Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə16/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   12   13   14   15   16   17   18   19   ...   27

D'ar Meullidoù-beure
Gant lidkan Zakaria, antonenn :

Er bloaz A

N'en em chalit ket ha na lavarit ket : petra a zebrimp, petra a evimp ? Ho Tad a zo en Neñv a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
Er bloaz B

Komz a rin ez kalon : Dimeziñ a rin ganit er fealded, hag ec'h anavezi an Aotrou.


Er bloaz CH

Ne c'hell ket ur wezenn vat dougen frouezh fall, nag ur wezenn fall dougen frouezh mat.


Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp e-kreiz ar peoc’h dindan ho torn, ha m'he devo hoc’h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...



Eil Deiz-lid 223
D'an Eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn :

Er bloaz A

Klaskit da gentañ Rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vezo roet deoc’h en tu-hont.
Er bloaz B

Den ebet ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, met ar gwin nevez eo e seier-lêr nevez e tleer e lakaat.


Er bloaz CH

An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, rak diouzh ar pezh a leugn ar galon e vez komz ar genou.

EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 2,1-13


Job goloet a c'houlioù, o kaout ur weladenn a-berzh e vignoned
1 Ha setu un deiz, ma oa deuet mibien Doue da gaout an Aotrou, e teuas ivez ar Satan en o zouez da gaout an Aotrou. 2 Hag e lavaras an Aotrou d’ar Satan : « A belec'h e teuez ? ». Hag e respontas ar Satan d’an Aotrou hag e lavaras : « A foetañ bro, a vale dre-holl ».

3 Hag e lavaras an Aotrou d’ar Satan : « Ha taolet ec'h eus pled ouzh va servijer Job ? N’eus ket eveltañ war an douar, un den onest hag eeun, doujus da Zoue, hag o pellaat diouzh an droug. Ha c'hoazh e talc'h d’e onestiz, goude m’ec'h eus va hegaset evit e lonkañ, evit mann ». 4 Hag e respontas Satan d’an Aotrou en ur lavarout : «Kroc'hen evit kroc'hen ! holl bezh en deus an den a roio evit e vuhez ! 5 N’ec'h eus nemet kas da zorn ha skeiñ war e eskern ha war e gig. A dra sur, dirazout, ez milligo ! ».

224 Sizhun VIII en amzer blaen
6 Hag e lavaras an Aotrou d’ar Satan: «Emañ ez torn ! Nemet mir e vuhez dezhañ ! »

7 Hag ez eas ar Satan a-zirak an Aotrou, hag e reuzias Job gant gorioù fall adal sol e dreid betek e glopenn. 8 Hag e kemeras Job un darbod d’en em gravat, hag ec'h azezas e-mesk al ludu. 9 Hag e lavaras dezhañ e wreg : «Hag ez out c'hoazh stag ouzh da onestiz ? Millig Doue, ha marv ! ».

10 Met lavarout a reas dezhi :

« Evel ma ra ur sodez e komzez !

Eurvad hon eus bet digant Doue, ha gwalleur n’hor befe ket ? ».

En holl gement-se ne bec'has ket Job dre e vuzelloù.



11 Hag e klevas tri eus mignoned Job an holl walleurioù c'hoarvezet gantañ. Hag e teujont, pep hini eus e chomlec'h : Elifaz eus Teman, Baldad eus Soua, Sofar eus Naama; hag e tivizjont a-gevret evit mont da drueziñ outañ ha d’e frealziñ. 12 Hag o sevel o daoulagad a bell, n’e anavezjont ket. Hag e savjont o mouezh da ouelañ; hag e fregas pep hini e vantell, hag e strinkjont poultrenn war o fennoù d’an nec'h. 13 Hag azezet gantañ d’an douar e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini ebet ne lavaras dezhañ ur gomz, rak gwelout a raent e oa bras e c'hlac'har, meurbet.
PEBEILGANENN S 37(38), 2a. 3a. 4a. 12a

P/ Aotrou na damallit ket ac'hanon en ho kounnar, rak ho piroù a zo sanket ennon. * Netra dic’houli em c'horf gant ho puanegezh.

U/ Va mignoned a chom pell diouzh va gouli. * Netra dic'houli ....

Eil Deiz-lid 225
EIL LENNADENN

Eus levr Kentelioù Buhezegezh sant Gregor Meur, pab, war Job (Lib.3,15-16 : PL 75,606-608),


Eurvad hon eus bet digant Doue, ha gwalleur n'hor befe ket ?
Paol, o welout ennañ e-unan pinvidigezh ar furnez diabarzh, hag o 'n em welout ivez a-ziavaez evel ur c'horf galvet da vont da goll, a lavare : An teñzor-se a zougomp e listri-priaj. Setu, e Job benniget, al lestr-pri a santas a-ziavaez faoutoù ar goulioù ; met an teñzor-mañ a chomas divoulc'h en diabarzh. A-ziavaez, evit gwir, e frailhas dre ar goulioù, met an teñzor-se a furnez, hag a zalc'h, hep paouez, da vezañ produet en diabarzh, a ziveras er-maez dre gomzoù ur gelennadurezh santel. M'hon eus, emezañ, resevet madoù eus dorn Doue, an drougoù perak n'o gouzañvfemp-ni ket ? Ar madoù, da lavarout eo, donezonoù Doue, re an amzer-mañ pe ar re beurbadus. Drougoù a ra eus ar c'hastizoù a-vremañ, a lavar an Aotrou diwar o fenn dre ar Profed : Me eo an Aotrou, ha n'eus hini all ebet ; an hini a furm ar sklerijenn hag a grou an deñvalijenn, a ra ar peoc’h hag a grou an drougoù.

A furm ar sklerijenn hag a grou an deñvalijenn, rak pa vez krouet a-ziavaez teñvalijenn ar boan gant ar gwalennoù-a-gastiz, e vez enaouet a-ziabarzh, dre ar gentel, gouloù ar spered. A ra ar peoc'h hag a grou an drougoù, rak neuze e vez rentet dimp ar peoc’h gant Doue, pa zeu an traoù hag a zo bet krouet ervat, met ne dint ket c1hoantaet ervat, da dreiñ er c'hastizoù-se hag a zo drougoù evidomp. Dre ar pec’hed, evit gwir, e teuomp da vezañ dizunvan gant Doue ; un dra just eo enta e tistrofemp d'ar peoc’h gantañ dre ar c'hastizoù, evit ma teufe kement tra krouet ervat da dreiñ e poan ennomp, da spered an hini kastizet da vezañ adlakaet dre e izelegezh e peoc’h e Grouer.

Koulskoude en e gomzoù e tleer teurel evezh da vat ouzh kement-mañ : gant pebezh evezhiadenn akuit e oar Job dastum e nerzh a-enep d'e wreg : M'hon eus, emezañ, resevet ar madoù eus dorn Doue, an drougoù perak n'o gouzañvfemp-ni ket ? Peadra a zo, a dra sur, da gemer frealzidigezh vras, ma kounaomp, pa



226 Sizhun VIII en amzer blaen
vezomp o tiwaskañ trubuilhoù, donezonoù hor C'hrouer. Ne vezer ket diskaret gant ar pezh a weler o tont eus ar boan, ma teu da soñj d'ar spered eus ar pezh a zo un disamm dre vadelezh. Setu perak ez eo skrivet : E deiz ar madoù, arabat dit ankouazh an drougoù, hag e deiz an drougoù arabat dit ankouazh ar madoù.

Rak an hini a resev donezonoù, met n'en deus en amzer an donezonoù tamm aon ebet rak ar c'hastizoù, a dap lamm dre 'n em sav re uhel gant levenez. Neb avat, a vez flastret dindan ar c'hastizoù, met na glask ket en amzer ma vez kastizet, tamm frealzidigezh ebet gant ar soñj eus ar madoù a zo bet degouezhet gantañ resev, a vez distroadet a-grenn e spered gant an dizesper. Evel-se eo dav juntañ an eil tra hag egile, ma vo bepred an eil o harpañ egile : ar soñj eus an donezonoù resevet o tousaat poan ar c'hastiz, hag ivez an disfiz hag an aon rak ar c'hastiz o tistanañ d'al laouenidigezh a zeu da heul ar grasoù. An den santel enta, evit frealziñ, e-kreiz ar goulioù, e spered gwasket, a daol evezh, e-kreiz poanioù ar c'hastizoù, ouzh an dudioù a oa da heul ar grasoù, ha lavarout a ra : M'hon eus resevet madoù eus dorn an Aotrou, perak ne c'houzañvfemp ket an drougoù ?


PEBEILGANENN Job 2,10b; 1, 21-22

P/ M'hon eus resevet madoù eus dorn an Aotrou, perak ne c'houzañvfemp ket drougoù ? * An Aotrou a roas, an Aotrou a zilamas kuit, evel ma plijas da Zoue e c'hoarvezas : ra vo benniget anv an Aotrou.

U/ E kement-se holl ne bec'has ket Job gant e vuzelloù, na tra diskiant ebet a-enep Doue ne lavaras. * An Aotrou ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp e-kreiz ar peoc'h dindan ho torn, ha m'he devo hoc’h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ....



Trede Deiz-lid 227
TREDE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 3, 1-26

Glac'har Job

1 Goude-se e tigoras Job e c'henou hag e villigas e zeiz: 2 Komz a reas Job en ur lavarout :

3 « Ra vo kollet an deiz ma-z on bet ganet,

an noz a lavaras : « Koñsevet ez eus un den ! »



4 An deiz-se da vezo teñvalijenn ;

gant n’e glasko ket Doue eus an nec'h,

na lugerno warnañ sked ebet !

5 Ra vezo saotret gant teñvalded ha skeud an Ankoù ;

ra vano warnañ ur goumoulenn,

ra vezo spontet gant kounabr an deiz-se !

6 An noz-se da vezo tapet gant an deñvalijenn ;

gant na vo ket unanet ouzh deizioù ar bloaz,

e niver al loariadoù gant na zeuio ket !

7 Ya, an noz-se, ra vezo digevannez,

gant na zeuio nep youc'hadenn enni !



8 Ra villigo anezhi ar re a vallozh an deiz,

hag a zo prest da zihunañ Leviatan !



9 Ra vezo teñval stered he gouloù-deiz ;

ra c'hortozo ar skleurenn ha na vo ket,

gant na welo ket malvennoù tarzh-an-deiz !

10 Rak n’he deus ket prennet dorojoù ar c'hof,

na kuzhet ar boan ouzh va daoulagad.



11 Perak ned on ket, adal ar mammog, marvet,

eus ar c'hof a-boan er-maez, bet mouget ?



12 Perak e oa em diaraog daoulin (d’am degemer),

ha divronn, din da zenañ ?



13 Bremañ e vijen gourvezet, sioul,

e kouskfen hag em bije diskuizh,



14 gant ar rouaned ha kuzulierien ar vro,

o deus savet bezioù evito;



15 pe gant ar briñsed o devoa aour,

hag a leunie o zier gant arc'hant ;



228 Sizhun VIII en amzer blaen
16 pe, evel ur c'hollad douaret, ne vije ket ac'hanon,

evel babiged n’o deus ket gwelet ar sklerijenn.



17 Eno ar re fallakr a baouez o difreterezh,

eno e tiskuizh ar re faezhet, hep nerzh.



18 Evel-se emañ ar brizonidi e peoc'h,

ne glevont ken mouezh ar mac'homer.



19 Bihan ha bras, emaint eno,

ar sklav dieubet eus e vestr.



20 Perak reiñ d’an dud poaniet ar sklerijenn,

buhez d’ar re c'hwerv o ene,



21 d’ar re a c'hortoz ar marv, ha ne zeu ket,

a furch d’e gaout muioc'h eget evit un teñzor ;



22 a vefe laouen, o tridal,

joa enno mar kavfent ur bez,



23 d’an den ma-z eo e hent kuzhet,

hag en deus klozet Doue en-dro dezhañ ?



24 E-giz bara em eus hirvoudoù,

hag e ruilh evel dour va yudoù.



25 Ar pezh em eus aon razañ a c'hoarvez ganin,

ar pezh a spontan razañ a zegouezh din.



26 N’em eus na peoc'h nag ehan na diskuizh,

met deuet eo an drubuilh. »


PEBEILGANENN Job 3, 24-26; 6, 13

P/ E-giz bara em eus hirvoudoù, hag e ruilh evel dour va yudoù. Ar pezh am eus aon razañ a c'hoarvez ganin, ar pezh a spontan razañ a zegouezh din. * Met deuet eo an drubuilh.

U/ N’em eus ket a harp ennon, ar skoazell a zo bet lamet diganin. * Met deuet eo ...
EIL LENNADENN

Eus levrioù Gourbannoù sant Aogustin,eskob

(Lib.10,1.1 - 2.2; 5.7: CCL 27,155-158)

Dizolo ez on dirazoc'h, Aotrou, n'eus forzh petra ez on

Hoc'h anaout a fell din, c'hwi hag am anavez ; hoc'h anaout a fell din evel ma-z on anavezet ganeoc’h. C'hwi, nerzh va ene,



Trede Deiz-lid 229
antreit ennañ, kempennit anezhañ diouzh ho krad evit ober gantañ ho peadra, ho tomani, hep lezel ennañ na mastar na roufenn. Honnezh eo va esperañs, hi eo a ra din komz. En esperañs-se emañ va levenez, pa vez glan va levenez. Gwir eo, traoù all ar vuhez a vez seul nebeutoc'h da ouelañ dezho ma oueler muioc’h dezho, ha seul vui e tleer gouelañ dezho ma oueler nebeutoc'h dezho. Setu m'hoc’h eus karet ar wirionez, rak an hini a ra anezhi a zeu d'ar sklerijenn. Mennout a ran hec’h ober dirazoc'h em c'halon ouzh ho meuliñ, ha dirak kalz a destoù dre va fluenn.

Gwir eo, Aotrou, c'hwi hag a zo dispak dirazoc'h islonk koustiañs an den, petra a c'hellfe bezañ kuzhet ennon, zoken ma ne c'houlfen ket hen anzav ouzhoc'h ? Ho kuzhat ouzhin va-unan eo a rafen, ha n'eo ket en em guzhat-me ouzhoc'h. Bremañ avat, pa-z eo va hirvoud an testeni eus an displijadur am eus ouzhin va-unan, e lugernit adarre, hag e plijit din, ez oc'h karet ganin ha c'hoantaet ganin, en doare m'am eus mezh ouzhin va-unan, ha m'en em nac'han va-unan evit ho tibab c'hwi, ha na blijan mui deoc'h-c'hwi na din-me nemet abalamour deoc’h.

Dizolo ez on dirazoc’h, Aotrou, dres evel m'emaon ; ha peseurt frouezh a c'hounezan ouzh ho meuliñ, am eus henn diskleriet dija. Ha ne ran ket an dra-se gant gerioù pe gomzoù va c'horf, met gant gerioù va ene hag ar griadenn-se eus va spered anavezet gant ho skouarn. Pa vezan fall, ho meuliñ ne d-eo nemet kemerout kas ouzhin-me va-unan ; pa vezan mat, ne d-eo ho meuliñ nemet chom hep lakaat an dra-se war va c'hont va-unan, Rak c'hwi a vennig an den reizh, met c'hwi hen rent just da gentañ. An anzav a ran dirazoc’h enta, va Doue, a vez graet sioul, hep bezañ sioul. Sioul ez eo e-keñver trouz, met youc'hal a ra dre garantez.

C'hwi eo, Aotrou, am barn, rak daoust n'eus hini ebet a-douez an dud oc’h anaout ar pezh a zo d'an den, nemet spered an den a zo ennañ, bez' ez eus koulskoude un dra bennak en den ha na oar ket zoken ar spered a zo ennañ ; c'hwi avat, Aotrou, a anavez kement a zo anezhañ, c'hwi hag hoc’h eus hen krouet. Me, evit gwir, Aotrou, daoust din da gaout dispriz evidon va-unan dirazoc'h, ha d'en em brizout evel douar ha ludu, ec'h ouzon diwar ho penn un dra bennak ha na ouzon ket diwar va fenn va-unan.

A dra sur bremañ e welomp en ur melezour, dre ur mister, ha n'eo ket fas-ouzh-fas ; ha setu perak keit ha m'emaon o veajiñ pell

230 Sizhun VIII en amzer blaen
diouzhoc'h, ez on tostoc'h din va-unan eget deoc’h-c'hwi, ha koulskoude ec'h ouzon ne c'heller e stumm ebet ober gaou ouzhoc’h ; me avat, ne ouzon ket ouzh peseurt temptadurioù e c'hellan derc'hel penn, nag ouzh pere ne c’hellan ket. Hag houmañ eo va esperañs : fidel ez oc’h, c'hwi ha na bermetit ket e vefemp temptet dreist d'ar pezh a c’hellomp dougen, hag a laka ivez ur fin d'an temptadur evit ma c'hellfemp padout.

Anzav a rin enta petra a ouzon diwar va fenn va-unan, anzav a rin ivez petra na ouzon ket diwar va fenn. Rak ar pezh a ouzon diwar va fenn, a ouzon dre ma roit sklerijenn din ; hag ar pezh na ouzon ket diwar va fenn a chomo dizanav din ken na zeuio va zeñvalijenn da vezañ sklaer evel ar c'hreisteiz dirak ho tremm.


PEBEILGANENN S 138(139), 1b. 2b. 7

P/ Aotrou, va amprouet hoc’h eus, ha va anavezet * Eus a bell e welit diabarzh va soñjoù.

U/ Pelec'h ez afen da bellaat diouzh ho spered, pelec’h da dec'hel diouzh ho selled ? * Eus a bell ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp e-kreiz ar peoc'h dindan ho torn, ha m'he devo hoc’h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...


PEVARE DEIZ-LID

Da Eurlid al Lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr Job 7, 1-21

Job skuizh gant ar vuhez, o klemm ouzh Doue

O respont e lavaras Job :



1 Ha n’eo ket ur servij-soudard a ra an den war an douar,

hag evel devezhioù ur mevel e zeizioù ?



2 Evel ur sklav o hiraezhiñ d’an disheol,

evel ur goprad engortoz d’e bae,



3 evel-se eo va hêrezh loariadoù gaou,

nozvezhioù poan eo va lod.



Pevare Deiz-lid 231
4 Pa c'hourvezan e lavaran: « Peur e savin ?

Na hir eo an nozvezh ! »

hag em bez va gwalc'h a ambren betek ar gouloù-deiz.

5 Gwisket eo va c'hig a breñved, a drouskenn daraset,

va c'hroc'hen a zo skalfet ha linek.



6 Va deizioù a ya buanoc'h eget ur vulzun

hag a zo echu, pa n’eus ken a neud.



7 Dalc'h soñj ez eo avel va buhez,

n’adwelo ken va daoulagad an eurvad.



8 Ne sello ken ouzhin al lagad am gwele,

da zaoulagad a vo warnon ha ne vin ken.



9 Teuziñ a ra ar goumoulenn ha mont kuit,

evel-se an hini a ziskenn d’ar Sheol n’adsav ket.



10 Ne zistroio ken en e di,

ne vo ken anavezet gant e gêr.



11 Evidon-me, ne zalc'hin ken va genou,

komz a rin en anken va spered,

klemm a rin e c'hwervoni va ene.

12 Daoust hag ur mor ez on, pe ur morvil,

pa laker en-dro din ur gward?



13 Pa lavaran: « Frealz am bo war va gwele,

diboan eus va frederi war va golc'hed »,



14 va spontañ a rez gant hunvreoù,

gant gweledigezhioù am spouronez.



15 Gwell e vefe din tag va ene, ar marv,

kentoc'h eget va eskern !



16 Dizeriañ a ran, ne vin ket bepred bev,

paouez ganin pa n’eo nemet ur c'hwezhadenn va deizioù



17 Petra eo an den, ma rez kement (a stad) anezhañ,

ma lakez kement warnañ da galon,



18 evit e zaremprediñ bep beure,

ha da bep mare en amprouiñ !



19 Peur e tiselli diouzhin

hag am lezi da lonkañ va halo?



20 Pec'het em eus ? Petra am eus graet dit,

o gedour an den ?

Perak va lakaat da breizh evidout,

ha da vezañ din va-unan ur samm ?



232 Sizhun VIII en amzer blaen
21 Ha perak ne bardonfes ket va fazi,

ne dremenfes ket war va fec'hed ?

Bremañ-souden er poultr e c'hourvezin,

va c'hlask a ri ha ne vo ken ac'hanon !


PEBEILGANENN, Job 7, 5. 7a. 6

P/ Gwisket eo va c'hig a breñved, a drouskenn daraset, va c'hroc'hen a zo skalfet ha linek. * Dalc'h soñj ez eo avel va buhez

U/ Va deizioù a ya buanoc'h eget ur vulzun, hag a zo echu, pa n’eus ken a neud. * Dalc'h soñj ...
EIL LENNADENN

Eus levrioù Gourbannoù sant Aogustin, eskob

(Lib.10,26.37 - 29.40 : CCL 27,174-176)

Va holl esper a zo en ho trugarez

Pelec'h em eus ho kavet, Aotrou Doue, evit ma teufen d'hoc’h anavezout ? Rak ne oac'h ket em memor, kent din hoc'h anavezout. Pelec’h enta em eus ho kavet evit ma teufen d'hoc’h anavezout, nemet ennoc'h-c'hwi hoc'h-unan a-us din-me ? Da lavarout eo a-ziavaez da bep lec'h ; daoust pe e pellaomp diouzhoc'h pe e tostaomp deoc'h, e gwirionez e c'hoarvez kement-se er-maez eus an ec’honder. E pep lec'h, o ! Gwirionez, emaoc'h o ren evit an holl dud a c'houlenn kuzul diganeoc'h, hag e respontit war un dro d'an holl re a c'houlenn kuzul a bep seurt diganeoc'h.

Sklaer e respontit, met an holl ne glevont ket sklaer. An holl a c'houlenn kuzul diwar-benn ar pezh a vennont kaout, met ne glevont ket atav ar respont a garfent kaout. Ho kwellañ servijer eo an hini n'emañ ket e sell da glevout diganeoc'h ar pezh a fell dezhañ kaout, met kentoc'h, ar pezh a glevo ganeoc’h.

Diwezhat em eus ho karet, o ! Kened ken kozh ha ken nevez, diwezhat em eus ho karet ! Bez' edoc'h em diabarzh ha me a oa er-maez, hag er-maez eo ho klasken. En em deurel a raen, ha me digened, er bed-se leun a gened graet ganeoc’h. Ganin-me edoc’h, me avat ne oan ket ganeoc’h. An traoù, ha na vefe ket anezho ma ne vefent ket ennoc’h, am dalc'he pell diouzhoc'h. Galvet hoc’h eus, kriet hoc’h eus, ha kaset kuit va bouzarded. Lugernet hoc'h eus, skedet hoc’h eus, hag argaset va dallentez.



Pevare Deiz-lid 233

Ho frond c'hwek hoc'h eus strewet, hen santet em eus, ha bremañ e huanadan war-zu ennoc’h. Ho tañvaet am eus ha bremañ em eus naon ha sec’hed ac'hanoc'h. Stoket hoc’h eus ouzhin, hag entanet emaon gant ar c'hoant da dizhout ho peoc'h.

Pa 'n em stagin ouzhoc’h gant kement a zo ac'hanon, neuze ne vo mui neblec’h ebet, na poan na diaezamant evidon, ha bev e vo va buhez, leun-barr ma vo ac’hanoc'h-c'hwi. Bremañ avat, peogwir e tisammit an hini a leugnit, o vezañ ne d-on ket c'hoazh leun ac'hanoc'h, ez on ur samm evidon va-unan. Va joaioù, hag a zlefe va lakaat da ouelañ, a zo o stourm ouzh va enkrezioù, hag a zlefe reiñ levenez din-me, ha ne ouzon ket peseurt tu ez ay an trec'h. Siwazh din ! Stourm a ra va enkrezioù fall ouzh va joaioù mat, hag e peseurt tu emañ an trec'h ne ouzon ket. Siwazh din ! Aotrou, ho pet truez ouzhin ! Siwazh din ! Setu va goulioù, n'o c'huzhan ket. C'hwi a zo mezeg, me a zo klañv. C’hwi a zo trugarezus, me a zo reuzeudik.

Daoust ha n'eo ket buhez mab-den ul labour start war an douar ? Piv a garfe kaout trubuilhoù ha diaesterioù ? Gourc'hemenn a rit o gouzañv ha n'eo ket o c'harout. Ne gar den ebet ar pezh à c’houzañv, zoken ma kar gouzañv. Daoust ma vez stad ennañ pa c'houzañv, e vez gwell gantañ koulskoude ma vefe seurt ebet da c’houzañv. Eurvad eo a c'hoantaan em zrubuilhoù ; hogen aon am eus rak trubuilhoù, pa vezan en eurvad. Men emañ ar c'hreiz etre an traoù kontrol-se, e-lec'h ne vo ket buhez mab-den ul labour start ? Gwa eürusterioù ar bed, ur wezh, div wezh, teir gwezh, dre ma vez aon enno rak an drougeur, ha dre ma-z a buan al levenez da goll ! Gwa drougeurioù ar bed, ur wezh, div wezh, teir gwezh, dre ma-z eus enno c'hoant d'an eurvad, ha dre ma-z eo garv an drougeur e-unan, ha ma c’hell ar c'houzañvusted ober peñse. Ya ! Daoust ha n'eo ket buhez mab-den ul labour start war an douar, hep ehan ebet ?

Ha va holl esper ne d-eo nemet en ho trugarez vras.

PEBEILGANENN Luk 19, 10

P/ Diwezhat em eus ho karet, o Kened ken kozh ha ken nevez, diwezhat em eus ho karet ! * Galvet hoc'h eus, kriet hoc'h eus, ha skarzhet kuit va bouzarded.

U/ Deuet eo Mab-an-Den da glask ha da salviñ ar pezh a oa kollet. * Galvet em eus ...



234 Sizhun VIII en amzer blaen
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp e-kreiz ar peoc'h dindan ho torn, ha m'he devo hoc’h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ....


PEMPVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   12   13   14   15   16   17   18   19   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə