Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə5/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27

Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ
Eus levr an Adlezenn 10,12 - 11,9.26-28
Doue hepken eo a zleer da zibab
En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar bobl en ur lavarout :

10,12 " Ha bremañ, Israel, petra emañ an Aotrou, da Zoue, o c'houlenn diganit, nemet doujañ an Aotrou, da Zoue, en ur vont gant e holl hentoù, ha karout anezhañ, ha servijañ an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, 13 ha mirout gourc’hemennoù an Aotrou, hag e reolennoù am eus kemennet dit hiziv, evit kaout eurvad ? 14 D'an Aotrou, ho Toue, eo an neñv ha neñv an neñvoù, an douar hag holl pezh a zo ennañ ; 15 hag erfin ouzh hoc'h hendadoù en em stagas an Aotrou, en ur garout anezho, hag en deus dibabet o lignez war o lerc'h, c'hwi, a-douez an holl bobloù, evel m'eo anat hiziv.

16 Amdroc'hit enta ho kalonoù di-amdroc'h, hag ho kilpennoù na galedit ken, 17 rak an Aotrou, ho Toue, eñ a zo Doue an doueed hag Aotrou an aotrounez, Doue bras, kadarn ha spontus, ha na uhela ket an dremmoù ha na gemer ket donezon ; 18 met ober a ra justis d'an emzivad ha d'an intañvez, karout a ra an estrañjour, reiñ a ra dezhañ bara ha dilhad. 19 Karout a reot an estrañjour, rak estrañjourien ez oc'h bet e bro-Egipt. 20 An Aotrou, da Zoue a zouji, eñ a serviji, hag outañ en em stagi, hag en e anv e toui. 21 Eñ a vo da veuleudi, eñ, da Zoue, en deus graet ez-keñver an traoù bras ha spontus o deus gwelet da zaoulagad. 22 Dek ha tri-ugent a dud e oa diskennet da hendadoù d'an Egipt ; ha setu bremañ en deus da lakaet an Aotrou da Zoue, evel stered an neñvoù, ken niverus.

11,1 Setu perak e kari an Aotrou, da Zoue, hag e viri e gustumoù, e reolennoù, e setañsoù hag e c'hourc'hemennoù e pep amzer.

80 Sizhun II en amzer blaen


2 Anavezit hiziv, c'hwi, ar pezh na oar ket ho mibien ha n'o deus ket gouezet, ha n'o deus ket gwelet, kentelioù an Aotrou ho Toue, e vraster, e zorn kreñv e vrec'h astennet, 3 ar sinoù hag an oberoù a reas e-kreiz an Egipt enep Faraon, roue Egipt, hag e holl vro, 4 ar pezh a reas da lu an Egiptiz, d'o mirc'hier, d'o c’hirri, pa ziruilhas doureier Mor ar Broenn warno pa c'haloupent war ho lerc’h, hag o c'hasas an Aotrou da get, betek hiziv. 5 Hag ar pezh a reas evidoc'h er gouelec'h, kent deoc'h erruout el lec’h-mañ. 6 Hag ar pezh a reas gant Datan hag Abiron, mibien Eliab mab Ruben, pa zistennas an douar e c'henou, o lonkas gant o ziegezhioù hag o zeltennoù hag holl beadra o devoa war o lerc'h, e-touez holl Israel.

7 Ho taoulagad o deus gwelet holl oberoù an Aotrou ar re vras en deus graet 8 evit ma virot an holl c'hourc’hemennoù a gemennan dit hiziv, evit bezañ kreñv, ha mont da berc’hennañ ar vro ez it da dremen e­-barzh d'he ferc’hennañ, 9 hag evit kaout hir deizioù war an douar a douas an Aotrou d'ho tadoù reiñ dezho ha d'o lignez, ur vro o teverañ gant al laezh hag ar mel.

26 Lakaat a ran dirazoc'h hiziv bennozh ha mallozh : 27 bennozh pa sentot ouzh gourc’hemennoù an Aotrou ho Toue, a gemennan deoc'h hiziv, ha mallozh mar ne sentit ket ouzh gourc’hemennoù an Aotrou ho Toue, ha mar kuitait an hent a c’hourc’hemennan deoc'h hiziv, en ur vont war-lerc'h doueed all ha na anavezit ket ".
PEBEILGANENN 1 Yn 4,19; 5,3; 2,5a

P/ Karomp Doue, peogwir ez eo eñ en deus hor c'haret da gentañ. Kement-mañ avat eo karout Doue, mirout e c'hourc'hemennoù. * Hag e c'hourc'hemennoù ned int ket ur bec'h.

U/ An hini a vir lavar Doue, an den-se, e gwirionez, eo deuet karantez Doue da vezañ peurc'hraet ennañ. * Hag e c'hourc'hemennoù ...

C'hwec'hvet Deiz-lid 81


EIL LENNADENN

Eus Pennadoù Diadoc'hos eskob Fotikeiz,

Diwar-benn ar barfeted speredel.

(Cap.12.13.14 : PG 65,1171-1172)


Doue hepken a zo da vezañ karet

An neb en en em gar e-unan, ne c'hell ket karout Doue ; met an hini n'en em gar ket abalamour da binvidigezhioù dreist-par karantez Doue, hennezh a gar Doue. Rak-se, ne glask morse un den evel-se e glod dezhañ e-unan, met klod Doue. E gwirionez an neb en em gar, a glask e glod dezhañ e-unan ; met an hini a gar Doue, a gar klod e Grouer.

Rak, tra un ene o karout Doue a holl galon ez eo klask bepred klod Doue, en holl c'hourc’hemennoù graet gantañ, ha kaout e blijadur o sujañ dezhañ ; rak ouzh Doue e tere ar c'hlod. E gwirionez en abeg d'e vrasted, hag ouzh mab-den e tere ar sujidigezh, rak evel-se eo e teuimp da vezañ mignoned da Zoue ; ha ma reomp-ni kement-se ouzh en em laouenaat gant klod an Aotrou Doue, neuze hervez skouer sant Yann Vadezour, e stagimp da lavarout hep tamm paouez nag ehan : Dezhañ eo kreskiñ, ha dimp-ni bihanaat.

Anavezet em eus-me unan bennak hag a veze glac'haret o vezañ ma ne gare ket Doue evel ma karje. Ha koulskoude e kare kement an Aotrou Doue ma oa entanet e ene hep paouez gant ar c'hoant e kavje Doue klod ennañ e gwirionez, ha ma vije eñ e-unan evel netra. An hini a zo evel-se ne oar ket petra ez eo, zoken pa vez roet meuleudi dezhañ ; rak abalamour d'e c'hoant birvidik d'an izelegezh ne soñj ket en e renk enorus e-unan ; ober a ra e gwirionez servij Doue, evel ma c'hourc’hemenn al lezenn d'ar veleien ; koulskoude abalamour d'e youl da garout Doue ec'h en em sil en e greiz an ankouazh eus e renk, ha gant ar spered a izelegezh e kuzh, e donder e garantez evit Doue, ar c'hlod a c'hellfe tennañ diouzh e zellezegezh. Hag en doare-se ez eo, hervez e soñj, e kav dezhañ hiviziken ez eo bepred ur servijer didalvoud. Bez' ez eo evel estrañjour d'e zellezegezh gant ar c'hoant d'en em lakaat izel. Ni ivez, e gwirionez, setu ar pezh hon eus da ober, ha ret eo dimp tec'hel diouzh pep enor ha pep klod,

82 Sizhun II en amzer blaen
abalamour da binvidigezhioù uhel-meurbet ar garantez e-keñver an Doue en deus hor c'haret kement e-unan e gwirionez.

Neb a gar Doue a greiz kalon, hennezh a zo anavezet gant Doue. Ha seul vui ma resev, e donder e ene, karantez Doue, muioc'h . a se e kar anezhañ. Setu perak neb a zo er stad-se, a c'hoanta gredus-meurbet, ar sklerijenn a zeu da greskiñ e anaoudegezh, ken na zeufe d'hen trebarzhañ betek e zon-donañ ; hag eñ neuze ne oar mui petra ez eo e-unan o vezañ ma-z eo bet kemmet penn-da-benn gant ar garantez.

Neb a zo evel-se a zo bepred er vuhez-mañ, ha n'emañ ken er vuhez. C'hoazh emañ o vevañ en e gorf, met en abeg d'e garantez, er-maez an hini emañ evit gwir, dre ma tec'h e ene hep paouez, koulz 1avarout, etrezek Doue. Hiviziken ez eo entanet-bras e galon gant tan ar garantez, hag e c'hoant, heñvel ouzh ur flamm-tan, hen stag ouzh Doue ; lavarout a rafed a-walc'h ez eo bet lakaet penn-da-benn er-maez eus e garantez evitañ e-unan, abalamour da garantez Doue ; rak evel, eme an Abostol, mard omp bet er-maez ac'hanomp, ez eo evit Doue, mard omp kerreizh, evidoc'h an hini eo.
PEBEILGANENN Yan 3, 16; 1 Yn 4, 10a. 19b

P/ Kement en deus Doue karet ar bed, ken en deus roet e Vab unganet, * Evit ned aio ket da goll an neb a gred ennañ, hogen m'en devo ar vuhez peurbad.

U/.En dra-mañ emañ ar garantez : n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo en deus hon c'haret da gentañ. * Evit ned aio ket da goll an neb ...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c'hwi hag a ren gant furnez traoù an neñv ha traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho pobl ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer. Dre hon Aotrou....

D'ar Seizhvet-deiz 83
D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTA Ñ

Diouzh levr an Adlezenn 16, 1-17


Ar gouelioù da vezañ lidet
En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar bobl en ur lavarout :

1 Bez aketus e miz Aviv da ober Pask da Zoue, rak e miz Aviv ez tennas an Aotrou, da Zoue, eus an Egipt, da noz. 2 Aberzhañ a ri, evel Pask an Aotrou, da Zoue, deñved hag ejened, el lec'h en devo dibabet an Aotrou evit lakaat e anv da chom eno. 3 Ne zebri ket gantañ bara goet; e-pad seizh deiz e tebri gantañ bara dic'hoell, bara ar reuz, rak gant mall e oas deuet er-maez eus bro-Egipt, evit ma talc'hi soñj eus an deiz ma oas deuet eus bro-Egipt, holl zeizioù da vuhez. 4 Ne vo ket gwelet du-se goell ebet, war da holl diriad, e-pad seizh deiz, ha ne chomo ket a gig, sakrifiet d’abardaez, en deiz kentañ, betek ar beure. 5 N’helli ket sakrifiañ Pask en ur gêr all eus ar re a roio an Aotrou, da Zoue, dit ; 6 nemet el lec'h a zibabo an Aotrou, da Zoue, evit lakaat e anv da chom ennañ e ri sakrifis Pask, d’abardaez, da guzh-heol, d’an ampoent ma oas deuet er-maez eus an Egipt. 7 E boazhañ ha debriñ a ri el lec'h a zibabo an Aotrou, da Zoue, hag e tistroi diouzh ar beure, hag ez i d’az tinelloù. 8 C’hwec'h deiz-pad e tebri dic'hoell, ha d’ar seizhvet deiz e vo un emvod evit an Aotrou, da Zoue, Ne ri ket a labour.

9 Seizh sizhun a gonti ; adalek ma kroger gant ar falz en edeier e krogi da gontañ seizh sizhun. 10 Hag e ri gouel Sizhunioù an Aotrou, da Zoue : un tell a youl-vat eus da zorn a roi, diouzh m’en devo da venniget an Aotrou, da Zoue. 11 Hag ez po levenez dirak an Aotrou, da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Levit a vo ez kêrioù, gant an ostiziad, an emzivad hag an intañvez, a vezo du-se, el lec'h en

84 Sizhun II en amzer blaen


dibabet an Aotrou, da Zoue, evit lakaat da chom e anv ennañ ; 12 hag ez po soñj ez out bet sklav en Egipt, hag e vi aketus da ober diouzh ar reolennoù-mañ.

13 Gouel al Logelloù a ri e-pad seizh deiz goude bezañ dastumet (frouezh) da leur ha da waskell. 14 Hag ez po levenez gant ar gouel-mañ, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Levit, an estrañjour, an emzivad, an intañvez a vo ez kêrioù. 15 E-pad seizh deiz e ri gouel an Aotrou, da Zoue, el lec'h a zibabo an Aotrou, p’en devo da venniget an Aotrou, da Zoue ez holl drevadoù, en holl oberoù da zaouarn, ha n’az po nemet levenez.

16 Teir gwech er bloaz e vo gwelet an holl baotred du-se, dirak an Aotrou, da Zoue, el lec'h dibabet, e-kerzh gouel an Dic'hoell, gouel ar Sizhunioù, ha gouel al Logelloù, ha ne weli ket dremm an Aotrou, dibourvez, 17 met pep hini gant ur prof en e zorn, hervez ar bennozh en devo an Aotrou, da Zoue, roet dit ».
PEBEILGANENN Adl 16,14.15; Nah 2,1
P/ Hag ez po levenez gant ar gouel-mañ, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Levit, an estrañjour, an emzivad, an intañvez * P’en devo da venniget an Aotrou, da Zoue, ha n'az po nemet levenez.

U/ Setu war ar menezioù treid ar c'hannad a gemenn ar peoc'h ; lid, Youda, da ouelioù. * P'en devo da venniget an Aotrou ...


EIL LENNADENN
Eus Kelennskrid sant Eirenaios, eskob, A-enep an disivoudoù
(Lib.4,18,1-2.4.5: SCH 100,596-598.606.610-612)
Profadenn c'hlan an Iliz

Profadenn an Iliz, bet desket dezhi gant an Aotrou, hag a oa da vezañ kinniget dre ar bed a-bezh, a zo sellet evel un aberzh glan dirak an Aotrou, ha plijus dezhañ. N'eo ket en defe ezhomm

D'ar Seizhvet-deiz 85
a sakrifis eus hor perzh, met evit ma kavfe an hini her c'hinnig gloar e-unan er pezh a ginnig, mar bez degemeret e brofad­enn. Pa vez profet un dra bennak d'ur roue e tiskouezer enor ha karantez en e geñver ; dre ma venne an Aotrou ma kinnigfemp hor profadenn e pep glanded ha pep dinammded e tisklerias : Pa ginnigez da brof ouzh an aoter, ma teu da soñj dit en deus da vreur un dra bennak a-enep dit, lez da brof dirak an aoter ha kae da gentañ da ober ar peoc'h gant da vreur, ha neuze, deus en-dro, da ginnig da brof. Dav enta kinnig da Zoue ar frouezh kentañ eus e grouadelezh, evel ma lavar Moizez : N'en em ziskouezi ket dibourvez dirak an Aotrou da Zoue ; evit ma c'hellfe an den, evel kannad plijus da Zoue, ober war-dro an traoù-se hen laka da blijout dezhañ, ha da resev an enor a zeu digantañ.

N'eus bet distaolet stumm ebet a brofadennoù ; rak en Emglev kozh e oa profadennoù ; en Hini nevez ez eus ivez profadennoù ; loskaberzhoù gant pobl Israel, lidaberzhoù ivez en Iliz ; netra kemmet nemet ar stumm diavaez, rak bremañ n'eo, mui gant sklaved e vez kinniget an aberzh, met gant tud en o frankiz. Rak n'eus nemet un Aotrou, hag an hevelep hini ez eo ; perzhioù diouto o-unan avat, a zo stag ouzh aberzh ar sklaved, ha perzhioù diouto o-unan ouzh aberzh an dud en o frankiz, evit lakaat anat dre ar profadennoù merk ar frankiz. Gant Doue n'eus netra hep abeg, netra hep ster, netra hep ur mennad bennak. Setu perak e kensakre pobl Israel an dekvedenn eus o madoù. Met ar re o deus resevet ar frankiz a laka kement o deus e servij an Aotrou. Gant levenez hag a galon vat e roont an donezonoù-se, - ha n'eo ket ar re zisterañ - gant an esper da gaout madoù brasoc'h. Amañ e c'heller gwelout an intañvez paour-se o lakaat e teñzor Doue kement he deus evit bevañ.

Dleet eo enta deomp ober profadennoù da Zoue hag e pep tra bezañ diouzh grad Doue, hor c'hrouer, gant ur menoz pur, feiz wirion, esperañs start, karantez virvidik, pa ginnigomp da Zoue ar frouezh kentañ eus e grouadurioù. Hag ar brofadenn-se, an Iliz he c'hinnig pur d'he c'hrouer pa ginnig dezhañ, gant anaoudegezh vat, traoù tennet eus ar grouadelezh.

Rak kinnig a reomp dezhañ traoù hag a zo dezhañ-eñ, en ur ziskleriañ, en un doare dereat, kumunded hag unanded, hag en ur anzav dasorc'h ar c'horf hag ar spered d'ar vuhez. Evel ar bara hag

86 Sizhun II en amzer blaen
a zeu eus an douar, goude ma c'halver warnañ anv Doue, ned eo ket mui bara ordinal, met an Eukaristia gant daou dra ouzh hec'h ober : un dra eus an douar hag egile eus an neñv ; evel-se ivez hor c’horfoù o resev an Eukaristia ne dint mui galvet da vreinañ, met ganto emañ esper an adsav d'ar vuhez.
PEBEILGANENN Kv. Heb 10,1.14; Efz 5,2b

P/ 0 vezañ ma-z eo al Lezenn un damskeud eus ar madoù da zont, n'eo ket hi a c'hell, dîwar­ bouez ar sakrifisoù-se, bepred an hevelep re a zalc'her da ginnig a vloaz da vloaz, peurwellaat ar re a dosta ouzh Doue ; * Ar C'hrist avat, dre ur brofadenn hepken, en deus peurwellaet da viken ar re a zo santelaet.

U/. Hor c’haret en deus hag en em roet evidomp oc’h en em brofañ da sakrifis a c'hwez vat da Zoue. * Ar C’hrist...
Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c'hwi a ren gant furnez traoù an neñv ha, traoù an douar, selaouit gant madelezh pedennoù ho pobl ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer. Dre hon Aotrou ...

87
III-VET DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

Telennganoù an trede sizhun


D'ar 1-añ Pardaez-lid

Gant lid-kan Mari, ant,

Er bloaz A

Lavarout a reas an Aotrou : ho pezet keuz d'ho pec'hedoù ; rak tost emañ rouantelezh an neñvoù


Er bloaz B

Dont a reas Jezuz e Galilea oc'h embann keloù mat Aviel Doue , en ur lavarout : kaset eo da benn an amzerioù, tost emañ rouantelezh Doue ; ho pezet keuz d'ho pec'hedoù, ha kredit er C'heloù Mat.


Er bloaz CH

Dont a reas Jezuz dre nerzh ar Spered, hag e kelenne da zeiz ar Sabad er sinagogennoù, ha meulet e veze gant an holl.


Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, renit hon oberoù evel ma plij deoc'h, evit ma c'hellimp dre zellidoù ho Mab karet, dougen frouezh a santelezh hag a vertuz. Dre hon Aotrou ...


Da Eur-lid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Diouzh levr an Adlezenn 18,1-22



Al Levited, Profeded gwirion ha fals profeded

En deizioù-hont : Komz a reas Moizez ouzh ar bobl en ur lavarout :



1 N’o devo ar veleien-levited, holl veuriad Levi, na lod na hêrezh gant Israel ; diwar an-aberzhoù d'an Aotrou ha diwar e hêrezh e tebrint. 2 Hêrezh n’o devo ket e-touez o breudeur : rak

88 III-de Deiz-an-Aotrou en amzer blaen


an Aotrou eñ e-unan eo o hêrezh, evel m’en deus prometet dezho. e-unan

3 Ha setu gwirioù ar veleien diwar ar Bobl, digant an dud a brof aberzhoù ; pe e vefe un ejen pe vefe un dañvad a aberzhont, e roint d’ar beleg ar skoaz, an div javed hag an tor, 4 preveudioù da ed, da fro ha da eoul, preveudioù touz da zeñved a vo roet ivez dezhañ. 5 Rak ar re-mañ a zo bet dibabet gant an Aotrou, da Zoue, diouzh da holl veuriadoù, evit chom da lidañ en anv an Aotrou, int hag o mibien, a-hed an deizioù.

6 Pa-z erruo ul levit eus unan eus da gêrioù, eus ul lec'h bennak a Israel ma oa o chom eno, pa-z erruo, petra bennak a vo c'hoant e ene, el lec'h en devo dibabet an Aotrou, 7 e lido en anv an Aotrou, e Zoue, evel e holl vreudeur levited en em zalc'ho eno dirak an Aotrou ; 8 an hevelep lodenn a voued hag ar re all a resevo evel an hini a zebront, kuit a werzhañ diwar e leve tadel.

9 Pa vi erruet er vro ez a an Aotrou, da Zoue, da reiñ dit, lak evezh na c'hoantafes ket ober euzhusterioù evel ar pobloù-hont eno. 10 Ha na vo ket kavet du-se den ebet diouzhoc'h a dremen e vab pe e verc'h dre an tan, na da ober divinerezh, hudouriezh, achantouriezh, sorserezh, 11 na da ober strobinelloù, na goulennataer anaon hag igromañser nag enklasker ar re varv, 12 rak euzhus d’an Aotrou eo neb a ra an traoù-se, hag en abeg d’an euzhusterioù-se en deus an Aotrou, da Zoue, o diberc'hennet a-dirazout 13 Didamall e vi gant an Aotrou, da Zoue. 14 Rak ar pobloù, emaout o tiberc'hennañ, ouzh an hudourien hag ouzh an divinourien a sente, met dit-te n'eo ket aotreet kement-se gant an Aotrou, da Zoue.

15 Ur profed eus da greiz hag eus da vreudeur, eveldon, a savo dit an Aotrou, da Zoue : outañ e senti. 16 A-grenn evel m’az poa goulennet digant an Aotrou, da Zoue, en Horeb, da zeiz an Emvod, en ur lavarout : « Gant na adklevimp ken mouezh an Aotrou, hon Doue, hag an tan bras-se n’e welimp ken, pe e varvimp » 17 Hag en devoa lavaret an Aotrou din: «Mat o deus komzet ; 18 ur profed a savin evito a-douez o breudeur, eveldout, hag e lakain va c'homzoù en e c'henou, hag e lavaro

III-de Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 89


deoc'h an holl bezh a gemennin dezhañ. 19 Hag an den na selaouo ket ouzh va c'homzoù a lavaro em anv, me a c'houlenno kont digantañ. 20 Met ur profed a vefe rok a-walc'h da lavarout ur gomz em anv hep bezañ bet kemennet ganin da gomz, pe a gomzfe en anv doueoù all, mervel a ray ar profed-se». 21 Ha mar lavarez ez kalon: «penaos anavezin-me ar c'homzoù ha n’int ket bet lavaret gant an Aotrou?» 22 Pa gomzo ur profed en anv an Aotrou ha ne c'hoarvezo ket an dra-se, n’erruo ket, ar gomz-se ne vo ket bet lavaret gant an Aotrou. Gant rogentez en devo komzet ar profed-se, n’az po ket aon dioutañ.
PEBEILGANENN AdI 18,18; Luk 20,13b; kv. Yan 6,14b

P/ Ur profed a lakin da sevel evito ha lakaat a va c’homzoù en e c'henou ; * Hag e lavaro dezho an holl bezh a gemennin dezhañ.

U/ Kas a rin va Mab karet. Hemañ eo e gwirionez ar profed a zle dont er bed. * Hag e lavaro ...

EIL LENNADENN


Eus Kenreizhadur Sacrosanctum Concilium

an Eil Holleskebbod er Vatikan, diwar-benn al Liderezh santel

(N n. 7 - 8,10 6)
Bepred emañ ar C'hrist gant e Iliz d'he skoazellañ
Bepred emañ. ar C'hrist bezant gant e Iliz d'he skoazellañ, dreist-holl en oberoù a liderezh. Bezant ez eo e-kerzh sakrifis an Oferenn, ha dre hantererezh ar ministr ez eo an hevelep Hini en em ginnig bremañ dre zaouarn ar veleien hag an Hini en em ginnigas e-unan neuze war ar Groaz, ha neuze dreist-holl dindan spesoù Sakramant an Aoter. Bezant ez eo gant e nerzh er sakramantoù : evel-se pa vez unan bennak da vadeziñ ez eo ar C'hrist e-unan eo a vadez. Bezant ez eo en e lavar, o vezañ ma-z eo eñ eo a gomz pa lenner. ar Skriturioù Sakr en Iliz. Bezant ez eo erfin pa vez an Iliz o pediñ hag o kanañ salmoù, rak, eñ e-unan en

90 III-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen


deus prometet : E-lec'h ma vez bodet daou, pe dri em anv, emaon eno en o zouez.

E gwirionez, en un oberenn ken bras, hag a denn da reiñ klod peurvat da Zoue, ha da santelaat an dud, ec'h unan ar C'hrist gantañ bepred an Iliz e bried muiañ-karet ; homañ a ra hec'h Aotrou anezhañ, hag a rent hec'h enor hag he doujañs drezañ d'an Tad peurbadel.

Gant gwir abeg enta, ez eo sellet al liderezh evel labour Jezuz Krist oc'h ober e garg a veleg. El labour-se ez eo merket dre sinoù a weler hag a ra pep hini anezho e efed e santelidigezh an den ; ha sevenet e vez servij Doue penn-da-benn, en anv an holl, gant korf kevrinus Jezuz Krist, da lavarout eo penn ar c'horf hag an izili anezhañ.

Dre-se: pep hini eus oberoù al liderezh sakr, o vezan ma-z eo labour ar C'hrist-beleg hag e gorf, da lavarout eo an Iliz, a zo ul labour sakr dreist-par, ha n'eus netra en Iliz a vefe da vezañ lakaet war an hevelep troad hag en hevelep keñver, evit pezh a sell ouzh an efedusted anezhañ.

Kemer a reomp, perzh e liderezh an douar en ur dañva en a-raok hini ar baradoz a vez lidet er gêr santel a Jeruzalem emaomp-ni o vont di e-giz beajour­ien, e-lec’h m'emañ ar C'hrist azezet en tu dehou d'e Dad, evel ministr al lec'h santel, hag ar gwir deltenn ; gant holl vagadoù armead an neñvoù.,e kanomp meulgan gloar an Aotrou ; enoriñ a reomp an eñvor eus ar Sent, gant an esperañs da gaout lod en o c'hompagnunezh ; emaomp o c'hortoz evel salver, hon Aotrou Jezuz Krist, ken m'en em ziskouezo, eñ hor buhez, ha ma en em ziskouezimp a-unan gantañ leun a c'hloar.

Hervez ur c'hiz deuet eus hengoun an Ebestel, hag a grogas en deiz end-eeun ma-z adsavas ar C'hrist a varv da vev, e lid an Iliz mister ar Pask bep sizhun, en deiz hag a zo anvet gant gwir abeg Deiz-an-Aotrou, pe ar Sul. Rak en deiz-se e tle tud fidel Jezuz Krist en em vodañ a-gevret en ur glevout komz Doue, en ur gemer perzh e Sakramant an Aoter gant ar soñj eus Pasïon, eus Dasorc'h, hag eus Gloar an Aotrou Jezuz, ha rentañ gras d'an Aotrou "en deus graet dimp bezañ adc'hanet dre adsavidigezh Jezuz Krist eus a-douez ar re varv, evit un esperañs a vuhez. Setu perak ez eo Deiz-an-Aotrou an deiz-gouel kentañ-holl da vezañ

III-vet Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 91
kinniget ha diskleriet d'an dud fidel, en doare ma vo evito ivez war un dro un deiz a levenez hag un deiz da ziskregiñ diouzh al labour. Al lidoù all, nemet e vefent a bouez bras-meurbet, arabat o lakaat uheloc'h eget Deiz-an-Aotrou pa-z eo hemañ an diazez hag ar vouedenn eus bloavezh al lidoù penn-da-benn.
PEBEILGANENN Augustinus, En : in Ps 85, 1
P/ Pediñ a ra ar C'hrist evidomp, evel hor beleg ; pediñ a ra ennomp evel hor penn ; pedet e vez ganimp evel hon Doue. * Anavezomp enta ennañ hor gerioù-ni hag e c'herioù-eñ ennomp.

U/ Pa gomzomp ouzh Doue en ur bediñ, arabat deomp disrannañ ar Mab ac'hano. * Anavezomp ...


MEULGAN C'hwi Doue, 568.
Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə