Eurliddouee L savet hervez deved an eil holleskebbod sakr



Yüklə 2,44 Mb.
səhifə3/27
tarix14.05.2018
ölçüsü2,44 Mb.
#43971
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27

Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr Furnez Sirac'h 42, 15---43, 13

Meuleudi Doue er grouadelezh

42,15 Kounaat a rin bremañ oberoù an Aotrou,

ha dezrevellañ a rin ar pezh am eus gwelet :

dre gomzoù an Aotrou e voe graet e oberoù,

ha sentiñ a ra ar grouadelezh ouzh e youl,



16 An heol o lugerniñ a sell ouzh pep tra,

ha gant gloar an Aotrou ez eo leun e oberenn,



17 N'eo ket bet roet da Sent an Aotrou

danevellañ e holl vurzhudoù,

ar pezh en deus diazezet an Aotrou hollc'halloudek

evit ma vezo divrall an hollved en e c'hloar.



18 Sonteal en deus graet an islonk hag ar galon,

ha meizet en deus o zouelladennoù.

Pempvet Deiz-lid 49

19 Rak anaout a ra an Uhel-meurbet pep gouiziegezh,

ha sellout a ra ouzh arouezioù an amzer ;

kemenn a ra an tremened hag an dazond,

ha diskuliañ roudennoù an traoù kuzhet



20 Ne dremen hebiou dezhañ mennozh ebet,

ha n'eo kuzhet outañ neb lavarenn.



21 Meuroberoù e Furnez en deus urzhiataet,

eñ nemetañ a zo a-viskoazh ha da holl viken ;

netra n'eo bet lakaet ouzhpenn, 22 netra dilamet,

ha n'en deus ezhomm a guzul ebet,



23 Na pegen hetus e holl oberoù,

hag evel un elienenn ar pezh a vez gwelet !



24 Kement-se holl a vev hag a bad da viken,

hag evit an holl ezhommoù, pap tra a zo sentus.



25 Holl emaint daou-ha-daou, unan a-geñver egile,

ha n'en deus graet netra diglok ;



26 unan a ziogel mad unan all,

ha piv en devo e walc'h o welout e c'hloar ?



43,1 Lorc'hentez an uhelderioù, un oabl a c'hlanded,

setu gwel an Neñv en e arvest a c'hloar.



2 An heol o parañ a embann en ur darzhañ

pebezh tra vurzhudus, oberenn an Uhel-meurbet !



3 En e greisteizvezh e tisec'h an douar,

ha dirak e wrez piv a zalc'hfe ?

Tommañ a reer ar forn evit labourat war domm,

4 teir gwezh muioc'h ec'h entan an heol ar menezeier ;

c'hweshañ a ra aezennoù leskidik,

hag o strinkañ e vannoù e trell an daoulagad.

5 Bras eo an Aotrou en deus graet anezhañ,

ha war e urzhioù e tifrae e redadenn.



6 Al loar ivez, bepred en he c'houlz,

a verk an amzerioù, arouez ar beurbadelezh.



7 Eus al loar e teu merk ar gouelioù,

gant he sklaerder o tigreskiñ betek an diwezh.



8 Loariad a zo diouzh hec'h anv,

kreskiñ a ra souezhus en he c'helc'hdro,



9 letern an armeoù en uhelder,

gwelevus en ebr an neñvoù.

50 Sizhun I en amzer blaen
10 Kaerder an neñv eo gloar ar steredegi,

kinkladur lugernus e uhelderioù an Aotrou.



11 War gomz ar Sant en em zalc'hont hervez e urzh,

ha ne laoskaont ket en o gwardoù.



12 Gwel ar ganevedenn, ha bennig an Hini en deus he graet ;

kaer-meurbet en he splannder.



13 Bolzañ a ra an neñv e kelc'henn e c'hloar,

daouarn an Uhel-meurbet o deus stignet anezhi.


PEBEILGANENN Dsk 4, 11; Est 4, 17d. 17c

P/. Dellezek ez oc'h, c'hwi hon Aotrou hag hon Doue, da resev ar c'hlod, an enor hag ar galloud, * Rak c'hwi eo hoc'h eus krouet kement tra 'zo, ha dre ho polontez-c'hwi int deuet da vezañ hag int bet krouet.

U/. Graet hoc'h eus an neñv hag an douar ha kement a zo e kelc'h an neñv ; mestr an holl draoù ez oc'h-c'hwi. * Rak ...
EIL LENNADENN

Diwar Areizhennoù sant Atanazios eskob, Enep ar baganed.

( Nn. 40-42: PG 25,79-83)

Verb an Tad a gempenn, a renk hag a zalc'h pep tra

Santel-meurbet, ha pell a-us d'an holl draoù krouet emañ Tad ar C'hrist, evel ur sturier eus an akuitañ. Dre e furnez e-unan, ha dre e Verb dezhañ, hon Aotrou ha Salver ar C'hrist, emañ o c'houarn, o renkañ hag oc'h ober pep tra e pep lec'h, evit hor silvidigezh, evel ma kav dezhañ ez eo reizh. Reizh eo enta d'an traoù bezañ evel m'int bet graet, hag evel m'o gwelomp o tont da vezañ, rak evel-se eo e fell da Zoue e vefent, - ar pezh, a dra sur n'eus den ebet o nac'h. Rak maz afe an traoù krouet war-raok hep abeg ebet, ha maz afe ar bed en-dro hep pal ebet, neuze, gant gwir abeg, ne vefe feiz ebet da gaout er pezh a leverer. Met mar deo gant poell, gant furnez ha gant skiant ez eo bet krouet ar bed ha kempennet a-zoare e pep stumm, neuze eo dav krediñ ne deo an oberour hag ar c'hempenner anezhañ, hini all ebet nemet Verb Doue.

Un Doue bev hag oberiant, deuet eus Doue e-unan, an Doue mat, mestr ar bed-holl, eo a ran-me eus an hini a zo ar Verb dre natur. Dishemvel eo hemañ diouzh an holl draoù krouet. Bez' ez

Pempvet Deiz-lid 51


eo ar Verb gwirion nemetañ d'an Tad a vadelezh. Dre e ragevezh ez eo sklerijennet ar bed-mañ bet krouet gantañ. Eñ ar Verb mat d'an Tad mat, eo en deus renket hag urzhiet ar bed-holl, en deus unanet an traoù kontrol ouzh an traoù kontrol, ha graet ganto holl ur gensonadeg unan. Bez' ez eo an Doue nemetañ, an Unganet nemetañ hag a zo deuet, leun a vadelezh, eus an Tad evel eus an eienenn a vadelezh, hag a gempenn, a renk hag a zalc'h pep tra unanet.

An Doue-se enta hag a reas an holl draoù dre ar Verb peurbadel, hag a roas o natur d'an traoù krouet, ne vennas ket o lezel da vezañ kaset ha degaset gant o flegoù naturel o-unan, gant aon na zistrofent d'an netra ; met evel unan leun a vadelezh e c'houarn hag e harp an natur a-bezh evit ma c'hellfe, sklerijennet gant renerezh ar Verb, e ragevezh hag e skoazell, chom en he sav ha padout ; evel-se e teu da gaout perzh hec'h-unan e Verb an Tad, hag a zo ur boud gwirion, ha da vezañ sikouret gantañ, betegout na baouezfe da vezañ, ar pezh a c'hoarvezfe hep mar ebet, mar ne vefe ket diwallet gant ar Verb, da lavarout eo gant an Hini a zo skeudenn an Doue na weler ket, ar c'hentañ ganet eus an holl grouadelezh. Rak drezañ hag ennañ e chom an holl draoù en o sav, koulz ar re a weler, evel ar re na weler ket, hag Eñ eo penn an Iliz, evel ma tiskler ar Skridoù Santel, servijerion ar wirionez.

Hemañ enta, Verb hollc'halloudek ha meurbet santel an Tad, a dreant an holl draoù ; hag o tispakañ e holl nerzhioù e pep lec'h, hag o skleriañ an holl draoù gwelus ha diwelus, e talc'h hag e stard anezho ennañ e-unan en doare na lez netra da ziflipañ eus e c'halloud ; met en holl ha dre an holl, koulz da bep hini en un doare ispisial evel d'an holl a-stroll, e ro, ha war un dro, e vir o buhez dezho.


PEBEILGANENN Kv. Krl 8, 22-30
P/. Er penn-kentañ, Doue, a-raok na vefe an douar, a-raok na ziazezfe an islonkoù, kent na groufe ar mammennoù-dour, * A-raok na blasfe ar menezioù, a-raok an holl dorgennoù, Doue am engehentas.

U/. P'edo o prientiñ an neñvoù edon aze, oc'h urzhiañ pep tra a-unan gantañ. * A-raok ...

52 Sizhun I en amzer blaen
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ...


C'HWEC'HVET DEIZ-LID
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr Furnez Sirac'h 43, 14-37

Meuleudi Doue er grouadelezh

14 Ouzh e c'hourc'hemenn (an Uhelañ) e tifrae an erc'h,

hag hastañ a ra al luc'hed war e urzh.



15 Setu perak e tigor ar mirlec'hioù,

hag e tinij ar c'houmoul evel evned.



16 Gant e vraster e ro nerzh d'ar c'houmoul,

hag e vezont frigaset e mein-grizilh.

Mouezh e gurun a c'hourdrouz an douar,

17 hag ouzh e welout e vez brallet ar menezioù.

Diouzh e c'hoant e c'hwezh an avel-c'hevred,



18 hag ar c'horvent-sterenn hag ar barr-korbell.

19 Evel evned o plavañ da gouezhañ

e tastrew an erc'h,

hag evel ar c'harveg o tiskenn e vez e ziskar ;

20 kaerder e gannded a vam an daoulagad,

ha pa gouezh e vez estlammet ar galon.



21 Hag ar rev war an douar a skuilh evel holen,

ha gant ar skorn e teu da vezañ broudoù spern.



22 An avel-sterenn yen a c'hwezh,

hag a galeta ar skorn war an dour ;

war bep poullad-dour e tiskenn,

hag evel gant un hobregon e vez gwisket an dour.



23 Lonkañ a ra ar menezioù ha lesskiñ ar gouelec'h,

ha pulluc'hañ a ra ar geot evel un tan.

C'hwec'hvet Deiz-lid 53
24 Ul louzaouenn da gement-se eo ur goabrenn drumm,

ur c'hlizhenn o tont war-lerc'h avel-skarn a sedera.



25 Gant e boell en deus sioulaet an islonk,

ha plantet ennañ enezennoù.



26 Ar re a vez war vor a zanevell o riskloù,

ha gant ar pezh a glevomp e vez souezhet hon divskouarn.



27 Bez' ez eus aze oberennoù iskis ha marzhus,

morviled a bep seurt

hag hil ar morviled.

28 En abeg dezhañ e c'hell e gannad sturiañ,

ha gant e gomz e vez kempenn pep tra.



29 Kalz a c'hellfemp lavarout met ar gerioù a vank ;

ha disoc'h ar c'homzoù eo : « Eñ a zo pep tra ! ».



30 Evit e ganmeuliñ pelec'h kavout an nerzh ?

Rak Eñ eo an Hini bras, dreist d'e holl oberoù.



31 Doujus eo an Aotrou ha bras-meurbet.

ha marzhus eo e c'halloud.



32 Evit kanmeuliñ an Aotrou, uhelveulit anezhañ,

kement ha ma c'hellit ;

rak uheloc'h emañ c'hoazh,

ha dreist da welout ar veurdez anezhañ. (33)



34 Evit hen uhelveuliñ, bezit leun a nerzh ;

na faezhit ket, rak ne dizhot ket ar pal.



35 Piv en deus e welet ha graet an danevell ?

Ha piv hen meurekaio diouzh maz eo ?



36 Kalz a draoù kuzhet a zo brasoc'h eget ar re-se ;

ha nebeut hon eus gwelet eus e oberoù.



37 Rak pep tra en deus graet an Aotrou,

ha d'an dud deol en deus roet ar Furnez.

PEBEILGANENN Kv. Sir 43, 29. 30
P/. O veuliñ Doue e lavarimp kalz a draoù, ha berr e chomimp gant hor gerioù ; * Berr-ha-berr : « Bez' ez eo Eñ pep tra ! ».

U/. Evit e ganmeuliñ pelec'h kavout an nerzh ? Rak Eñ eo an Hini bras, dreist d'e holl oberoù. * Berr-ha-berr ...

54 Sizhun I en amzer blaen
EIL LENNADENN

Diwar Areizhennoù sant Atanazios eskob, Enep ar baganed.

( Nn. 42-43: PG 25,83-87)
An holl draoù, evit gwir, a ra ur gensonadeg

dre ar C'hrist

N'eus hini eus an holl draoù a zo hag a zeu da vezañ, a gement n'eo ket bet graet ha na chom en e sav nemet er Verb ha dre ar Verb, evel ma tiskler ivez Yann an Teologour Meur. dre ar c'homzoù-mañ : Er penn-kentañ edo ar Verb, hag ar Verb a oa gant Doue. Hag ar Verb a oa Doue. Drezañ eo bet graet pep tra, hag heptañ n'eus bet graet netra.

Ur muzikour gant un delenn kempennet evit seniñ, ha neuze gant notennoù izel ha reoù uhel pe etre, kemmesket ampart gant notennoù all, a ra ur gensonadeg unan hepken ; evel-se ivez emañ kont gant Furnez Doue : derc'hel a ra ar bed-holl evel un delenn, unaniñ a ra traoù an aer gant re an douar, traoù an neñv gant reoù an aer ; juntrañ a ra an holl draoù war un dro gant pep hini anezho a-hiniennoù, hag ouzh o c'has en-dro gant e youl hag e volontez, e ra ur bed hepken, hag un urzh hepken er bed en un doare estlammus ha kempenn da vat. E-pad ar c'heit-se e chom Verb Doue e-unan difiñv en askre e Dad, tra ma ro lusk gant nerzh e natur hag e anien, d'an hol draoù e-giz ma plij d'an Tad. Hag an holl draoù diouzh o zu, gant sikour ar Verb, a vev hag a chom en o sav hervez o natur, hag a aoz drezañ kenetrezo ur gensonadeg eus ar c'haerañ, ha doueel e gwirionez.

Evit ma vo tu da gompren un dra ken bras, dre ur skeudenn bennak, kemeromp da skouer ul laz-kanañ niverus. En ul laz-kanañ ez eus gwazed, bugale, merc'hed, tud kozh ha tud yaouank, gant unan, ar mestr, o ren ; kanañ a ra pep hini hervez e berzhioù naturel hag e c'halloud, ar gwaz evel ur gwaz, ar bugel evel ur bugel, an den kozh evel un den kozh, ar paotr yaouank evel ur paotr yaouank, ha daoust da se e reont holl war un dro ur gensonadeg hepken. Hon ene-ni ivez, lakomp, a ro lusk war un dro d'hor skiantoù hervez oberiantiz pep hini anezho, hag evel-se, dirak un dra hepken e vezont lakaet da oberiañ : al lagad a wel, ar skouarn a glev, an dorn a zornata, ar c'hwesa a glev c'hwez, an

D'ar Seizhvet-deiz 55


tañva a dañva, hag izili all ar c'horf a ra alies o labour ivez, da skouer, an treid a vale. Hag e vefe kont evel-se a dra sur gant natur ar bed-holl, daoust maz eo dister-meurbet ar skouer-se, e c'heller hen merzout evelkent gant lakaat ar spered da vont donoc'h.

Da lavarout eo, dre ur sin hepken eus youl Verb Doue, e vez kempennet an holl draoù war un dro, en doare ma ra pep hini anezho ar pezh a sell outañ, ha maz eont holl a-gevret da ober un urzhiadur peurvat.


PEBEILGANENN Tob 12, 6b

P/. Bennigit Doue ha lavarit bennozh dezhañ dirak an holl dud vev evit ar pezh en deus graet evidoc'h a vat, * En ur vennigañ hag en ur ganañ e anv.

U/. Diskouezit oberoù Doue d'an holl dud gant enor, ha na lureit ket evit e ganmeuliñ. * En ur vennigañ ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ...

D'AR SEIZHVET-DEIZ
Da Eurlid al lennadenn

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr Furnez Sirac'h 44, 1b-2. 16,--- 45, 6
Meuleudioù an Tadoù : adal Henoc'h betek Moizez

44,1b Meulomp enta an dud hollvrudet

hag hon hendadoù, en o rummadoù.



2 Kalz a c'hloar en deus krouet an Aotrou,

ha diskouezet e veurdez abaoe an Henamzer.

56 Sizhun I en amzer blaen

16 Henoc'h a blijas d'an Aotrou ha treuzdouget e voe d'ar baradoz,

skouer an distro da Zoue evit ar broadoù.



17 Noe a voe kavet peurvat ha reizh,

en amzer ar gounnar e voe an divroc'hadenn ;



18 a-drugarez dezhañ e voe un nemorant evit an douar,

pa c'hoarvezas al liñvadeg :



19 emglevioù peurbad a voe diazezet gantañ,

evit na vije ken distrujet nep den gant ul liñvadeg.



20 Abraham eo tad meur un tolpad a vroadoù,

ha n'eus bet kavet nikun par dezhañ e klod ;

mirout a reas Lezenn an Uhel-meurbet,

ha dont a reas en emglev gantañ.



21 En e gorf e tiazezas an Emglev,

hag en amprou e voe kavet feal.



22 Setu perak e touas dezhañ dre ledoued

e vefe benniget ar broadoù en e lignez,

e liesafe anezhañ evel uloc'h an douar,

23 hag evel ar stered e lakfe uhel e lignez,

hag e rofe da hêrezh dezho, adal ar mor betek ar mor,

hag adal ar Stêr betek dibenn an douar.

24 Ha gant Izaak e tiazezas hevelep tra

abalamour da Abraham, e dad.



25 Bennozh an holl dud a roas dezhañ an Aotrou,

hag an Emglev a gadarnaas war benn Yakob.



26 E ziogeliñ a reas en e vennozhioù, ha reiñ dezhañ an hêrezh ;

rannañ a reas he lodoù, hag o lodennañ etre an daouzek meuriad.



27 Hag e tennas er-maez anezhañ un den mat

a gavas gras ouzh daoulagad an holl,



45,1 a voe karet gant Doue hag an dud,

Moses : an eñvor anezhañ da vezo benniget !



2 Gloar a roas dezhañ, par da hini ar Sent,

hag e vrasaat a reas evit spouron e enebourion,

ha gant e gomzoù e reas paouez ar marzhoù,

3 Gloar a roas dezhañ dirak ar rouaned ;

gourc'hemennoù a roas dezhañ evit e Bobl,

ha diskouez a reas dezhañ un diskeud eus e c'hloar.

4 Er fealded hag en douster e santelaas anezhañ,

hag e zilenn a reas a-douez an holl.

D'ar Seizhvet-deiz 57
5 Ober a reas dezhañ klevout e vouezh,

hag e lakaat da vont er goabrenn ;



6 reiñ a reas dezhañ, tal-ouzh-tal, ar gourc'hemennoù,

ul lezenn a vuhez hag a boellegezh,

evit kelenn da Yakob an Emglev,

hag e gemennadurioù da Israel.


PEBEILGANENN Kv. Adl 6, 3a; 7, 8 ; 6, 5

P/. Selaou, Israel, ha taol evezh da ober ar pezh en deus gourc'hemennet dit an Aotrou ; * Hag e ouezi ez eo Eñ an Doue kreñv ha feal a vir an emglev hag an drugarez d'ar re hen kar.

U/ Karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon ha gant da holl ene ha gant da holl nerzh. * Hag e ouezi ...

EIL LENNADENN


Diwar Lizher ar pab sant Klemens Kentañ

da Gorintiz

(Nn. 31-33; Funk 1, 99-103)
Dre ar Feiz, Doue adalek ar penn-kentañ

a rentas reizh an holl
En em stagomp start ouzh bennozh Doue ha gwelomp pere eo hentoù ar bennozh-se. Adtremenomp dre ar spered war ar pezh a zo bet graet adalek ar penn-kentañ. Perak e voe benniget Abraham, hon Tad ? Daoust ha n'eo ket dre m'en devoa sevenet ar reizhded hag ar wirionez dre ar feiz ? Izaag, leun a fiziañs dre ma ouie petra a oa da vont da erruout, a voe kinniget a galon vat en aberzh. Yakob, leun a izelegezh a guitaas e vro en abeg d'e vreur, hag a yeas da di Laban hag en em lakaas en e servij ; ha roet e voe dezhañ daouzek bazh-roue Israel.

Neb a bouezo ervat pep hini eus an degouezhioù-se a veizo kaerder an donezonoù roet gant Doue. Rak eus a Yakob e teuas an holl veleion hag al levidi a servij ouzh aoter Doue ; anezhañ eo bet ganet, hervez ar gwad, an Aotrou Jezuz ; anezhañ e teu

58 Sizhun I en amzer blaen
rouaned, priñsed ha pennrenerion, dre diegezh Youda. Hag ar meuriadoù all n'int ket lezet en ur renk hep nemeur a enor, rak an Aotrou en devoa prometet : Bez' e vo da lignez evel stered an oabl. An holl o deus bet gloar ha brasted, n'eo ket en abeg dezho o-unan, pe d'o oberoù, pe da labourioù a justis graet ganto, met dre volontez vat Doue, Ni enta hag a zo bet galvet er C'hrist Jezuz, dre ar volontez vat-se, n'eo ket ac'hanomp hon-unan, na dre hor furnez, na dre hor skiant, na dre hon deolïezh, na dre an oberoù hor befe graet gant ur galon santel, eo e vezomp lakaet just, met dre ar feiz ; rak dre ar feiz eo ez eo bet rentet just an holl dud, gant an Doue hollc'halloudek, dezhañ klod da virviken, Amen.

Petra a raimp enta, breudeur ? Ha paouez a raimp da ober ar mad ? Ha dilezel a raimp ar garantez ? Arabat e permetfe biken an Aotrou e rafemp kement-se. Er c'hontrol, gant aket, ha gant un ene gredus, hastomp seveniñ pep oberenn vat. Rak, Krouer hag Aotrou ar bed-holl e-unan a gemer joa en e oberoù. Gant e c'halloud dreist ha bras-meurbet en deus startaet an Neñvoù, ha gant e furnez, a zo dreist da bep spered, en deus o c'hempennet ; dispartïet en deus an douar diouzh an dour a zo en-dro dezhañ, hag hen diazezet war sol divrall e youl dezhañ e-unan ; hag an traoù bev, a zo o vevañ warnañ, ez eo dre e urzh eo en deus roet ar bezañ dezho ; ar mor ivez, hag al loened bev a zo ennañ, goude bezañ graet anezho, e verkas un termen dezho gant e c'halloud.



Ha war gement-se holl e furmas gant e zaouarn santel ha dinamm ar c'hrouadur bev ar gwellañ-holl, an hini uhelañ-holl en renk, dre maz eo speredek : an den ; ha stummet en deus anezhañ ar poltred eus e skeudenn e-unan. Rak evel-henn e lavar Doue : Greomp an den diouzh hor skeudenn hag hon hañvalidigezh ; ha Doue a grouas an den ; den ha denez e krouas anezho. Goude bezañ peurc'hraet an holl draoù-se e veulas anezho hag en o bennigas en ur lavarout : Kreskit ha deuit da vezañ niverus. Taolomp evezh enta ez eo kinklet an holl dud just gant oberoù mat, hag en deus an Aotrou e-unan kemeret levenez ouzh en em ginklañ gant e oberoù. P'hon eus enta ar skouer-se, hastomp plegañ hep diegi d'e volontez, ha gant hon holl nerzhioù greomp an oberoù a justis.

D'ar Seizhvet-deiz 59


PEBEILGANENN Kv, Dan 9, 4b; Rom 8, 28

P/. An Aotrou Doue e-unan eo an Doue kreñv ha feal a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re hen kar, * Hag e-keñver ar re a vir e c'hourc'hemennoù,

U/. Evit ar re a gar Doue e kenlabour an holl draoù da eurvad, * Hag e-keñver ar re ...
Pedenn

Plijet ganeoc'h, Aotrou Doue, selaou gant madelezh goulennoù ho Pobl o pediñ ; roit dezho ar c'hras da welout ar pezh o deus da ober, hag an nerzh da ober ar pezh o devo gwelet. Dre hon Aotrou Jezuz Krist ...

60
EIL DEIZ-AN-AOTROU EN AMZER BLAEN

(Songanou an eil sizhun)


D'ar 1-añ Pardaezlid

Gant lidkan Mari, ant,

Er bloaz A

Setu Oan Doue, setu an hini a zilam pec'hed ar bed, allelouia.


Er bloaz B

An daou diskibl a glevas Yann hag ez ejont da gaout Jezuz en ur lavarout : Mestr, pelec'h emaoc'h o chom ? Lavarout a reas dezho : deuit ha gwelit,


Er bloaz CH

Un eured a voe e Kana Galilea, hag eno edo Jezuz gant Mari e vamm.


Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbad, c'hwi hag a ren gant furnez traoù an Neñvoù ha traoù an douar, selaouit gant madelezh goulennoù ho Pobl, ha roit dimp ho peoc'h en hon amzer, Dre hon Aotrou ,,,


Da Eurlid al lennadenn
LENNADENN GENTAÑ

Deroù eus levr an Adlezenn 1, 1, 6-18



Komzoù diwezhañ Moizez e Moab

1 Setu ar c'homzoù a lavaras Moshe d'an holl Israeliz en tu-hont d'ar Yarden, er gouelec'h, er stepenn a-dal da Souf, etre Paran ha Tofel, Lavan Haserot ha Dizahav : 6 An Aotrou, hon Doue, en deus komzet ouzhimp en Horev en ur lavarout : " Trawalc’h ez oc'h chomet war ar menez-mañ. 7 Troit ! Loc'hit ! Kit da venez an Emoriz hag etrezek o holl amezeien, d'ar stepenn,

Eil Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 61

koulz ha d'ar d'ar menez, d'an draonienn, d'an Negev hag e-kichen aod ar mor, da vro ar g/Kenaaniz, ha d'al Liban betek stêr vras Frat. 8 Setu, emezañ, lakaat a ran dirazoc'h ar vro ; it enni ha perc'hennit ar vro-se en devoa an Aotrou touet d'ho tadoù, da Avraham, da Is'hak ha da Yakov, reiñ dezho ha d'o lignez war o lerc'h ".

9 Hag em boa komzet ouzhoc'h er mare-se, en ur lavarout : ne c'hellan ket en va-unan dougen ac'hanoc'h. 10 An Aotrou, ho Toue, en deus kresket ac'hanoc'h, hag ez oc'h hiziv ken niverus ha stered an neñv. 11 An Aotrou, Doue ho tadoù, da gresko ac'hanoc'h c'hoazh mil gwezh. ha da vennigo ac’hanoc’h evel m'en deus lavaret deoc'h ! 12 Met penaos e tougin-me va-unan ar preder ganeoc'h, ar garg ac'hanoc'h, hag ho tabutoù ? 13 Kemerit evidoc'h gwazed leun a furnez hag a ouiziegezh, ha degemeret mat en o darempredoù en ho meuriadoù, evit m'o lakain en ho penn.

14 Hag ho poa respontet din en ur lavarout : “ Mat eo an dra-se a lavarez ober. “. 15 Hag e kemeris pennoù ho meuriadoù, gwazed fur ha gouiziek, hag e lakais anezho evel pennoù warnoc'h : ofiserien à vilieroù, ofiserien a gantoù, ofiserien a hanter-gantoù, hag ofiserien a zegoù, ha skribed evit pep meuriad.

16 Hag e rois urzhioù d'ho parnerien er mare-hont, en ur lavarout : Selaouit ho preudeur, ha barnit rik etre un den hag e vreurpe vefe hennezh ur c'henvroad pe e vefe un estrañjour. 17 Na sellit ket diouzh dremm an den pa varnit ; an hini bihan evel an hini bras a selaouot ; n'ho pet ket aon rak den : rak ar varn a zo da Zoue ; hag an aferioù re ziaes evidoc'h a ginnig­ot din hag o selaouin. 18 Hag e c'hourc'hemennis deoc'h er mare-se an holl draoù ho poa da ober ".
PEBEILGANENN Adl 10,17 ; 1,17b
P/ An Aotrou, ho Toue, eo Doue an doueed, Doue bras, kadarn ha spontus, * Na ra ket van ouzh diavaez an den, ha na vez ket prenet gant donezonoù.

U/ An hini bihan evel an hini bras a selaouot, n'ho pezet ket aon rak den, ar varn a zo da Zoue. * Na ra ket van ouzh diavaez an den ...

62 Eil Deiz-an-Aotrou en amzer blaen
EIL LENNADENN

Eus Lizher sant Ignatios Antiokeia

eskob ha merzher, da gristenien Efezos

(Nn. 2, 2 --- 5, 2; Funk 1, 175-177)



Kenemglev en unvaniezh

Dereout a ra ouzhoc'h reiñ gloar e pep stumm Jezuz Krist en deus roet gloar deoc'h, ma viot unanet ervat er sentidigezh, o soublañ d'an eskob ha d'ar bresbited, ha ma viot santelaet e pep tra.

N'eo ket urzhioù a roan deoc'h, evel pa vefen un dra bennak. Rak kaer am eus bezañ chadennet abalamour da anv an Aotrou Krist, n'on ket c'hoazh peurc’hraet e Jezuz Krist. Bremañ ne ran nemet kregiñ da vezañ diskibl, hag e komzan ouzhoc'h evel ouzh kendiskibled din-me. Me eo am befe ezhomm da vezañ kreñvaet ganeoc'h dre ho feiz, dre ho kentelioù, dre ho pasianted, hoc'h hir c'houzañvusted. Met o vezañ n'am lez ket ar garantez da devel diwar ho penn, abalamour da se eo en ho tiaraogan evit ho kelenn da gerzhout a-unan gant menoz Doue. Rak Jezuz Krist, Eñ hor buhez ha na c'hell ket bezañ disrannet diouzhimp, a zo menoz Doue, evel m'emañ ivez an eskibien diazezet betek harzoù an douar, e menoz Jezuz Krist.

Setu perak e tere ouzhoc'h kerzhout a-unan hervez menoz hoc’h eskob ; ar pezh a rit. Rak ho presbited brudet-mat ha dellezek eus Doue, a zo kendoniet ouzh an eskob evel ma'z eo ar c'herdin ouzh ar gitar ; dre-se gant unaniezh ho santimantoù, ha kensoniezh ho karantez e kanit enor da Jezuz Krist. Met bezit pep hini ac'hanoc'h ul laz-kanañ ; ha kendoniet kenetre­zoc’h e c'hellot tapout ton Doue a-gevret, ha kanañ a-unvouezh, dre Jezuz Krist, ur meulgan d'an Tad. Neuze an Tad ho selaouo, hag e welo diouzh hoc'h oberoù ez oc'h izili e Vab. Talvoudek ez eo deoc'h ,enta, Chom en un unaniezh didorr, evit bezañ lodek e Doue, e pep amzer.

Mar don deuet e ken nebeut a amzer da vez unanet gant hoc'h eskob dre ur vignoniezh ken don, mignoniezh ha n'eo ket unan denel, met unan speredel na pegen eürusoc'h ne doc'h-c'hwi ket pa'z oc'h ken stag outañ ha ma'z eo an Iliz ouzh Jezuz Krist, ha Jezuz Krist ouzh e Dad, evit ma vefe kendoniet an holl draoù

Eil Deiz-an-Aotrou en amzer blaen 63

en unaniezh ? Arabat faziañ : neb n'emañ ket e diabarzh ar santual a dremen hep bara Doue. Mar he deus pedenn daou zen kement a nerzh, na pegement muioc'h n'he devo ket hini an eskob hag an Iliz a-bezh ?
PEBEILGANENN Efz 4,1.3-4

P/ Hoc'h aspediñ a ran, me prizoniad evit an Aotrou da ren ur vuhez dellezek eus ar c'halvedigezh a zo hoc'h hini, * Aketus da virout unander ar Spered dre chom liammet er peoc'h.

U/ Ur c'horf hepken, hag ur spered hepken, evel maz oc’h bet galvet d'un esperañs hepken. * Aketus da virout ...
MEULGAN C'hwi Doue a veulomp ... 568.


Yüklə 2,44 Mb.

Dostları ilə paylaş:
1   2   3   4   5   6   7   8   9   ...   27




Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©genderi.org 2024
rəhbərliyinə müraciət

    Ana səhifə