Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə14/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   10   11   12   13   14   15   16   17   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar Prezeger 3, 1-22


Disheñvel an amzerioù

1 Evit pep tra ez eus ur c'houlz,

un amzer evit pep mennad dindan an neñvoù :



2 un amzer evit genel, hag un amzer evit mervel ;

un amzer evit plantañ, hag un amzer evit displantañ ;



3 un amzer evit lazhañ, hag un amzer evit pareañ,

un amzer evit diskar, hag un amzer evit batisañ ;



4 un amzer evit gouelañ, hag un amzer evit c'hoarzhin

un amzer evit klemm hag un amzer evit dañsal ;



5 un amzer evit teurel mein, hag un amzer evit dastum mein ;

un amzer evit pokat,

hag un amzer evit pellaat diouzh ar pokoù ;

6 un amzer evit klask, hag un amzer evit koll ;

un amzer evit mirout, hag un amzer evit disteurel ;



7 un amzer evit fregañ, hag un amzer evit gwriat ;

un amzer evit tevel, hag un amzer evit komz



8 un amzer evit karout, hag un amzer evit kasaat ;

un amzer evit ar brezel, hag un amzer evit ar peoc'h.



9 Petore gounid en devez al labourer gant ar pezh a ra o poaniañ ?

10Gwelet em eus an trevell a ro Doue da vibien Adam evit poaniañ warnañ. 11Kement tra en deus graet kaer, e koulz, ha zoken ar badelezh en deus lakaet en o c'halon, hep na kavfe an den ar pezh a ra Doue adal an derou betek an diwezh. 12 Gouezet em eus n’eus netra gwelloc'h evito eget kaout levenez ha fringal e-pad o buhez. 13Ya, kement den a zebr, a ev hag a dañva an eurvad en e drevell, kement-se a zo roet(dezhañ) gant Doue. 14 Gouezet em eus ez eo kement tra a ra Doue evit padout bepred ; war-se n’eus ket da lakaat, diwar-se n’eus ket da grennañ, ha Doue a ra diouzh m’hor befe doujañs dirazañ 15 Ar

200 Sizhun VII en amzer blaen
pezh a zo bet c'hoazh a vo, hag ar pezh a zo da vezañ c'hoazh a zo bet, ha Doue a glask ar pezh a zo aet kuit. 16 C’hoazh em eus gwelet dindan an heol : e lez ar gwir emañ ar fallagriezh, e lez ar reizhder, enni ar fallagriezh. 17 Hag em eus lavaret em c'halon : an den reizh hag an hini fallakr a vezo barnet gant Doue, rak un amzer ez eus evit pep tra hag evit pep oberenn eno.

18 Lavaret em eus em c'halon a-fet mibien Adam : o amprouiñ e fell da Zoue, ma vo gwelet ez int loened, int ivez. 19 Rak tonkadur mibien Adam ha planedenn al loened a zo an hevelep planedenn : evel ma varv ar re-mañ e varv ar re-se; an hevelep anal o deus holl, ha netra muioc'h n’en deus an den eget al loen, netra, rak pep tra a zo moged. 20 Holl ez eont d’ar memes lec'h, holl e teuont eus ar poultr hag holl e tistroont d’ar poultr.

21 Piv a oar daoust pe spered mibien Adam a sav d’an nec'h, pe spered al loened a ziskenn d’an traoñ, d’an douar ? 22 Ha gwelet em eus n’eus (netra) gwelloc'h eget kaout levenez, evit an den, gant ar pezh a ra : sed aze e lodenn. Piv e gaso da welout petra a zo en e c'houde?
PEBEILGANENN 1 Kor 7, 29b. 31; Prz 3, 1

P/ Berr eo an amzer ganimp ; neuze ar re a implij traoù ar bed-mañ, ra vezint evel pa ne rafent ket ganto, * Rak tremen a ra ar bed-mañ a welomp.

U/ Evit pep tra ez eus ur c'houlz, un amzer evit pep mennad dindan an neñvoù : * Rak tremen a ra ...

EIL LENNADENN

Eus Hegelennadurioù sant Gregor Nisa eskob

war Ar Prezeger

(Hom.6 PG 44,702-703)
Un amzer da lakaat er bed,
hag un amzer da vervel

Un amzer da vezañ ganet, hag un amzer da vervel, eme ar Prezeger. Boulc’het brav en deus e skrid, dre gomz war an unaniezh dedennus etre an daou dra-se, da lavarout eo,

Trede Deiz-lid 201
ganedigezh ha marv. War-lerc’h ganedigezh e teu marv en undoare didec'hus, ha pep ginivelezh a ya d'en em goll er marv.

Bez' ez eus, emezañ, un amzer da vezañ ganet, hag un amzer da vervel. Salv ma vo roet din-me ar c'hras da vezañ ganet e koulz vat ha da vervel e koulz vat ! Ne lavarfe den ebet emañ ar Prezeger oc’h ober meneg eus ar c'hanedigezh-se a zo er-maez eus ar volontez, hag eus ar marv naturel, evel pa vefent oberennoù a vertuz. Rak n'eo ket dre benn youl ar vaouez eo e teu ar gwilioudiñ ha n'emañ ket ar marv e dalc'h bolontez dieub ar re a varv. Hag ar pezh n'emañ ket en hor galloud, n'eus den hag a lavaro ez eo un oberenn a vertuz pe ur pec'hed. Dav kompren neuze emañ ar Prezeger o komz eus ur seurt gwilioud e koulz vat hag eus ur seurt marv oc'h en em gaout ivez e poent hag en amzer.

D'am meno, setu amañ petra eo ar gwilioud a-benn an termen ha n'eo ket a-raok an termen : pa en devez unan bennak, evel ma lavar Izaia, koñsevet diwar zoujañs Doue, ha ma c'han e-unan e silvidigezh, koulz lavarout, gant poanioù e ene evel ur vaouez o c'henel bugale. Ni a zo tadoù dimp-ni hon-unan en ur stumm bennak, p'en em furmomp hon-unan dre ur stumm-soñjal reizh, ha dre hor bolontez dieub evit en em c'henel hon-unan, en em lakaat er bed hon-unan.

Kement-se a reomp adal ma tegemeromp Doue ennomp. Dont a reomp da vezañ bugale da Zoue, bugale d'ar Vertuz, ha bugale d'an Hini Uhelañ. Met en em c'henel a reomp a-raok an termen hep bezañ echu ha peurc'hraet, pa n'hor bez ket furmet ar C'hrist ennomp, evel ma lavar an Abostol. Dav ez eo d'an den a Zoue bezañ klok ha peurc'hraet.

Mar deo sklaer e petore stumm e vezomp ganet e koulz vat, ez eo sklaer ivez d'an holl e petore stumm e varvomp e poent hag en amzer. Evit sant Paol e oa mat pep amzer evit ur marv mat. Ret eo hen klevout en e lizheroù o krial dimp, evel d'hor gourfediñ en ur stumm bennak : Bemdez, emezañ, e varvan evit m'ho pefe gloar , ha kement-mañ : Abalamour deoc'h e vezomp lakaet bemdez d'ar marv. Ha ni hon eus santet ivez ennomp hon-unan hor barnedigezh d'ar marv.

A dra sur ez eo sklaer-tre e petore mod e varv Paol bemdez : ne vev morse evit ar pec'hed ; lakaat a ra izili e gorf a bec’hed da

202 Sizhun VII en amzer blaen
vervel ; dougen a ra gantañ e-unan, amañ hag a-hont, ar marv eus Korf ar C'hrist ; hep ehan e vez staget ouzh ar Groaz a-unan gant ar C'hrist ; morse ne vev evitañ e-unan, met ar C'hrist en deus ennañ e-unan, o vevañ. D'am meno e voe ar marv-se ur marv e koulz vat hag a bourchasas dezhañ ar gwir vuhez.

Me, eme an Aotrou, a lako da vervel hag a lako da vevañ. Lavarout a ra kement-se abalamour d'an dud da grediñ diarvar ez eo un donezon eus e berzh bezañ marvet d'ar pec'hed, ha bezañ o vevañ dre ar Spered. Rak evit gwir, evel efed eus ar marv e promet komz Doue ar gwir vuhez.
PEBEILGANENN Adl 32, 39b; Dsk 1, 18c

P/ Me eo a ra mervel ha bevañ ; gloazañ a ran, ha pareañ. * Den, eus va dorn ne zieub.

U/ Em dalc'h emañ alc'houezioù ar marv hag an Ifern. * Den, eus va dorn ne zieub ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre bon Aotrou ...



PEVARE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar Prezeger 5, 9 --- 6,8


Didalvezded ar pinvidigezhioù
5,9 An neb a gar an arc'hant n’en devez ket e walc'h a arc'hant, hag an neb a gar ar madoù n’en devez ket o frouezh : kement-se ivez a zo moged. 10 Pa vez kalz a vadoù, e vez kalz debrerien ; ha petore gounid evit ar perc'henn, nemet o gwelout gant e zaoulagad ?

Pevare Deiz-lid 203
11 Flour eo kousked al labourer,

pe nebeut pe galz en devez debret ;

an hini avat en deus re a binvidigezh

ne gav ket diskuizh en e gousk.



12 Bez’ ez eus ur gwall gleñved am eus gwelet dindan an heol ; pinvidigezh miret gant he ferc'henn evit e walleur. 13 Koll a ra ar binvidigezh-se e-barzh ur gwall-afer ; hag en devo ur mab na vezo netra en e zorn. 14 Evel m’eo deuet eus kof e vamm, en noazh e tistroio, o vont evel ma-z eo deuet, ha netra ne zougo eus e labour , (netra) da vont gant e zorn. 15 Kement-se, ya, a zo ur gwall gleñved ! En hevelep doare ma-z eo deuet e yelo, ha petore gounid evitañ da vezañ labouret evit an avel ? 16 E-pad e holl vuhez, en deñvalijenn en deus debret : setu-eñ azrec'het-kenañ, klañvet, brouezet.

17 Sed ar pezh am eus gwelet : mat ha brav eo debriñ hag evañ, ha tañva an eurvad gant an holl labourioù a ra (an den) dindan an heol, e-kerzh niver deizioù e vuhez, a ro dezhañ Doue, rak sed aze e lodenn. 18 Piv bennak ez eus bet roet dezhañ gant Doue pinvidigezh ha madoù, hag ar galloud da zebriñ diouto, da gaout e lod, ha levenez en e labour : se a zo un donezon digant Doue. 19 Rak ne vez ket kalz o soñjal e deizioù e vuhez : Doue a respont (dezhañ) gant levenez e galon.
6,1 Bez’ ez eus ur gwalleur am eus gwelet dindan an heol, hag a zo bras war an den: 2 Sed un den ma-z eus bet roet dezhañ gant Doue pinvidigezh, madoù ha gloar , ha netra ne vank d’e ene eus an holl bezh en deus c'hoant ; met n’eo ket bet roet dezhañ ar galloud gant Doue da zebriñ diouto, rak un den estren eo o debr : moged ha kleñved fall eo se !

3 Mar en deus bet un den kant (bugel), ha kalz a vloavezhioù en deus bet (ivez), met daoust ha niverus eo bet deizioù e vloavezhioù, n’en deus ket e ene trawalc'h a eurvad, hag ur bez zoken n’en deus ket, lavarout a ran ez eo eürusoc'h egetañ ur sioc'han. 4 Rak evit moged ez eo deuet, hag en deñvalijenn ez a kuit, hag en deñvalijenn e anv a vo goloet. 5 An heol n’en deus ket gwelet nag anavezet, diskuizh en deus bet muioc'h eget egile. 6 Nag en dije (hemañ) bevet mil bloaz div wezh hep kaout an

204 Sizhun VII en amzer blaen
eurvad da dañva, daoust ha n’eo ket d’an hevelep lec'h emañ an holl o vont ?

7 « Holl labour an den a zo evit e c'henou,

hag e ene ne vez ket karget ».



8 Petra muioc'h en deus an den fur eget an hini sot ? Petra (muioc'h) ar paour a oar mont war-raok dirak ar re vev ?
PEBEILGANENN Krl 30, 8; S 30(31),15a.16a

P/ Falsentez ha lavar gaouiat ra bellaio diouzhin, * Paourentez na pinvidigezh na ro ket din, met pourvez din ar bara am eus ezhomm,

U/ Me avat am eus esper ennoc'h, Aotrou, etre ho taouarn emañ va flanedenn. * Paourentez ...
EIL LENNADENN

Eus Addisplegadur sant Jerom beleg,

war ar Prezeger

(PL 23,1057-1059)


Klaskit an traoù eus krec'h

Pa ro Doue pinvidigezh ha madoù d'un den bennak e ro dezhañ ivez ar galloud da vevañ diwarno, da gaout e lod enno, ha da gaout levenez gant e labourioù ; kement-se a zo un donezon a-berzh Doue. N'en devo ket nemeur a soñj eus deizioù e vuhez, rak Doue a leugn e galon a levenez. Ouzh hen lakaat e-skoaz an hini, a vev diwar e binvidigezhioù e teñvalijenn an nec'hamant, hag a vergn, gant trubuilh e-leizh, traoù kollidik, e lavar Kohelet ez eo gwelloc'h stad an hini a oar tennañ ampled eus an traoù a zo dirazañ. En traoù-mañ ez eus plijadur, ha na pa vefe dister ; aze avat gwall brederioù hepmuiken. Ha reiñ a ra da c1houzout perak ez eo un donezon a-berzh Doue gallout ober e vad eus ar pinvidigezhioù. Rak, emezañ, n'en devezo ket nemeur a soñj eus deizioù e vuhez.

Rak Doue hen galv da gaout levenez a galon : ne vo ket en dristidigezh, ne vo ket enkrezet gant e soñjoù, gounezet ma vo e galon gant al laouenidigezh hag ar blijadur a-vremañ. Met hervez an Abostol, ez eo gwelloc'h kompren e komzer amañ eus ar boued



Pevare Deiz-lid 205
speredel hag eus an died speredel roet gant Doue, ha gwelout amañ ar vad a denn pep hini eus e labourioù. Rak war-bouez poaniañ da vat ha studiañ, e c'hellomp dont a-benn da arvestiñ ouzh ar gwir vadoù. Honnezh eo hol lodenn-ni : ar frouezh a levenez a dennomp eus hor studi hag eus hol labour. Un dra vat eo kement-se, met koulskoude, ken na vo diskouezet ar C'hrist, Eñ hor buhez, ne deo ket kement-se ar mad penn-da-benn.

"Holl labour an den a zo evit e c'henou, met ne vezo ket leuniet e ene. Petra en deus an den fur en tu-hont d'an hini foll, petra en tu-hont d'ar paour, nemet gouzout mont war-raok dirak ar re vev ?. Kement labour a ra an den er bed-mañ a vez kuzumet gant e c'henou, drailhet gant e zent, ha tremenet d'ar c'hof da ziazezañ. Ha pa vez o terriñ un tamm e lontegezh, neuze en devez un tamm plijadur e-keit ha ma vez ar boued o tremen dre e gorzailhenn.

Met kaer en devo debriñ, ne vezo ket leuniet e ene : daoust pe dre m'en devo c'hoant adarre d'ar pezh a zebr, ha n'eus forzh pe hini, an den fur evel an den sot, ne c'hell bevañ hep boued, hag ar paour ne glask netra all nemet ar pezh a c'hell derc’hel lestr dister e gorf, hep hen lazhañ dre an disvoued ; pe daoust dre na denn an ene tamm vad ebet eus kennerzh ar c'horf, hag ez eo boutin ar boued d'ar fur evel d'ar sod, hag ez a ar paour d'al lec'h ma welo ez eus madoù.

Gwelloc'h ez eo intent an dra-se diwar-benn ar C'hristen a zo desket war ar Skriturioù-Sakr, hag en deus bepred labour en e c'henou, hag e ene ne vez ket leuniet, peogwir e fell dezhañ kenderc’hel bepred da zeskiñ. Ha war ar poent-se en deus ar fur muioc'h eget ar sod, peogwir en em sant paour, (met evel ar paour-se a lavar an Aviel ez eo eürus), e hast afo tizhout an traoù a sell ouzh ar vuhez, ha kerzhout a ra gant an hent strizh hag enk a gas d'ar vuhez, met paour ez eo e-keñver oberoù fall, ha gouzout a oar e pelec’h emañ o chom ar C'hrist, an hini a zo buhez.
PEBEILGANENN Kv. Sir 23, 4-6.3b

P/. Aotrou, Tad ha Doue va buhez, n'am dilezit ket er soñjoù fall ; na roit ket din rogentez an daoulagad, ha distroit diouzhin ar c'hoantegezh, c’hoantegezh ar c'hig ha darempredoù



206 Sizhun VII en amzer blaen
ar c'horf gant na dapint ket ac'hanon, * Ha n’am deroit ket d’ar c'hoant dieleveziek. gant ur spered dizoujañs ha diboell.

U/ N'am dilezit ket, Aotrou, evit na liesaio ket va fazioù, na fonnusaio ket va fec'hedoù. * N'am deroit ket


Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...



PEMPVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar Prezeger 6, 11 --- 7, 28


Na vez ket fur en tu-hont d'ar muzul ret
6,11 Pa vez kalz a gomzoù, e vez kalz a voged : petra muioc'h en devez an den ? 12 Rak piv a oar petra a zo ar gwellañ evit an den er vuhez, e-kerzh niver an deizioù eus e vuhez a voged a dremen evel ur skeud ? Ha piv a zisklerio d’an den ar pezh a vezo war e lerc'h dindan an heol ?

7,1 Gwell eo brud eget eoul mat, ha deiz ar marv eget deiz ar c'hanedigezh.

2 Gwell eo mont d’an ti-kañv eget d’an ti-banvez, dre ma-z eo termen an holl dud ; an hini bev en deus da lakaat se en e galon.

3 Gwell eo ar glac'har eget ar c'hoarzh, rak pa vez fall an dremm e wella ar galon.

4 Kalon ar re fur a zo e ti ar c'hañv, ha kalon ar sodien e ti ar blijadur.

5 Gwell eo selaou gourdrouz un den fur eget selaou kanaouenn ar sodien.

6 Evel trouz ar spern dindan ar gaoter, evel-se c'hoarzhadenn ar re sot.

Pempvet Deiz-lid 207
Ha kement-se ivez a zo moged.

7 Rak mac'homerezh a ra sodiñ unan fur,

ha koll ar galon a ra an donezon.



8 « Gwell eo diwezh un dra eget e zerou,

gwell eo hirded a spered eget bras a spered ».



9 Na hast ket, ez spered, d’en em chalañ, rak ar chal a ziskuizh en askre ar sodien.

10 Na lavar ket : « Perak e oa an deizioù a-ziagent gwelloc'h eget ar re-mañ ? ». Rak n’eo ket fur goulennata war gement-se. 11 Mat eo ar furnez, koulz hag un hêrezh, ur gounid eo evit ar re a wel an heol. 12 Dindan skeud ar furnez, pe dindan skeud an arc'hant ? : spletusoc'h eo ar skiant, ar furnez a ro buhez d’ar re o devez anezhi.

13 Sell oberoù Doue : piv a c'hell sonnaat ar pezh en deus graet kromm? 14 D’an deiz a eurvad, bez eürus, hag en deiz a reuz, sell : hemañ, koulz hag egile, o graet en deus Doue ma na gavo an den, a gement a vo war e lerc'h, netra ebet.

15 Kement-mañ am eus gwelet em deizioù a voged : an den reizh o vervel daoust d’e reizhded, hag an hini fallakr oc'h astenn e zeizioù daoust d’e fallentez.

16 Na vez ket reizh betek re,

na fur dreist-muzul !

Perak en em zistrujañ?

17 Na vez ket fallakr betek re,

na diskiant !

Perak mervel, ken na vezo da amzer ?

18 Mat eo dit kregiñ gant un dra, hag eus un dra all chom hep diskregiñ da zorn : an hini a zouj Doue, a ra mont pep tra. 19 Ar furnez a ra kreñvoc'h an den fur eget an dek mestr a zo e kêr. 20 N’eus ket a zen reizh war an douar oc'h ober ar vad hep pec'hiñ. 21 Neuze 'ta, ouzh an holl gomzoù a vez lavaret, na ro ket da galon, ha ne glevi ket da servijer ouzh da villigañ. 22 Meur a wezh - a oar da galon - ec'h eus ivez milliget ar re all.

23 Kement-se am eus arnodet gant furnez ; lavaret em eus : « Fur e vezin ! ». Met se a zo (c'hoazh) pell diouzhin. 24 Pell emañ ar pezh a zo, ha don, don ! piv e gavo?

208 Sizhun VII en amzer blaen
25 Poelladet em eus em c'halon, da c'houzout, da furchal, da glask furnez hag ar peragoù, da anaout ez eo ar fallagriezh ur sotoni, hag ar follentez un diskianterezh.

26 Kavet em eus eo c'hwervoc'h eget ar marv ur vaouez, dre ma-z eo ur pech ; ha rouedoù he c'halon, hag ereoù he daouarn. Neb a blij da Zoue a ziflipo diouti, met ar pec'her a vo paket ganti. 27 Sed ar pezh am eus kavet, - eme ar Prezeger - evit an eil hag eben em eus klasket ar perag. 28 Ha c'hoazh e klask va ene, ha n’em eus ket kavet:

Ur gwaz e-touez mil a gavan,

met ur vaouez a-douez an holl ne gavan ket.
PEBEILGANENN KrI 20, 9; Prz 7, 20; 1 Yn 1, 8. 9

P/ Piv a lavaro : « Glanaet em eus va c'halon, naet on eus va fec'hed »? * N’eus ket a zen reizh war an douar oc'h ober ar vad hep pec'hiñ.

U/ Mar lavaromp ez omp dibec'h, en em douellomp hon-unan ; mar anzavomp hor pec'hedoù, Doue a zo neuze leal ha just evit pardoniñ dimp. * N'eus ket a zen reizh ...

EIL LENNADENN

Eus Kelennadurioù sant Koulman Meur, abad

(Instr.1 de Fide, 3-5 : Opera, Düblinum, 1957, pp.62-66)


Donder bras Doue
Doue a zo e pep lec'h, divent penn-da-benn, hag e pep lec’h hervez e desteni diwar e benn e-unan : Me, emezañ, a zo un Doue tost, ha n'eo ket un Doue pell. Ne glaskomp ket enta un Doue o chom pell diouzhimp, p'hon eus anezhañ en hon diabarzh, mar henn meritomp. Rak en hon diabarzh, e gwirionez, emañ o chom evel hon ene en hor c’horf, da vihanañ ma-z omp izili yac'h dezhañ, mar d-omp marv d'ar pec'hed. Neuze, e gwirionez, ennomp emañ o chom an Hini en deus lavaret : Me a vo o chom ganto, hag a gerzho en o zouez. Hogen ma-z omp dellezek e vefe ennomp, neuze e gwirionez, ez eo gantañ ez omp bevaet evel e

Pempvet Deiz-lid 209
izili bev : Ennañ, evit gwir, evel ma lavar an Abostol, e vevomp, e fiñvomp hag emaomp.

Piv, a lavarin-me, a c'hello mont don en anaoudegezh eus an Uhelañ, hervez e vezoud dreist-lavar ha digomprenadus ? Piv a beurfurcho e donderioù Doue ? Piv a fougeo anaout an Doue divuzul a leugn an holl draoù, a ra an dro d'an holl draoù, a drebarzh an holl draoù, a zo brasoc’h eget an holl draoù, a endalc’h ha dreist-diraez an holl. draoù ? "Eñ ha n'en deus den ebet hen gwelet biskoazh. Arabat da zen kaout hardizhegezh a-walc'h da glask intent misterioù digomprenadus Doue : petra e voe, penaos e voe, piv e voe. An traoù-se a zo dilavaradus, diziraezadus, dianavezadus ; kred enta ken eeun ha tra, met gant nerzh, ez eo Doue hag e vo Doue evel ma voe, o vezañ ma-z eo un Doue na c'hell ket bezañ kemmet.

Piv enta eo Doue ? An Tad, ar Mab hag ar Spered Santel, un Doue hepken. Na glask ket hiroc'h diwar-benn Doue ; rak ar re a fell dezho anaout un donder bras a zle teurel evezh da gentañ ouzh natur an traoù. An anaoudegezh eus an Dreinded a vez keñveriet, gant gwir abeg, ouzh donder ar mor, hervez ar gomz-mañ eus an Den Fur : Hag an donder bras , piv hen dizoloio ? Evel ma ne c'hell ket donder ar mor bezañ gwelet gant selloù mab-den, evel-se ne c'hell ket doueelezh an Dreinded bezañ tizhet gant skiantoù an den. Setu perak, ma fell biken, a lavaran, da unan bennak gouzout petra a zle da grediñ, arabat dezhañ soñjal e kompren muioc'h ha gwelloc’h pa gomz eget pa gred : rak kalz pelloc'h e tec'ho ar wirionez a glasker diwar-benn Doue, eget a-raok.

Klask eta ar skiant veur, n'eo ket dre dabutoù gerioù, met dre barfeted ur vuhezegezh vat ; n'eo ket gant da deod met gant ar feiz a zeu eus eeunded ar galon ; n'eo ket eus tezennoù un difeiz desket, eo e vez gounezet. Mar klaskez enta, dre vreutadegoù, ar skiant dreist-lavar, e pellaio muioc'h diouzhit eget m'edo. Mar klaskez dre ar feiz, e chomo ar Furnez e-lec'h m'emañ o chom : e-tal an dorojoù ; ha lec'h m'emañ o vevan e vo gwelet, pe da vihanañ, lod anezhi. Met neuze, e gwirionez, e vez tizhet betek ur muzul 'zo, pa greder ez eo an diwelus dreist-diraez a-grenn ; rak ret eo krediñ ez eo Doue diwelus, evel m'emañ, daoust ma c’hell bezañ gwelet, en ur stumm bennak, gant ur galon c'hlan.



210 Sizhun VII en amzer blaen
PEBEILGANENN S.35(36), 6-7; Rom 11, 33

P/ Aotrou, betek an neñv e sav ho trugarez, ken uhel hag ar c'hoabr ho fealded. * Ho reizhder a zo bras evel ar menezioù, ho parnedigezhioù, ken don hag ar mor.

U/ 0, donder dreist-muzul pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue ! Pegen digomprenus eo e zivizoù * Ho reizhder ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...



C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   10   11   12   13   14   15   16   17   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə