Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə23/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar v/Varnerien 6. 33 --- 7, 8.16-22


Gedeon o trec'hiñ gant un arme dister

En deizioù-hont : 33 Holl Vadian hag Amalek, ha paotred ar Reter en em vodas a-gevret, hag a dreizhas (ar Yordan) hag a gampas e traonienn Israel. 34 Ha Spered an Aotrou a wiskas Gedeon ; hemañ a sonas ar c'horn, hag en em gevredas Abiezer war e lerc'h. 35 Ha kannaded a gasas da holl v/Manase, hag en em gevredas hemañ ivez war e lerc'h. Ha kannaded a gasas da Aser ha da Zaboulon ha da Neftali, hag e pignont davetañ.

36 Hag e lavaras Gedeon da Zoue : « Ma ’z out evit reiñ an trec'h dre va dorn, da Israel evel m’ec'h eus lavaret, 37 ac'hanta ! lakaat a ran ur c'hreoñ glan war al leur, ha mar bez glizh war ar c'hreoñ hepken, hag an holl zouar sec'h, ec'h ouezin e roi an trec'h, dre va dorn, da Israel evel lavaret ganit». 38 Hag e voe evel-se : savet antronoz, e waskas ar c'hreoñ, hag e tizouras glizh eus ar c'hreoñ, leun ur plad a zour. 39 Hag e lavaras Gedeon da Zoue : « Gant na dommo ket da gounnar ouzhin ! Ne gomzin nemet ur wech : ez an d’amprouiñ, c'hoazh ur wech, gant ar c'hreoñ: ra vo sec'h war ar c'hreoñ hepken, ha dre-holl war an douar, ra vo glizh ! » 40 Hag e reas Doue evel-se, d’an noz-se: bez’ e voe sec'h war ar c'hreoñ hepken, ha war an holl zouar e voe glizh.

7, 1 Hag e savas Jerobbaal, a zo Gedeon, hag an holl dud a oa gantañ, hag e kampjont e-kichen feunteun Harod, kamp Madian o vezañ evito ouzh an hanternoz, adalek run More, en draonienn.

2 Hag e lavaras an Aotrou da c'h/Gedeon : « Re a dud a zo ganit, din da lakaat Madian en o daouarn; re lorc'hus e vefe diwar va c'houst Israel, hag e lavarfe : Va dorn en deus roet an trec'h din ! 3 Neuze 'ta, embann ouzh divskouarn an dud, en ur

Pevare Deiz-lid 315
lavarout : Neb piv bennak en deus aon hag a gren, ra zistroio war e giz dre venez Galaad ! » Hag e tistroas, a dud, daou vil warn-ugent, ha dek mil a vanas.

4 Hag e lavaras an Aotrou da c'h/Gedeon : « C’hoazh re a dud ! gra dezho diskenn davit dour, hag o amprouiñ a rin evidout eno : an hini ma lavarin dit : Hemañ a yelo ganit, hennezh a yelo ganit ; hag an hini ma lavarin dit : « Hennezh n’ay ket ganit, hennezh ned ay ket ».

5 Hag e reas d’an dud diskenn davit dour hag e lavaras an Aotrou : « Neb a lapo gant e deod dour evel ma lap ur c'hi, a laki a-gostez, hag ivez neb a blego war e zaoulin evit evañ ».

6 Hag e voe niver ar re a lape en o dorn etrezek o genou tri c'hant den ; an holl dud all a blege war o daoulin da evañ dour.

7 Hag e lavaras an Aotrou da c'h/Gedeon : « Gant an tri c'hant den a lape e roin an trec'h deoc'h, hag e lakain Madian ez torn. Hag an holl dud (all) a yelo pep hini d’ar gêr ».

8 Hag e kemeras an dud pourvezioù en o daouarn, hag o c'hern. Hag an holl dud eus Israel a gasas (Gedeon) pep hini d’e deltenn, met an tri c'hant den-mañ a zalc'has; ha kamp Madian a oa dindanañ en draonienn.

16 Hag e rannas an tri c'hant den e tri bagad, hag e lakas ur c'horn e dorn pep hini anezho ha podoù goullo gant lampoù e-barzh ar podoù. 17 Hag e lavaras : « Ouzhin e sellot hag eveldon e reot : emaon o vont da zibenn ar c'hamp hag evel ma rin e reot ! 18 Pa sonin ar c'horn, me hag an holl re a zo ganin, e sonot ar c'horn, c'hwi ivez, tro-dro d’ar c'hamp a-bezh en ur lavarout : Evit an Aotrou ! hag evit Gedeon ! »

19 Hag ez erruas Gedeon hag ar c'hant den a oa gantañ e dibenn ar c'hamp, da zerou gward hanter-noz, a-boan ma oa bet adsavet ar warded. Hag int da seniñ er c'hern en ur derriñ ar podoù a oa en o daouarn.

20 Hag e sonas an tri bagad er c'hern en ur derriñ ar podoù ; ha krog o dorn kleiz en o lampoù hag o dorn dehou er c'hern e sonent hag e huchent : « Kleze ! evit an Aotrou ! evit Gedeon ! »

21 Hag en em zalc'hent pep hini en e lec'h tro-dro d'ar c'hamp. Hag e redas an holl gamp en ur skrijal,

316 XI-vet sizhun en amzer blaen
hag e tec'hjont. 22 Hag e sone an tri c'hant den, hag e lake an

Aotrou kleze an eil enep egile dre-holl er c'hamp hag e tec'has ar c'hamp betek Betsetta, betek Sareda, betek ribl Abel-Mehula, e-kichen Tebbat.


PEBEILGANENN 1 Kor 1, 27b-29; Luk 1, 52

P/.Ar pezh a zo dinerzh er bed-mañ a zo bet dibabet gant Doue d'ober mezh d'ar re greñv ; hag ar pezh a zo dilignez er bed-man-, ar pezh a zo disprizet, a zo bet dibabet gant Doue ; ar pezh +n'eo netra, dibabet evit kas da netra ar re a zo un dra bennak, * Evit na c'hello den ebet en em veuliñ dirak Doue.

U/ Diskaret en deus an Aotrou ar re c'halloudek diwar o zron hag uhelaet an dud izel. * Evit na ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Kiprianus eskob ha merzher,

War bedenn an Aotrou

(Nn 3-15 CSEL 3,275-278)



Ho rouantelezh deuet deomp, ho polontez bezet graet

Kenderc’hel a ra er bedenn : Ra zeuio ho Rouantelezh. Goulenn a reomp ma vo degaset deomp Rouantelezh Doue, evel ma hetomp e vefe santelaet e anv ennomp. Rak evit pezh a sell ouzh Doue, pegoulz n'emañ ket o ren, pegoulz e krog da vezañ ar pezh a voe a-viskoazh ha na baouez ket da vezañ ? Goulenn a reomp enta ma teufe da wir ar Rouantelezh bet prometet dimp gant Doue, hag a zo bet gounezet gant gwad ha pasion ar C'hrist evit ma teufemp, goude bezañ bet sklaved ar bed diagent, da ren bremañ, dindan veli ar C'hrist, hervez e bromesa hag e lavar e-unan : Deuit,tud benniget gant va Zad, resevit en hêrezh ar Rouantelezh aozet evidoc'h abaoe ar penn-kentañ eus ar bed.

Met e gwirionez, va breudeur karet, e c'hell ar C'hrist e-unan bezañ ar Rouantelezh-se da Zoue, a c'hoantaomp bemdez e teufe, hag a hetomp en em gavfe buan ganeomp an donedigezh anezhi. Bez' ez eo ar C'hrist an dasorc’hidigezh, peogwir ez eo ennañ eo e tasorc'homp, evel-se ivez e c'hell bezañ sellet e-unan evel Rouantelezh Doue, rak ennañ eo e renimp. Goulenn a reomp ervat Rouantelezh Doue, da lavarout eo, ar Rouantelezh eus an Neñv, rak bez' ez eus ivez ur rouantelezh eus an douar.

Pevare Deiz-lid 317

Met an hini en deus troet kein hiviziken d'ar bed, a zo a-us d'an enorioù anezhañ ha d'e rouantelezh.

Lavarout a reomp ouzhpenn : Ho polontez bezet graet war an douar evel en neñv. N'eo ket ne c'hellfe Doue ober ar pezh a gar, met abalamour dimp da c'hellout ober ar pezh a gar Doue. Rak petra a c’hell herzel ouzh Doue d'ober ar pezh a gar ? Met dre ma vez harzet ouzhimp gant an diaoul na sentfe hor spered hag hon oberoù e pep tra ouzh Doue, e pedomp hag e c’houlennomp ma vefe graet bolontez Doue ennomp. Met evit ma vefe graet ennomp hon eus ezhomm a volontez Doue, da lavarout eo, e sikour hag e warez, rak den ebet n'eo gouest gant e nerzh e-unan nemet diwallet e vefe gant trugarez ha truez Doue. Ha neuze, hor Salver o tiskouez gwanded an natur-den edo o tougen, a lavar : Tad, mar gall se bezañ, ra bellaio ar c’halir-mañ diouzhin. Ha da reiñ skouer d'e ziskibien, evit na rafent ket o bolontez o-unan, met bolontez Doue, e lavar ouzhpenn : Koulskoude, nann ar pezh a vennan-me, met ar pezh a vennit-c'hwi.

Bolontez-Doue enta, setu ar pezh a reas hag a gelennas an Aotrou Krist. Izelded er vuhez, startijenn er feiz, onestiz er c’homzoù, reizhded er fedoù, trugarez en oberoù, spered a sentidigezh er vuhezegezh, bezañ hep gallout ober gaou, ha gallout hen gouzañv pa vez graet d'an unan, chom e peoc’h gant ar vreudeur, karout Doue a-greiz-kalon, karout ennañ ar pezh ez eo Tad, doujañ ar pezh ez eo Doue, lakaat netra ebet a-raok ar C'hrist, rak eñ e-unan ne lakaas netra ebet araozomp, en em stagañ ouzh ar garantez ez-dirannus, chom gant kalon ha gant fiziañs e-tal ar Groaz pa vez meneg da stourm evit e anv hag e enor, diskouez en hor c’homzoù an dalc'husted a ra deomp anzav er prosezoù gant pebezh fiziañs e krogomp gant an emgann, er marv gant pebezh pasianted e c'hounezomp hor c'hurunenn : da lavarout eo, mennout bezañ kenhêr d'ar C'hrist, setu petra ez eo ober gourc'hemenn Doue, setu petra eo seveniñ bolontez an Tad.


PEBEILGANENN Mzh 7, 21b; Mrk 3, 35

P/ An hini a ra bolontez va Zad a zo en Neñvoù, * Hennezh a yelo e-barzh Rouantelezh an neñvoù

U/ An neb a ra bolontez Doue, hennezh a zo breur din, ha c'hoar ha mamm. * Hennezh ...

318 XI-vet sizhun en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc'h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc'hemennoù ha plijout deoc’h dre hor bolontez vat hag . hon oberoù. Dre hon Aotrou ...

PEMPVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar v/Varnerien 8. 22-23. 30-32; 9, 1-15. 19-20


Pobl Doue o klask diazezañ ur roue
En deizioù-hont 8,22 Hag e lavaras tud Israel da c'h/Gedeon : «Bez mestr warnomp, te ha da vab; hon salvet ac'h eus diouzh dorn Madian ». 23 Hag e lavaras dezho Gedeon : « Ne vin ket mestr me, warnoc'h; an Aotrou a vo mestr warnoc'h ! ».

30 Ha Gedeon en devoe dek mab ha tri-ugent, deuet eus e vorzhed, rak gwragez e-leizh en devoa. 31 Ur serc'h en devoa e Sichem, a c'hanas dezhañ ur mab. Hag e lakas e anv:Abimelek.

32 Hag e varvas Gedeon, mab Joas, en ur gozhni vat, hag e voe beziet e bez Joas, e dad, en Efra/Abiezer.

9,1 Hag ez eas Abimelek, mab Jerobbaal, da Sichem, da gaout breudeur e vamm; hag e komzas outo hag ouzh holl gerentiezh tadel e vamm,en ur lavarout : 2 « Lavarit, mar plij, e divskouarn holl vourc'hizien Sichem ; Petra a zo gwelloc'h deoc'h, e vefe mistri warnoc'h dek den ha tri-ugent, holl vibien Jerobbaal, pe mestr warnoc'h un den hepken ? Ho pet soñj ez on hoc'h eskern hag ho kig, me ».

3 Hag e lavaras breudeur e vamm evitañ, e divskouarn

Pempvet Deiz-lid 319
holl vourc'hizien Sichem, an holl gomzoù-se, hag e voe tuet o c'halon war-lerc'h Abimelek, rak - emezo - «hor breur eo ».

4 Hag i ha reiñ dezhañ dek pezh arc'hant ha tri-ugent eus ti Baalberit. Hag e paeas ganto Abimelek paotred a netra, forbanned da vont war e lerc'h.

5 Hag ez eas da di e dad en Efra, hag e lazhas e vreudeur, mibien Jerobbaal, dek den ha tri-ugent war an hevelep maen. Met manet e oa Joatam, mab yaouankañ Jerobbaal, a oa bet kuzhet. 6 Hag en em vodas holl vourc'hizien Sichem, hag holl diegezh Mello, da vont d’ober Abimelek roue, e-kichen Dervenn ar Maen-sav a oa e Sichem.

7 Hag e voe kontet se da Joatam; hag eñ da vont, hag en e sav war benn menez Garizim, e savas e vouezh hag e huchas en ur lavarout dezho : « Selaouit-me, bourc'hizien Sichem, hag e selaouo ouzhoc'h Doue :

8 Aet e oa ar gwez da oleviñ evito ur roue, hag e lavarjont d’an olivezenn ; ' Ren warnomp ! ' 9 Hag e lavaras dezho an olivezenn : Hag e tilezfen va eoul, ma-z enorer drezañ doueed ha tud, evit mont da vrañskellat a-us d’ar gwez ?

10 Hag e lavaras ar gwez d’ar fiezenn : ' Deus, te ! Ren warnomp ' 11 Hag e lavaras dezho ar fiezenn : ' Hag e tilezfen va douster ha va frouezh mat, evit mont da vrañskellat a-us d’ar gwez ? '

12 Hag e lavaras ar gwez d’ar winienn : ' Deus, te, da ren warnomp ! ' 13 Hag e lavaras dezho ar winienn: ' Hag e tilezfen va fro, a laouena doueed ha tud evit mont da vrañskellet e-us d’ar gwez? '

14 Hag e lavaras an holl wez d’ar spernenn : ' Deus, te ! Ren warnomp ! ' 15 Hag e lavaras ar spernenn d’ar gwez : ' Mard eo evit gwir am olevit da roue warnoc'h, deuit da c'houdoriñ dindan va skeud ; ha mar n’eo ket, ra zeuio un tan diouzh ar spern, ha ra zevo sedrez al Liban ! '

19 ma-z eo evit gwir ha didro hoc'h eus graet se e-keñver Jerobbaal hag e di hiziv, en em laouenait gant Abimelek ! ra vo laouen, eñ ivez, ganeoc'h !

20 Mar n’eo ket se, ra zeuio un tan eus Abimelek ha ra zevo bourc'hizien Sichem ha ti Mello ! ra zeuio un tan eus bourc'hizien Sichem, eus ti Mello, ha ra zevo Abimelek ! »

320 XI-vet sizhun en amzer blaen
PEBEILGANENN Brn 8, 23. Dsk 5, 1 3b

P/ Ne vin ket mestr me, warnoc'h; * An Aotrou a vo mestr warnoc'h !.

U/ D'an hini azezet war an tron ha d'an oan, bennozh, enor, klod ha galloud da virviken. * An Aotrou ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Kiprianus eskob ha merzher,

War Bedenn an Aotrou

(Nn.18,22 : CSEL 3,280-281.283-284)



Goude goulenn bevañs evit ar c'horf hag e ene e c'houlenner pardon

En ur genderc'hel gant hor pedenn e c’houlennomp hag e lavaromp : Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek. Ar pezh a c'hell bezañ komprenet en un doare speredel pe en un doare lizherennel ; rak hervez mennad Doue ez eo talvoudus an eil ster hag egile d'hor silvidigezh. Evit gwir, bara ar vuhez ez eo ar C'hrist, hag ar bara-mañ ne d-eo ket bara an holl met hon hini-ni. Lavarout a reomp "Hon Tad" o vezañ ma-z eo Tad ar re hen anavez hag a gred ; evel-se ivez e komzomp eus "hor bara", o vezañ ma-z eo ar C'hrist bara ar re eveldomp-ni hag a aparchant ouzh e gorf.

Goulenn a reomp ma vefe roet dimp bemdez ar bara-mañ ; rak ni hag a zo er C'hrist hag a resev bemdez e Eukaristiezh evel boued ar silvidigezh, ez eo arabat deomp e teufe ur pec'hed grevus d'hon derc'hel a-gostez, da herzel ouzhimp a gomuniañ hag o tifenn ouzhimp resev sev ar bara eus an neñv, en doare da vezañ disrannet diouzh korf ar C'hrist, p'en deus diskleriet hag embannet : Me eo ar bara diskennet eus an neñv. Neb a zebro eus va bara a vevo da viken. Ar bara a roin-me eo va c'horf evit buhez ar bed.

Lavarout a ra e vevo da viken an hini a zebro eus e vara : sklaer eo enta ez eo bev ar re a gemer e gorf, a resev an Eukaristiezh, hervez ar gwir o deus da gomuniañ. Met er c'hontrol, digarez hor befe da vezañ nec’het mar befemp berzet ha lakaet er-maez eus kumuniezh an Iliz : rak e riskl e vefemp da vezañ dispartiet diouzh korf ar C'hrist, ha da chom pell diouzh ar silvidigezh. Pedomp enta an Aotrou evit n'en em gavo ket ur seurt



Pempvet Deiz-lid 321
taol ganimp ; rak ar C'hrist e-unan eo a ra ar gourdrouz-mañ : Mar ne zebrit ket korf Mab-an-Den ha mar ne evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h. Setu perak e c’houlennomp ma vefe roet dimp bemdez hor bara, da lavarout eo, ar C'hrist, evit na vefemp ket pellaet diouzh e santelezh ha diouzh e gorf, ni hag a zo o chom hag o vevañ er C'hrist.

Goude-se e pedomp ivez evit hor pec'hedoù ; lavarout a ra deomp Ha pardonit hor mankoù evel ma pardonomp ni ivez d'ar re o deus manket en hor c'heñver. Goude bezañ goulennet sikour ar bara e c'houlenner ivez ar pardon evit ar pec'hed.

Na pegen ret, na pegen fur, na pegen mat evit hor silvidigezh ez eo degas da soñj deomp ez omp pec'herien, pa zleomp pediñ evit hor pec’hedoù ! Evel-se, pa c'houlenner pardon digant Doue e teu da soñj d'an ene ouzh a stad e goustiañs ; ne c'hell den ebet en em blijout ennañ e-unan evel pa vefe dibec'h, gant ar riskl c'hoazh da vont da goll dre en em brizout en tu-hont d'ar muzul just. Dre ar gourc'hemenn graet dezhañ da bediñ bemdez evit e bec’hedoù e vez desket dezhañ, ha diskouezet dezhañ e ra bemdez pec'hedoù.

Evel-se c'hoazh e lavar sant Yann ivez en e lizher : Mar lavaromp ez omp dibec'h en em douellomp hon-unan ha n'emañ ket ar wirionez ennomp. Mar anzavomp hor pec’hedoù, an Aotrou a zo neuze leal ha just evit pardoniñ dimp hor pec’hedoù. En e lizher en deus lakaet a-gevret an eil tra hag egile : e tleomp pediñ evit hor pec’hedoù, hag e vez roet dimp ar pardon pa c'houlennomp. Ha lavarout a ra ivez ez eo feal an Aotrou o vezañ ma talc’h, hervez e c'her, d'ar bromesa graet gantañ da bardoniñ hor pec’hedoù, rak an hini en deus desket deomp pediñ evit hor mankoù hag hor pec’hedoù, en deus grataet trugarez e Dad, hag ar pardon da heul.


PEBEILGANENN S.30(31), 2a. 4; 24(25), 18

P/ Ennoc'h, Aotrou, e klaskan va goudor, grit na vin morse divarc'het. Rak c'hwi a zo va goudor ha va difenn, * Evit enor hoc'h anv va bleinit ha va renit.

U/ Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell, ha pardonit din va holl bec’hedoù. * Evit ...

322 XI-vet sizhun en amzer blaen
Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi nerzh ar re a esper ennoc’h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù: pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc’h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc’hemennoù ha plijout deoc'h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...

C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar v/Varnerien 13, 1-25


Pobl Doue o klask diazezañ ur roue
En deizioù-hont : 13 1 Hag ec'h adkrogas mibien Israel d’ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou. Hag o lakaat a reas an Aotrou e dorn ar Pelishtiz daou-ugent vloaz.

2 Bez’ e oa un den eus Sorea, eus kerentiezh Dan, e anv Manoa. Hag e wreg a oa gaonac'h, n’he devoa ket a vugale. 3 Hag en em ziskouezas Ael an Aotrou d’ar wreg, hag e lavaras dezhi : « Te a zo gaonac'h, n’ec'h eus ket a vugale, met brazez e vi hag e c'hani ur mab. 4 Ha bremañ diwall da evañ gwin na boeson, na da zebriñ tra dic'hlan. 5 Bez’ e vi brazez hag e c'hani ur mab hag aotenn ebet ne savo war e benn, rak nazir Doue e vo ar paotr adalek ar c'hof : hemañ a grogo da salviñ Israel eus dorn ar Pelishtiz ».

6 Hag ez eas ar wreg da gomz ouzh he gwaz en ur lavarout : « Un den a Zoue a zo deuet davedon, hag e stumm a oa stumm un Ael Doue, doujus-meurbet. N’em eus ket goulennet gantañ a belec'h e oa, hag e anv n’en deus ket diskleriet din. 7 Lavaret en deus din : Brazez e vi hag e c'hani ur mab; ha bremañ, na ev na gwin na boeson, na zebr netra dic'hlan, rak nazir Doue e vo ar paotr adalek ar c'hof betek devezh e varv ».

C'hwec'hvet Deiz-lid 323
8 Hag ec'h aspedas Manoa an Aotrou en ur lavarout : « Lez, Aotrou, an den a Zoue ac'h eus kaset da zont c'hoazh davedomp, da zeskiñ dimp petra ober evit ar paotr pa vo ganet ».

9 Hag e selaouas Doue mouezh Manoa, hag e teuas Ael Doue c'hoazh davet e wreg. Edo en he c'hoazez en ur park, ha Manoa, he gwaz, ne oa ket ganti. 10 Hag e tifraeas ar wreg da redek evit reiñ keloù d’he gwaz en ur lavarout dezhañ : « En em ziskouezet en deus din an den a oa deuet an deiz (all) du-mañ ». 11 Hag e savas, hag ez eas Manoa war-lerc'h e wreg, hag ez erruas e-tal an den, hag e lavaras dezhañ : « Ha te eo an den en deus komzet ouzh ar wreg ? » Hag e lavaras : « Me eo ». 12 Hag e lavaras Manoa : « Pa vo c'hoarvezet da gomzoù, petore reolenn en devo ar paotr, petra da ober ? » 13 Hag e lavaras Ael Doue da v/Manoa : « Eus kement tra am eus lavaret dezhi e tiwallo » 14 A gement tra a zeu eus ar gwini, evel gwin, ne zebro ; gwin na boeson ne evo, netra dic'hlan ne zebro, eus kement tra am eus difennet outi e tiwallo ».

15 Hag e lavaras Manoa da Ael an Aotrou : « Hon lez da zerc'hel warnout ha da aozañ dirazout ur menn-gavr ». 16Hag e lavaras Ael an Aotrou da v/Manoa : « Ma talc'hez ac'hanon, ne zebrin ket eus da voued, met ma rez un holloskad d’an Aotrou, kinnig-anezhañ ». N’ouie ket Manoa e oa Ael an Aotrou ; 17 hag e lavaras Manoa da Ael an Aotrou : « Petore anv ac'h eus ? ha pa c'hoarvezo da gomzoù e raimp enor dit». 18 Hag e lavaras dezhañ Ael an Aotrou : «Perak e c'houlennez va anv ? Burzhudus eo ! »

19 Hag e kemeras Manoa ur menn-gavr hag ar brofadenn a ginnigas war ar roc'h d’an Aotrou, hag ur burzhud a c'hoarvezas, ha Manoa hag e wreg en gwelas: 20 Pa savas ar flammenn diwar an aoter war-zu an neñv, e savas Ael an Aotrou e flammoù an aoter. Ha Manoa hag e wreg, o welout se, a gouezhas war o dremmoù d’an douar. 21 Ha n’adkrogas ken Ael an Aotrou da 'n em ziskouez da v/Manoa na d’e wreg. Met gouzout a rae Manoa eo Ael an Aotrou a oa bet. 22 Hag e lavaras Manoa d’e wreg : « Ez eomp da vervel ! Doue hon eus gwelet ! »

23 Hag e lavaras dezhañ e wreg : « M’en dije bet c'hoant an Aotrou d’ober dimp mervel, n’en dije ket degemeret . eus hon

324 XI-vet sizhun en amzer blaen
dorn holloskad na profadenn, na graet dimp gwelout an holl draoù-se, na kennebeut klevout kement-se ».

24 Hag e c'hanas ar wreg ur mab, hag e c'halvas e anv Samson, hag e kreskas ar paotr hag e vennigañ a reas an Aotrou. 25 Hag e krogas spered an Aotrou da reiñ lusk dezhañ, e kamp Dan, etre Sorea hag Estaol.
PEBEILGANENN Luk 1, 13b. 15b; Brn 13, 3a. 5

P/ Lavarout a lavaras an ael da Zakaria : da bried a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann ; ne evo na gwin nag evaj kreñv, leun e vo eus ar Spered Santel adalek korf e vamm, * Rak nazir Doue e vo.

U/ Hag en em ziskouezas Ael an Aotrou da wreg Manoa hag e lavaras dezhi : Bez’ e vi brazez hag e c'hani ur mab hag aotenn ebet ne savo war e benn . * Rak nazir Doue e vo ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskrid sant Kiprianus eskob ha merzher,

War,.Bedenn an Aotrou

(Nn.23-24 : CSEL 3,284-285)



Ni hag a zo. bugale da Zoue, chomomp e peoc’h Doue

Gourc’hemennet, en deus hor Salver pedin evit goulenn pardon digant Doue, met ul lezenn strizh en deus. staget ouzh kement-se : Mar fell dimp bezañ pardonet e tleomp, diouzh hon tu, pardoniñ d'ar re o deus manket ouzhimp. Dav eo dimp gouzout ne c'hellomp ket kaout ar pezh a c'houlennomp evit hor pec’hedoù, mar ne reomp ket evel-se hon-unan e-keñver ar re a bec'h a-enep deomp.. Setu perak e lavar c'hoazh an Aotrou Krist en ul lec’h all : hervez ar muzul ho po implijet e vo muzuliet deoc'h d'ho tro. Ho pet soñj ivez eus ar servijer-se ha na vennas ket daskor e zle d'e genservijer, goude ma oa bet disammet e-unan gant e vestr eus e holl zle : taolet eo en toull-bac’h. Dre na fellas ket dezhañ pardoniñ d'e genservijer e kollas ar pezh a oa bet distaolet dezhañ e-unan gant e vestr.

Gant muioc’h a nerzh c'hoazh e tisklerias ar C'hrist an dra-se en e c’hourc’hemennoù, ha startaet gant holl bouez e veli : Pa viot, emezañ,o pediñ, pardonit, m'hoc'h eus un dra bennak

C'hwec'hvet Deiz-lid 325
a-enep unan bennak, evit ma pardono ivez ho Tad a zo en neñvoù ho pec’hedoù deoc’h. Met ma ne bardonit ket, ho Tad hag a zo en neñvoù ne bardono ket deoc'h ho pec’hedoù kennebeut a1l. Ne chomo digarez ebet ganit, deiz ar varn, peogwir e vi barnet hervez da setañs-te, hag ar pezh az po graet a c’houzañvi da-unan.

Rak Doue en deus gourc'hemennet bezañ peoc'hus hag unvan, ha bevañ a-un galon en e di. Fellout a ra dezhañ e kendalc'hfemp, ur wezh adc'hanet, er stad m'omp lakaet gant an eil ganedigezh. Da lavarout eo, pa-z omp bugale da Zoue e tleomp chom e peoc'h Doue ; ha dre m' hon eus resevet un hevelep spered, e t1eomp bezañ unvan a ene hag a santimantoù kenetrezomp. Ur skouer all : Doue ne zegemer ket aberzh an den fachet, hag e ro urzh dezhañ da guitaat an aoter ha da vont da ober ar peoc'h da gentañ gant e vreur, evit ma c'hello Doue e-unan bezañ peoc'haet gant pedennoù a beoc'h. Ar sakrifis brasañ da ginnig da Zoue eo hor peoc'h hag intent vat etre breudeur, hag ar bobl bodet dre an unaniezh a zo etre an Tad hag ar Mab hag ar Spered Glan.

Abel ha Kain a voe ar re gentañ o kinnig sakrifisoù, met n'eo ket ouzh o frofoù e selle Doue, met ouzh o c’halonoù ; hag an hini a blije e brof dezhañ e oa an hini a blije e galon dezhañ. Abel, an den peoc'hus ha reizh, en ur ginnig da Zoue un aberzh divlam, a roe kentel d'ar re all hag a zeske dezho e tleont, pa ginnigont profoù war an aoter, dont gant doujañs-Doue, gant ur galon eeun, hervez lezenn ar reizhded, ha gant peoc'h hag intent vat. Er stad-se edo Abel pa ginnige e sakrifis da Zoue ; dre-se e veritas dont da vezañ diwezhatoc'h e-unan sakrifis da Zoue. Dont a reas da vezañ ar c'hentañ merzher, ha gant e wad glorius e tigoras Pasion an Aotrou, pa oa ennañ reizhded ha peoc’h an Aotrou. An dud evel-se hepken eo a vo kurunennet gant an Aotrou, hag a vo, e deiz ar varn, diskleriet dinamm a-unan gant an Aotrou.

A-hend-all, neb a zo dizunvan ha fachet hag hep peoc'h gant e vreudeur, neuze, hervez testeni an Abostol santel hag ar Skritur Sakr, zoken ma vefe lakaet d'ar marv en abeg d'e anv a gristen, ne c'hellfe ket tec'hel eus tamall an dizunvaniezh, rak evel ma-z eo skrivet : Neb a gasa e vreur, a zo ur muntrer, hag ur muntrer ned-a ket da rouantelezh an neñvoù, ha ne c'hell ket bevañ gant an Aotrou. Ne c'hell ket bezañ gant ar C'hrist an hini a zo bet gwell gantañ kemer skouer war Judaz eget war ar C'hrist.



326 XI-vet sizhun en amzer blaen
PEBEILGANENN Efz 4, 1. 3-4b; Rom 15, 5b. 6a

P/ Hoc'h aspediñ a ran da ren ur vuhez dellezek ouzh ar c'halvedigezh a zo hoc'h-hini, aketus da virout unanded ar Spered dre chom liammet er peoc'h. * Evel ma n'eus nemet un esperañs ez oc'h bet galvet da vevañ enni.

U/ Doue da roio deoc'h ar c'hras da vezañ unvan an eil re gant ar re all, evit ma c'hellot gant un hevelep kalon hag un hevelep mouezh rentañ gloar da Zoue. * Evel ...
Pedenn

Aotrou Doue, c’hwi nerzh ar re a esper ennoc'h, selaouit gant madelezh ouzh hor pedennoù : pa ne c'hell sempladurezh an den marvel ober hepdoc'h netra santel, roit dimp bepred ho kras d'hor skoazellañ ma c'hellimp heuliañ ervat ho kourc’hemennoù ha plijout deoc’h dre hor bolontez vat hag hon oberoù. Dre hon Aotrou ...


D'AR SEIZHVET-DEIZ
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   19   20   21   22   23   24   25   26   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə