue da zont ennon ? Da Zoue da zont ennon, an Doue en deus graet an neñv hag an douar ? Daoust hag ez eus ennon, o! Aotrou, va Doue, ul lec’h bennak evit hoc’h enklozañ ? Daoust hag an neñv hag an douar, hag a zo bet graet ganeoc’h hag ez on bet graet enno ganeoc’h, a c’hell hoc’h enklozañ ? Pe daoust hag o vezañ ne vefe hepdoc'h seurt ebet eus kement a zo, e tegouezh da gement a zo hoc’h enklozañ ?

Ha dre ma-z eus ac'hanon ivez, perak goulenn ma teufec’h ennon pa ne vefen netra mar ne vefec'h ket ennon ? N'emaon ket c'hoazh dindan douar, ha padal emaoc’h eno. Rak na pa ziskennfen d'an ifern, eno emaoc’h. Ne vefe ket ac'hanon, va Doue, ne vefen e stumm ebet, ma ne vefec’h ket ennon. Pe gentoc’h ne vefe ket ac'hanon, mar ne vefen ket ennoc’h-c'hwi rak ac'hanoc'h emañ an holl draoù, drezoc'h emañ an holl draoù, ennoc’h emañ an holl draoù ? Evel-se emañ, Aotrou, evel-se emañ. Da belec’h ho kalvin da zont p'emaon ennoc’h ? Pe eus pelec’h e teufec’h ennon ? Da belec’h e redfen er-maez eus an neñv hag an douar evit ma teufe ac’hano ennon va Doue, eñ hag en deus lavaret : An neñv hag an douar a leunian ?

Piv a roio din mont da ziskuizhañ ennoc’h ? Piv a roio din e teufec’h em c’halon evit he mezviñ, abalam­our din da ankouazh va drougoù, ha d'ho priata c’hwi va - mad nemetañ ? Petra ez



IX-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen 249
oc'h evidon ? Ho pet truez, ma c'hellin kaozeal. Petra ez on-me evidoc'h, pa c’hourc’hemennit din ho karout, ha mar ne ran ket e kounnarit ouzhin-me hag e c’hourdrouzit poanioù divent ? Daoust ha n'eo ket tra dister ma n'ho karfen ket ?

Allas ! Lavarit din en anv ho trugarezioù, Aotrou, va Doue, petra ez oc’h evidon-me. Lavarit d'am ene : Da silvidigezh ez on-me. Lavarit evel-se evit ma klevin. Setu divskouarn va c’halon dirazoc’h, Aotrou ; digorit-i ha lavarit d'am ene : Da silvidigezh ez on-me. Redek a rin war-lerc’h ar vouezh-se, hag e tapin krog ennoc’h. Na guzhit ket ho tremm ouzhin-me : ra varvin, evit na varvin ket, abalamour din d'he gwelout.


PEBEILGANENN S 72(73), 25-26; 34(35) ,3b

P/ Piv am eus-me en neñv estregedoc’h ? Ha ganeoc’h-c’hwi n'em eus c'hoant ebet ken war an douar. Semplañ a ra va c’horf ha va c’halon ; * Doue va c’halon, ha va lod eo Doue da viken.

U/ Lavarit d'am ene : da silvidigezh ez on-me. * Doue ...
MEULGAN C’hwi Doue a veulomp, 568.


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   13   14   15   16   17   18   19   20   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə