Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə15/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   11   12   13   14   15   16   17   18   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar Prezeger 8, 5 --- 9, 10


Frealz ar Fur
8,5 An neb a vir ar gourc'hemenn ne anavez netra fall ; an amzer hag ar varn, o anaout a ra ar galon fur. 6 Rak, evit pep afer ez eus un amzer hag ur varn hag argoll an den a vez bras warnañ. 7 Ne oar ket petra a c'hoarvezo, ha pezh a c'hoarvezo piv a zisklerio dezhañ ? 8 N’eus den mestr war an anal evit lakaat e prizon an anal, na den mestr war deiz ar marv ; n’eus ket dale en emgann-se, ne salv ket ar fallagriezh he dalc'hourien.

9 Kement-se am eus gwelet, o lakaat va c'halon gant pep tra a vez graet dindan an heol, tra m’emañ an den mestr war an den, evit e wall. 10 Ha gant-se em eus gwelet tud fallakr kaset d’ar bez ; o vont eus al lec'h santel d’o c'has, ez ankouaed e kêr ar pezh o devoa graet : kement-se ivez a zo moged. 11 Pa ne vez ket graet kondaonidigezh an oberoù fall buan (a-walc'h), dre-se eo e vez leun kalon mibien Adam gant ar c'hoant ober fall. 12 Ar

C'hwec'hvet Deiz-lid 211
pec'her a ra an droug kant gwezh, daoust hag e vez pasianted gantañ, ec'h ouzon-me ez eus eurvad evit an dud a zouj Doue, ar re o deus doujañs dirazañ. 13 An eurvad n’eo ket evit ar fallakr , ne astenno ket e zeizioù (muioc'h) eget ur skeud, rak n’en deus tamm doujañs ebet dirak Doue.

14 Bez’ ez eus ur moged hag a vez graet c'hoazh war an douar : tud reizh a c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re fallakr, ha tud fall a c'hoarvez ganto hervez oberoù an dud reizh. Lavarout a ran ez eo kement-se moged !

15 Ha me am eus meulet al levenez-mañ : n’eus eurvad evit an den dindan an heol nemet o tebriñ hag oc'h evañ hag o festal ; an dra-mañ a chom gantañ en e boanioù, a-hed deizioù ar vuhez a roio dezhañ Doue dindan an heol.

16 Pa 'm eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez, ha da welout pegement a breder a vez kemeret war an douar, - rak na deiz na noz, ar c'housked gant an daoulagad ne weler - 17 em eus sellet ouzh holl oberoù Doue, met ne c'hell ket an den dizoleiñ an oberoù a vez graet dindan an heol : forzh pegement e labour an den da glask, ne gav ket. Ha zoken mar lavar ar fur en deus anaoudegezh, ne c'hell ket kavout.

9,1 Ya, kement-se am eus lakaet em c'halon, ha merzet em eus kement-mañ : an dud reizh, ar re fur o oberoù a zo e dorn Doue ; karantez, kasoni ? n’o anavez ket an den ; pep tra a zo dirak.

2 Kement tra evit an holl,

hevelep tonkad evit an den reizh hag ar fallakr,

an hini mat, an hini fall,

an hini glan, an hini dic'hlan, .

evit an hini a ra aberzh hag an hini na ra ket.

gant an hini mat evel gant ar pec'her,

an hini a dou evel an hini na ra ket, gant aon.

3 Un droug ez eo, e kement a vez graet dindan an heol, n’eus ur blanedenn nemeti evit an holl ; ha kalon mibien Adam a vez leun a falloni, hag ar follentez a vez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se, davet ar re varv !

4 Rak an neb a zo keneil d’an holl re vev, ez eus fiziañs (evitañ), rak ur c'hi bev a zo gwelloc'h eget ul leon marv. 5 Ar re vev a oar e varvint, met ar re varv n’ouzont netra, n'o deus

212 Sizhun VII en amzer blaen
ken a c'hopr da gaout, ankouaet eo ar soñj anezho. 6 O c'harantezioù, kasonioù, gwarizioù, a zo aet da get ; o lod n’o devo ken biken eus kement a vez graet dindan an heol.

7 Kae, debr laouen da vara, ev a galon vat da win, rak dija e plij da Zoue da oberoù.

8 Ra vo bepred da zilhad gwenn, hag eoul war da benn hep mank !

9 Tañva ar vuhez gant ar wreg a garez, a-hed an holl zeizioù, ar vuhez a voged roet dit dindan an heol, - da holl zeizioù a voged -, rak setu da lod er vuhez, hag an trevell a rez dindan an heol. 10 Kement a gav da zorn da ober hervez da nerzh, hen gra, rak n’eus nag oberoù, na prederioù, na skiant, na furnez er Sheol emaout o vont e-barzh.
PEBEILGANENN 1 Kor 2, 9-10; Prz 8, 17a

P/ Ar pezh n'o deus ket gwelet daoulagad an den, ha n'o deus ket klevet e zivskouarn, ar pezh n'he deus ket ijinet e galon, eo kement-se en deus ragaozet Doue evit ar re a gar anezhañ, * Dimp-ni en deus Doue diskleriet se dre ar Spered a drebarzh pep tra, zoken donderioù Doue.

U/ Ne c'hell ket an den dizoleiñ holl oberoù Doue. * Dimp-ni en deus ...

EIL LENNADENN


Eus Plaenadurioù sant Gregor eskob Agrigentum

war Ar Prezeger

(Lib.8,6 : PG 98,1071-1074)
Ra drido va ene en Aotrou Doue
Kae, debr laouen da vara, ev a galon vat da win, rak dija e plij da Zoue da oberoù.

Mar kemerfemp al lavar-se, hervez e ster anat ha boutin, e c'hellfemp, en ur stumm ha na vefe ket amzere, gwelout ennañ un



C'hwec'hvet Deiz-lid 213
ali mat a-berzh ar Prezeger. Mar bevomp gant eeunded, mar en em stagomp ouzh kredenn ar gwir feiz e-keñver Doue, e lavar ar Prezeger e c’hellomp debriñ hor bara gant levenez, hag evañ gwin gant ur galon drant, en ur ziwall diouzh heuliañ kelennadurezh fall ha diouzh en em ren gant troidellerezh. Er c'hontrol, lavarout a ra dimp treiñ hor spered etrezek an traoù reizh, ha sikour hervez hor galloud, gant trugarez ha largentez, an dud ezhommek hag ar re baour, da lavarout eo, en em ouestlañ d'ar prederioù ha d'an oberoù a zo diouzh grad Doue e-unan.

Hogen, e gwirionez, diskleriadur ar Skritur-Sakr hon sav war-du ur soñj uheloc'h, hag a zesk dimp treiñ hor spered war-du ar bara neñvel ha kevrinus diskennet eus an neñv, hag a zegasas ar vuhez d'ar bed ; deskiñ a ra dimp ivez evañ gant ur galon drant ar gwin speredel, da lavarout eo, an hini a ziveras eus ar gwir winienn, da goulz ar Basion Salvus. Diwar o fenn e lavar Aviel hor Silvidigezh :Goude bezañ kemeret bara, ha bezañ hen benniget, e lavaras Jezuz d'e ziskibien hag ebestel santel : Kemerit, debrit : hemañ eo va c'horf a zo torret evidoc’h evit ar pardon eus ar pec'hedoù. Ha goude bezañ graet heñvel gant ar c'halir e lavaras : Evit holl dioutañ : hemañ eo va gwad, gwad an Emglev nevez, a zo skuilhet evidoc’h hag evit an holl dud evit ar pardon :eus ar pec'hedoù. Ar re a zebr ar bara-mañ hag a ev ar gwin kevrinus, a gemer joa hag a drid gant al levenez hag a c'hell krial : Lakaet hoc'h eus levenez en hor c'halon".

Hogen, war va meno, eo bet skeudennet en a-araok ar Bara hag ar Gwin e Levr ar C’hrennlavarioù gant Furnez Doue, ar Furnez-se hag en em zalc'h er bezañ hi hec’h-unan, ar C'hrist hor Salver, pa lavar : Deuit, debrit va bara hag evit ar gwin am eus prientet evidoc’h, en ur verkañ evel-se ar perzh kevrinus a gemerer er Verb. Ar re a vez pedet da gemerout perzh er Verb evel-se a zle dougen bepred dilhad gwenn, da lavarout eo, oberoù a sklerijenn a ra dezho bezañ ken splann hag ar sklerijenn hec’h-unan, evel ma tiskler an Aotrou en Aviel : "Ra lugerno ho sklerijenn dirak an dud en doare ma welint hoc’h oberoù mat, ha ma veulint ho Tad a zo en neñv. Ha gwelet e vo, zoken an eoul e-unan o fonnusaat bepred war o fenn, da lavarout eo, ar Spered a wirionez o diwallo hag o gwarezo ouzh pep tagadenn a-berzh ar pec’hed.

214 Sizhun VII en amzer blaen
PEBEILGANENN S.15(16), 8b-9a. 5a

P/ An Aotrou a zo en tu dehou din, ne vrañsellin ket ; * Gant se eo laouen va c'halon, hag e trid va ene.

U/ An Aotrou eo va lod, va c'haliriad. * Gant se ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc’halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou ...

D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr ar Prezeger 11, 7---12, 14



Lavarennoù war ar gozhni

11,7 Dous eo ar sklerijenn,

brav evit an daoulagad gwelout an heol.



8 Daoust d’ar bloavezhioù niverus en devo bevet un den,

hag evito holl da vezañ bet eürus,

ra soñjo en deizioù a deñvalijenn,

ha pegen niverus e vezint ;

kement a c'hoarvezo a zo moged.

9 Bez eürus, krennard, ez yaouankiz;

ha ra vezo eürus da galon e deizioù da yaouankiz,

kerzh diouzh hent da galon

hag hervez gweled da zaoulagad ;

met goar diwar-benn kement-se

e vi kaset gant Doue d’al lez-varn.



10 Pella an dristidigezh diouzh da galon,

kas kuit an droug diouzh da gorf:

Yaouankiz, koulz ha kozhni, a zo moged !

12,1 Bez soñj eus da Grouer e deizioù da yaouankiz,

a-raok na zeuio deizioù a reuz,



D'ar Seizhvet-deiz 215
na zegouezho bloavezhioù

ma lavari (diouto) :

« N’em eus ket a blijadur ganto » ;

2 a-raok ma teñvalaio an heol,

ar sklerijenn, al loar, ar stered,

ha ma tistroio ar c'houmoul goude ar glav ;

3 en deiz ma kren diwallerien an ti,

ha ma pleg an dud bagol,

ha ma paouez ar malerezed, deuet re nebeut,

ha ma tisplanna ar sellerezed dre ar prenestroù;



4 ha pa vez prennet ar stalafioù war ar straed,

pa ziskenn mouezh ar vilin,

pa saver gant geiz al laboused,

pa wana holl verc'hed ar c'han ;



5 neuze ur grapenn a ra aon,

treantoù a vez war an hent,

tra ma reer fae war an alamandez,

ma vez ur samm ur c'harveg

ha ma vez freuzet ar c'hoantegezhioù ;

rak mont a ra an den etrezek e di peurbadus

ha treiñ a ra war ar straed al leñverien.

6 a-raok ma tistenn an neudenn arc'hant,

ma torr ar voulenn aour,

ma freuz ar picher e-tal ar feunteun,

ma tiroudenn ar rod d’ar puñs,



7 ha ma tistro ar poultr d’an douar evel ma oa,

hag ar spered da Zoue en deus e roet.



8 Moged ! moged !

eme ar Prezeger,

kement tra 'zo a zo moged !

9 Ouzhpenn ma-z eo bet ar Prezeger un den fur, en deus c'hoazh kelennet e ouiziegezh d’ar bobl ; pouezet en deus, klasket, urzhiet krennlavarioù e-leizh. 10 Klasket en deus ar Prezeger kavout lavarioù plijus ha skrivañ resis komzoù a wirionez. 11 Lavarioù ar furien a zo evel broudoù ; evel tachoù poentet e follennoù an dastumadoù ; roet int bet gant ar Pastor unel. 12 Hag ouzhpenn-se, va mab, diwall ! Ober levrioù e-leizh n’en deus ehan ebet, ha studiañ kalz a skuizh ar c'horf 13 Diwezh

216 Sizhun VII en amzer blaen
ar brezegenn. Pep tra a zo bet klevet. Doue a zo da zoujañ, e c'hourc'hemennoù da virout : sed aze peurvad an den. 14 Rak an holl oberoù, Doue o degaso d’ar varn, zoken ar pezh a zo kuzhet, mat pe fall.
PEBEILGANENN (S 70(71), 17. 9a ; kv. S 15(16), 11

P/ Aotrou Doue, c'hwi hoc’h eus va c'helennet adal va yaouankiz, ha betek bremañ em eus embannet ho purzhudoù. * N'am distaolit ket en amzer ar gozhni.

U/ Va leuniañ a reot a levenez gant ho tremm, plijadurezh en tu dehou deoc’h da virviken. * N'am distaolit ket...

EIL LENNADENN

Eus Plaenadur sant Gregor eskob Agrigentum

war ar Prezeger

(Lib.10,2; PG 98,1138-1139)
Tostait d'an Aotrou hag e viot sklerijennet
Dous ez eo ar gouloù-mañ, eme ar Prezeger, ha mat-tre ez eo sellout gant nerzh hon daoulagad ouzh an heol kaer-mañ. Mar befe dilamet kuit ar gouloù e vefe ar bed-mañ digened, hag ar vuhez hep buhez. Setu perak en doa Moizez, an arvestour-Doue-se, lavaret a-raok ar Prezeger : Ha Doue a welas ar gouloù, hag a lavaras : mat eo ! Ar pezh a zere ouzhimp-ni avat, ez eo soñjal er Gouloù bras, gwirion ha peurbadel, a sklaera pep den o tont er bed-mañ, da lavarout eo, ar C'hrist, salver ha dasprener ar bed, a zeuas da vezañ den, hag a ziskennas betek stad izelañ buhez mab-den. Diwar e benn e lavar ar profed David : Kanit d'an Aotrou, kanit ur salm d'e anv , grit un hent d'an hini a zo o sevel war-du ar C'huzh-heol ; an Aotrou eo e anv ; ha tridit dirazañ.

Lavarout a reas e oa dous ar gouloù, hag e tiouganas e oa mat gwelout gant an daoulagad Heol ar C’hloar, da lavarout eo, an Doue-se a lavare d'ar c'houlz ma oa en em c’hraet den : Me eo sklerijenn ar bed ; an hini am heuilh ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklerijenn ar vuhez. Ha c’hoazh : Homañ eo ar



D'ar Seizhvet-deiz 217
varnedigezh : ur sklerijenn a zo deuet er bed. Evel-se 'ta, gouloù an heol, hag a welomp gant daoulagad hor c'horf, a gemennas en a-raok gouloù speredel Heol ar Reizhded. Hemañ eo a oa dous-meurbet d'ar re a voe kavet dellezek da vezañ e ziskibien, ha d'hen gwelout gant o daoulagad p'edo o vevañ hag o chom e-touez an dud evel ne vern peseurt den, daoust na oa ket koulskoude evel pep hini eus an dud. Rak bez' e oa ivez gwir Doue, ha setu perak e reas d'an dud dall gwelout, d'ar re gamm bale, d'ar re vouzar klevout, glanaat a reas ar re goloet a lorgnez, ha gant ur ger hepken e lakaas tud varv da adsevel d'ar vuhez.

Hogen bremañ zoken ez eo dous-meurbet, evit gwir, parañ warnañ daoulagad ar spered, arvestiñ ouzh e gened disi ha doueel, ha prederiañ warni ; ha neuze, diwar an unaniezh hag ar gevredigezh gantañ, bezañ sklerijennet, ha kaeraet, bezañ leuniet gant douster ar spered ha gwiskañ ar santelezh, gounit gouiziegezh, bezañ, a-barzh ar fin, karget gant ul laouenidigezh doueel a bado a-hed holl zevezhioù ar vuhez-mañ. An dra-se eo a verkas ivez ar Prezeger, an den fur, pa lavaras : Na pa vevfe an den e-pad kalz a zevezhioù, e vo leun a levenez a-hed an holl zevezhioù-se. Rak, e gwirionez, krouer pep levenez ez eo an Heol-se a Reizhded evit ar re a sell outañ : diwar-benn kement-se eo e lavar ar profed David : Ra drido an dud just dirak fas Doue. Ra vint e-kreiz ar joa hag al levenez ! Hag adarre : Tridit, tud just, gant al levenez en Aotrou ; ar re eeun a zere ar meuliñ outo.


PEBEILGANENN S 33(34), 4. 6; Kol 1, 12b-13a

P/ Kanmeulit ganin braster an Aotrou, holl a-gevret enoromp uhelder e Anv. * Sellit outañ, ha sklerijennet e viot, ha n'ho po ket da ruziañ gant ar vezh.

U/ Eñ en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklerijenn, hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn. * Sellit ...
Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, ma vimp troet bepred da soñjal en traoù santel, evit na glaskimp nemet plijout deoc'h dre gomz ha dre ober. Dre hon Aotrou...

218

VIII-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN



Telennganoù an Pevare sizhun
D'ar 1-añ Pardaezlid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

Sellit ouzh laboused an neñv, ne hadont ket ha ne vedont ket, hag ho Tad a zo en Neñv a ro boued dezho. Daoust ha ne dalvezit ket muioc’h egeto ?


Er bloaz B

Keit ha m'o deus an den nevez ganto, ne c'hellont ket yuniñ, eme an Aotrou.


Er bloaz CH

Dilam da gentañ an treust a zo ez lagad, ha neuze e weli sklaer da zilemel ar blouzenn a zo e lagad da vreur, eme an Aotrou.


Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue, ma-z aio ar bed en-dro evidomp e-kreiz ar peoc’h dindan ho torn, ha m'he devo hoc’h Iliz al levenez d'en em reiñ didrubuilh d'an oberoù a relijion. Dre hon Aotrou ...


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Deroù levr Job 1, 1-22



Job tennet kuit e vadoù digantañ
1 Un den a oa, e bro Ous, Job e anv, hag an den-se, onest hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug. 2 Hag e oa ganet dezhañ seizh mab ha teir merc'h. 3 Hag e oa e dropell: seizh mil a zeñved, tri mil kañval, pemp kant yevad oc'hen ha

VIII-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 219
pemp kant azenez ; hag en devoa servijerien niverus-meurbet ; hag e oa an den-se ar brasañ eus holl baotred ar reter.

4 Hag ez ae e vibien d’ober ur banvez e ti pep hini, d’e zevezh, hag e kasent da gouviañ o zeir c'hoar, evit debriñ hag evañ ganto.

5 Ha pa veze disoc'h deizioù ar banvez, e kase Job (d’o c'herc'hat) evit o santelaat. Abred-savet diouzh ar beure, e rae un holloskad evit pep hini anezho, rak; - a lavare Job - « marteze o deus pec'het va mibien ha sakreet Doue en o c'halonoù ». Evel-se e rae Job bewech.

6 He setu un deiz, ma oa deuet mibien Doue da gaout an Aotrou, e teuas ivez ar Satan en o zouez. 7 Hag e lavaras an Aotrou d’ar Satan: « A belec'h e teuez? ». Hag e respontas ar Satan d’an Aotrou, en ur lavarout : « A foetañ bro, a vale dre-holl ».

8 Hag e lavaras an Aotrou d’ar Satan : « Ha taolet ec'h eus evezh ouzh va servijer Job ? N’eus ket eveltañ war an douar , un den onest hag eeun, o toujañ Doue hag o tistreiñ diouzh an droug ».

9 Hag e respontas ar Satan d’an Aotrou : « Daoust hag evit mann e touj Job Doue ? 10 Gwarezet ec'h eus en-dro dezhañ, en-dro d’e di, en-dro da gement a zo dezhañ tro-war-dro. Oberoù e zaouarn ac'h eus benniget, hag e dropelloù en em led war ar vro. 11 Met kas eta da zorn, ha sko war gement tra en deus, (klaoustre) dirazout e vallozho a-dal dit ! ».

12 Hag e lavaras an Aotrou d’ar Satan : ”Ac'hanta ! kement tra a zo dezhañ a zo ez torn, met warnañ na gas ket da zorn !». Hag ez eas ar Satan a-zirak dremm an Aotrou.

13 Hag un deiz ma oa e vibien hag e verc'hed o tebriñ hag oc'h evañ gwin e ti o breur henañ, 14 hag ur c'hannad o tont da gaout Job, ha da lavarout : « An ejened a oa oc'h arat, hag an azenezed o peuriñ en o c'hichen, 15 hag ez eo darvezet Sabaiz d’o zapout, hag ar servijerien a zo bet skoet dre lemm ar c'hleze ; hag em eus tec'het, me va-unan, da reiñ ar c'heloù dit ».

16 Edo c'hoazh o komz, hag unan all o tont da lavarout : « Tan Doue a zo kouezhet eus an neñv, hag en deus devet deñved ha mevelien, o losket, hag em eus tec'het, me va-unan, da reiñ ar

220 Sizhun VIII en amzer blaen
c'heloù dit ». 17 Edo c'hoazh o komz, hag unan all o tont da lavarout : « Kaldeiz, graet ganto tri bagad, o deus lammet war ar c'hañvaled hag o zapet, hag ar vevelien o deus lazhet dre lemm ar c'hleze. Hag em eus tec'het, me va-unan, da reiñ ar c'heloù dit ».

18 Edo c'hoazh o komz, hag unan all o tont da lavarout : « Da vibien ha da verc'hed a oa o tebriñ hag oc'h evañ gwin e ti o breur henañ, 19 hag un avel vras o tont eus an tu-hont d’ar gouelec'h, hag o skeiñ gant pevar c'horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank-mañ, hag ez int marvet. Hag em eus tec'het, me va-unan, da reiñ ar c'heloù dit ».

20 Hag e savas Job, ha da fregañ e vantell, da douzañ e benn, da gouezhañ d’an douar, da stouiñ, 21 ha da lavarout:

« Noazh ez on deuet eus kof va mamm,

ha noazh e tistroin di.

An Aotrou en deus roet, hag an Aotrou en deus adkemeret :

Ra vezo Anv an Aotrou benniget ! »

22 En holl gement-se, ne bec'has ket Job, ha ne roas ket kunujennoù da Zoue.
PEBEILGANENN Job 2,10b ; 1, 21

P/ Eurvad hon eus bet digant Doue, ha gwalleur n'hor befe ket ? * An Aotrou en deus roet, hag an Aotrou en deus adkemeret ; evel ma plijas d'an Aotrou, evel-se e c'hoarvezas ; ra vezo benniget anv an Aotrou.

U/ En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. * An Aotrou ...

EIL LENNADENN

Eus al levr Buhezegezh gant sant Gregor Meur, pab , war Job

(Lib.1,2.36 : PL 75,529-530. 543-544)





Un den eeun ha reizh, o toujañ Doue

Bez' ez eus darn hag a zo ken eeun ma ne ouzont ket petra eo ar pezh a zo reizh. Met koll a reont dinammded ar gwir eeunded, dre ma ne savont ket betek ar vertuz a reizhded ; rak pa



VIII-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 221
ne ouzont ket bezañ evezhiek dre ar reizhded, ne c'hellont ket kennebeut kenderc’hel tamm ebet da vezañ dinamm dre an eeunded.

Setu perak e ro Paol an ali-mañ d'e ziskibien : Fellout a ra din e vefec'h fur evit ober ar mad, ha dizrouk e-keñver ar gwall. Ha c1boazh e lavar : Na vezit ket bugale e-keñver skiant-vat, met e-keñver fallagriezh bezit bugaligoù.

Setu perak ar Wirionez hec'h-unan a c1hourc’hemenn d'he diskibien : Bezit evezhiek evel naered, hag eeun evel koulmed. An eil tra hag egile a unanas dre ret : abalamour da harpañ eeunded ar goulm gant finesa an naer, ha neuze ivez abalamour da gempouezañ finesa an naer gant eeunded ar goulm.

Setu perak e tiskouezas ar Spered Santel e vezañs d'an dud, n'eo ket hepken dre ur goulm, met ivez dre an tan. Rak dre ar goulm eo aroueziet an eeunded, ha neuze dre an tan ez eo aroueziet ar gred. Dre ar goulm ha dre an tan eo skeudennet : rak an holl dud leun anezhañ, a servij douster an eeunded en doare ma-z int ivez entanet gant ar gred evit ar reizhded a-enep fazioù ar bec'herien.



Eeun ha reizh, o toujañ Doue, hag o pellaat diouzh an droug. Neb a c'hoanta tizhout ar vammvro beurbadel, a vev hep mar ebet eeun ha reizh ; da lavarout eo, eeun e-keñver an ober, ha reizh e-keñver ar feiz, eeun evit pezh a sell ar madoù a ra (dre e natur izelañ), ha reizh evit pezh a, sell ar madoù uhelañ a sant e donder e galon. Rak bez' ez eus hiniennoù ha ne dint ket eeun evit pezh a sell ar madoù a reont, o vezañ na glaskont ket digoll enno, met ma klaskont ar grasoù mat en diavaez. Dre-se ez eo bet lavaret ervat gant un den fur : Gwa ar pec'her oc'h antren er bed dre zaou hent . Dre zaou hent e gwirionez, ec’h antre ar pec'her er bed, pa-z eo da Zoue ar pezh a ziskouez dre e oberoù, ha pa-z eo d'ar bed ar pezh emañ o klask dre e soñj.

Lavaret mat eo kement-mañ : 0 toujañ Doue hag o pellaat diouzh an droug ; rak, Iliz santel ar re zibabet a grog gant doujañs gant hentoù an eeunded hag ar reizhded, met peurechuiñ a ra gant ar garantez. Eviti e tec'h a-grenn eus ar pec'hed, pa grog, dre garantez evit Doue, da vennout chom hep pec’hiñ hiviziken. Rak keit ha ma ra ar mad c'hoazh dre zoujañs, n'he deus ket



222 Sizhun VIII en amzer blaen
dilezet a-grenn an droug : rak pec'hiñ a ra end-eeun o vezañ ma karfe pec’hiñ, ma c'hellfe henn ober digastiz.

Gant gwir abeg enta, pa lavarer en deus Job doujañs ouzh Doue, e tiskouezer e tec’h ivez diouzh an droug. Rak pa zeu ar garantez da heul an doujañs, ar pec’hed dilezet dija a spered, a vez trec’het dre un diviz eus ar volontez.


PEBEILGANENN Heb 13, 21; 2 Mk 1, 4

P/ Doue d'ho lakaio d'ober ar mad e pep degouezh, ha da gas e youl da benn ; * Ma seveno ennoc'h ar pezh a blij d'e zaoulagad dre Jezuz Krist.

U Ra zigoro ho kalon d'e lezenn ha d'ar gourc'hemennoù. * Ma seveno ...
MEULGAN C'hwi Doue a veulomp ... 568.


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   11   12   13   14   15   16   17   18   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə