Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə25/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 17, 57 --- 18, 9. 20-30


Gwarizi Saoul ouzh David.
En deizioù-hont : 57 Hag evel ma tistroe David a vezañ lazhet ar Filistiad, e voe kemeret gant Abner ha degaset dirak Saoul, penn ar Filistiad en e zorn.

58 Hag e lavaras dezhañ Saoul : « Mab piv out-te, paotr yaouank? ». Hag e lavaras David : « Mab da servijer Yese, eus Betlehem ».

18,1 P’en devoe echu (David) da gomz ouzh Saoul, ene Jonatan en em stagas ouzh ene David, hag e garout a reas Jonatan evel e ene. 2 Hag e degemer a reas Saoul en deiz-se, n’e lezas ket da ziskenn da di e dad

3 Hag e tivizas Jonatan gant David un emglev, peogwir e garout a rae evel e ene. 4 Hag e tiwiskas Jonatan ar vantell en devoa d’he reiñ da Zavid, gant e harnez, e gleze, e wareg hag e c'houriz.

5 Hag ez eas David, ha dre-holl ma veze kaset gant Saoul e rae berzh; e lakaat a reas Saoul e penn ar vrezelourien, hag e voe mat se ouzh daoulagad an holl dud hag ouzh daoulagad servijerien Saoul.

6 Edont oc'h erruout, pa zistroe David a vezañ dornet ar Filistiad, hag ez ae er-maez ar maouezed eus kêrioù Israel en ur ganañ ha dañsal en arbenn da Saoul, ar roue, gant taboulinoù, el

Trede Deiz-lid 341
levenez, ha tri-c'hornioù. 7 Hag e tiskane ar maouezed, hag en ur c'hoarzhin e lavarent :

« Pilet en deus Saoul e vilieroù,

ha David e zek-milieroù ».

8 Hag e kounnaras Saoul, meurbet : fall e oa ouzh e zaoulagad ar c'homzoù-se, hag e lavaras : « Roet o deus da Zavid an dek-milieroù ha din-me ar milieroù; prestik en devo ar rouantelezh ! ».

9 Ha Saoul a sellas a-dreuz ouzh David adalek an deiz-se, ha da c'houde.

20 Hag e karas Mic'hol, merc'h Saoul, David, hag e voe kontet se da Saoul, hag e voe reizh an dra ouzh e zaoulagad.

21 Hag e lavare Saoul : « Reiñ a rin houmañ dezhañ, ma vo evitañ ur pech, hag e vo warnañ dorn ar Pelishtiz ». Hag e lavaras Saoul da Zavid : « Dre eben e vi mab-kaer din hiziv ».

22 Hag e c'hourc'hemennas Saoul d’e servijerien : « Komzit ouzh David e kuzh, en ur lavarout : Plijout a rez d’ar roue, hag e holl servijerien az kar : bremañ eta, bez mab-kaer d’ar roue ! ».

23 Hag e lavaras servijerien Saoul ouzh divskouarn David ar c'homzoù-se ; hag e lavaras David : « Hag-eñ ez eo aezet, ouzh ho taoulagad, bezañ mab-kaer d’ar roue ? me a zo un den paour ha dister ». 24 Hag e kontas se servijerien Saoul dezhañ en ur lavarout : « Kement-mañ en deus lavaret David ».

25 Hag e lavaras Saoul : « Evel-henn e komzot ouzh David : Ne c'hoanta ar roue evel argouroù nemet kant amdroc'had Pelishtiz evit en em veñjiñ eus enebourien ar roue ». Ha Saoul a soñje lakaat da gouezhañ David e dorn ar Pelishtiz.

26 Hag e kontas e servijerien da Zavid an traoù-mañ. Hag e voe reizh an dra ouzh daoulagad David, evit bezañ mab-kaer d’ar roue. Ha ne oa ket peurdremenet an deizioù, 27 ma voe savet David hag aet gant e dud da lazhañ d’ar Pelishtiz daou c'hant den. Hag en devoa degaset David o amdroc'hadoù, a beurgontas d’ar roue, evit bezañ mab-kaer d’ar roue. Hag e roas dezhañ Saoul Mic'hol, e verc'h, da wreg. 28 Gwelet en devoa Saoul, gouezet en devoa e oa an Aotrou gant David ; ha Mic'hol, merc'h Saoul, a garas anezhañ. 29 Muioc'h a se en devoe Saoul aon rak David c'hoazh, hag e voe Saoul

342 XII-vet sizhun en amzer blaen
enebour da Zavid dalc'hmat. 30 Argadiñ a rae ofiserien ar Pelishtiz, hag a-feur ma-z argadent, e rae berzh David, muioc'h eget servijerien Saoul, hag e voe prizet e anv meurbet.

PEBEILGANENN S 55(56), 2. 4b. 14ab

P/ Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, rak flastret on gant an den, a-hed an deiz emañ va enebour ouzh va gwaskañ. * Me a lako va fiziañs ennoc'h-c'hwi.

U/ Rak salvet hoc'h eus va ene eus ar marv, ha diwallet va zreid diouzh an drouklamm. * Me ...

EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Gregorios Nisa eskob,

Diwar-benn buhez peurvat ar c’hristen

(PG. 46,283-286)


Diskleriomp ar C'hrist dre hor buhez penn-da-benn

Bez' ez eus tri zra o tiskleriañ hag o tisheñvelaat buhez ar c’hristen : an ober, ar gomz, ar soñj. Eus an tri zra-se emañ ar soñj da gentañ ; da eil e lakaer ar gomz a ro da c'houzout hag a ziskler gant gerioù, ar soñj koñsevet ha krouet er spered ; war-lerc'h ar soñj hag ar gomz e labour, hervez urzh an traoù, an ober hag a ra d'ar pezh en deus soñjet ar spered, tremen en oberoù. Evel m’eo naturel, e vezomp douget gant degouezhioù a bep seurt, da ober, da soñjal, pe da gomz ; kement-se holl avat : komzoù, oberoù, soñjoù, a zo da vezañ urzhiet ha reizhet hervez ar reolenn doueel m’eo an anaoudegezhioù war gwir natur ar C'hrist, en doare ma ne soñjimp netra, na lavarimp netra, na raimp netra a gement na glotfe ket gant ar reolenn meurbet-uhel-se,

. Petra enta a zle ober an hini a zo deuet da vezañ dellezek da zougen anv meur ar C'hrist, nemet sellout pizh ha pervezh ouzh e holl soñjoù, ouzh e holl gomzoù, hag ouzh e holl oberoù, evit gwelout hag-eñ e tenn pep hini anezho d'ar C'hrist, pe daoust ha ne d-int ket traoù estren dezhañ ? E kalz a stummoù e vez graet an imbourc’h dispar-se. Evit gwir, kement a vez graet pe a vez

Trede Deiz-lid 343
soñjet pe a vez lavaret diwar lusk ur gwallbleg, kement-se ne glot tamm ebet gant ar C'hrist ; dougen a ra kentoc’h merk ha siell an enebour. Hemañ a vesk, e perlezenn an ene, fank ar gwall-luskoù, da zisleberiñ ha da zistrujañ sked ar maen prizius-se.

Hogen ar pezh a zo disamm ha glan a bep c’hoantegezh lous, a denn a dra sur da oberour ha priñs ar peoc'h, da


lavarout eo, d'ar C'hrist. An hini a gemer hag a denn eus ar C'hrist evel eus ur vammenn pur ha divastar, e venozioù hag e santimantoù, a zeuio da vezañ heñvel ouzh an hini a zo ar penn kentañ hag ar pennorin anezhañ, e-giz ma c'hoarvez gant an dour o redek. er wazhig-dour hag o skediñ en anforenn : heñvel eo ouzh dour ar feunteun hec’h-unan.

Ar memes glanded eo a weler en Aotrou Krist hag en hon eneoù hon-unan, nemet e tarzh glanded ar C'hrist eus ar vammenn hec'h-unan, tra ma strink hon hini eus ar C'hrist betek ennomp en ur lakaat kened an anaoudegezhioù-se da dreiñ e buhez. Evel-se eo e teu anat an unaniezh hag ar gensoniezh a zo etre an den a-ziabarzh na weler ket, hag an den a-ziavaez a weler, o vezañ ma-z eo an anaoudegezhioù a zeu eus ar C'hrist eo a c’houarn ar vuhez hag a ro lusk dezhi evit an urzh vat hag an onestiz. Setu, hervez va soñj-me, e pelec'h emañ ar beurvadelezh evit pezh a sell ouzh ar vuhez kristen : meizañ ervat an termenioù liesseurt o tisplegañ anv an Aotrou Krist, ha lakaat an nerzh anezho, d'en em ziskouez en hor c'halon, en hor pedenn, en hon doareoù-bevañ.


PEBEILGANENN Kol 3, 17; Rom 14, 7

P/ Ha petra bennak a c'hellfec'h lavarout pe ober, * Ra vo bepred en anv an Aotrou Jezuz,

U/ Hini ebet ac'hanomp ne vev evitañ e-unan, na kennebeut all hini ebet ne varv evitañ e-unan. * Ra vo bepred ...

Pedenn


Aotrou Doue, grit m'hor bo bepred doujañs ha karantez evit hoc’h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...

344 XII-vet sizhun en amzer blaen

PEVARE DEIZ-LID



Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 19. 8-10; 20, 1-17


Mignoniezh David ha Jonatan
En deizioù-hont : 19,8 Hag e voe adarre brezel, hag ez eas David da vrezelekaat enep ar Pelishtiz, hag e skoas warno un taol bras, hag e tec'hjont dirazañ.

9 Hag e voe ur spered fall a-berzh an Aotrou war Saoul: edo en e di en e goazez, e c'hoaf en e zorn, ha David a rae sonerezh gant e zorn. 10 Hag e klaskas Saoul skeiñ gant ar goaf David ouzh ar speurenn. Met diflipañ a reas hemañ a-zirak Saoul, a skoas ar goaf er speurenn, ha David a dec'has hag a zifloupas. D’an noz-se,

20,1 Hag e tec'has David eus Naiot/Rama, hag e teuas da lavarout dirak Jonatan « Petra am eus graet ? petore fazi, petore pec'hed dirak da dad, p’emañ o klask va buhez ? »

2 Hag e lavaras dezhañ (Jonatan) : « Nann ! ne varvi ket ! ne ra va zad netra, bras pe vihan, hep en diskleriañ d’am skouarn....ha perak e kuzhfe va zad ouzhin an afer-mañ ? Se ne vo ket ! » 3 Hag e teuas c'hoazh David en ur lavarout : « Gouzout a oar da dad em eus kavet gras ouzh da zaoulagad, hag e lavar :Gant na ouio ket Jonatan, pe en defe glac'har ; ha marse, - bevet an Aotrou, ha bevet da ene ! - n’eus ket ur c'hammed etrezon-me hag ar marv ».

4 Hag e lavaras Jonatan da Zavid : «Petra bennak a lavari, te da-unan, a rin evidout ».

5 Hag e lavaras David da Jonatan : « Setu al loar nevez arc'hoazh, hag em bo da azezañ gant ar roue evit debriñ. Va lez da vont da guzhat war ar maezioù betek an abardaez, an trede

Pevare Deiz-lid 345
deiz. 6 Mar klask da dad ac'hanon, e lavari : Goulennet en deus diganin David redek da v/Betlehem, e gêr : ur sakrifis-bloaz ez eus eno evit e holl gerentiezh.

7 Mar lavar : Mat !, e vo peoc'h evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo divizet ur gwalleur eus e berzh. 8 Hag e ri un drugarez e-keñver da servijer, rak dre un emglev dirak an Aotrou ec'h eus degaset da servijer du-se, ma 'z eus ennon ur fazienn, va lakaat a ri da-unan d’ar marv ; betek da dad, perak va c'has ? »

9 Hag e lavaras Jonatan : « Nebaon ! mar deuan da c'houzout ez eo divizet ar gwalleur a-berzh va zad da vont warnout, daoust hag-eñ ne roin ket keloù dit ? »

10 Hag e lavaras David da Jonatan : « Piv a roio keloù din, ma respontfe dit da dad ez-garv ? ».

11 Hag e lavaras Jonatan da Zavid : « Deus ! deomp war ar maezioù ! ». Hag ez ejont o-daou war ar maezioù.

12Hag e lavaras Jonatan da Zavid : « Dre an Aotrou, Doue Israel ! ez an da furchal va zad etre arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, hag-eñ eo tuet mat e-keñver David. Ha mar ne gasan ket davedout d’en diskleriañ d’az skouarn, 13 evel-henn da raio an Aotrou da Jonatan, hag evel-hont ouzhpenn ! Mar d-eo gwell gant va zad ober droug dit, en diskleriañ a rin d’az skouarn, ha da lezel a rin da vont, hag ez i e peoc'h, hag e vo an Aotrou ganit, evel ma-z eo bet gant va zad.

14 Mar ben c'hoazh bev, e ri em c'heñver trugarez, en anv an Aotrou, ha mar ben marv, 15 ne lami ket da drugarez digant va ziegezh biken, zoken pa zistrujo an Aotrou enebourien David, holl (anezho), diwar c'horre an douar ».

16 Hag e tivizas Jonatan un emglev gant tiegezh David, hag e pedas an Aotrou (d’e dennañ) eus dorn enebourien David.

17 Hag ec'h adkrogas Jonatan da aspediñ David, dre e garantez evitañ, rak e garout a rae eveltañ e-unan.

-

346 XII-vet sizhun en amzer blaen


PEBEILGANENN kv. Krl 17, 17; 1Yn 4, 7b

P/ Bepred en devo karantez ur mignon, * Met ur breur evit kerse a zo ganet.

U/ Kement hini en deus karantez a zo ganet eus Doue, hag a anavez Doue. * Met ur breur ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Aelred, abad,

Diwar-benn ar vignoniezh speredel

(Lib.3 PL 195,692-693)


Ar gwir vignoniezh peurvat ha peurbadus

Ar gwellañ baotr yaouank, Jonatan, hep gortoz arouezioù ha galloud ar renerezh, a skoulmas emglev gant David, hag a lakas mestr ha servijer war ar memes renk e-keñver mignoniezh ; ha pa oa David o tec'hel kuit dirak e dad, pa oa kuzhet er gouelec'h, pa oa barnet d'ar marv, e lakaas anezhañ araozañ, hag ouzh e sevel uhel e lavaras : Te a vo roue, ha me a vo an eil war da lerc'h.

0! melezour dispar eus ar gwir vignoniezh ! Souezhusat tra ! Fuloret e oa ar roue a-enep d'ur servijer, ha lakaat a rae ar vro a-bezh da sevel a-enep dezhañ evel a-enep d'ur c'hevezer o klask laerezh e dron digantañ ; tamall a ra d'ar veleien bezañ trubarded, hag evit un diskred hepken e laka anezho d'ar marv ; bale a ra a-dreuz koadoù, furchal en traoniennoù, sezizañ menezioù ha reier gant soudarded ; an holl a bromet veñjiñ an dismegañs graet d'ar roue. Jonatan hepken, ha na oa nemetañ en dije gallet kaout droug ennañ gant muioc’h a abeg, a soñjas e tlee derc’hel penn d'e dad, mont a-du gant e vignon, reiñ. kuzul 'dezhañ en un degouezh ken risklus, hag, o lakaat ar vignoniezh a-us d'ar rouantelezh, e lavar : Te a vo roue, ha me a vo an eil war da lerc'h. Ha sellit e petore stumm e vroude an tad gwarizi e vab, paotr yaouank, a-enep d'e vignon : hen kunujenniñ a ra, gourdrouz hen dizornañ eus ar rouantelezh, ha dilemel e enor digantañ.

Goude m'en devoa ar roue douget ur setañs a varv a-enep David, ne vankas ket Jonatan da zougen dorn dle vignon : Perak e varvfe David ? Petore droug en deus graet ? Risklet en deus e vuhez, ha diskaret ar Filistad, ha te a oa stad ennout. Perak enta



Pevare Deiz-lid 347
e tlefe mervel ? Met ar roue, aet sot o klevout ar respont-se, a glaskas, gant un taol-goaf, toullañ Jonatan d'hen pegañ ouzh ar voger ; hag o stagañ kunujennoù ouzh gourdrouzoù, e lavaras : Mab ar c'hast, bremañ ec'h ouzon, e karez anezhañ evit da vrasañ dizenor-te hag evit dizenor noazhder da vamm. Neuze e tislonkas an holl vinim a oa en e galon d'hen skuilh war galon an den yaouank, en ur lavarout ouzhpenn, evit broudañ e vrasoni, atizañ e gasoni, entanañ e warizi hag e c'hwervoni : Keit ha ma vo bev mab Ishai, ne vo ket diazezet divrall da dron a roue.

Piv na vefe ket broudet gant ar c’homzoù-se, piv na gemerfe ket kasoni ? Karantez piv, madelezh piv, ha mignoniezh piv ne vefe ket kollet, bihanaet, distrujet ganto ? Hemañ avat, ar paotr yaouank-mañ leun a garantez, a viras gwirioù ar vignoniezh, kalonek a-enep ar gourdrouzoù, pasiant dindan ar c'hunujennoù, o tisprizout ar gurunenn a roue abalamour d'e vignoniezh, o tisoñjal an enorioù met o kaout soñj eus e vadelezh e lavaras : Te a vo roue, ha me a vo an eil war da lerc'h.

Honnezh eo ar vignoniezh wirion, peurvat, stabil, hollbadus. Honnezh ne vez ket breinet gant ar warizi, na bihanaet gant an diskred, na distrujet gant ar vrasoni. Eviti da vezañ bet arnodet er stumm-se n'he deus ket pleget. Eviti da vezañ resevet taolioù bount er stumm-se n'eo ket bet kouezhet. Eviti da vezañ bet broudet gant kement a gunujennoù he gweler bepred divrall. Eviti da vezañ bet argadet gant kement a zismegañsoù ez eo bet chomet diflach. Te, kae 'ta, ha gra heñvel.
PEBEILGANENN Sir 6, 14.17

P/ Ar mignon feal a zo ur repu start, * An neb en kav a gav un teñzor.

U/ . Doujer an Aotrou a ren mat e vignoniezh, rak evel ma-z eo, evel-se ivez e gompagnun. * An neb ...
Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bo bepred doujañs ha karantez evit hoc'h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...



348 XII-vet sizhun en amzer blaen

PEMPVET DEIZ-LID


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 21. 2-10; 22, 1-5


David dindan dec'h
En deizioù-hont : 21,2 Hag ez eas David da Nov, davet Ac'himelek, ar beleg ; hag e krene Ac'himelek pa 'n em gavas gant David ; hag e lavaras dezhañ : « Perak ez out da-unan, ha n’eus den ganit ? ». 3 Hag e lavaras David da Ac'himelek, ar beleg «Ar roue en deus gourc'hemennet din un dra en ur lavarout din : '' Gant na ouezo den da betra ez kasan, nag an urzh am eus roet dit ''. D’ar baotred em eus roet emgav e lec'h-mañ-lec'h. 4 Ha bremañ, petra ac'h eus dindan da zorn ? Laka pemp baraenn em dorn, pe seurt a zo ».

5 Hag e respontas ar beleg da Zavid en ur lavarout : « N’em eus ket bara boutin dindan va dorn, met bara santel a zo, mar o deus en em viret da baotred, evel-just, diouzh ar merc'hed ». 6 Hag e respontas David d’ar beleg en ur lavarout dezhañ : « Ar merc'hed a zo berzet ouzhimp abaoe dec'h ha derc'hent dec'h ; pa vrezelan, e vez korfoù ar baotred santel ; homañ a zo ur veaj boutin, met daoust da se, hiziv ez int santel en o c'horfoù ». 7 Hag e roas dezhañ ar beleg bara santel, peogwir ne oa eno, a vara, nemet bara-bezañs, a oa bet tennet a-zirak an Aotrou evit lakaat bara fresk en deiz ma vez dilamet.

8 Met bez’ e oa eno un den, ur servijer da Saoul, en deiz-se, chomet dirak an Aotrou, e anv Doeg an Edomiad, mestr war vesaerien Saoul. 9 Hag e lavaras David da Ac'himelek : « N’eus ket amañ dindan da zorn ur goaf pe ur c'hleze ? Na va c'hleze na va armoù n’am eus kemeret ganin, rak kefridi ar roue a oa difraeüs ». 10 Hag e lavaras ar beleg : « Kleze Goliat, ar Filistiad, az poa lazhet e traonienn an Dervenn, a zo amañ, paket en ur vantell, drek an efod: mar goulez e gemer, kemer

Pevare Deiz-lid 349
anezhañ, rak n’eus hini all ebet amañ ». Hag e lavaras David : « N’eus ket eveltañ, ro anezhañ din ».

22,1 Hag ez eas David alese, hag e tec'has da gev Odollam. Hag e klevas se e vreudeur hag holl diegezh e dad, hag e tiskennjont davetañ betek eno.

2 Hag en em vodas gantañ an holl dud wasket, an holl dud o devoa dle hag an holl dud a oa c'hwerv o ene ; hag e voe warno evel kabiten, hag e voe gantañ war-dro pevar c'hant den.

3 Hag ez eas David alese betek Mispa Moab, hag e lavaras da roue Moab : « Ra zeuio, mar plij, va zad ha va mamm ganeoc'h, ken na ouezin petra a ray din Doue ». 4 Hag o degas a reas davet roue Moab, hag e chomjont gantañ e-keit ha ma voe David en e greñvlec'h.

5 Hag e lavaras Gad, ar profed, da Zavid : « Na chom ket er c'hreñvlec'h; kerzh ! Kae da vro Youda ! » Hag ez eas David, hag ez erruas betek koad Haret.
PEBEILGANENN Rom 7, 6; Mrk 2, 25. 26

P/ Bremañ avat ez omp distrob diouzh al lezenn, marv ma-z omp d'ar pezh hon dalc’he prizoniet, * Servijomp e yaouankiz ar Spered, ha n'eo ken e kozhni al lizherenn.

U/ Ha biskoazh n'hoc'h eus lennet petra a reas David pa voe en ezhomm ha naon dezhañ ? Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraennoù ar c'hinnig. * Servijomp...

EIL LENNADENN

Eus Hegelennadurioù sant Gregorios Nisa eskob

(Orat.6 De beatitudinibus : PG 44,1263-1266)


Doue a zo evel ur garreg dreistdiraez
Ar pezh en em gav gant ar re a sell diwar gern uhel ur menez bennak, ouzh un dachennad-vor bennak ledan, en em gav ganin-me ivez pa sellan diwar uhelder komz Doue, evel diwar beg uhel ur menez, ouzh donder digomprenus menozioù Doue.

350 XII-vet sizhun en amzer blaen
E kalz a lec’hioù war ribl ar mor e c'heller gwelout ur menez, diouzh un tu hag a sell ouzh ar mor, evel pa vefe troc'het dre an hanter ha krennet a-serzh adal e gern betek goueled ar mor, gant ur beg bennak anezhañ o valirañ a-us d'ar mor don.

Ac'hanta ! Evel an efed a rafe war an hini a daolfe e selloù war ar mor don, evel-se bremañ ez eo krog va spered da vezevelliñ, koulz lavarout, dalc'het ma-z eo e-pign gant ar ger bras-mañ lavaret gant an Aotrou : Eürus ar re a zo glan o c'halon ; rak ar re-se a welo Doue.

Doue da vezañ arvestet outañ, sed ar pezh a ginniger d'ar re a vezo bet glanaet o c'halon en o c'hreiz. Met den n'en deus gwelet Doue biskoazh, evel ma lavar an Abostol bras, sant Yann ; kadarnaat a ra sant Paol e-unan ar c'homzoù-se gant e spered uhel-meurbet, pa lavar : An Hini n'en deus den ebet gwelet, ha na c'hell den ebet hen gwelout. Honnezh eo ar roc'h lufr, krennet ha serzh, ha na ziskouez enni hec'h-unan na harp na krog d'hor menozioù.

Moizez ivez a lavaras en e gentelioù ez eo dreist-diraez ha ne c'hello biken hor spered mont betek enni, n'eus forzh petra a c'hello kompren gant e strivoù, n'eus forzh betek pelec’h e c'hello en em sevel a-hed tor ar menez, krennet dre al lavar-mañ : N'eus den, emezañ, gouest da welout Doue ha da chom bev.

Hogen gwelout Doue a zo ar vuhez peurbadel. Ne c’heller ket gwelout Doue, evel ma lavar pilerioù ar feiz, Yann ha Paol ha Moizez. Gwelout a rit pebezh mezevellidigezh a sach an ene etrezek donder an traoù emaomp o studiañ er brezegenn-mañ. Mar d-eo Doue buhez, neb na wel ket Doue ne wel ket ar vuhez. Ha na c’hellfemp ket gwelout Doue : ar Brofeded, an Ebestel renet gant Spered Doue o deus hen testeniet. E peseurt diaesterioù ez eo lakaet esperañs an dud ?

E gwirionez, an Aotrou eo a souten an esperañs o semplañ. Evel ma reas evit Pêr : hemañ, en arvar da vezañ beuzet, a voe savet ha lakaet war zour kalet, barrek da harpañ e gammedoù.

Neuze 'ta, ma vez astennet betek ennomp ivez dorn ar Verb, ha ma ra dimp-ni, hag a zo distabil e-kreiz mor don hor prederiadennoù, bezañ diazezet start en hini pe hini eus ar menozioù-se, neuze e vezimp hep tamm aon ebet, o vezañ ma

C'hwec'hvet Deiz-lid 351
vimp stag mat ouzh ar Verb ouzh hon henchañ gant e zorn koulz lavarout : Eürus, emezañ, ar re o deus ur galon c’hlan, rak ar re-se a welo Doue.
PEBEILGANENN Yan 1,18; S 144(145), 3

P/ Doue, den ebet n'en deus e welet biskoazh. * Ar Mab Unganet, Doue, an hini a zo en askre an. Tad, hennezh en deus e roet da anaout.

U/ Bras eo an Aotrou Doue, ha din-meurbet a veuleudi, rak e vrasted a zo dreist-muzul. * Ar Mab ...
Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bezo bepred doujañs ha karantez evit hoc'h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...


C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə