Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə8/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   ...   4   5   6   7   8   9   10   11   ...   27

D'ar Meullidoù-beure

Gant lidkan Zakaria, antonenn :

Er bloaz A

Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue, eme an Aotrou.

Eil Deiz-lid 119
Er bloaz B

En em c'houlenn a raent kenetrezo o lavarout Petra eo kement-mañ ? Ur gelennadurezh nevez ha roet gant beli ; ha d'ar speredoù hudur zoken emañ ­o c'hourc'hemenn hag e sentont outañ.


Er bloaz CH

E gwirionez me a lavar deoc'h : Profed ebet ne vez degemeret mat en e vro.


Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ....


Da Eurlid an Eil Abardaez

Gant lidkan Mari, antonenn :

Er bloaz A

Eürus ar re a laka ar peoc'h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue , eme an Aotrou.


Er bloaz B

Sebezet edo an holl, hag ar vrud anezhañ a redas kerkent e pep lec'h, dre an holl vro en-dro da C'halilea.


Er bloaz CH

Argas a rejont Jezuz er-maez eus kêr evit e stlepel da draoñ an tarroz. Eñ avat, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.


EIL DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Diouzh al Lizher kentañ da d/Tesalonikaiz 2, 13 – 3, 13

Mignoniezh Paol ha Tesalonikaiz

Breudeur, 2,13 En abeg da se, eus hon tu ivez, ne baouezomp ket da drugarekaat Doue, rak p’hoc'h eus resevet komz Doue diganimp, hoc'h eus he degemeret n’eo ket evel ur gomz a-berzh

120 Sizhun IV en amzer blaen
tud, met evel ma-z eo e gwirionez, evel komz Doue a labour gant nerzh ennoc'h-c'hwi, ar grederion. 14 Rak deuet oc'h, breudeur, da gemer skouer war Ilizoù Doue a zo e Youdea er C'hrist Jezuz, o vezañ m’hoc'h eus gouzañvet, c'hwi ivez, a-berzh ho kenvroiz, an hevelep poanioù hag int a-berzh ar Yuzevien; 15 ar re-se hag o deus lakaet d’ar marv an Aotrou Jezuz hag ar Brofeded, o deus hor gwallgaset, a zisplij da Zoue, a zo enebourien d’an holl dud, 16 pa harzont ouzhimp da brezeg d’ar Baganed evit o silvidigezh; evel-se e kargont bepred betek ar barr muzul o fec'hedoù; met kouezhet eo warno ar gounnar d’an diwezh.

17 Evidomp-ni, breudeur, dispartiet ma oamp diouzhoc'h evit ur pennad-amzer, a gorf ha n’eo ket a spered, eo seul vuioc'h a hast hor boa d’ho kwelout en-dro; ya, c'hoant bras hor boa; 18 ha gant-se eo bet fellet dimp mont betek ennoc'h, me Paol, va-unan, hag ur wezh ha div wezh; met Satan en deus harzet ouzhimp d’en ober. 19 Rak piv a zo hor goanag, hol levenez, ar gurunenn hor bo lorc'h ganti, daoust ha n’eo ket c'hwi, dirak hon Aotrou Jezuz, da zeiz e Zonedigezh? 20 Ya sur, c'hwi eo hon enor hag hol levenez.

3, 1 Neuze, o vezañ n’hellemp ket padout pelloc'h, hon eus kavet gwell chom en Aten hon-unan-penn, 2 ha kaset hon eus deoc'h Timoteos, hor breur, servijer Doue en Aviel ar C'hrist, evit ho kreñvaat hag ho kennerzhañ en ho feiz, 3 evit na vefe den ebet distroadet e-kreiz an trubuilhoù-se. Gouzout a rit a-walc'h ez omp galvet d’o c'haout : 4 dija pa oamp en ho touez e roemp deoc'h da c'houzout hor befe da c'houzañv trubuilhoù, ar pezh a zo c'hoarvezet, evel a ouzoc'h. 5 En abeg da se, pa n’hellen ken padout, em eus e gaset da gaout keloù eus ho feiz, gant aon na vefec'h temptet gant an Tempter ha na vefe aet hol labour da goll.

6 Met bremañ Timoteos o paouez distreiñ davedomp eus du-se, en deus roet dimp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez, ha lavaret dimp e virit atav soñj vat ac'hanomp, hag e c'hoantait hor gwelout en-dro, kement ha ni hon-unan a c'hoanta kement-se. 7 Gant se hoc'h eus roet frealz dimp e-kreiz hon holl ankenioù ha poanioù, ya, gant ho feiz; 8 ha bremañ ec'h advevomp, peogwir e chomit start en Aotrou. 9 Gant peseurt komzoù e c'hellfemp rentañ bennozh da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus en

Eil Deiz-lid 121


abeg deoc'h dirak hon Doue? 10 Nemet noz-deiz e talc'homp da c'houlenn digantañ ar c'hras d’ho kwelout en-dro evit klokaat ar pezh a vank d’ho feiz.

11 Plijet gant Doue hon Tad e-unan ha gant hor Salver Jezuz, kompezañ din an hent betek ennoc'h. 12 Ha c'hwi, ra blijo gant an Aotrou ho lakaat da greskiñ ha da fonnaat er garantez an eil evit egile, evel ivez e-keñver an holl, diwar skouer ar garantez hon eus-ni en ho keñver. 13 Ra vo startaet ho kalonoù en ur santelezh didamall dirak Doue hon Tad, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz gant e holl Sent. Amen.
PEBEILGANENN kv.Tes 3, 12.13a; 2 Tes 2, 16a.17a
P/ Ra blijo gant an Aotrou ho lakaat da greskiñ ha da fonnaat er garantez an eil evit egile, evel ivez e-keñver an holl, * D'ho startaat er santelezh.

U/ An Aotrou e-unan da frealzo ho kalonoù. * D'ho startaat ...


EIL LENNADENN

Eus Kelennskridoù lakaet war anv Hilarius, diwar-benn ar salmoù (S.132: PLS 1,244-245)



An holl grederion n'o devoa nemet ur galon hag un ene

Gwelit pegen mat, pegen dous evit breudeur eo bezañ o chom unanet. Mat ha dous ez eo evit breudeur bezañ o chom unanet. Rak pa vezont unanet e vezont bodet e kevredigezh santel an Iliz ; ha ma c’heller reiñ dezho an anv a vreudeur eo dre ma vezont unan a galon, dre ar memes karantez hag an intent vat.

Adal ma krogas an Ebestel da brezeg an Aviel ez eo hemañ eo a oa ar gourc'hemenn bras ; evel ma lennomp : Ne oa gant an holl grederion nemet ur galon hag un ene hepken. Anat eo diwar se e tere ouzh pobl Doue bezañ breudeur, pa n'o deus nemet un Tad, bezañ unan pa n'eus nemet ur Spered ouzh o ren, bevañ kalon-ouzh-kalon p'emaint dindan ar memes toenn, ha bezañ izili ur c'horf hepken p'emaint en ur c'horf hepken.

Dous ha mat eo da vreudeur bezañ o chom unanet. Da ziskouez an dous hag ar mat-se e ra ar Profed ar geñveriadenn-mañ :

122 Sizhun IV en amzer blaen
lavarout a ra : Evel eoul c'hwezh-vat war ar penn, o teverañ war ar barv, o teverañ war varv Aaron, war c'houzougenn e sae. Eoul Aaron graet a louzeier c'hwezh-vat a implijer d'hen sakrañ da veleg. Evel-se e plijas d'an Aotrou Doue sakrañ da gentañ e veleg. Hon Aotrou-­ni ivez a zo bet sakret, met en un doare diwelus, dreist e genseurted. Ar sakradur pe an olevadur-se avat ne oa ket eus an douar. Sakret e veze ar rouaned gant eoul eus ur c'horn ; an Aotrou Krist avat, eo gant eoul al levenez an hini eo bet sakret. Neuze goude ma oa bet olevet pe sakret Aaron er stumm-se hervez al Lezenn, e oa bet anvet krist, da lavarout eo an olevad.

An eoul-se a c'hwezh-vat, n'eus forzh pelec'h e vez skuilhet, a voug c'hwezhioù brein ar c'halonoù ; evel-se ivez, pa resevomp eoul ar garantez, e taolomp en-dro dimp c'hwezh an intent-vat, ar pezh a zo dous evit an Aotrou Doue. Evel ma lavar an Abostol : C'hwezh-vat ar C'hrist ez omp-ni. Neuze 'ta, evel ma plijas an eoul-se a c'hwezh-vat d'an Aotrou Doue er beleg kentañ Aaron, evel-se eo mat ha plijus evit breudeur bezan- o chom unanet.

Diskenn a reas an eoul a c'hwezh-vat diwar ar penn war varv Aaron. Bez' ez eo ar barv ur merk eus an oad-gour. Ni kennebeut ne zleomp ket bezañ bugale, er C'hrist, nemet evit pezh a sell ouzh kement­-mañ hag a zo bet lavaret er Skritur Sakr : bezañ bugale e-keñver fallagriezh, nann avat e-keñver poell. An holl dud difeiz, eme an Abostol, a zo bugaligoù dre ma-z int re wan da gemer boued fetis ; laezh an hini o deus ezhomm : Laezh, eme an Abostol, am eus roet deoc'h da evañ, n'eo ket boued fetis, ne oac'h ket gouest, ha n'oc'h ket c'hoazh, d'hen kemerout.
PEBEILGANENN Rom 12, 5; Efz 4, 7; 1 Kor 12, 13

P/ Evidomp da vezañ kalz, ez omp pep unan ezel an eil d'egile. * Da bep hini ac'hanomp e vez roet e lod eus ar c'hras, hervez ma plij d'ar C'hrist muzuliañ e zonezonoù.

U/ Ni holl a zo bet badezet en hevelep Spered unan, evit dont d'ober ur c'horf hepken ; ni holl hon eus evet hor gwalc'h eus un hevelep Spered. * Da bep hini...
Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ....

Trede Deiz-lid 123
TREDE DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Diouzh al Lizher kentañ da d/Tesalonikaiz 4, 1-18

Buhez santel ha goanag an dasorc'h

4, 1 A-hend-all, breudeur, ho pediñ hag hoc'h aspediñ a reomp en Aotrou Jezuz da gaout soñj eus ar pezh hoc'h eus desket diganimp war an doare ma tleomp bevañ evit plijout da Zoue - hag evel-se dija en em renit evit gwir - nemet bepred it war wellaat muioc'h-mui. 2 Gouzout a rit peseurt gourc'hemennoù hon eus roet deoc'h a-berzh an Aotrou Jezuz. 3 Rak sed amañ bolontez Doue, ho santelidigezh, dilezel an hudurniezh, 4 da bep unan da c'houzout mirout e gorf er santelezh hag en onestiz, 5 ha n’eo ket en em reiñ d’ar c'hoantoù direizh evel ma ra ar Baganed n’anavezont ket Doue, 6 met chom hep ober war ar poent-se gaou pe zroug d’e vreur; rak an Aotrou a denn kastiz eus an dud evit an holl draoù-se, evel m’hon eus lavaret ha testeniet dija. 7 Rak Doue n’en deus ket hor galvet d’al loustoni, hogen d’ar santelezh. 8 Gant se enta, an hini a rafe fae war gement-se, n’eo ket fae war un den a rafe, met war Doue e-unan, an hini a ro deoc'h e Spered, ar Spered Santel.

9 Diwar-benn ar garantez etre breudeur n’hoc'h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h. Rak c'hwi hoc'h-unan eo gant Doue ez oc'h bet desket d’en em garout an eil egile. 10 Hag en ober a rit e-keñver an holl vreudeur, dre Vakedonia a-bezh. Nemet ho pedomp, breudeur,d’ober gwelloc'h c'hoazh 11 dre lakaat hoc'h enor da vevañ er peoc'h, da blediñ pep unan gant e aferioù, da labourat gant ho taouarn, evel m’hon eus kemennet deoc'h; 12 evel-se e vo enorus ar vuhez a renot da sell tud an diavaez, ha n’ho po ezhomm eus sikour den ebet.

13 Ne fell ket dimp, breudeur, e chomfec'h hep gouzout ar wirionez diwar-benn ar re varv, evit n’en em roiot ket d’an dristidigezh evel ar re all, ar re n’o deus ket esperañs. 14 Rak mar kredomp ez eo marvet Jezuz hag adsavet a-douez ar re varv, evel-se ivez Doue a zegaso da vevañ gant Jezuz ar re a vo marvet o kaout ar feiz ennañ. 15 Sed amañ enta petra a lavaromp deoc'h

124 Sizhun IV en amzer blaen
hervez komz an Aotrou: Ni, ar re vev, ar re a vo chomet war-lerc'h ar re all a-benn donedigezh an Aotrou, ne vezimp ket a-raok ar re a vo marvet. 16 Rak an Aotrou e-unan, pa vo roet an urzh dre vouezh an Arc'hael ha son trompilhoù Doue, a ziskenno eus an neñv, hag ar re varv a zo er C'hrist a adsavo da gentañ. 17 Da c'houde, ni, ar re vev, ar re chomet amañ, a vo a-unan ganto dilamet ha savet war ar c'hoabrennoù evit mont a-benn-hent d’an Aotrou en aer, hag evel-se da viken e vezimp gant an Aotrou. 18 En em frealzit enta an eil egile dre ar soñjoù-se.
PEBEILGANENN 1Ts 4, 16a; Mrk 13, 27b; kv.Mzh 24, 31a

P/ An Aotrou e-unan pa vo roet an urzh dre vouezh an arc'hael ha son trompilhoù Doue, a ziskenno eus an neñv * Hag e vodo e zibabidi eus ar pevar avel, eus penn pellañ an douar da benn pellañ an neñv.

U/ Pa zeuio Mab an Den e kaso e aeled gant son vras un drompilh. * Hag e vodo ...
EIL LENNADENN

Eus Kelennskrîd sant Eirenaios, eskob, A-enep an Disivoudoù (Lib.3,19,1,3 - 20,1: SCh 34,332.336-338)



Preveudioù an dasorc'h er C'hrist

Verb Doue a zo en em c'hraet den hag an Hini a zo Mab Doue a zo deuet da vezañ mab d'an den evit ma teufe an den, unanet gant Verb Doue hag o resev gras an advabadur, da vezañ mab da Zoue.

Ne oa tu ebet deomp a-hend-all da resev an divrein­usted hag an divarvelezh nemet unanet-strizh e vefemp bet gant an Divreinusted hag an Divarvelezh. Met penaos hor bije gallet bezañ unanet-strizh gant an Divreinusted hag an Divarvelezh nemet e teufe da gentañ an Divreinusted hag an Divarvelezh da vezañ ar pezh ez omp hon-unan, evit ma vefe lonket gant an Divreinusted ar pezh a oa breinus, ha gant an Di­varvelezh ar pezh a oa marvel, abalamour dimp da vezañ lakaet e renk bugale Doue.

Hemañ enta a zo Mab Doue, hon Aotrou ha Verb Doue. Bez' ez eo ivez Mab an den, dre m'eo bet ganet eus Maria. Homañ a oa eus gouenn an dud, da lavarout eo, den hi hec'h-unan. Anezhi-hi

Trede Deiz-lid 125
eo e voe engehentet evel den ha dont a eure da vezañ Mab an den.

Setu aze penaos e roas an Aotrou Doue deomp ur sin e donder an douar hag en uhelder an neñv, hep n'en defe an den hen goulennet. Evit gwir ne c’helle ket an den esperout e teufe unan hag a vefe gwerc’hez da vezañ brazez en ur chom gwerc'hez, ha da c'henel ur mab, hag e vefe ar mab-se "Doue ganeomp". Ne oa ket an den kennebeut evit esperout e tiskennfe ar Verb betek donder an douar da glask an dañvad kollet, (da lavarout eo an oberenn bet stummet gantañ end-eeun), hag e pignfe goude-se da uhelder an neñv da ginnig d'e Dad, ha da erbediñ outañ an den-se bet adkavet gantañ, ouzh en em ober evel-se ar preveudioù eus dasorc'hidigezh mab-den. Dre-se, evel m'eo bet dasorc'het ar Penn eus a-douez ar re varv, e tle ivez ar peurrest eus ar c'horf sevel en-dro d'ar vuhez, (da lavarout eo, kement den a vo kavet er vuhez goude bezañ graet an amzer a binijenn dleet d'an disentidigezh). Adsevel a ray ar c'horf-se gant e frammoù hag e juntoù unanet ha startaet gant ur c'hreskañs a-berzh Doue ; ha pep hini eus an izili en devo al lec'h dleet dezhañ- hag o tereout outañ. E-leizh a diez ez eus e-kichen an Tad, dre ma-z eus e-leizh a izili er c'horf.

Frontal-meurbet eo bet an Aotrou Doue eta, rak, pa oa berr galloud an den ec’h urzhias an traoù en a-raok, en doare ma vefe roet an trec’h d'an den dre e Verb. 0 vezañ m'en em zispake an nerzh e-kreiz ar sempladurezh, e tiskoueze ar Verb evel-se madelezh Doue hag e c'halloud dreist-par.
PEBEILGANENN 1 Kor 15, 20. 22. 21

P/ Ar C'hrist a zo dihunet da vev a-douez ar re varv, an hini kentañ eus ar re gousket. * Hag evel ma varv an holl en Adam, evel-se ivez eo er C'hrist ec'h adkavo an holl ar vuhez.

U/ Gant un den eo deuet ar marv, ha gant un den e teu adsavidigezh ar re varv. * Hag evel ...
Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ...



126 Sizhun IV en amzer blaen
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ



Diouzh al Lizher kentañ da d/Tesalonikaiz 5, 1-28

Buhezegezh bugale ar gouloù

5, 1 Evit ar mare hag ar c'houlz, n’hoc'h eus ket ezhomm, breudeur, e vefe skrivet deoc'h diwar o fenn. 2 C’hwi hoc'h-unan a oar mat penaos e teuio Deiz an Aotrou evel ul laer en noz. 3 Pa lavaro an dud : Peoc'h ha surentez ! eo neuze e kouezho a-daol-trumm an dismantr warno, evel gwentloù ar gwilioud gant ur wreg dougerez; ha n’hellint ket tec'hout dioutañ.

4 Met c'hwi, breudeur, n’emaoc'h ket en deñvalijenn en doare ma teufe an deiz-se da gouezhañ warnoc'h evel ul laer; 5 c'hwi holl, bugale ar sklerijenn ez oc'h ha bugale an deiz; n’omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn. 6 Neuze 'ta arabat dimp en em reiñ d’ar c'housked, evel ar re all; hogen chomomp dihun ha dilontek. 7 Rak ar gouskerien eo en noz e kouskont; ar vezvierien eo en noz en em vezvont. 8 Ni avat hag a zo eus an deiz, bezomp dilontek; gwiskomp warnomp hobregon ar feiz hag ar garantez, gant tok-houarn esperañs ar silvidigezh. 9 Rak Doue n’en deus ket hon lakaet a-gostez evit ar gounnar, met evit ma c'hounezimp ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz Krist, 10 eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit ma vezimp bepred o vevañ unanet outañ, pe dihun pe gousket e vefemp. 11 En abeg da se, en em gennerzhit an eil egile, ha roit skouer vat d’ar re all, evel ma rit a-dal bremañ.

12 Goulenn a reomp diganeoc'h, breudeur, dougen bri d’ar re a gemer poan en ho touez hag a ren warnoc'h hervez an Aotrou en ur glask hoc'h addresañ. 13 Ho pet evito brasañ karantez, en askont d’o labour. Bezit er peoc'h kenetrezoc'h.

14 Ho pediñ a reomp, breudeur, addresit ar re lezirek, kennerzhit ar re aonik, skoazellit ar re wan, ho pet pasianted e-keñver an holl. 15 Taolit pled na rentfe hini ebet an droug evit an droug, met bepred klaskit ober ar mad, kenetrezoc'h hag e-keñver an holl.

16 Bepred bezit laouen. 17 Hep ehan en em roit d’ar bedenn. 18 E pep degouezh, rentit bennozh ha trugarez da Zoue, rak honnezh
Pevare Deiz-lid 127
eo youl Doue en ho keñver, er C'hrist Jezuz. 19 Na vougit ket ar spered. 20 Na rit ket fae war an diouganoù. 21 Hogen arnodit pep tra; hag ar pezh a zo mat, mirit anezhañ. 22 En em ziwallit diouzh pep droug.

23 Doue ar peoc'h e-unan d’ho santelaat e kement a zo ac'hanoc'h; ho spered, hoc'h ene hag ho korf, da vezañ miret didamall, a-benn Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist ! 24 Feal eo an Hini ho kalv; eñ an hini a raio kement-se.

25 Breudeur, pedit ivez evidomp.

26 Saludit an holl vreudeur gant ur pok santel. 27 Hoc'h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vezo lennet al lizher-mañ d’an holl vreudeur.

28 Gras hon Aotrou Jezuz Krist da vo ganeoc'h !
PEBEILGANENN 1 Ts 5, 9-10; Kol 1, 13

P/ Doue n'en deus ket hon lakaet a-gostez evit ar gounnar, met evit ma c'hounezimp ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz Krist, * Eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit ma vezimp bepred o vevañ unanet outañ.

U/ Hon tennet en deus Doue eus galloud an deñvalijenn evit hon. degas e rouantelezh e Vab karet. * Eñ hag a zo bet marvet

...


EIL LENNADENN

Eus Pennadoù Diadoc’hos, eskob

Diwar-benn parfeted buhez an ene

(Cap.6.26.27.30 ; PG 65,1169.1175-1176)


Ar skiant evit barn ar mennadoù
a vez gounezet dre un tañva eus an ene

Gouloù ar gwir anaoudegezh a denn da zishañvalañ hep fazi ar pezh a zo reizh diouzh ar pezh a zo direizh. Pa c'hoarvez kement-se, neuze dre hent ar reizhded, hag a gas an ene da gaout Doue heol ar reizhded, ez a an ene donoc'h-donañ e diabarzh ar gouloù dreistmuzul-se eus an anaoudegezh, peogwir emañ hiviziken gant fiziañs o klask ar garantez.

Ret eo d'ar re a stourm (war dachenn ar vuhez speredel), derc'hel bepred o spered er-maez eus houlennoù an trivliadoù, en



128 Sizhun IV en amzer blaen
doare ma c'hello o ene dishañvalañ ar menozioù en em gav gantañ, dastum ar re vat hag o tont digant Doue, e grignol e vemor, teurel ar re fall hag a-berzh an diaoul er-maez eus a solieroù an natur. Pa vez sioul ar mor ez eo sklaer betek e oueled evit ar besketaerien, en doare na vez kuzhet netra outo, koulz lavarout, evit pezh a sell ouzh done-mone ar pesked ; met ma vez hejet gant an avelioù e kuzh e-kreiz kabouilh ar barr-amzer, ar pezh a lez da welout aezet pa vez kalm gwenn ; ha neuze evel-se e chom didalvoud ampartiz ar re a vez oc'h ijinañ troioù da dapout pesked.

Met d'ar Spered Santel, ha dezhañ hepken, ez eo glanaat an ene : mar ne zeu ket an Hini kreñv da zizorniañ al laer, biken ne vo tennet e breizh digant­añ. Ret eo e pep tra enta laouenaat ar Spered Santel gant peoc'h ar galon, pe da vihanañ kaout ennomp war-enaou lamp an anaoudegezh. Gant al lamp-se bepred o c'houlaouiñ e diabarzh an ene, e vo dispaket taolioù ganas ha teñval an diaoul o tostaat, ha c'hoazh e vo torret o nerzh ivez da vat, ur wezh diskouezet evel-se gant ar gouloù santel ha glorius-se.

Setu perak e lavar an Abostol : Na vougit ket ar Spered, da lavarout eo, na c'hlac'harit ket ar Spered Santel gant ho soñjoù drouk ha fall, betek gouzout na baouezfe d'ho kwareziñ gant e splannder. E gwirionez ne vez ket mouget ar pezh a zo peurbadel ha bevaus er Spered Santel, met kentoc'h da heul e dristidigezh, da lavarout eo, gant an euzh en devez hag a ra dezhañ pellaat e tilez an ene en amc'houlou hep sklerijenn ar skiant, ha gronnet a deñvalijenn.

Galloud-tañva an ene o ta a ra dishañvalañ an traoù. Gant an tañva hag a zo unan eus a skiantoù ar c'horf, ez omp gouest, pa vezomp yac’h, da zishañvalañ, hep faziañ, an traoù mat diouzh an traoù fall, evit c'hoantaat ar re blijus. Evel-se ivez emañ kont gant hon ene. Pa vez deuet da vezañ yac'h-mat ha goullo a-grenn a bep preder, neuze e c'hell ivez, gant labour ar garantez, kaout soñj eus ar blaz-se a ro tu dezhañ da dañva an traoù ha da brizout ar re dalvoudusañ. Evel ma lavar an Abostol : Goulenn a ran kement-mañ : ma kresko muioc'h-mui ho karantez, en ur reiñ deoc’h ar ouiziegezh hag ar skiant-vat-se ho lakaio da brizout an talvoudegezhioù gwirion.

Pempvet Deiz-lid 129
PEBEILGANENN kv.Tob 4,19a; 14,8b

P/ E pep degouezh bennig an Aotrou Doue, ha goulenn digantañ ma vezo reizh da hentoù, * Ha ma raio berzh da holl emelloù ha mennadoù.

U/ Servij Doue ha gra ar pezh a blij dezhañ e gwirionez ha gant da holl nerzh. * Ha ma raio berzh ...
Pedenn

Roit dimp ar c'hras, ni ho ped, c'hwi hor Mestr hag hon Doue, d'ho toujañ a-greiz hor c'halon, ha da gaout e-keñver pep den ar garantez dleet. Dre hon Aotrou ...


PEMPVET DEIZ-LID


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   ...   4   5   6   7   8   9   10   11   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə