Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə10/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   6   7   8   9   10   11   12   13   ...   27

D'ar Meullidoù-heure
Gant lidkan Zakaria, antonenn

Er bloaz A

C'hwi eo sklerijenn ar bed : ra lugerno ho sklerijenn-c'hwi dirak an dud, evit ma welint hoc'h oberoù mat ha ma teuint da veuliñ ho Tad a zo en neñvoù.
Er bloaz B

Pa oa teñval anezhi c'hoazh, e savas Jezuz da vont er-maez ha da bellaat betek ul lec’h distro, hag edo eno o pediñ.


Er bloaz CH

Mestr, a-hed an noz hon eus poaniet, ha mann n'hon eus paket , diwar da lavar avat e laoskin ar rouedoù e-barzh.


Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...



Eil Deiz-lid 143
D'an Eil Pardaezlid
Gant lidkan Mari, antonenn
Er bloaz A

Ra lugerno ho sklerijenn-c'hwi evel ur gouloù lakaet war ur c'hantolor evit ma sklerijenno holl dud an ti.


Er bloaz B

Simon hag ar re a oa gantañ a lavare : Emañ an holl ouzh da glask. Eñ a respontas dezho : Eomp da lec’h all da brezegiñ eno ivez : rak evit-se ez on aet er-maez.


Er bloaz CH

Kae diouzhin, Aotrou, rak ur pec’her ez on-me, eme Bêr da Jezuz. N'a ket da spontañ, hiviziken ez eo tud a baki.


EIL DEIZ-LID




Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ
Diouzh al Lizher d'ar C'halated 1, 13 – 2, 10
Galvidigezh Paol hag e garg a abostol
Breudeur, 1, 13 Klevet hoc'h eus komz, sur mat, eus va doareoù a-wezhall er Yuzeviezh, pa vezen diouzh va gwashañ oc'h heskinañ Iliz Doue, ouzh he gwastañ 14 ha paz aen war-raok er Yuzeviezh, muioc'h eget kalz eus va c'henvroiz a oad ganin, en ur zerc'hel taer da hengounioù va Zadoù. 15 Hogen pa blijas d’an Hini en deus va lakaet a-gostez adalek korf va mamm hag en deus va galvet dre e c'hras, 16 diskuliañ din e Vab, evit ma prezegfen ar c'heloù mat anezhañ e-touez ar Broadoù, kerkent neuze, kuit da c'houlenn o ali digant ar c'hig hag ar gwad, 17 kuit da bignat da

144 Sizhun V en amzer blaen
Jeruzalem da gaout an ebestel a oa bet em raok, ec'h is da Arabia, ha goude-se e teuis c'hoazh en-dro da Zamask.

18 Tri bloavezh goude-se e savis da Jeruzalem da welout Kefa, hag e chomis pemzek deiz gantañ. 19 Ne welis hini all ebet eus an ebestel, nemet hepken Jakez, breur an Aotrou. 20 Evit ar pezh a skrivan amañ deoc'h, en touiñ a ran dirak Doue, ne lavaran gaou ebet. 21 Goude-se ez on aet da vroioù Siria ha Kilikia ; 22 met ne oan ket anavezet dre va dremm gant Ilizoù Youdea a zo er C'hrist ; 23 klevet hepken e veze ganto penaos an heskiner a-wechall a brezege bremañ ar feiz a glaske diskar diagent ; 24 ha rentañ a raent gloar da Zoue abalamour din.

2, 1 Goude-se, a-benn pevarzek vloaz, e pignis adarre da Jeruzalem gant Barnaba ha Titos a gemeris ivez ganin. 2 Pignat a ris diwar un diskuliadur, ha displegañ a ris dezho an Aviel a brezegan d’ar Broadoù. Met a-ziforc'h diouzh ar re all e komzis gant ar re bennañ, gant aon da redek pe da vezañ redet evit netra. 3 Ac'hanta ! na Titos e-unan hag a oa ganin, eñ hag a oa gresian, ne voe ket rediet da vezañ amdroc'het. 4 Nemet e voe dre faot ar re aet e-barzh dre laer, ar fals-vreudeur-se a oa en em silet e-barzh evit spiañ ar frankiz hon eus er C'hrist Jezuz, hag ober ac'hanomp sklavourien ; 5 ar re-se avat, n’hon eus ket pleget dezho, pa ne vije nemet ur momed, dre ma felle dimp mirout evidoc'h en he fezh gwirionez an Aviel.

6 Hogen digant ar re bennañ, -petra e oant neuze ne vern ket din, rak Doue ne ra ket gant an dud diouzh o diavaezioù, ar re bennañ enta ne c'houlennjont ket diganin stagañ un dra bennak ouzh va c'helennadurezh. 7 Er c'hontrol, pa welent e oa bet fiziet ennon prezeg an Aviel d’ar re ziamdroc'h, evel fiziet e Pêr prezeg d’ar re amdroc'het, 8 rak an Hini en deus graet eus Pêr abostol ar re amdroc'het, en deus labouret ennon ivez d’ober ac'hanon abostol ar Broadoù, 9 neuze oc'h anavezout ar c'hras a oa bet roet din, Jakez, Kefa ha Yann, ar re bennañ-se, kolonennoù anezho, a stardas o dorn din-me ha da Varnaba, e sin a unvaniezh, dimp da vont d’ar Broadoù, ha dezho da vont da dud an amdroc'h. 10 Nemet e tleemp kaout soñj eus ar beorien, ar pezh end-eeun ez on bet aketus d’ober.
Eil Deiz-lid 145
PEBEILGANENN kv. 1 Kor 15, 10; Gal 2, 8

P/ Dre c'hras Doue ez on ar pezh ez on, * Hag e c'hras em c'heñver-me n'eo ket chomet difrouezh, met bepred e chom ennon.

U/ Rak an Hini en deus graet eus Pêr abostol ar re amdroc'het, en deus labouret ennon ivez d'ober ac'hanon abostol ar Broadoù. * Hag e c'hras ...
EIL LENNADENN

Eus Berrzispleg sant Bonaventura eskob

(Prologus : Opera omnia 5,201-202)
Diwar an anaoudegezh eus Jezuz Krist
e teuer da gompren ar Skritur-Sakr a-bezh

N'eo ket deuet ar Skritur Sakr diwar enklaskoù an dud ; met diskuliet eo bet gant Doue ha diskennet eus Tad ar gouleier, an Hini emañ pep tadelezh o tennañ hec'h anv dioutañ en neñvoù ha war an douar. Eus an Tad dre ar Mab e tiskenn ar Spered Santel ennomp ; ha dre ar Spered Santel o lodennañ hag oc'h ingaliñ e zonezonoù da bep unan, evel ma plij dezhañ, e vez roet ar feiz, ha dre ar feiz emañ ar C'hrist o chom er c'halonoù. Honnezh eo an anaoudegezh eus Jezuz Krist : diwar an anaoudegezh-se, evel eus ur vammenn e teu he dalc'h d'ar Skritur Sakr a-bezh hag ar galloud d'he c'hompren. Setu perak ne c'hell den ebet soñjal antren en anaoudegezh-se, nemet e vefe bet skuilhet da gentañ en e greiz feiz Jezuz Krist, da lavarout eo, lamp, dor, ha zoken diazez ar Skritur a-bezh. Rak, bez' ez eo ar feiz hec'h-unan, e-keit ha m'emaomp o vevañ en harlu pell diouzh Doue, war un dro, dor o reiñ digor d'an holl sklaerderioù dreistnatur, diazez o harpañ, ha lamp o tiskouez an hent. Hervez muzul ar feiz-se eo e ranker ivez muzuliañ ar furnez roet dimp gant Doue, evit n'en em brizo den ebet "muioc'h eget n'eo dleet, met m'en em brizo gant furnez, pep unan hervez ar muzuliad feiz en deus Doue roet dezhañ.

Gwir natur pe c'hoazh frouezhenn ar Skritur Sakr n'eo ket n'eus forzh pe hini, met leunder an eürusted peurbadel. Rak kement-mañ eo ar Skritur m'emañ enni komzoù ar vuhez ; ha



146 Sizhun V en amzer blaen
skrivet eo bet n'eo ket hepken abalamour dimp da grediñ, met ivez abalamour dimp da resev en hêrezh ar vuhez peurbadel ; er vuhez-se e welimp, e karimp, ha deuet e vo da wir hon holl c'hoantoù gwitibunan ; ha pa vo bet peursevenet hor c'hoantoù, neuze ec'h anavezimp ar garantez a zo a-us da bep anaoudegezh, hag evel-se e vezimp leuniet gant holl leunder Doue. Ar pezh emañ ar Skritur Sakr o klask eo ober deomp antren el leunder-se, hervez gwirionez an diskleriadur emaomp o paouez klevout digant an Abostol. Er gwel eus ar pal-se enta, ha gant ar mennad-se, eo e tle ar Skritur Sakr bezañ studiet ha kelennet hag ivez selaouet.

Evit tizhout ar frouezh hag ar pal-se, en ur zerc'hel da vale eeun gant hent eeun ar Skriturioù, e tleer kregiñ dre ar penn kentañ, da lavarout eo tostaat gant ur feiz digemmesk ouzh Tad ar gouleier, stouiñ war zaoulin hor c'halon, evit ma roio dimp dre e Vab, er Spered Glan, anaoudegezh eus Jezuz Krist ; ha gant an anaoudegezh-se, e garantez, evit ma c'hellimp e anaout hag e garout evel-se, ha kennerzhet er feiz ha gwriziennet er garantez, anavezout pegen ledan, pegen hir, pegen uhel ha pegen don ez eo ar Skritur Sakr ; ha dre an anaoudegezh-se erruout betek an anaoudegezh peurleun hag ar garantez dreist-muzul eus an Dreinded meurbet-eürus : etrezek ar pal-se emañ holl c'hoantoù ar Sent o tennañ, hag eno an hini emañ ment ha leunder pep gwirionez ha pep madelezh.


PEBEILGANENN Luk 24, 27.25b

P/ En ur gregiñ gant Moizez hag an holl brofeded, * Displegañ a reas dezho en holl Skriturioù ar pezh a oa diwar e benn.

U/ 0 ! Tud dispered ha gorrek ho kalonoù da grediñ kement o deus lavaret an holl brofeded. * Displegañ a reas ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerion, ha peogwir e lakomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...



Trede Deiz-lid 147

TREDE DEIZ-LID


Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Diouzh al Lizher d'ar C'halated 2, 11 – 3, 14

An den just a vev eus ar feiz

Breudeur : 2,11 Met pa zeuas Kefa da Antiokia, e talc'his penn outañ dirazañ e-unan, dre ma oa ar gaou gantañ. 12 Rak a-raok ma teufe hiniennoù eus tud Jakez e kemere e bredoù gant ar re eus ar Broadoù; met pa zegouezhas ar re-se, en em laeras kuit hag en em dennas a-gostez, gant aon rak an dud eus an amdroc'h. 13 Ha diwar e skouer en em lakaas ar Yuzevien all d’ober gant tromplezon betek sachañ Barnaba e-unan d’ober kemend-all.14 Met pa ne oa ket reizh o doare e-keñver gwirionez an Aviel, e lavaris da Gefa dirak an holl : « Evidout da vezañ Yuzev, mar bevez e-giz tud ar Broadoù ha n’eo ket e-giz ar Yuzevien, penaos e c'hellfes rediañ tud ar Broadoù da vevañ e-giz ar Yuzevien ? ». 15 Ni hon-unan, daoust ma-z omp Yuzevien a ouenn ha n’eo ket pec'herien eus ar Broadoù, 16 pa ouzomp mat ne vez ket lakaet an den reizh dre oberoù al Lezenn, met hepken dre ar feiz er C'hrist Jezuz, ni ivez hon eus kredet er C'hrist Jezuz evit bezañ lakaet reizh dre ar feiz er C'hrist, ha n’eo ket dre oberoù al Lezenn, peogwir dre oberoù al Lezenn n’eus den o kaout ar reizhder.

17 Met goude bezañ klasket hor reizhder er C'hrist, mar en em gavomp c'hoazh pec'herien ni ivez evel ar re all, hag-eñ eo ar C'hrist a vefe servijer ar pec'hed ? Doue ra viro ! 18 Rak mar adsavan a-nevez ar pezh am eus diskaret, eo me en em laka va-unan da bec'her. 19 Dre al Lezenn evit gwir ez on marv d’al Lezenn evit bevañ da Zoue ; gant ar C'hrist ez on bet staget ouzh ar Groaz; 20 ha mar bevan, n’eo ket me ken an hini a vev, met ar C'hrist a vev ennon. Evidon da vevañ bremañ en ur c'horf, e vevan er feiz-se am eus e Mab Doue en deus va c'haret hag en em roet d’ar marv evidon. 21 Ne lakaan ket gras Doue da vezañ netra ; rak mar deufe reizhder an den eus al Lezenn e vefe marvet ar C'hrist evit netra ».

3, 1 O ! Galated diskiant ! piv en deus ho teoget, c'hwi hag a zo bet skeudennet koulskoude dirak ho taoulagad Jezuz Krist stag

148 Sizhun V en amzer blaen
ouzh ar Groaz ? 2 Kement-mañ hepken a fell din gouzout diganeoc'h: hag-eñ eo dre seveniñ oberoù al Lezenn hoc'h eus resevet ar Spered, pe dre vezañ kredet er feiz? 3 Daoust ha ken diskiant-se e vefec'h da echuiñ bremañ e traoù ar c'horf goude bezañ kroget gant traoù ar spered ? 4 Kement a c'hrasoù ho pefe neuze resevet evit netra ? Ya, evit netra e vefe bet neuze evit gwir. 5 An Hini enta a ro deoc'h ar Spered gant largentez hag a ra gant nerzh burzhudoù en ho touez, hag-eñ e rafe kement-se dre ma sevenit oberoù al Lezenn, pe dre ma kredit er feiz ?

6 Evel-se, Abraham a gredas e Doue, ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. 7 Komprenit mat enta ez eo an dud a feiz ar re a zo mibien Abraham. 8 Hag ar Skritur o rakwelout eo dre ar feiz e rofe Doue ar reizhder d’ar Broadoù, a rakkemennas ar c'heloù mat-se da Abraham : « Ennout, emezi, e vo benniget an holl vroadoù », 9 en doare ma vez benniget an dud a feiz a-gevret gant Abraham, an den a feiz. 10 Ar re avat en em laka da oberourien al Lezenn, ar re-se a gouezh dindan ur vallozh. Rak skrivet eo: « Milliget ra vezo an neb na chom ket stag ouzh an holl c'hourc'hemennoù skrivet e levr al Lezenn evit o mirout . 11 Ha ne c'hell al Lezenn lakaat den ebet da vezañ reizh dirak Doue, anat eo an dra-se, peogwir eo skrivet : An den reizh en devo buhez dre ar feiz . 12 Al Lezenn avat n’eo ket diazezet war ar feiz, er c'hontrol eo skrivet: « An neb a viro ar gourc'hemennoù-se en devo buhez ganto . 13 ar C'hrist eo an hini en deus hon dasprenet eus mallozh al Lezenn, deuet ma-z eo da vezañ mallozh evidomp, 14 paz eo skrivet: Milliget ra vo an neb a zo e pign ouzh ar c'hoad ; hag an dra-se evit ma tremenfe d’ar Broadoù e Jezuz Krist bennozh Abraham, evit ma resevfemp dre ar feiz ar Spered prometet.
PEBEILGANENN Gal 2, 16. 21b

P/ Ne vez ket lakaet an den reizh dre oberoù al Lezenn, met hepken dre ar feiz e Jezuz Krist. * Ni hon eus kredet er C'hrist Jezuz, evit bezañ lakaet reizh dre ar feiz er C'hrist ha n'eo ket dre oberoù al Lezenn.

U/ Mar deufe reizhder an den eus al Lezenn, e vefe marvet ar C'hrist evit netra. * Ni hon eus kredet er C'hrist ...,

Trede Deiz-lid 149
EIL LENNADENN

Diouzh Hegelennadurioù Origenes beleg, war ar C'heneliezh

(Hom. 8,6.8.9; PG 12,206-209)

Aberzh Abraham

Kemer a reas Abraham ar c'hoad evit al loskaberzh hag hen lakaas war gein e Vab Izaag. Neuze e kemeras an tan e-unan hag ar gontell etre e zaouarn ; hag ez ejont war-raok a-gevret. Izaag enta o tougen evitañ e-unan ar c'hoad evit al loskaberzh, a zo ur skeudenn eus ar pezh a reas an Aotrou Krist e-unan o tougen e groaz. Met dougen ar c'hoad a zo e karg ar beleg. Neuze ez eo Izaag aberzh ha beleg. Ar c'homzoù-mañ da heul Hag ez ejont war-raok a-gevret a verk un hevelep mister ; rak daoust ma oa an tan hag ar gontell gant Abraham pa oa eñ a oa da lidañ an aberzh, ne vale ket Izaag war e lerc'h, met keñver-ha-ken-ver gantañ evit diskouez emañ ivez a-unan gant e dad oc'h ober ar garg a veleg.

Met petra a zo goude-se er Skritur ? Lavarout a reas Izaag da Abraham e dad : Tad. Ar c'homzoù-se lavaret gant ar mab a oa en degouezh-se evel mouezh an amprouadur. Peseurt taol, a gav deoc'h, a skoas ar mab e kalon e dad gant ar c'homzoù-se p'edo war-nes bezañ aberzhet ? Ha daoust ma oa Abraham start a-walc'h abalamour d'e feiz, e respontas dezhañ koulskoude gant ur vouezh karantezus, hag ec’h eilgerias : Petra a zo, va mab ? emezañ. Hag Izaag da lavarout : Setu amañ an tan hag ar c'hoad, met pelec’h emañ an oan evit al loskaberzh ? Abraham a respontas : Doue a bourchaso un oan dezhañ e-unan, evit al loskaberzh, va mab.

Ur c'hlaouenn a sko em c'halon gant respont reizh-meurbet ha fur Abraham. Ne ouzon ket petra a wele dre e spered, rak e respont ne selle ket ouzh an amzer-se, met ouzh an amzer da zont. Doue a bourchaso un oan dezhañ e-unan ; traoù o sellout ouzh an amzer da zont eo a respontas d'e vab a rae goulennoù outañ diwar-benn an amzer o ren. Rak, e gwirionez edo an Aotrou Doue o pourchas un oan evitañ e-unan, en Aotrou Krist.

Astenn a reas Abraham e zorn, hag e tapas ar gontell evit aberzhan- e vab. Met Ael an Aotrou hen galvas eus an neñv hag a lavaras : Abraham ! Abraham ! Hag hemañ a respontas : Setu me amañ ! An Ael a lavaras : Arabat dit lakaat da zorn war ar bugel,

150 Sizhun V en amzer blaen
nag ober droug dezhañ. Bremañ ec’h ouzon e toujez Doue". Keñveriomp ar c'homzoù-se ouzh ar re a lavar an Abostol diwar-benn Doue : N'en deus ket espernet e Vab dezhañ e-unan, met evidomp-holl en deus hen roet d'ar marv. Gwelit enta Doue o kevezañ ouzh an dud gant e largentez hep he far. Abraham o kinnig da Zoue e vab marvel ha na zlee ket mervel, ha Doue o reiñ d'ar marv evit an holl dud e Vab divarvel.

Abraham a savas e zaoulagad, ha setu a-drek e gein e oa ur maout hag a oa sac'het e gerniel en ur bod-strouezh. Lavaret hon eus uheloc'h, a gav din, e oa Izaag ar rakskeudenn eus ar C'hrist, met ar maout amañ, daoust da se, a seblant bezañ ivez ur rakskeudenn eus ar C'hrist. Met penaos e c'hell an eil hag egile klotañ ouzh ar C'hrist : Izaag diouzh un tu ha n'eo ket lazhet, ha diouzh an tu all ar maout hag a zo lakaet d'ar marv ; talvezout a ra ar boan gouzout. Ar C'hrist a zo Verb Doue, met ar Verb a zo en em c'hraet den.

An Aotrou Krist a ziwask poan, met en e natur-den gouzañv a ra ar marv, met en e gorf-den eo hen gouzañvas, ha skeudenn ar c'horf-se ez eo ar maout, evel ma lavare Yann e-unan : Setu Oan Doue an hini a zilam pec'hed ar bed. Met ar Verb ne oa ket evit bezañ tizhet gant ar boan , ar Verb, da lavarout eo an Aotrou Krist hervez ar Spered, hag Izaag eo a oa ar skeudenn anezhañ. Bez' e oa war un dro enta, sakrifis ha beleg, hervez e natur speredel. Rak an hini a ginnig an aberzh d'an Tad, hervez e natur-den, hennezh eo a zo kinniget war aoter ar Groaz.


PEBEILGANENN Yan 19, 16-17a; Gen 22, 6a

P/ Kemer a rejont enta Jezuz d'e gas ganto. * Hag eñ o tougen e-unan e groaz, a yeas etrezek al lec'h anvet ar C'hlopenn.

U/ Kemer a reas Abraham koad al loskaberzh hag hen lakaas war gein Izaag e vab. * Hag eñ o tougen ...
Pedenn

Plijet ganeoc’h, Aotrou Doue, diwan hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...



Pevare Deiz-lid 151

PEVARE DEIZ-LID

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Eus al Lizher d'ar C'halated 3, 15 - 4,7

Kefridi al Lezenn

3,15 Breudeur, keñveriañ a ran ouzh ar pezh a dremen war dachenn an dud: pa c'hoarvez d’un den sinañ da vat un testamant - hag evelato ned eo nemet un den - ne c'hell den all ebet goude-se nag e derriñ na lakaat warnañ addiviz ebet. 16 Evel-se ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e ziskennadur. Ne lavar ket ar Skritur: «ha d’e ziskennidi» evel evit meur a hini, met evel evit unan : «ha d'az tiskennadur», a zo ar C'hrist. 17 Lavarout a ran enta : un testamant o vezañ bet divizet reizh ha mat gant Doue, n’eo ket al Lezenn deuet pevar c'hant tregont vloaz diwezhatoc'h a c'hellfe tennañ e nerzh digantañ, na lakaat ar bromesa da vezañ didalvoud. 18 Rak mar bije dre al Lezenn e teuje an hêrezh, ne vije ken en abeg d’ar bromesa ; met dre ur bromesa en deus Doue roet e c'hras da Abraham.

19 Perak 'ta al Lezenn ? E-sell eus ar pec'hedoù eo bet divizet a-c'houde-se, betek ma teufe an diskennadur e oa bet lakaet dezhañ ar bromesa. Diazezet eo bet dre ministrerezh an Aeled ha dre sikour un hanterour. 20 Hogen n’eus ket ezhomm eus un hanterour pa n’eus nemet ur gostezenn, ha Doue a zo e-unan-penn. 21 Al Lezenn enta a vefe a-enep da bromesaoù Doue? Tamm ebet ! Rak mar bije bet roet dimp ul Lezenn barrek da zegas ar vuhez, e vije e gwirionez eus al Lezenn e teuje ar reizhder. 22 Met al Lezenn he deus dalc'het pep tra dindan ar pec'hed, evit ma vefe roet ar bromesa dre ar feiz e Jezuz Krist d’ar re a gred.

23 A-raok ma teufe ar feiz e oamp bac'het, da c'hortoz e vefe diskuliet ar feiz-se. 24 Evel-se he deus servijet dimp al Lezenn da vestr-studi da c'hortoz ar C'hrist, dimp da vezañ neuze lakaet reizh dre ar feiz. 25 Met ur wezh deuet ar feiz, n’emaomp ken dindan ar mestr-studi. 26 Rak dre ar feiz er C'hrist Jezuz, ez oc'h c'hwi-holl bugale da Zoue. 27 C’hwi-holl hag a zo bet badezet er C'hrist, hoc'h eus gwisket ar C'hrist warnoc'h. 28 N’eus mui-ken na Yuzev na Gresian, n’eus mui-ken na gwaz na maouez rak c'hwi-holl n’oc'h ken nemet unan er C'hrist Jezuz. 29 Ha mard oc'h

152 Sizhun V en amzer blaen
d’ar C'hrist, ez oc'h enta diskennadur Abraham, heritourien hervez ar bromesa.

4 1 Kement-mañ enta a fell din lavarout : keit ha ma chom yaouank an heritour, n’eo ket disheñvel e stad diouzh hini ar sklavour, evitañ da vezañ perc'henn an holl vadoù. 2 Emañ dindan gwarded ha kulatored betek an amzer merket gant e dad. 3 Ni ivez, keit ha ma oamp yaouank, e oamp sujet da elfennoù ar bed. 4 Met pa-z eo deuet leunder an amzer, en deus Doue kaset e Vab, ganet eus ur vaouez, ganet dindan al Lezenn, 5 evit dasprenañ ar re a oa sujet d’al Lezenn, hag ober ac'hanomp e advibien. 6 Hag ar brouenn anat ez oc'h mibien, eo en deus kaset Doue en hor c'halonoù Spered e Vab o krial ennomp: «Abba, Tad !» 7 Neuze 'ta n’out ket sklavour ken, met mab, ha mard out mab ez out ivez heritour dre c'hras Doue.
PEBEILGANENN Gal 3, 27. 28; kv.Efz 4, 24

P/ C'hwi-holl hag a zo bet badezet er C'hrist, hoc'h eus gwisket ar C'hrist warnoc'h ; n'eus mui-ken na Yuzev na gresian, * Rak c'hwi-holl n'oc'h ken nemet unan er C'hrist Jezuz.

U/ Gwiskit warnoc’h an Den nevez a zo bet krouet diwar skeudenn Doue er reizhded hag er santelezh, hervez ar wirionez. * Rak c'hwi-holl ...
EIL LENNADENN

Eus Lizheroù sant Ambrosius eskob

(EP.35,4-6.13; PL 16 (ed.1845), 1078-1079.1081)
Heritourien da Zoue ez omp, kenheritourien gant ar C'hrist
Mar lakait gant ar Spered oberoù ar c'horf da vervel ennoc'h, eme an Abostol, ho po ar vuhez. N'eo ket souezhus en defe ar vuhez, peogwir e teu an hini en deus Spered Doue, da vezañ graet mab da Zoue. Ya, bez' ez eo enta mab da Zoue, en doare ma n'eo ket ar spered a sklav eo a resev, met spered an advabelezh ; kement ha ken bihan ma ro ar Spered Santel testeni d'hor spered-ni ez omp bugale da Zoue. Ha setu amañ testeni ar Spered

Pevare Deiz-lid 153
Santel : Eñ e-unan a youc'h en hor c'halonoù : Abba, Tad, evel m'eo skrivet el Lizher d'ar C'halated. Hag an testeni bras-se eo ez omp-ni bugale da Zoue : peogwir ez omp heritourien Doue ez omp kenheritourien gant ar C'hrist. Rak heritour gant ar C'hrist ez eo an neb a vez enoret a-unan gantañ : enoret e vez a-unan gantañ an neb a gemer perzh en e Basion, en ur c'houzañv poan evitañ.

Evit hor c'halonekaat da c'houzañv poan e lavar c'hoazh sant Paol kement-mañ : Disterik ez eo an holl boanioù a c'houzañvomp ha ne veritont ket e vefe roet en amzer da zont, evit ar bec'h bet ganto, un digoll ken bras, digoll hag a vo diskouezet ennomp pan hor bo dellezet, goude bezañ bet adlakaet heñvel ouzh poltred Doue : gwelout e glod fas-ouzh-fas.

Evit lakaat da splannañ braster an traoù a vo diskleriet, e lavar ouzhpenn emañ ar grouadelezh hec'h-unan o c'hortoz an diskleriadur-se eus bugale Doue. Rak bremañ ez eo sujet ar grouadelezh d'ar skañvadurezh, neket anezhi hec'h-unan, met en esperañs ; rak, esperout a ra digant ar C'hrist ar c'hras d'ober servij Doue ; ha bez' ez eo dieubet hi ivez eus a servij ar vreinadurezh evit bezañ savet betek frankiz c'hlorius bugale Doue pa vo diskleriet gloar ar re-mañ. Dre ma tale an diskleriadur-se, emañ ar grouadelezh a-bezh o hirvoudiñ en ur c'hortoz gloar hon advabelezh hag hon dasprenadur, en ur c'henel dija ar spered-se a silvidigezh, hag en ur c'hoantaat bezañ dieubet eus a servij ar skañvadurezh.

Sklaer ez eo ar ster, rak ar re o deus bet ar frouezh kentañ eus ar Spered, a glemm en ur c'hortoz advabelezh ar vugale, an advabelezh-se hag a zo dasprenadur ar c'horf a-bezh, pa welo an hini a zo deuet dre advabelezh da vezañ mab da Zoue, ar mad doueel ha peurbadel-se fas-ouzh-fas. Bez' emañ dija advabelezh ar vugale en Iliz an Aotrou, pa youc'h ar Spered : Abba, Tad , evel m'emañ skrivet el Lizher d'ar C'halated. Met peurc’hraet e vo pan adsavo en divreinusted, en enor, en gloar, kement hini a verit gwelout fas Doue ; rak neuze eo e kompreno ar c'hrouadur m'eo mab-den ez eo dasprenet e gwirionez. Setu perak e kemer an Abostol gloar pa lavar : En esperañs eo ez omp salvet. An esper a ro ar silvidigezh, evel ma ra ar feiz ivez, a lavarer diwar he fenn : Da feiz he deus da salvet.



154 Sizhun V en amzer blaen
PEBEILGANENN Rom 8, 17b; 5, 9

P/ Heritourien Doue ez omp, kenheritourien gant ar C'hrist ; * Peogwir e c’houzañvomp poan gantañ, da gaout gloar ivez a-unan gantañ.

U/ 0 vezañ lakaet reizh dre nerzh e wad, e vezimp salvet gantañ diouzh ar gounnar. * Peogwir ...
Pedenn

Aotrou Doue, plijet ganeoc’h diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakaomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...


PEMPVET DEIZ-LID
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh al Lizher d'ar C'halated 4, 8 - 31



Hêrezh Doue ha frankiz an Emglev nevez

Breudeur : 8 Gwezhall, pa n’anavezec'h ket Doue, e oac'h o servijañ doueed n’int ket doueed e gwirionez ; 9 bremañ avat m’hoc'h eus anavezet Doue, pe kentoc'h m’oc'h bet anavezet gantañ, penaos e tistroit adarre d’an elfennoù-se dister ha didalvoud pa fell deoc'h sujañ dezho adarre evel a-raok ? 10 Mirout a rit gant doujañs an deizioù, ar mizioù, mareoù ar bloaz, ar bloavezhioù ! 11 Aon am eus n'em befe en aner kemeret poan ganeoc'h.

12 Breudeur, me ho ped, deuit da vezañ heñvel ouzhin, peogwir em eus me va-unan en em lakaet da vezañ heñvel ouzhoc'h. N’hoc'h eus graet ouzhin gaou ebet. 13 Gouzout a rit penaos en abeg d’ur c'hleñved am dalc'he neuze, em eus bet tro da brezeg deoc'h an Aviel, ar wezh kentañ; 14 ha daoust d’an diaezamant a oa evidoc'h ar c'horf gwan-se, n’hoc'h eus diskouezet din na dispriz na heug, met va degemeret hoc'h eus evel un Ael a-berzh Doue, evel ar C'hrist Jezuz.

15 Pelec'h avat emañ bremañ hoc'h eürusted ? Rak an testeni-mañ a roan deoc'h ho pije diframmet ho taoulagad eus ho penn, mar bije bet gallet, evit o reiñ din-me. 16 Hogen, daoust hag ez on

Pempvet Deiz-lid 155

deuet da vezañ hoc'h enebour evit bezañ lavaret deoc'h ar wirionez ? 17 Ar vignoniezh a ziskouez deoc'h tud 'zo n’eo ket unan reizh ; klask a reont ho tistagañ diouzhin evit kaout ho mignoniezh evito o-unan. 18 Brav eo kaout mignoniezh digant ar re all, gant ma vo da vat ha bepred ; hag evidon, gant na vo ket hepken pa vezan en ho touez, 19 va bugaligoù, c'hwi hag a c'hanan adarre er boan betek ma vo stummet ar C'hrist ennoc'h. 20 Ya, me a garfe bezañ d’ar c'houlz-mañ en ho kichen evit stummañ diouzhoc'h va c'homzoù, rak n’ouzon ket penaos ober ganeoc'h.



21 Lavarit din, c'hwi hag a fell deoc'h sujañ d’al Lezenn, ne glevit ket petra a lavar al Lezenn ? 22 Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavez, hag egile eus ar wreg en he frankiz. 23 Met hini ar sklavez a voe ganet hervez ar c'horf, hini ar wreg en he frankiz dre nerzh ar bromesa. 24 Un skeudennadur hon eus aze, rak an div vaouez-se a zo skeudenn an daou emglev. An hini kentañ, diwar Menez Sinai, a c'han bugale evit ar sklavelez, Agar an hini eo. 25 Rak ar Sinai a zo ur menez en Arabia, hag ez eo ur skeudenn eus ar Jeruzalem a-vremañ, a zo evit gwir sklavez gant he bugale. 26 Met Jeruzalem an nec'h a zo en he frankiz, hag hor mamm ez eo ; 27 rak skrivet eo :

« Bez laouen, maouez gaonac'h, gwreg hep bugale,

sav da vouezh gant levenez, te ha n’out ket bet er gwentloù,

rak niverusoc'h eo bugale an hini dilezet

eget re an hini he devoa ar pried ».

28 Ha c'hwi, breudeur, e-giz Izaag, c'hwi 'zo bugale ar bromesa. 29 Hogen, evel neuze pa veze ar bugel ganet hervez ar c'horf o wallgas an hini ganet hervez ar spered, evel-se emañ kont bremañ c'hoazh. 30 Petra avat a lavar ar Skritur : Kas ar sklavez kuit hag he bugale, rak ne zle ket mab ar sklavez bezañ heritour gant mab ar wreg en he frankiz . 31 Gant-se, breudeur, n’omp ket bugale ur sklavez, met bugale ar wreg en he frankiz.
PEBEILGANENN Kv. Gal 4, 28. 31; 5, 1a; 2 Kor 3, 17

P/ Ni, e-giz Izaag, a zo bugale ar bromesa. Gant-se n'omp ket bugale ur sklavez, met bugale ar wreg en he frankiz, * Rak ar C'hrist en deus hon dieubet da gaout ar frankiz.

U/ An Aotrou eo ar Spered ; hag e-lec’h m'emañ Spered an Aotrou, eno emañ ar frankiz. * Rak ar C'hrist en deus hon ...

156 Sizhun V en amzer blaen
EIL LENNADENN

Eus Dispakadur sant Aogustin eskob,

war al Lizher d'ar C'halated

(Nn.37.38: PL 35,2131- 2132)



Ra vo stummet ar C'hrist ennoc'h

Lavarout a ra an Abostol : En em renit eveldon-me. Ya, me, daoust ma-z on bet ganet Yuzev a ra fae hiviziken war draoù ar c'horf, evel ma varn va spered. Rak me a zo eveldoc'h, da lavarout eo, un den. Neuze e kemer e du, hag en un doare dereat, e tegas da soñj dezho eus e garantez, betek gouzout n'hen sellfent evel un enebour ; Breudeur, emezañ, n'hoc'h eus graet ouzhin gaou ebet. Kement-se a zo evel pa lavarfe : "Arabat deoc’h soñjal em befe c'hoant da ober gaou ouzhoc'h".

Hag ouzh ar c'homzoù-se e stag kement-mañ d'o fediñ da gemer skouer diwarnañ, evel pa vefe o zad : "Va bugaligoù, emezañ, c'hwi hag a c'hanan a-nevez er boan, betek ma vo stummet ar C'hrist ennoc’h. Met kement-se a lavare kentoc'h en anv an Iliz, rak e lec’h all e lavar : Deuet on da vezañ bugel en ho touez, evel ur vamm o vagañ gant karantez he bugale.

Stummet e vez ar C'hrist, dre ar feiz, en hini a gred, en den a-ziabarzh, galvet da frankiz ar c'hras, dous hag izel a galon, hep fougeal gant meritoù e oberoù, pa-z int nul ; met o kregiñ gant ar c'hras hec'h-unan da zastum ur merit bennak en doare ma c'hello an Hini a lavar : P'hoc'h eus hen graet da unan eus va re vihan, eo din-me hoc'h eus hen graet, ober anezhañ "unan eus e dud vihan", da lavarout eo, Eñ e-unan. Rak ar C'hrist eo a vez stummet en hini a resev furm ar C'hrist ; stumm ar C'hrist eo a resev an hini en em stag ouzh ar C'hrist dre ar garantez speredel.

Hag evel-se, dre gemer skouer diwar an Aotrou Krist, e teu da vezañ, e kement ha ma permet e renk dezhañ e-unan, ar pezh ez eo ar C'hrist. Neb a lavar emañ er C'hrist o chom, eme sant Yann, a zle ren e vuhez evel m'en deus graet ar C'hrist e-unan.

Met o vezañ ma vez koñsevet an dud gant o mammoù da vezañ furmet, ha ma vezont ganet ha lakaet er bed goude ma vezont stummet, e c'heller bezañ lakaet souezhet gant ar pezh a zo bet lavaret : C'hwi hag a c'hanan adarre betek ma vo stummet ar C'hrist ennoc'h. Nemet eo dav kompren e talvez ar gwilioudiñ-se



C'hwec'hvet Deiz-lid 157

out, c'hwi ar gwir Doue, hag an Hini hoc'h eus kaset, Jezuz Krist.

an enkrezioù hag ar prederioù bet gouzañvet gant Paol evit lakaat Galated er bed, abalamour dezho da vezañ ganet er C'hrist. Derc'hel a ra d'o adc'henel en abeg d'ar riskloù m'emaint da vezañ touellet, hag a zo o lakaat strafuilh en o zouez, evel ma wel e-unan. An nec'hamant da heul ar seurt prederioù, hag a ra dezhañ lavarout emañ bepred, en ur stumm bennak, o wilioudiñ, a bado betek m'en em gavint e barr an oad, betek leunder ar C'hrist, evit na vezint ket kaset-ha digaset gant pep avel a gelennadurezh.

N'eo ket enta un dra o sellout ouzh deroù o feiz, pa oant ganet dija, met un dra o sellout ouzh o nerzhañ hag ouzh o gwellaat eo a lavare an Abostol pa lavare : Va bugale hag a zalc'han da c'henel ken na vo stummet ar C'hrist ennoc'h. Ar gwilioudiñ-se a zo bet meneget gantañ e lec'h all gant gerioù disheñvel pa lavar : Va samm pemdeziek a boanioù, ar soursi gant an holl Ilizoù. Piv a zo sempl hep na vefen sempl ivez va-unan ? Piv a zeu da gouezhañ, hep na vefen devet gant an tan ?
PEBEILGANENN Efz 4, 15; KrI 4, 18

P/ Bevomp er wirionez hervez ar garantez * Kreskomp e pep doare diouzh an Hini a zo ar penn, ar C'hrist.

U/ Gwenodenn an dud reizh a zo sklerijenn o tarzhañ, mont a ra war sklaeraat ken na vez splann an deiz. * Kreskomp ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, diwall hep ehan, gant karantez, ho servijerien, ha peogwir e lakaomp ennoc'h hepken hon holl esper, teurvezit hor mirout e pep amzer dindan ho kwarez. Dre hon Aotrou ...


C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   6   7   8   9   10   11   12   13   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə