Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə26/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 25. 14-24. 28-39


David hag Abigail
En deizioù-hont : 14 Hag Abigail, gwreg Nabal, he devoe keloù digant unan eus ar baotred, a lavaras : « Kaset en deus bet David kannaded eus ar gouelec'h evit bennigañ hon aotrou, met lammet en deus ganto. 15 Hag an dud-se a oa bet mat-tre evidomp, ha n’o devoa ket graet vil dimp, ha n’eus manket netra dimp e-keit hag hon eus kerzhet ganto pa oamp war ar maez. 16 Ur ramparzh ez int bet en-dro dimp noz-deiz e-keit ma-z omp bet ganto mesaerien deñved. 17 Bremañ ez eo dit gouzout ha gwelout petra d’ober ; a-hend-all eo divizet ar gwalleur enep hon aotrou hag enep e holl diegezh. Hemañ a zo ur paotr-a-netra ; n’eus ket da gomz outañ ».

352 XII-vet sizhun en amzer blaen
18 Hag e tifraeas Abigail da gemer daou c'hant baraenn ha daou sac'had gwin, pemp a zeñved aozet, pemp muzul greun rostet, kant kouign-rezin ha daou c'hant a fiez, hag o lakas war an ezen.

19 Hag e lavaras d’he faotred : « Tremenit em raok, ha me, war ho lerc'h a yelo ». D’he gwaz Nabal ne lavaras doare.

20 Edo homañ a-c'haoliad war un azen o tiskenn, dre guzh, eus ar menez, ha setu David gant e soudarded o tiskenn en arbenn dezhi, hag e tegouezhas ganto.

21 Ha David a lavare :

« Ya, en aner em eus diwallet peadra hemañ er gouelec'h ; n’eus bet dianket eus holl bezh en devoa, netra ; met va faeañ a ra fall evit ar mad-se. 22 Evel-henn da raio Doue da enebourien David, hag evel-hont ouzhpenn, mar lezan, a-douez holl bezh en deus, ac'hann da veure, zoken ur staoter ouzh ar voger ! ».



23 Pa welas Abigail David, e hastas diskenn diwar an azen, ha kouezhañ dirak David war he dremm, en ur stouiñ d’an douar. 24 Ha kouezhet e-harz e dreid, e lavaras :

« Warnon, aotrou, ar fazi ! met ra gomzo da vatezh ez tivskouarn ! ha selaou komzoù da vatezh ! 28 Pardon enta mank da servijerez. Rak ober a ray an Aotrou d’am aotrou un ti padus, brezelioù an Aotrou emañ va aotrou oc'h ober ; falloni ebet n’eus bet kavet ennout a-viskoazh. 29 Mar sav un den da redek war da lerc'h, da glask da vuhez, ra vezo buhez va aotrou miret e-touez ar re vev gant an Aotrou, da Zoue, ha buhez da enebourien da vezo batalmet a-greiz palv ar vatalm ! 30 Ha p’en devo graet an Aotrou Doue d’am aotrou kement m’en deus lavaret a vad diwar e benn, ha p’en devo roet urzh ma vi rener war Israel, 31 ne vo ket se evidout un asoup, n’en devo ket ur skoilh-kalon va aotrou da vout skuilhet gwad, diabeg, en ur drec'hiñ, aotrou, drezout da-unan. P’en devo roet berzh an Aotrou Doue d’am aotrou, az pez soñj eus da vatezh ».

32 Hag e lavaras David da Abigail :

« Benniget an Aotrou, Doue Israel, en deus da gaset hiziv war arbenn din ! 33 Benniget da furnez ha bennozh dit da vout harzet ouzhin hiziv da vont betek ar gwad ha da drec'hiñ drezon va-unan. 34 Ya, evelkent ! Bevet an Aotrou, Doue Israel, en deus miret ouzhin d'ober droug dit, ha mar n'az pije ket hastet



C'hwec'hvet Deiz-lid 353
dont war-arbenn din, ne vije ket manet da Nabal, ac'hann da gouloù-deiz, ur staoter ouzh ar voger ! » 35 Hag e kemeras David eus he dorn ar pezh a gase dezhañ, ha dezhi e lavaras : «Kae e peoc'h d’ar gêr ; sell ! selaouet em eus ouzh da vouezh, ha savet da zremm ».

36 Hag ez eas Abigail davet Nabal, hag e oa ur banvez en e di, evel ur banvez-roue, ha kalon Nabal a oa laouen ennañ ; mezv e oa ken e oa ; ne gontas hi dezhañ netra, bihan pe vras, ac'hann gouloù-deiz.

37 Diouzh ar beure, aet ar gwin diouzh Nabal, e kontas dezhañ e wreg an darvoudoù, hag e semplas e galon en e greiz, hag e voe evel ur maen. 38 Hag a-benn dek devezh e roas an Aotrou da Nabal taol ar marv.

39 Pa glevas David e oa marvet Nabal, e lavaras : « Benniget an Aotrou en deus difennet va c'haoz pa-z on bet dismegañset gant Nabal ! Ouzh e servijer en deus harzet d’ober droug, ha fallentez Nabal en deus distroet an Aotrou war e benn ». Hag e kasas David da lavarout da Abigail he c'hemere da wreg.
PEBEILGANENN 1 Sam 25, 32a. 33b; Mzh 5, 7

P/ Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, en deus da gaset hiziv war arbenn din ! * Harzet hoc'h eus ouzhin hiziv da vont betek ar gwad ha da drec'hiñ drezon va-unan.

U/ Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo. * Harzet hoc’h eus ...
EIL LENNADENN

Eus Hegelennadurioù sant Gregorios Nisa, eskob

(Orat.6 De beatitudinibus : PG 44e1266-1267)
An esper da welout Doue
Ken bras ez eo a dra sur promesa Doue ma tizh pelloc'h eget termen pennañ an eürusted. Rak, e gwirionez, peseurt madelezh a c'hellfe unan bennak c'hoantaat c'hoazh p'en devo pep tra en Hini a welo ? Rak gwelout, hervez giz ar Skritur-Sakr, a

354 XII-vet sizhun en amzer blaen
dalvez an hevelep tra ha perc’hennañ. Lakaomp : Ra weli madoù Jeruzalem, a zo gerioù o talvezout gras dit da gaout ; ha : Ra vo dilamet kuit an den dizoue evit na welo ket gloar an Aotrou, dre ar gerioù evit na welo ket e fell d'ar Profed lavarout evit na vo ket lodek enni.

Neuze, an hini a wel Doue, a resev ouzh hen gwelout, kement tra a zo kontet e-touez madoù : buhez hep fin, divreinusted peurbadus, eürusted, divarvel, rouantelezh hep termen, levenez dizehan, ar gwir sklerijenn, ur vouezh speredel ha dous, gloar dibaouez, laouenidigezh diastal, en ur ger pep madelezh.

E gwirionez, ar pezh a zo kinniget dre an esperañs, e promesa ar wenvidigezh, a zo evel-se ha ken bras-se ; met diskouezet ez eus bet diaraok, penaos ar pezh a zo ezhomm evit gwelout Doue ez eo bezañ pur a galon.

Amañ adarre e verv va spered evel pa vefe mezevellet ; en em c'houlenn a ra daoust ha n'eo ket ar c’hlanded a galon unan eus an traoù ha na c'hellont bezañ graet hag a zo trec'h d'hon natur hag en tu-hont dezhi ? Rak mar d-eo dre ar c'hlanded-se eo e weler Doue, neuze Moizez ha Paol n'o deus ket gwelet, o vezañ ma lavaront ne c'hell Doue bezañ gwelet na ganto na gant den all ebet ; ar pezh a zo kinniget bremañ gant ar Verb e-sell eus an eürusted a seblant bezañ un dra ha na c'hell bezañ na graet na diskouezet.

Peseurt gounid enta a zeu dimp diwar anaout penaos e vez gwelet Doue, ma vank nerzh da dizhout ar pezh a soñjer ? Se a zo memestra evel pa lavarfe unan bennak emeur eürus en neñvoù o vezañ ma weler eno an traoù na vezont ket gwelet er bed-mañ. Mar befe diskouezet dre gomz, ur stumm bennak d'ober hent etrezek ar baradoz, e vefe talvoudus d'ar selaouerien deskiñ emeur eürus er baradoz.

Hogen, keit ha n'eo ket aes pignat di, peseurt gounid a zo oc'h anaout eürusted an neñvoù pa na rofe an anaoudegezh-se nemet trubuilh ha nec'hamant dre reiñ dimp da c’houzout eus peseurt traoù e vezomp dizorniet, hag a rankomp dioueriñ, dre ma-z eo diaes pignat di ? Neuze enta, daoust hag emañ an Aotrou ouzh hor broudañ da glask ar pezh a zo trec'h d'hon natur, hag ez eo braster ar gourc’hemenn en tu-hont da nerzhioù an den ?



C'hwec'hvet Deiz-lid 355
Met n'eo ket evel-se, an hini emañ kont. Rak an Aotrou Doue ne c’hourc’hemenn ket d'al loened krouet gantañ hep divaskell bevañ evel laboused ; ha d'al loened graet gantañ evit bevañ war an douar ne ro ket urzh dezho da vevañ en dour. Mar klot al lezenn en holl grouadurien all gant galloud ar re he resev, ha mar ne redi krouadur ebet d'ober traoù a-us d'e natur, e komprenimp ez eo ivez dereat a-grenn kement-mañ, da lavarout eo, ne zleer ket dizesperiñ tizhout ar pezh a zo diskouezet en a-raok dre an eürusted ; ha na Yann, na Paol, na Moizez, pe ar re all heñvel outo, n'o deus ket kollet an eürusted-se meurbet uhel, hag a zo gwelout Doue fas-ouzh-fas ; nag an hini en deus lavaret : Lakaet eo bet a-gostez evidon ar gurunenn a reizhded a roio din ar barner reizh, nag an hini a harpas e benn war galon Jezuz, nag an hini a glevas digant mouezh Doue : Da anavezet em eus dreist ar re all. Pa n'eus arvar ebet ez eo eürus ar re-se hag a lavare e oa gwelout Doue un dra dreist o nerzh, ha pa-z eo gwir e teu an eürusted diwar gwelout Doue, hag e tegouezh da unan bennak gwelout Doue mar bez glan e galon, neuze, a dra sur, ne d-eo ket glanded ar galon anezhi an hent a gas d'an eürusted, unan eus an traoù ha ne c’hellont ket bezañ sevenet.

Penaos e c’heller enta lavarout diouzh un tu emañ ar wirionez gant ar re a ziskler a-unan gant Paol emañ gwelout Doue un dra dreist an nerzh, ha diouzh an tu all lavarout ne d-a ket komz an Aotrou a-enep dezho pa bromet ez eo dre ar c’hlanded a galon e teuer da welout Doue ?


PEBEILGANENN S 62(63),2bc; 16(17), 15

P/ Sec'hed ac'hanoc'h en deus va ene, * Ha va c’horf a langis etrezek ennoc'h.

U/ Me avat e vo justis evidon pa 'n em ziskouezo din ho splannder, d'am dihun em bo va gwalc'h gant ar gwel ac'hanoc'h.

* Ha va c'horf ...


Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bezo bepred doujañs ha karantez evit hoc'h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...



356 XII-vet sizhun en amzer blaen

D'AR SEIZHVET-DEIZ


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 26, 5-25


David o tiskouez e spered hael e-keñver Saoul
En deizioù-hont : 5 Hag e savas David, hag ez eas betek al lec'h ma kampe Saoul. Hag e welas David pelec'h e kouske Saoul hag Abner, mab Ner, penngadour e lu. Saoul a gouske er c'hreiz, hag ar soudarded a gampe en-dro dezhañ.

6 Hag e komzas David en ur lavarout da Ac'himelek, an Hittit, ha da Abisai, mab Sarvia, breur Joab, evel-henn : « Piv a ziskenno ganin betek Saoul d’ar c'hamp ? » Hag e lavaras Abisai: « Me a ziskenno ganit ».

7 Hag ez erruas David hag Abisai betek ar soudarded, e-kerzh an noz ; edo Saoul gourvezet, o kousket er c'hreiz, e c'hoaf sanket en douar e-kichen e benn, hag Abner gant ar soudarded gourvezet en-dro dezhañ.

8 Hag e lavaras Abisai da Zavid : « Serret en deus Doue, hiziv, da enebour ez torn ; va lez da skeiñ warnañ gant ar goaf d’an douar, en un taol, kuit da adskeiñ ! » . 9 Hag e lavaras David da Abisai : « N’e zistruj ket ! piv a gasfe e zorn war olevad an Aotrou, hep bezañ kastizet ? »

10 Hag e lavaras David : « Bevet an Aotrou ! an Aotrou eo a skoio gantañ, pe e zevezh a zeuio, hag e varvo, pe d’ar brezel e tiskenno hag e vo falc'het ! 11 Nann ! dre an Aotrou ! ne gasin ket va dorn war olevad an Aotrou ! met evit bremañ, kemer ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar podad dour, ha deomp kuit ! »

12 Hag e kemeras David ar goaf hag ar podad dour eus kichen penn Saoul, hag int kuit. Den n’o gwelas, den ne ouezas, den ne zihunas, holl e kouskent ur c'housk pounner a-berzh an Aotrou a oa kouezhet warno.

D'ar Seizhvet-deiz 357


13 Hag e tremenas David en tu all ; hag en e sav, war benn ar menez, a-bell ha kalz a blas etrezo, 14 e huchas David d’ar soudarded ha da Abner, mab Ner, en ur lavarout : « Ne responti ket, Abner ? ». Hag e respontas Abner en ur lavarout : « Piv out, te hag a huch war ar roue ? ».

15 Hag e lavaras David da Abner : « Daoust ha ne oas ket ur gwaz ? Piv a oa eveldout en Israel ? Perak ne ziwallez ket da aotrou, ar roue ? Aet 'zo bet unan eus ar Bobl evit distrujañ ar roue, da aotrou !

16 N’eo ket brav an dra-se ac'h eus graet ! Bevet an Aotrou ! mibien an Ankoù ez oc'h, pa ne ziwallit ket hoc'h aotrou, bet olevet gant an Aotrou ! Ha bremañ, sell pelec'h emañ goaf ar roue hag ar podad dour a oa ouzh e benn ! ».

17 Hag ec'h anavezas Saoul mouezh David, hag e lavaras : « Ha da vouezh eo, va mab David ? ». Hag e lavaras David : « Va mouezh eo, aotrou roue !».

18 Hag e lavaras : « Perak emañ va aotrou o redek war-lerc'h e servijer ? petra am eus graet ? petra a zo em dorn, a fall ?.

19 Bremañ enta, ra selaouo an aotrou roue komzoù e servijer : mar d-eo an Aotrou en deus da iset enep din, ra zegemero ur brofadenn ! met mar d-eo tud, ra vezint milliget dirak an Aotrou, rak va argas a reont hiziv, evit va distagañ diouzh hêrezh an Aotrou, en ur lavarout : Kae da servijañ doueoù all !

20 Met bremañ, gant na gouezho ket va gwad d’an douar, pell diouzh dremm an Aotrou ! Aet eo roue Israel da glask ur c'hwenenn evel ma chaseer ar c'hlujar war ar menezioù ! ».

21 Hag e lavaras Saoul : « Pec'het em eus ! Distro, va mab David, ne vin ken drouk ouzhit, peogwir ez eo bet ker va buhez ouzh da zaoulagad hiziv. Bet on diskiant, dianket kalz-meurbet ».

22 Hag e respontas David en ur lavarout : « Setu ar goaf, o roue ! ra dreuzo unan eus da floc'hed d’e gerc'hat !

23 Hag an Aotrou da rento da bep hini hervez e reizhded hag e fealded ! da laket en devoa an Aotrou hiziv em dorn, met n’em eus ket goulet kas va dorn war olevad an Aotrou.

24 Hag evel m’eo bet bras da vuhez ouzh va

358 XII-vet sizhun en amzer blaen
daoulagad, ken bras ra vezo va buhez ouzh daoulagad an Aotrou, ma vin saveteet gantañ diouzh pep enkrez » .

25 Hag e lavaras Saoul da Zavid : « Benniget out-te, va mab David ! ya, ez oberoù e ri berzh ! ». Hag ez eas David gant e hent, ha Saoul a zistroas d’ar gêr.
PEBEILGANENN S 53(54), 5ab. 3. 8a. 4a

P/ Tud a lorc’h a zo savet d'am diskar, tud kriz a glask distrujañ va buhez ; e nerzh hoc'h anv va salvit, o! Doue, * Hag en ho kalloud difennit va c'haoz.

U/ A greiz kalon, e profin deoc'h sakrifisoù ; o! Doue, selaouit va fedenn. * Hag en ho kalloud ...
EIL LENNADENN
Eus Hegelennadurioù sant Gregorios Nisa, eskob

(Orat.6 De beatitudinibus : PG 44,1270-1271)


Doue a c'hell bezañ kavet e kalon mab-den
Un dra vat ez eo evit buhez an den yec’hed ar c’horf, met an eürusted ne d-eo ket hepken anaout natur ar yec'hed, met bevañ er yec'hed. Lakomp da skouer, unan bennak hag en deus kanet meuleudioù ar yec'hed, hag a gemer boued o reiñ imorioù fall ha kleñvedoù, da betra e servij dezhañ bezañ bet meulet ar yec’hed, p'emañ o c’houzañv kleñvedoù ? Er memes stumm enta, komprenomp ivez ar brezegenn displeget dimp : an Aotrou ne lavar ket dimp ez eo un dra gaer evit un den anaout un dra bennak d[war-benn Doue, Met, ez eo un dra gaer kaout Doue ennomp hon-unan. Lavarout a ra : Eürus ar re a zo glan o c’halon, rak ar re-se a welo Doue.

War va meno, ne gav ket. din e tleer prometiñ d'an hini a zo bet naetaet lagad e ene, e welo Doue fas-ouzh-fas, met marteze emañ al lavar kaer-se oc’h ober dimp un damveneg eus ar pezh a zo bet diskleriet fraeshoc’h el lec'h ma lavarer : En ho kreiz emañ rouantelezh Doue. Dimp enta da c’houzout penaos an hini en deus glanaet e galon eus pep krouadur hag eus pep tech fall a zle sellout en e gaerder e-unan ouzh ar skeudenn eus natur-Doue.

D'ar Seizhvet-deiz 359
Me 'gav din en deus ar Verb dastumet e berr gomzoù lavaret gantañ an ali-mañ : 0 c'hwi, tud, hag a zo en ho kreiz ur c’hoant bennak da arvestiñ ouzh ar pezh a zo mat e gwirionez, pa glevit ez eo meurdez Doue savet uhel-meurbet a-us d'an neñvoù, hag ez eo re vras e c'hloar da vezañ diskleriet, re gaer e gened da vezañ displeget, ha ne c’heller ket kompren na merzout e natur, arabat deoc’h en em lezel da gouezhañ en dizesper, dre ma ne c'hellit ket gwelout ar pezh a c’hoantait.

Rak, mar gwalc’hez adarre gant ur vuhez leun a aked hag a breder, ar gramenn a zo o vastariñ hag o c’holeiñ da galon, e skedo ennout kened an Aotrou Doue.

Sellit ar pezh a c’hoarvez gant an houarn : hemañ hag a oa du bremaik, ur wezh rasket kuit gant ur maen higolenn ar mergl a oa warnañ, a zeu da vezañ lugernus en heol ha da deurel bannoù sklerijenn en-dro dezhañ ; e-giz-se emañ an traoù gant an den diabarzh, hag a zo anvet kalon gant an Aotrou ; p'en devezo naetaet ar gramenn, ar mergl hag a zo en em ledet war e gened evel louedadur fall, neuze ec’h addeuio da vezañ heñvel ouzh e gened kentañ ha gwirion, ha mat e vezo. Rak ar pezh a zo heñvel ouzh ar mad, a zo mat a-grenn.

Neuze 'ta, an hini en em wel, a wel ennañ e-unan ar pezh emañ o c'hoantaat ; hag evel-se, an hini en deus ur galon bur a zeu da vezañ eürus, rak, pa sell ouzh e c'hlanded e-unan, e wel, a-dreuz ur skeudenn, ar gened veur.

Ar re a wel an heol en ur melezour, zoken ma ne baront ket o daoulagad war an oabl e-unan, a wel an heol evelkent e glanded ar melezour koulz hag ar re a sell ouzh boull an heol ; evel-se, c'hwi ivez, eme hor Salver, c'hwi, zoken ma vank nerzh a-walc’h deoc'h evit arvestiñ ha sellout ouzh ar gouloù dreist-diraez, mar adkavit kened ar poltred a zo bet moullet ennoc'h adalek ar penn kentañ, hag ar c'hras, neuze emañ ganeoc'h en ho kreiz ar pezh emaoc’h o klask.

Rak ar c'hlanded, an ezvezañs a walldechoù hag a wallblegoù, hag an disparti a bep droug, a zo tra Doue. Neuze enta m'emaint ennout, Doue hep mar a zo ennout. Ac’hanta ! pa vo urzhiet an traoù ennout en doare da vezañ pur a bep si fall, dieub a bep gwalldech, a bep gwallyoul, ha disparti diouzh pep kousi, neuze emaout eürus abalamour da grakter ha sklaerder da



360 XII-vet sizhun en amzer blaen
sell ; rak ar pezh a zo kuzhet ouzh sell ar re n'int ket bet glanaet, te avat, pa-z out bet naetaet, hen gwel ; ha pa-z eo bet tennet kuit eus daoulagad da spered an deñvalijenn danvezel, e welez splann a-dreuz sioulder glan da galon un arvest eürus. Ha petra eo an arvest-se ? Santelezh, glanded, dinammded, an holl bannoù splann a seurt-se eus natur Doue, hag a c’heller drezo gwelout Doue.
PEBEILGANENN Yan 14, 6a. 9b; 6, 47b

P/ Lavarout a ra an Aotrou : Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez. * An hini am gwel a wel ivez an Tad.

U/ An hini a gred en deus ar vuhez peurbadel. * An hini am gwel ...
Pedenn

Aotrou Doue, grit m'hor bezo bepred doujañs ha karantez evit hoc'h Anv Santel, rak ne vankit morse da ziwall ha da heñchañ ar re a stagit ouzhoc'h gant liamm start ar garantez. Dre hon Aotrou ...

-

361


XIII-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù ar sizhun I


D'ar 1-añ Pardaezlid
Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

An neb na gemer ket e groaz ha na zeu ket war va lerc'h, n'eo ket dellezek ac'hanon, eme an Aotrou.
Er bloaz B

Lavarout a rae ar vaouez outi hec'h-unan : ha pa ne rafen nemet stekiñ ouzh e zilhad e vin saveteet.


Er bloaz CH

Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv o deus neizhioù. Mab an Den avat n'en deus lec'h ebet da harpañ e benn.


Pedenn

Aotrou Doue, fellet ez eus bet deoc'h reiñ dimp ar c'hras da vezañ ho pugale evit ober ganimp servijerien ar sklerijenn, plijet ganeoc'h enta, ni ho ped, mirout na vefemp paket gant teñvalijenn ar gaou, hag ober ma talc'himp bepred da lugerni e-kreiz splannder ar wirionez. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr kentañ Samouel 28, 3-25



Saoul e ti an divinerez en Endor

En deizioù-hont : 3 Ha Samouel a oa marvet hag en devoa graet kañv dezhañ holl Israel hag e veziet e Rama, e gêr. Ha Saoul en devoa skarzhet an igromañserien hag an divinourien eus ar vro.

362 XIII-vet Deiz an-Aotrou en amzer blaen
4 Hag en em vodas ar Pelishtiz, hag e teujont da gampañ e Sounam. Hag e vodas Saoul holl Israel, hag e kampjont e Gelboe. 5 Hag e welas Saoul kamp ar Pelishtiz, hag en devoa aon, hag e krenas e galon, meurbet. 6 Hag e c'houlennatas Saoul an Aotrou, ha ne respontas dezhañ an Aotrou na dre huñvreoù na dre an ‘Ourim’, na dre an diouganerien.

= 7 Hag e lavaras Saoul d’e servijerien : « Klaskit din ur vaouez, mestrez war an igromañsoù ma-z in daveti d’he goulennata ». Hag e lavaras e servijerien dezhañ : « Bez’ ez eus ur vaouez igromañserez en En-Dor ».

8 Hag en em zic'hizas Saoul en ur wiskañ dilhad all, hag ez eas, eñ ha daou zen gantañ, hag ez errujont e ti ar vaouez, da noz, hag e lavaras : « Sav din, mar plij, gant da igromañsoù, sav din an hini a lavarin dit ».

9 Hag e lavaras ar vaouez dezhañ : « Gouzout a rez ar pezh en deus graet Saoul : rasket en deus an igromañserien hag an divinourien eus ar vro ; perak e lakez ur pech d’am buhez d’ober din mervel ? ».

10 Hag e touas dezhi Saoul dre an Aotrou en ur lavarout : « Bevet an Aotrou ! n’az po pec'hed ebet gant an dra-se ! » 11 Hag e lavaras ar vaouez : « Piv a savin dit ? ». Hag e lavaras : « Samouel ! sav-eñ din ! ».

12 Ha pa welas ar vaouez Samouel, e huchas a vouezh uhel, hag e komzas ar vaouez ouzh Saoul en ur lavarout : « Perak ec'h eus va zouellet ? te eo Saoul ! ».

13 Hag e lavaras dezhi ar roue : « Bez dizaon ! petra a welez ? ». Hag e lavaras ar vaouez da Saoul : « Un anaon a welan o pignat eus an douar ». 14 Hag e lavaras dezhi : « Petore stumm en deus ? ». Hag e lavaras hi : « Un den kozh a bign, paket en ur vantell ». Hag e ouezas Saoul eo Samouel e oa, hag e taoublegas, e zremm d’an douar, hag e stouas.

15 Hag e lavaras Samouel da Saoul : « Perak va zrubuilhañ, ouzh va sevel ? ». Hag e lavaras Saoul : « Anken am eus, meurbet ; ar Pelishtiz a ra brezel ouzhin, ha Doue en deus va c'huitaet, ne respont ket din ken, dre ar brofeded na dre huñvreoù ; hag em eus da galvet evit reiñ din da c'houzout petra ober ». 16
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə